The New Testament of our Lord and Saviour Jesus Christ

Mazhev 1

Lignez Jezuz

1 Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham. 2 Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur. 3 Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. 4 Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. 5 Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese. 6 Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. 7 Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa. 8 Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia. 9 Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. 10 Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia. 11 Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon. 12 Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel. 13 Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. 14 Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud. 15 Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob. 16 Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist. 17 Bez' ez eus eta en holl, eus Abraham betek David, pevarzek rummad, eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad, hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar Krist, pevarzek rummad.

Ganedigezh Jezuz

18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel. 19 Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c'hoantaas he c'has kuit e-kuzh. 20 Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel, 21 hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù. 22 Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: 23 Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp. 24 Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ. 25 Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.

Mazhev 2

Ar majed deuet eus ar sav-heol

1 Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, 2 en ur lavarout: Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d'e azeuliñ. 3 Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ. 4 O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar Krist. 5 Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: 6 Ha te, Betlehem, douar Juda, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac'hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel. 7 Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn. 8 Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ. 9 Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan. 10 Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez. 11 O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. 12 O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d'o bro dre un hent all.

An tec'h en Ejipt

13 Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d'ar marv. 14 Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. 15 Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.

Lazhadeg ar vugale gant Herodez

16 Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed. 17 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: 18 Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.

An distro eus Ejipt

19 Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre, 20 o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv. 21 Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel. 22 Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. 23 Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

Mazhev 3

Prezegennoù Yann-Vadezour

1 En deizioù-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e lec'h distro Judea, 2 o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù. 4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 5 Neuze Jeruzalem, holl vro Judea hag an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, 6 hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 7 Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, 9 ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham. 10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 11 Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12 E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.

Badeziant Jezuz

13 Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. 14 Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout? 15 Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d'ober. 16 Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. 17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Mazhev 4

Temptadur Jezuz

1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2 Goude m'en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon. 3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. 4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue. 5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6 hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7 Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Doue. 8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. 10 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Doue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. 11 Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.

Jezuz en em laka da brezeg

12 Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. 13 O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali, 14 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: 15 Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, 16 ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. 17 Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

An diskibien gentañ

18 Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon ha me a raio ac'hanoc'h pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.

Jezuz a yac'ha ar glañvourien

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc'het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. 25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d'ar Jordan.

Mazhev 5

Ar prezeg war ar menez; ar Gwenvidigezhioù

1 O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ. 2 O tigeriñ e c'henoù, e kelenne anezho, en ur lavarout: 3 Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak frealzet e vint! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak trugarez a gavint! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak bugale Doue e vint galvet! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din, 12 en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc'h.

Holen ha sklêrijenn

13 C'hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac'het gant treid an dud. 14 C'hwi a zo sklêrijenn ar bed. Ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet, 15 ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e ro sklêrijenn d'an holl dud an ti. 16 Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.

Jezuz a zo deuet evit peurober al Lezenn

17 Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N'on ket deuet evit diskar, met evit peurober. 18 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl. 19 Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù. 20 Rak, me a lavar deoc'h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.

Ar fulor

21 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet. 22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d'e vreur: Raka! (= den a netra) a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn. 23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep, 24 lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof. 25 En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac'hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. 26 Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ac'hano ken na vo paeet ganit an diwezhañ gwenneg.

An avoultriezh hag an torr-dimeziñ

27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh. 28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon. 29 Ma laka ac'hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 30 Ha ma laka ac'hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 31 Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ. 32 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

Al leoù

33 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc'hel a ri e-keñver an Aotrou d'al leoù az po graet. 34 Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo, 35 na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo. 36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du. 37 Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.

Karantez ouzh an enebourien

38 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant. 39 Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ. 40 Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell. 41 Mar fell da unan bennak rediñ ac'hanout da vont gantañ e-pad ur mil (~ 1480 m), kae e-pad daou vil. 42 Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit. 43 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour. 44 Met me a lavar deoc'h: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin, 45 evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh. 46 Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se? 47 Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se? 48 Bezit eta peurvat evel ma'z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.

Mazhev 6

An aluzen

1 Lakait evezh na rafec'h hoc'h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù. 2 Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 3 Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou, 4 evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.

Ar bedenn

5 Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 6 Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl. 7 Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet. 8 Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm a-raok ma c'houlennit digantañ. 9 C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, 10 ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, 11 ro deomp hiziv hor bara pemdeziek, 12 pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp, 13 ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen. 14 Rak mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. 15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.

Ar yun

16 Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 17 Met pa yunez, laka c'hwezh-vat war da benn ha gwalc'h da zremm, 18 evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.

Un teñzor en neñv

19 Na zastumit ket deoc'h teñzorioù war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont, 20 met dastumit deoc'h teñzorioù en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron ha na skrapont ket. 21 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon. 22 Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet, 23 met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se! 24 Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.

Na vezit ket nec'het

25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad? 26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto? 27 Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)? 28 Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket, 29 koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz? 31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket? 32 Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm eus an holl draoù-se. 33 Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 34 Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h, rak an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.

Mazhev 7

Na varnit ket

1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet. 2 Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc'h. 3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan? 4 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec'h eus un treust en da hini? 5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur. 6 Na roit ket an traoù santel d'ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.

Pedit hep termal

7 Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h. 8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? 10 Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer? 11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ. 12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.

An daou hent

13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno. 14 Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.

Ar fals-profeded

15 Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d'ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien. 16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol? 17 Evel-se pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, met pep gwezenn fall a zoug frouezh fall. 18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat. 19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat a zo troc'het ha taolet en tan. 20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh. 21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù. 22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? 23 Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet, en em dennit diouzhin, c'hwi hag en em ro d'an direizhder.

An daou ziazez

24 Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. 25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n'eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. 26 Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. 27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar. 28 P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh, 29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha nann evel ar skribed.

Mazhev 8

Jezuz a yac'ha un den lovr

1 Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ. 2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet. 4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.

Jezuz a yac'ha mevel ur c'hantener

5 Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout, 6 ouzh e bediñ hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet eo hag emañ gwall boaniet. 7 Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin hag e yac'hain anezhañ. 8 Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac'haet. 9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 10 Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 11 Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob, 12 met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 13 Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec'h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac'haet.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Pêr ha tud klañv e-leizh

14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn. 15 O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho. 16 An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv, 17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù ha douget en deus hor c'hleñvedoù.

Heuliañ Jezuz

18 Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all. 19 Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i. 20 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn. 21 Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 22 Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.

Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz

23 Pignat a reas en ur vag hag e ziskibien en heulias. 24 Ha setu, e savas ur barrad gwallamzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. 25 E ziskibien a zeuas hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll. 26 Lavarout a reas dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourdrouzas d'an avelioù ha d'ar mor, hag e voe ur sioulder bras. 27 An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ?

Jezuz a yac'ha daou C'hergezeniad dalc'het gant diaouled

28 Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c'helle den tremen dre an hent-se. 29 Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer? 30 Bez' e oa ur vandenn vras a voc'h o peuriñ, ur pennad diouzh eno. 31 An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se. 32 Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier. 33 Ar re o mesae a dec'has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaouled. 34 Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.

Mazhev 9

Jezuz a yac'ha un den seizet

1 O vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor hag e teuas en e gêr. 2 Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 3 Neuze ur re eus ar skribed a soñjas enno o-unan: Hemañ a wallgomz. 4 Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù? 5 Rak, petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh? 6 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da'z ti. 7 Hag e savas hag ez eas d'e di. 8 Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Doue dre m'en doa roet un hevelep galloud d'an dud.

Jezuz a c'halv Mazhev

9 Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias. 10 Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien. 11 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 12 Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. 13 It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.

Ar yun

14 Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? 15 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint. 16 Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad hag ar rog a vefe brasoc'h. 17 Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.

Jezuz a adsav a varv merc'h ar penn, hag a yac'ha ar wreg gant an diwadañ

18 Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo. 19 Jezuz a savas hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien. 20 Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad, 21 rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. 22 Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Hag ar wreg a voe yac'haet adalek an eur-se. 23 Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz, 24 e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ. 25 Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank hag hi a savas. 26 Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.

Jezuz a yac'ha daou zen dall hag un den mut

27 Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! 28 Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d'e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. 29 Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. 30 Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se. 31 Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro. 32 Evel ma'z aent kuit, setu, e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul. 33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kemend-all en Israel. 34 Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.

Nebeut a zo al labourerien

35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. 36 O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer. 37 Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. 38 Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.

Mazhev 10

Dibab an Daouzek; Jezuz a gas anezho e mision

1 Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn. 2 Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur; 3 Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde; 4 Simon ar C'hananead; Judaz Iskariod, an hini en droukroas. 5 Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c'hourc'hemennoù dezho, o lavarout: N'it ket etrezek ar baganed ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned, 6 met it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel. 7 En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost. 8 Yac'hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra. 9 Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued. 11 E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'c'h antreot, goulennit piv a zo dellezek, ha chomit eno betek ma'z eot kuit. 12 En ur vont e-barzh un ti, saludit eñ. 13 Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ, met, ma n'eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc'h deoc'h. 14 Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. 15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se.

Heskinet e vo an diskibien

16 Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed. 17 Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù. 18 Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed. 19 Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket e poan eus an doare ma komzot nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout. 20 Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h. 21 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv. 22 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet. 23 Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'unan all. Lavarout a ran deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den. 24 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou. 25 A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh. 26 N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet. 27 Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù. 28 N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. 29 Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad. 30 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. 31 N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 32 An hini eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù, 33 met piv bennak a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù. 34 Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar. N'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze. 35 Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer, 36 hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh. 37 An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon. 38 An neb na gemer ket e groaz ha na'm heuilh ket n'eo ket dellezek ac'hanon. 39 An hini a viro e vuhez he c'hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c'havo. 40 An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c'haset. 41 An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh. 42 Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

Mazhev 11

Diwar-benn Yann-Vadezour

1 P'en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg en o c'hêrioù. 2 Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ: 3 Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? 4 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit: 5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien. 6 Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon. 7 Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 8 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned. 9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 10 Rak eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit. 11 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ. 12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh hag ar re daer eo he c'hemer. 13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann. 14 Ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont. 15 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 16 Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù hag a gri da vugale all, 17 o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket douget kañv. 18 Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ. 19 Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.

Diwar-benn kêrioù n'o deus ket bet keuz

20 Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en doa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o doa ket bet keuz. 21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac'h hag al ludu. 22 Setu perak en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h. 23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav. 24 Setu perak en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom eget dit.

An diskuizh e Jezuz

25 En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale! 26 Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat. 27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ. 28 Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio. 29 Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. 30 Rak va yev a zo dous ha va bec'h a zo skañv.

Mazhev 12

Jezuz, mestr ar sabad

1 En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ. 2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 3 Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, 4 penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken? 5 Pe n'hoc'h eus ket lennet el lezenn penaos d'an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam? 6 Met me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ. 7 Mar gouefec'h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rak Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

9 O vezañ aet ac'hane, eñ a yeas en hor sinagogenn. 10 Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec'het. Hag e c'houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac'haat d'an deizioù sabad? Evit e damall e oa. 11 Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d'e dennañ ha d'e sevel? 12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se e c'heller ober vat d'an deizioù sabad. 13 Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile. 14 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.

Jezuz a yac'ha klañvourien e-leizh

15 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane. Kalz a dud a yeas war e lerc'h. Eñ o yac'haas holl 16 ha gourc'hemenn a reas start dezho na zisklêrjent ket anezhañ, 17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: 18 Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù, 19 ne rioto ket, ne grio ket, den ne glevo e vouezh er straedoù, 20 ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ, 21 hag ar broadoù a espero en e anv. 22 Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul dall ha mut hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut. 23 An holl bobl a voe souezhet bras hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?

Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel

24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled. 25 Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout. 26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh? 27 Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. 28 Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h. 29 Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di. 30 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. 31 Rak-se e lavaran deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho. 32 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c'hantved-mañ nag er c'hantved da zont. 33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. 34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù. 35 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall. 36 Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret. 37 Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.

Mirakl Jona

38 Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit. 39 Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. 40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar. 41 Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona. 42 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.

Distro ar spered hudur

43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. 44 Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet. 45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.

Mamm ha breudeur Jezuz

46 Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ. 47 Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit. 48 Met e respontas d'an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur? 49 Hag, oc'h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Mazhev 13

Parabolennoù Rouantelezh an Neñvoù; an hader

1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor. 2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec'h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod. 3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ. 4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl. 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont. 9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 10 E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù? 11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho. 12 Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket. 14 Enno eo peurc'hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket. 15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho. 16 Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont. 17 Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet. 18 Selaouit eta petra eo parabolenn an hader. 19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent. 20 An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez, 21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ. 22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh. 23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.

An dreog

24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark. 25 Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit. 26 Pa voe kresket ar geot ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog. 27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ? 28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ? 29 Nann, emezañ, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed. 30 Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.

Ar c'hreunenn sezo

31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark. 32 Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.

Ar goell

33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl. 34 Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn, 35 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.

Disklêriadur parabolenn an dreog

36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park. 37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den; 38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug; 39 an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled. 40 Evel ma tenner an dreog ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. 41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder, 42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

An teñzor kuzhet

44 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se. Ar berlezenn brizius meurbet 45 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer. 46 Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet.

Ar roued

47 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor hag a zastum pesked a bep seurt. 48 Pa'z eo leun, e tennont anezhi war an aod. Goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri hag e taolont kuit ar re fall. 49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh 50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 51 Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.

Ar penn-tiegezh

52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.

Jezuz en e vammvro

53 Goude m'en doe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano. 54 O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? 55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur? 56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A-belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se? 57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan. 58 Ha ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se abalamour d'o diskredoni.

Mazhev 14

Yann-Vadezour drouklazhet

1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, 2 a lavaras d'e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ. 3 Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, 4 rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg. 5 C'hoant en doa d'e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed. 6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez, 7 en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje. 8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 9 Ar roue a voe glac'haret, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi, 10 hag e kasas da zibennañ Yann er prizon. 11 E benn a voe degaset war ur plad ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm. 12 Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d'henn lavarout da Jezuz.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentañ kreskadur ar bara)

13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c'hêrioù. 14 Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac'haas o c'hlañvourien. 15 An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù da brenañ boued. 16 Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. 17 Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk. 18 Eñ a lavaras: Degasit int din. 19 Hag e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl. 20 Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet. 21 Ar re o doa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.

Jezuz a gerzh war an dour

22 Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. 23 P'en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan. 24 Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep. 25 D'ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor. 26 Pa welas an diskibien anezhañ o kerzhout war ar mor, o doa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont. 27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon! 28 Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier. 29 Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz. 30 Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete! 31 Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet? 32 Hag e pignjont er vag hag an avel a baouezas. 33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Jezuz a yac'ha tud klañv

34 P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared. 35 Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet anezhañ, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv. 36 Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.

Mazhev 15

Ar farizianed hag an hengoun

1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz hag a lavaras: 2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù. 3 Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun? 4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv. 5 Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof, 6 n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun. 7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: 8 Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin. 9 Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud.

Kalon an den

10 O vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit. 11 N'eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den. 12 Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? 13 Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. 14 Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull. 15 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se. 16 Ha Jezuz a lavaras: Ha bez' oc'h c'hwi ivez c'hoazh hep skiant? 17 Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c'hof hag a vez taolet er foz? 18 Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den. 19 Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù. 20 Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.

Jezuz e bro Tir ha Sidon: ar wreg kananeat

21 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon. 22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall boaniet gant un diaoul. 23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h. 24 Respont a reas: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel. 25 Met hi a zeuas hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon! 26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan. 27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù. 28 Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Ha war an eur-se, he merc'h a voe yac'haet.

Jezuz a yac'ha klañvourien

29 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno. 30 Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac'haas, 31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac'hagnet yac'haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Doue Israel.

Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

32 Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent. 33 An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout el lec'h distro-mañ bara a-walc'h da bredañ kement a dud? 34 Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù. 35 Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar, 36 e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl. 37 Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. 38 Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale. 39 Goude bezañ kaset ar bobl en o hent, e pignas er vag hag e teuas da vro Vagdala.

Mazhev 16

Goell ar farizianed

1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c'houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv. 2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz, 3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù! 4 Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit. 5 An diskibien, o tremen en tu all, o doa ankounac'haet kemer bara ganto. 6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz. 7 An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 8 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc'h hoc'h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h? 9 Bez' oc'h c'hoazh hep skiant ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h, 10 nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h? 11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc'h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz? 12 Neuze e komprenjont penaos n'en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.

Disklêriadenn Bêr

13 Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den? 14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded. 15 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? 16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar Krist, Mab an Doue bev. 17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù. 18 Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. 19 Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù. 20 Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar Krist.

Jezuz a ziougan e varv

21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz. 22 Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit. 23 Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.

Heuliañ Jezuz

24 Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon. 25 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c'havo. 26 Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene? 27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù. 28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

Mazhev 17

An Treuzneuziadur

1 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel. 2 Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù. 3 Setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ. 4 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. 5 Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ! 6 Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genoù hag o doe ur spont bras. 7 Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon! 8 Sevel a rejont o daoulagad ha ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan. 9 Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv. 10 An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra. 12 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh. 13 Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.

Jezuz a yac'ha ur bugel loariek

14 O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout: 15 Aotrou, az pez truez ouzh va mab hag a zo loariek ha gwall boaniet. Alies e kouezh en tan hag alies en dour. 16 Degaset em eus anezhañ da'z tiskibien ha n'o deus ket gallet e yac'haat. 17 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din. 18 Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ, hag ar bugel a voe yac'haet war an eur-se. 19 Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ? 20 Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc'h. 21 Met ar seurt-se ne d-a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.

Jezuz a ziougan e varv

22 E-pad ma'z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud, 23 e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret.

An didrakm

24 Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm (= pezh arc'hant a 2 drakm, d.l.e. war-dro 8 g) a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm? 25 Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi? 26 Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto. 27 Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henoù hag e kavi ur stater (= pezh arc'hant a 4 drakm, d.l.e. war-dro 16 g). Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.

Mazhev 18

Dont da vezañ evel ur bugel bihan

1 D'an eur-se an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù? 2 Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz 3 hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù. 4 Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù. 5 Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac'hanon. 6 Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor. 7 Gwalleur d'ar bed abalamour d'an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d'an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ. 8 Ma laka ac'hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus. 9 Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn. 10 Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù. 11 Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.

Parabolenn an dañvad kollet

12 Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket? 13 Ha mar c'hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket. 14 Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.

Mar en deus pec'het da vreur …

15 Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur. 16 Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest. 17 Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan. 18 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv. 19 Me a lavar c'hoazh deoc'h penaos mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù. 20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz. 21 Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech? 22 Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech.

Parabolenn ar servijer digar

23 Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien. 24 P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant). 25 Dre ma n'en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle. 26 Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle. 27 O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle. 28 Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). O kregiñ ennañ, e waskas e c'houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din. 29 E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl. 30 Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d'e deurel er prizon, betek m'en doa paeet ar pezh a dlee. 31 E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a yeas da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. 32 Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet. 33 Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit? 34 Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en doa paeet kement a dlee. 35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h a-greiz e galon e vankoù d'e vreur.

Mazhev 19

Torr-dimeziñ ha dizimezded

1 P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea hag e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. 2 Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas anezho. 3 Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit evit n'eus forzh peseurt abeg? 4 Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac'h, 5 ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a zeuio ur c'hig hepken? 6 Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue. 7 Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez gourc'hemennet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit? 8 Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se. 9 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, hag an hini a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh. 10 E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar d-eo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ. 11 Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho. 12 Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.

Ar vugale vihan

13 Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae. 14 Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d'ar re a zo heñvel outo. 15 Lakaat a reas e zaouarn warno hag ez eas kuit ac'hano.

An den yaouank pinvidik

16 Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 17 Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. 18 Pere? emezañ. Jezuz a respontas: Ne vi ket muntrer; ne ri ket avoultriezh; ne laeri ket; ne lavari ket a falstesteni; 19 enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 20 An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c'hoazh? 21 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon. 22 Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa. 23 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù. 24 Me a lavar deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 25 An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 26 Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met pep tra a zo posupl da Doue. 27 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp? 28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel. 29 Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c'hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da'm anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh. 30 Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

Mazhev 20

Parabolenn al labourerien er winieg

1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg. 2 Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg. 3 Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra. 4 Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont. 5 Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra. 6 O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra? 7 Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh. 8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ. 9 Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner. 10 Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner. 11 Ouzh e gemer, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh, 12 o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder. 13 Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner? 14 Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit. 15 Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat? 16 Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.

Jezuz a ziougan e varv adarre

17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent: 18 Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv 19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Goulenn mamm mibien Zebedea

20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. 21 Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. 22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. 23 Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad. 24 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur. 25 Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. 26 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer, 27 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour. 28 Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Jezuz a yac'ha daou zen dall

29 Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h. 30 Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David! 31 Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David! 32 Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 33 Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad. 34 O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec'h heuilhjont anezhañ.

Mazhev 21

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din. 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. 4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. 6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc'hemennet dezho. 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag o vezañ lakaet o dilhad warno, e lakajont anezhañ da azezañ warno. 8 Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc'has brankoù gwez hag a c'holoas ganto an hent. 9 Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! 10 Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11 Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. 15 Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno. 16 Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet: Tennet ec'h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn? 17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.

Ar wezenn-fiez sec'het; ar feiz

18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en doe naon. 19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec'has. 20 An diskibien a welas kement-se hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal? 21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. 22 Kement a c'houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc'h.

Galloud Jezuz

23 Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet anezhañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Parabolenn an daou vab

28 Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. 29 Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas. 30 Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket. 31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.

Parabolenn ar winierien

33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all. 34 Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg. 35 Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile hag a veinatas unan all. 36 Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho an hevelep tra. 37 Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. 38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh. 39 Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg hag en lazhjont. 40 Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se? 41 Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer. 42 Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? 43 Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h ha roet d'ur vroad a roio ar frouezh anezhi. 44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr. 45 Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho 46 hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

Mazhev 22

Parabolenn ar goan-eured

1 Jezuz a gomzas a-nevez outo dre barabolennoù hag a lavaras: 2 Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab. 3 Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured, met ne felle ket dezho dont. 4 Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured. 5 Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh, 6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas. 7 Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c'hêr. 8 Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi. 9 It eta er c'hroazhentoù ha galvit d'an eured ar re holl a gavot. 10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol. 11 Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en doa ket gwisket un dilhad eured. 12 Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut. 13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d'e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.

Ar gwir da Gezar

15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù. 16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud. 17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket? 18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed? 19 Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). 20 Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? 21 Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Doue ar pezh a zo da Doue. 22 Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.

Diwar-benn an adsavidigezh a varv

23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 24 Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur. 25 Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas, hag evel n'en doa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur. 26 En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet. 27 Goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez. 28 Neuze en adsavidigezh a varv, da behini ar seizh-se e vo gwreg ? Rak eo bet dezho holl. 29 Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue. 30 Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv. 31 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h: 32 Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. 33 Ar bobl a selaoue hag a voe souezhet gant e gelennadurezh.

Ar gourc'hemenn brasañ

34 Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en doa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas, 35 hag unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ evit e amprouiñ: 36 Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn? 37 Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Doue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj. 38 Hennezh eo ar c'hentañ hag ar gourc'hemenn brasañ. 39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40 An holl lezenn hag ar brofeded a zo dalc'het en daou c'hourc'hemenn-se.

Mab piv eo ar Krist?

41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo 42 o lavarout: Petra a soñjit eus ar Krist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid. 43 Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar: 44 An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 45 Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? 46 Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.

Mazhev 23

Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed ...

1 Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, 2 a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez. 3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket. 4 Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz. 5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad, 6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, 7 karout a reont bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr. 8 Met c'hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur. 9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. 10 Na vezit ket galvet mistri, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist. 11 An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer. 12 Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. 13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 14 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc'h. 15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h. 16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se? 18 Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou drezañ ha dre gement a zo warni. 21 An neb a dou dre an templ, a dou drezañ ha dre an Hini a chom ennañ. 22 Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. 27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. 28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder. 29 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh, 30 en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded. 31 Testiñ a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded. 32 Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù. 33 Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn? 34 Dre-se, setu, e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d'eben, 35 evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter. 36 Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.

Jezuz oc'h hirvoudiñ diwar-benn Jeruzalem

37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! 38 Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, 39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

Mazhev 24

Hag e welint Mab an den o tont ...

1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ. 2 Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret. 3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed? 4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. 5 Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar Krist. Hag e tromplint kalz a dud. 6 Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. 7 Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec'h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar. 8 An traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da'm anv. 10 Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile. 11 Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud. 12 Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio. 13 Met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet. 14 An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d'an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin. 15 Pa welot eta an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel, ra gompreno an neb a lenn, 16 neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, 17 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di, 18 an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e zilhad. 19 Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! 20 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, nag un deiz sabad, 21 rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken. 22 Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet. 23 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar Krist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket. 24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan. 25 Setu, henn lavaret em eus deoc'h a-raok. 26 Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emañ el lec'h distro, n'it ket; Setu, emañ er c'hambroù, na gredit ket. 27 Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den. 28 E pelec'h bennak ma vo ar c'horf marv, eno en em zastumo an erered. 29 Raktal goude glac'har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet. 30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras. 31 Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all. 32 Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c'hwi a oar ez eo tost an hañv. 33 Evel-se ivez pa welot kement-se holl, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor. 34 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo peurc'hraet an holl draoù-se. 35 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken. 37 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den. 38 Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, 39 hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d'o c'has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den. 40 Neuze eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet, 41 eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet. 42 Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou. 43 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 44 Dre-se c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket. 45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat? 46 Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc'h ober evel-se. 47 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù. 48 Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro, 49 ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien, 50 aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur na ouezo ket, 51 hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Mazhev 25

Parabolenn an dek gwerc'hez

1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried. 2 Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant. 3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto, 4 met ar re fur a gemeras eoul en o fodoù gant o lampoù. 5 Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont. 6 Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h. 10 E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor. 11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp. 12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h. 13 Beilhit eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.

Parabolenn an talantoù

14 Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn. 15 Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal. 16 Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all. 17 En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all. 18 Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou. 19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto. 20 An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. 21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou. 22 An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. 23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou. 24 An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet, 25 hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit. 26 Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet, 27 ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi. 28 Lamit eta e dalant digantañ ha roit anezhañ d'an hini en deus dek talant. 29 Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 30 Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

An deñved hag ar bouc'hed

31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar. 32 An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed. 33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc'hed a-gleiz. 34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed. 35 Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus; 36 en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout. 37 Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ? 38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket? 39 Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da'z kavout? 40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din. 41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled. 42 Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ; 43 diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout. 44 Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret? 45 Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din. 46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.

Mazhev 26

Irienn a-enep Jezuz

1 Goude m'en doe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien: 2 Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz. 3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz, 4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv. 5 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Jezuz olevet e Betania

6 E-pad ma oa Jezuz e Betania, e ti Simon al lovr, 7 ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag, e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn. 8 An diskibien, o welout kement-se, a savas droug enno hag a lavaras: Perak ar c'holl-se? 9 Gallet e vije bet gwerzhañ ker ar c'hwezh-vat-se ha reiñ an arc'hant d'ar beorien. 10 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver. 11 Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon. 12 Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur. 13 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.

Trubarderezh Judaz

14 Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras 15 hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc'h? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant. 16 Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ.

Ar Pask diwezhañ

17 Ar c'hentañ deiz eus gouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp evidout pred ar Pask? 18 Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost, ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien. 19 An diskibien a reas evel m'en doa Jezuz gourc'hemennet dezho. Hag e kempennjont ar Pask. 20 Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek. 21 E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am droukroio. 22 Gwall c'hlac'haret e oant ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo? 23 Eñ a respontas: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am droukroio. 24 Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet diwar e benn, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ! Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet. 25 Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.

Diazezadenn ar Goan-Santel

26 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d'an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. 27 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho o lavarout: Evit holl dioutañ, 28 rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù. 29 Me a lavar deoc'h, n'evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.

Jezuz a gemenn da Bêr e zinac'hadenn

30 Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived. 31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet. 32 Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. 33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken. 34 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. 35 Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.

E liorzh Getsemane

36 Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'an diskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont. 37 Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. 38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit ganin. 39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henoù d'an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit. 40 Dont a reas da gavout an diskibien hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin? 41 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh. 42 Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez! 43 Distreiñ a reas hag o c'havas kousket adarre, rak o daoulagad a oa pounneraet. 44 O vezañ o c'huitaet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout an hevelep komzoù. 45 Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien. 46 Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.

Jezuz a zo trubardet ha paket

47 Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl. 48 An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ. 49 Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz hag e krogjont ennañ. 51 Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ. 52 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h, rak ar re holl a gemero ar c'hleze a varvo dre ar c'hleze. 53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled? 54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se? 55 D'an ampoent-se Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret. 56 Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec'has kuit.

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur; dinac'hadurioù Pêr

57 Ar re o doa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien. 58 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se. 59 Neuze, ar veleien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur fals-testeni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv. 60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test, ne gavent ket. En diwezh, e teuas daou fals-test a lavaras: 61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh. 62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep? 63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar Krist, Mab Doue. 64 Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec'h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue hag o tont war goabr an neñv. 65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc'h eus e ledoued. 66 Petra a soñjit? Respont a rejont: Din eo da vervel. 67 Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioù-dorn dezhañ, ha re all a roe karvanadoù dezhañ 68 o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit? 69 Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead. 70 Met eñ a nac'has dirak an holl hag a lavaras: N'ouzon ket petra a lavarez. 71 Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared. 72 Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se. 73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. 74 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas. 75 Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

Mazhev 27

Jezuz degaset dirak Pilat; morc'hed Judaz

1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv. 2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour. 3 Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien, 4 o lavarout: Pec'het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit. 5 Goude m'en doe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas. 6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad. 7 Hag o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder evit beziañ an diavaezidi. 8 Setu perak eo bet galvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv. 9 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel, 10 hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din. 11 Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar. 12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra. 13 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit? 14 Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet. 15 Ar gouarnour en doa ar c'hiz, d'ar gouel-mañ, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent. 16 Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz. 17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist? 18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn. 19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ. 20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d'ar marv. 21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz. 22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz! 23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug eta en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz! 24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc'h-c'hwi e sell kement-se. 25 Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale! 26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. 27 Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad. 28 O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-tane. 29 O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien! 30 O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.

Ar c'hroazstagadur

31 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz. 32 Pa'z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz. 33 O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn, 34 e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p'en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ. 35 Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. 36 Hag, o vezañ azezet, e tiwallent anezhañ eno. 37 Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN. 38 Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ. 39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn 40 hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz! 41 Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c'hoapaat: 42 Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ. 43 En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue. 44 Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù. 45 Hogen adalek ar c'hwec'hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur. 46 War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? 47 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu e c'halv Elia. 48 Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ. 49 Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ. 50 Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered. 51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas, 52 ar bezioù a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a oa marv a adsavas a varv, 53 hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude e adsavidigezh a varv ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz. 54 Neuze ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue. 55 Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ. 56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea.

Beziadur Jezuz

57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz. 58 Mont a reas da gavout Pilat hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf. 59 Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn 60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc'h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit. 61 Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez. 62 An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat 63 hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec'h adsavin a varv. 64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ. 65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit anezhañ evel ma karot. 66 Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.

Mazhev 28

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1 Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez. 2 Ha setu, e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ. 3 E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h. 4 Ar warded a grenas gant ar spont dirazañ hag a zeuas evel tud varv. 5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz. 6 N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m'en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa gourvezet an Aotrou, 7 hag it raktal ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc'h.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala ha d'ar Vari all

8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d'e ziskibien. 9 Hag evel ma'z aent da gemenn kement-se d'e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag a azeuljont anezhañ. 10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.

Danevell ar warded

11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet. 12 Ar re mañ, o vezañ en em zastumet gant an henaourien ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded, 13 o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz hag e laeret o deus e-keit ha ma oamp kousket. 14 Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ hag a denno ac'hanoc'h a boan. 15 Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.

It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho …

16 Neuze an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez en doa Jezuz gourc'hemennet dezho en em gavout. 17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas. 18 Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar. 19 It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, 20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. Amen.

Mark 1

Prezegennoù Yann-Vadezour

1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 2 Hervez ar pezh a zo bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout, 3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù, 4 Yann a zeuas o vadeziñ el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. 5 Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 8 Me am eus ho padezet en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.

Badeziant ha temptadur Jezuz

9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. 12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro. 13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ. Jezuz en em laka da brezeg 14 Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue 15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.

An diskibien gentañ

16 Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 17 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da'm heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud. 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 19 Hag ac'hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù. 20 Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.

Jezuz a gas ur spered hudur kuit

21 Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni. 22 Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed. 23 En em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur, hag a grias 24 o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. 25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se. 26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ. 27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ. 28 Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Simon

29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 30 Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 31 Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.

Jezuz a yac'ha klañvourien e-leizh

32 Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled. 33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor. 34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.

Jezuz o pediñ; Jezuz a yac'ha un den lovr

35 Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno. 36 Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask. 37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout. 38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet. 39 Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled. 40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. 42 Adalek m'en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mañ hag e voe glanaet. 43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start, 44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. 45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc'he er-maez e lec'hioù a-du, hag a bep tu e teued d'e gavout.

Mark 2

Jezuz a yac'ha un den seizet

1 Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti. 2 Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel. Eñ a brezege dezho ar ger. 3 Dont a reas d'e gavout tud o tegas un den seizet, douget gant pevar den. 4 Evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ hag, o vezañ graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnañ. 5 Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 6 Ur re eus ar skribed azezet eno a soñje en o c'halonoù: 7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken? 8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? 9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet-mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh? 10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: 11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti. 12 Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Doue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.

Jezuz a c'halv Levi

13 Eñ a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d'e gavout hag eñ o c'helennas. 14 En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Sevel a reas hag en heulias. 15 Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ. 16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 17 Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.

Ar yun

18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? 19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma'z emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ. 20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint. 21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc'h. 22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.

Jezuz, mestr ar sabad

23 C'hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù. 24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 25 Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p'en doa ezhomm ha p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, 26 penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ? 27 Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad. 28 Dre-se Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

Mark 3

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

1 Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec'het. 2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ d'an deiz sabad, evit e damall. 3 Hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz. 4 Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d'an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas. 5 Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile. 6 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.

Jezuz a yac'ha klañvourien e-leizh

7 Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea, 8 eus Jeruzalem, eus Idumea hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ. 9 Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto. 10 Rak en doa yac'haet kalz anezho, en hevelep doare m'en em daole warnañ kement en doa ur c'hleñved evit stekiñ outañ. 11 Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue! 12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho n'en zisklêrjent ket.

Dibab an Daouzek

13 Pignat a reas war ur menez hag e c'halvas ar re a felle dezhañ. Dont a rejont d'e gavout. 14 Lakaat a reas daouzek anezho da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg, 15 gant ar galloud da yac'haat ar re glañv ha da gas kuit an diaouled. 16 Bez' e oant: Simon ma roas an anv a Bêr dezhañ; 17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c'hurun; 18 Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C'hananead; 19 Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Neuze e tistrojont d'an ti. 20 Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c'hellent ket zoken kemer o fred.

Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel

21 E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo. 22 Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled. 23 Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit? 24 Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout, 25 ha mar d-eo un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout. 26 Mar sav eta Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar d-eo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo. 27 Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se. Neuze e preizho e di. 28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo, 29 met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n'en devo biken a bardon, met dalc'het e vo dindan ur varn peurbadus. 30 Kement-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.

Mamm ha breudeur Jezuz

31 E vreudeur hag e vamm a erruas hag, oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel. 32 Ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez o c'houlenn ac'hanout. 33 Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 34 Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Mark 4

Parabolenn an hader

1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor. 2 Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh: 3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ 4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl. 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant. 9 Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 10 Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se. 11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù, 12 evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù. 13 Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù? 14 An hader a had ar ger. 15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù. 16 En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez, 17 met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ. 18 Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger, 19 met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c'hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh. 20 Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.

Parabolennoù all; an had; ar c'hreunenn sezo

21 Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor? 22 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel. 23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo. 24 Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou. 25 Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 26 Hag e lavaras: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar, 27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos. 28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn. 29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ dre ma'z eo prest an eost. 30 Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp? 31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar. 32 Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud. 33 Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout. 34 Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.

Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz

35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all. 36 Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug. 37 Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie. 38 Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll? 39 O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioù hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras. 40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz? 41 Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d'egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?

Mark 5

Jezuz a yac'ha ur Gadareniad dalc'het gant diaouled

1 Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz. 2 Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout. 3 Chom a rae er bezioù ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, gant chadennoù zoken. 4 Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c'helle e zoñvaat. 5 Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein. 6 P'en doe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ 7 hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon. 8 Rak e lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se! 9 Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp. 10 Hag e pedas start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se. 11 Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ. 12 Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno. 13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez' e oa anezho war-dro daou vil. 14 Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet. 15 Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon. 16 Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaouled, ha gant ar moc'h. 17 Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro. 18 Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled en pedas d'e lezel da vont gantañ. 19 Met Jezuz n'en lezas ket hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit ha penaos en deus bet truez ouzhit. 20 Eñ a yeas kuit hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en doa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.

Jezuz a adsav a varv merc'h Jairuz hag a yac'ha ar wreg gant an diwadañ

21 Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d'an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d'ar mor e oa. 22 Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid 23 hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac'haet, hag e vevo. 24 Mont a reas gantañ. Ur bobl vras a yeas war e lerc'h hag a waskas anezhañ. 25 Bez' e oa ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa. 26 Gouzañvet he doa kalz a boan etre daouarn ar vedisined ha dispignet he doa he holl vadoù hep bezañ resevet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat. 27 O vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar bobl dre ziadreñv hag e stokas ouzh e zilhad. 28 Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. 29 Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas en he c'horf e oa yac'haet eus he foan. 30 Kerkent Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad? 31 E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? 32 Hag e selle en-dro evit gwelout piv en doa graet-se. 33 Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d'e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez. 34 Lavarout a reas dezhi: Merc'h, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h ha bez dizereet eus da gleñved. 35 Evel ma komze c'hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr. 36 Kerkent ha m'en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken. 37 Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez ha Yann breur Jakez. 38 O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv. 39 O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra. 40 Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet. 41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav. 42 Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet. 43 Hag ec'h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ.

Mark 6

Jezuz en e vammvro

1 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro hag e ziskibien a heulias anezhañ. 2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? 3 Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ. 4 Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan, e-touez e gerent e-unan hag ar re eus e di e-unan. 5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno. 6 Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc'hioù tro-war-dro, en ur gelenn.

An Daouzek kaset e mision

7 Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur. 8 Gourc'hemenn a reas dezho na gemerjent netra evit an hent nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz, 9 met sandalennoù en o zreid ha na zougjent ket daou wiskamant. 10 Hag e lavaras dezho: En ti bennak ma'c'h antreot, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se. 11 P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha n'ho selaouint ket, pa'z eot kuit ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se. 12 O vezañ aet, e prezegjont d'an dud kaout keuz. 13 Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec'h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac'hajont anezho.

Yann-Vadezour drouklazhet

14 Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ. 15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded. 16 Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv. 17 Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en doa he dimezet, 18 ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket aotreet dit kaout gwreg da vreur. 19 Herodiaz he doa droug outañ hag a c'hoantae e lakaat d'ar marv. Met ne c'helle ket, 20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur. 21 Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea. 22 Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, a zañsas, hag a blijas da Herodez ha d'ar re a oa azezet gantañ. Ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit. 23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh. 24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour. 25 O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 26 Ar roue a voe glac'haret bras, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi. 27 Raktal e kasas unan eus e warded hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon, 28 hag en degasas war ur plad. E reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank en roas d'he mamm. 29 E zskibien o vezañ klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhañ en ur bez.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentañ kreskadur ar bara)

30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet. 31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du en ul lec'h diamezeg ha diskuizhit un nebeudig. Rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o doe ket amzer zoken da zebriñ. 32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h diamezeg. 33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit ha kalz en anavezas. O redek war droad eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho hag e teujont asambles en e arbenn. 34 Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra. 35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, 36 kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n'o deus netra da zebriñ. 37 Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara, evit reiñ dezho da zebriñ? 38 Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It ha sellit. P'o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk. 39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho lakaat an holl da azezañ, a vandennoù, war ar geot glas. 40 Hag ec'h azezjont a renkoù dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù. 41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. 42 Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc'h. 43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù bara hag eus ar pesked. 44 Ar re o doa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.

Jezuz a gerzh war an dour

45 Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. 46 P'en doe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ. 47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar. 48 Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor, ha c'hoant en doa d'o diaraogiñ. 49 Pa weljont anezhañ o kerzhout war ar mor, e kredjont e oa un teuz hag e krijont, 50 rak holl e weljont anezhañ hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon. 51 Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm, 52 rak n'o doa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.

Jezuz a yac'ha tud klañv

53 P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared hag e touarjont eno. 54 Pa voent aet er-maez eus ar vag, an dud en anavezas raktal. 55 Hag e redjont dre an holl vro tro-war-dro hag en em lakajont da zougen war gweleoù ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent e oa. 56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù pe er c'hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac'haet.

Mark 7

Ar farizianed hag an hengoun

1 Ar farizianed, gant lod eus ar skribed deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout anezhañ. 2 Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc'het, hag e kavjont da damall. 3 Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezañ gwalc'het o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh, 4 ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù. 5 Neuze ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc'hiñ o daouarn? 6 Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin. 7 Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud. 8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo. 9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout hoc'h hengoun. 10 Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv. 11 Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof, 12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm, 13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc'h hoc'h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.

Kalon an den

14 O vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon ha komprenit: 15 Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c'hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den. 16 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo. 17 Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se. 18 Eñ a lavaras dezho: Ha bez' oc'h eta c'hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c'hell ket e lousaat? 19 Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c'hof, a-belec'h e kouezh er foz, e-lec'h ma vez glanaet ar boued holl. 20 Lavarout a reas: Ar pezh a zeu er-maez eus an den, eo ar pezh a hudura an den. 21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù, 22 al laeroñsioù, ar c'hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. 23 An holl draoù fall-se a zeu eus an diabarzh hag a hudura an den.

Jezuz e bro Tir ha Sidon: ar wreg sirofenikian

24 O vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet. 25 Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid. 26 Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc'h. 27 Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h, rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan. 28 Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale. 29 Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc'h. 30 O vezañ distroet d'he zi, e kavas e oa aet kuit an diaoul, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.

Jezuz e bro Zekapoliz (Dek-Keoded): pare un den bouzar ha mut

31 Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Zekapoliz. 32 Degaset e voe dezhañ un den bouzar, a oa dalc'het en e gomz, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ. 33 O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grañch, e stokas e deod. 34 O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor! 35 Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet hag e komzas hep poan. 36 Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ. 37 Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.

Mark 8

Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

1 En deizioù-se e oa gant Jezuz un niver bras a dud hag, evel n'o doa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho: 2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. 3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell. 4 E ziskibien a respontas dezhañ: Penaos e c'hellfemp kavout bara a-walc'h da bredañ anezho en ul lec'h distro? 5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh. 6 Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien evit m'o lodennjent. Hag o lodennjont d'ar bobl. 7 Bez' e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho. 8 Debriñ a rejont hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad eus an tammoù a oa manet. 9 Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil. Goude-se o c'hasas en o hent.

Goell ar farizianed

10 O vont kerkent er vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta. 11 Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c'houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv. 12 O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d'ar rummad-mañ. 13 Hag, o vezañ o c'huitaet, ez eas adarre er vag hag e tremenas en tu all. 14 Ankounac'haet o doa kemer bara ganto, ha n'o doa nemet ur bara er vag ganto. 15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez. 16 Int a soñjas etrezo hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant c'hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon? 18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj? 19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek. 20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras: Seizh. 21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket c'hoazh?

Jezuz a yac'ha un den dall e Betsaida

22 O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ. 23 Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc'h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak. 24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud evel gwez o kerzhout. 25 Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac'haet e voe hag e wele holl fraezh mat. 26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout: N'a ket er bourc'h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h.

Disklêriadenn Bêr

27 Jezuz a yeas gant e ziskibien e bourc'hioù Kezarea-Filip. War an hent, e c'houlennatas e ziskibien hag e lavaras: Piv a lavar an dud ez on? 28 Respont a rejont: Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan eus ar brofeded. 29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar Krist. 30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.

Jezuz a ziougan e varv

31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude. 32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. 33 Met eñ, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.

Heuliañ Jezuz

34 O c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon. 35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel he saveteo. 36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? 37 Petra a rofe an den e trok ouzh e ene? 38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec'her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

Mark 9

1 Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.

An Treuzneuziadur

2 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo. 3 E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc'h, ken n'eus gwenner ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se. 4 Elia ha Moizez en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz. 5 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. 6 Rak ne ouie ket petra lavarout, abalamour m'o doe ur spont bras. 7 Hag e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ! 8 Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto. 9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv. 10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv. 11 Hag e c'houlennjont outañ o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 12 Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet? 13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet evel ma'z eo skrivet diwar e benn.

Jezuz a yac'ha ur bugel dalc'het gant ur spered mut

14 O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto. 15 Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ. 16 Eñ a c'houlennas digant ar skribed: diwar-benn petra e tabutit ganto? 17 Un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut. 18 E pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent hag a zisec'h. Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet. 19 Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din. 20 E zegas a rejont dezhañ. Raktal m'en gwelas, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar o ruilhal hag oc'h eoniñ. 21 Eñ a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas. 22 Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, az pez truez ouzhimp. 23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez krediñ, pep tra a zo posupl d'an hini a gred. 24 Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac'hanon em diskredoni! 25 Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ. 26 Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo. 27 Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel. Hag e chomas en e sav. 28 Pa voe aet en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ? 29 Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c'hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.

Divizoù pouezus-kenañ gant an diskibien

30 O vezañ aet ac'hano, e treuzjont vro C'halilea. Ne felle ket dezhañ e vije gouezet gant den. 31 Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d'ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 32 Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se ha ne gredent ket goulenn digantañ. 33 Dont a reas da Gafarnaoum. O vezañ en ti, e c'houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec'h en hent? 34 Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasañ. 35 O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl. 36 O vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz hag, o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho: 37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.

Diwar-benn an implij eus anv Jezuz

38 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac'hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp. 39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n'eus den a rafe mirakloù em anv hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon. 40 Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp. 41 Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma'z oc'h da Krist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

An abegoù da gouezhañ

42 Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug ha e vefe taolet er mor. 43 Ma laka ac'hanout da zorn da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn, 44 en tan ne voug biken, e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket. 45 Ha ma laka ac'hanout da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken, 46 e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket. 47 Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn, 48 e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket. 49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen. 50 Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan ha bezit e peoc'h etrezoc'h.

Mark 10

An torr-dimeziñ

1 O vont ac'hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez. 2 Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit? 3 Eñ a respontas dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h? 4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit. 5 Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon. 6 Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac'h. 7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, 8 hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. 9 Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue. 10 Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se. 11 Eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver, 12 ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh.

Ar vugale vihan

13 Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase. 14 Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. 15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh. 16 Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.

An den pinvidik

17 Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken. 19 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm. 20 Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 21 Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz. 22 Met, glac'haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa. 23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 27 Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Doue, rak pep tra a zo posupl da Doue. 28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet. 29 Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel, 30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. 31 Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, hag ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

Jezuz a ziougan e varv adarre

32 Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ: 33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d'ar marv hag e troukroint anezhañ d'ar baganed. 34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Goulenn Jakez ha Yann

35 Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit. 36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. 38 Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? 39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti, 40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito. 41 An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann. 42 Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. 43 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer, 44 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour. 45 Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.

Jezuz a yac'ha Bartime

46 Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen. 47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! 48 Kalz a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! 49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra. 50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz. 51 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled. 52 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec'h heulias Jezuz en hent.

Mark 11

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit. 3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en kaso amañ. 4 Mont a rejont hag e kavjont an azen a oa stag en diavaez dirak an nor, etre daou hent, hag e tistagjont anezhañ. 5 Hiniennoù eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6 Int a respontas evel m'en doa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e voent lezet da vont. 7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag ec’h azezas warnañ. 8 Kalz a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'has brankoù gwez hag a c'holoas ganto an hent. 9 Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! 10 Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! 11 Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.

Ar wezenn-fiez milliget

12 An deiz war-lerc'h, pa zistroent eus Betania, en doe naon. 13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. 14 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

15 Dont a rejont da Jeruzalem. Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 16 Ne leze den da zougen lestr ebet dre an templ. 17 Hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 18 Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d'e lakaat d'ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh. 19 An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr.

Ar wezenn-fiez sec'het; ar feiz; ar pardon

20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e weljont ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù. 21 Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het. 22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet ar feiz eus Doue. 23 Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. 24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc'h. 25 Ha pa deuot da bediñ, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ho tisentidigezh. 26 Met ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket kennebeut ho tisentidigezh.

Galloud Jezuz

27 Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem hag, evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ 28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se? 29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din. 31 Int a soñje enno o-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 32 Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed. 33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Mark 12

Parabolenn ar winierien

1 En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all. 2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. 3 Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 4 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs. 5 Kas a reas c'hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all. 6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab. 7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp. 8 Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg. 9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. 10 Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn; 11 kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? 12 Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.

Ar gwir da Gezar

13 Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù. 14 O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket? 15 E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit ma welin anezhañ. 16 Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. 17 Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Doue ar pezh a zo da Doue. Hag e voent souezhet bras gantañ.

Diwar-benn an adsavidigezh a varv

18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 19 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur. 20 Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 21 An eil a gemeras anezhi hag a varvas hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare. 22 Ar seizh a gemeras anezhi ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. 23 Neuze pa advevint, en adsavidigezh a varv, da behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'emaoc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue? 25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv. 26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? 27 N'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En un dallentez bras emaoc'h eta.

Ar gourc'hemenn kentañ

28 Unan eus ar skribed o c'hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas digantañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù? 29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken, 30 ha karout a ri an Aotrou da Doue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn. 31 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ. 32 Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez n'eus nemet un Doue ha n'eus hini all ebet nemetañ, 33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù. 34 Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.

Mab piv eo ar Krist?

35 Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar Krist Mab David? 36 Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 37 David e-unan eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur. 38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, 39 a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù, 40 a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Profadenn an Intañvez

41 Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz. 42 Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur gwenneg. 43 O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc'h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor, 44 rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.

Mark 13

Neuze e vo gwelet Mab an den o tont ...

1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein ha pebezh tiez! 2 Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. 3 Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c'houlennas a-du digantañ: 4 Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d'en em gavout? 5 Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. 6 Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo. Hag e tromplint kalz a dud. 7 Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. 8 Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec'h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c'houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo. 10 Ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl vroadoù. 11 Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout ha na rakprederit ket anezhañ, met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se, rak ne vo ket c'hwi a gomzo met ar Spered-Santel. 12 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv. 13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet. 14 Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, 15 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di, 16 an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e zilhad. 17 Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! 18 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, 19 rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n'eus ket bet, ha ne vo biken. 20 Ha ma n'en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet. 21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar Krist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket. 22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet. 23 Bezit war evezh eta, setu, lavaret em eus holl deoc'h a-raok. 24 En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, 25 ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet. 26 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c'hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras. 27 Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv. 28 Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c'hwi a oar ez eo tost an hañv. 29 Evel-se ivez pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor. 30 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 31 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 32 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken. 33 Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se. 34 Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d'e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. 35 Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d'an abardaez, da hanternoz, da gan ar c'hilhog pe diouzh ar beure, 36 gant aon na zeufe en un taol ha n'ho kavfe kousket. 37 Hag ar pezh a lavaran deoc'h, a lavaran d'an holl: Beilhit.

Mark 14

Irienn a-enep Jezuz

1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv. 2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Jezuz olevet e Betania

3 E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn. 4 En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se? 5 Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag o reiñ d'ar beorien. Hag e krozmolent en hec'h enep. 6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver. 7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon. 8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c'horf evit ar beziadur. 9 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.

Trubarderezh Judaz

10 Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho. 11 O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc'hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ.

Ar Pask diwezhañ

12 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask? 13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h. 14 E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien? 15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp. 16 E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask. 17 Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek. 18 Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am droukroio. 19 En em lakajont da vezañ glac'haret, hag e lavarjont dezhañ an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo? 20 Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin. 21 Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet diwar e benn, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ. Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet.

Diazezadenn ar Goan-Santel

22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. 23 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec'h evjont holl dioutañ. 24 Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz. 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.

Jezuz a gemenn da Bêr e zinac'hadenn

26 Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived. 27 Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet. 28 Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. 29 Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa gavfe an holl tamall, me ne gavin ket. 30 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. 31 Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra.

E liorzh Getsemane

32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin. 33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken. 34 Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit. 35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar en ur bediñ, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutañ. 36 Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c'hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit. 37 Dont a reas hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur? 38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh. 39 Mont a reas adarre hag e pedas, o lavarout an hevelep komzoù. 40 Distreiñ a reas hag o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhañ. 41 Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien. 42 Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.

Jezuz a zo trubardet ha paket

43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien. 44 An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur. 45 Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ. 46 Neuze e lakajont o daouarn warnañ hag e krogjont ennañ. 47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ. 48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. 49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret, met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet. 50 Neuze an holl a zilezas anezhañ hag a dec'has kuit. 51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv. An dud yaouank a grogas ennañ, 52 met eñ a lezas ganto e wiskamant hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur; dinac'hadurioù Pêr

53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed. 54 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan. 55 Ar veleien vras hag ar sanedrin a-bezh a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket. 56 Rak kalz a roe fals-testeni en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo. 57 Hiniennoù a savas hag a zougas ur fals-testeni a-enep dezhañ, o lavarout: 58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec'h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn. 59 Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut. 60 Ar beleg-meur a savas en o c'hreiz hag a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep? 61 Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar Krist, Mab an Hini a zo benniget? 62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d'ar galloud hag o tont war goabr an neñv. 63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? 64 Klevet hoc'h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel. 65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ. 66 Pêr a oa e traoñ ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur. 67 O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared. 68 Met eñ a nac'has kement-se hag a lavaras: N'ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c'hilhog a ganas. 69 Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. 70 Met eñ en nac'has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini. 71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. 72 Ar c'hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. Hag oc'h en em sonjañ, e ouelas.

Mark 15

Jezuz degaset dirak Pilat

1 Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat. 2 Pilat a c'houlennas outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 3 Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra. Met ne respontas netra. 4 Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoù a damallont dit. 5 Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet. 6 D'ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl. 7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac'h. 8 Ar bobl en em lakaas da c'houlenn gant kriadennoù bras ma vije graet dezho evel m'en doa atav graet. 9 Pilat a respontas dezho: Ha c'hwi a fell deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 10 Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn. 11 Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz. 12 Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien? 13 Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz! 14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz! 15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. 16 Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad. 17 Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet. 18 En em lakajont d'e saludiñ: Salud, Roue ar Yuzevien! 19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.

Ar c'hroazstagadur

20 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz. 21 Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz. 22 Kas a rejont anezhañ d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn. 23 Ggwin mesket gant mir a rojont dezhañ da evañ, met ne evas ket anezhañ. 24 Goude m'o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d'ar sord evit anavezout lod pep hini. 25 An trede eur e oa pa stagjont anezhañ ouzh ar groaz. 26 Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN. 27 Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ. 28 Evel-se e voe peurc'hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. 29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, 30 en em savete da-unan ha diskenn eus ar groaz! 31 Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed a lavare etrezo en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. 32 Ra ziskenno ar Krist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ. 33 Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. 34 D'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? 35 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu, e c'halv Elia. 36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn. 37 Ha Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a rentas ar spered. 38 Gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoñ. 39 Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. 40 Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome, 41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.

Beziadur Jezuz

42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, 43 e teuas Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c'houlenn digantañ korf Jezuz. 44 Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. 45 P'en doe klevet gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef. 46 O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. 47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec'h e lakaed anezhañ.

Mark 16

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1 Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d'e valzamañ. 2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez. 3 Hag e lavarent etrezo: Piv a ruilho deomp ar maen diouzh dor ar bez? 4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet ruilhet, ha gwall vras e oa. 5 O vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet. 6 Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c'hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n'emañ ket amañ, setu al lec'h m'o doa lakaet anezhañ. 7 Met it ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m'en deus lavaret deoc'h. 8 Int a yeas kuit buan hag a dec'has diouzh ar bez, rak e oant souezhet ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala ha da ziskibien all

9 O vezañ adsavet a varv da veure ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi. 10 Hi a yeas hag a roas d'henn anavezout d'ar re a oa bet gantañ hag a oa e kañv hag en daeroù. 11 Met int, o klevout e oa bev hag he doa-hi gwelet anezhañ, ne gredjont ket. 12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez. 13 Ar re-mañ a yeas d'henn lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut. 14 Da ziwezhañ en em ziskouezas d'an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c'haleter a galon, abalamour n'o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.

It dre ar bed holl ...

15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur. 16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet. 17 Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez; 18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac'haet. 19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec'h azezas en tu dehou da Doue. 20 Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d'ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.

Lukaz 1

Digoradur

1 Kalz o vezañ en em lakaet da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet hag anavezet mat en hon touez, 2 hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger, 3 kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet, 4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.

Ganedigezh Yann-Vadezour kemennet

5 En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c'halve Elesbed. 6 Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec'h heulient holl c'hourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam. 7 N'o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac'h. O-daou e oant aet war an oad. 8 Hogen e c'hoarvezas, evel ma rae e garg a veleg dirak Doue hervez urzh e dro, 9 ma tegouezhas dezhañ dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviñ an ezañs. 10 Ar bobl holl a oa er-maez o pediñ d'an eur ma teved an ezañs. 11 Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Zakaria a voe trubuilhet o welout anezhañ hag ar spont a grogas ennañ. 13 Met an ael a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c'hano dit ur mab hag e c'halvi e anv Yann. 14 Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh, 15 rak bras e vo dirak an Aotrou. N'evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm. 16 Distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue, 17 hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat. 18 Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad? 19 An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ. 20 Setu, e vi mut ha ne c'helli ken komz betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour na'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù a erruo en o amzer. 21 Ar bobl a c'hortoze Zakaria hag a oa souezhet ma talee en templ. 22 Met pa zeuas er-maez ne c'hellas ket komz outo, hag ec'h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut. 23 Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di. 24 Un nebeud amzer goude, Elesbed e wreg en em gavas dougerez. E-pad pemp miz en em guzhas, o lavarout: 25 Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c'heñver, en deizioù-mañ m'en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.

Ganedigezh Jezuz kemennet

26 Er c'hwec'hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d'ur gêr a C'halilea galvet Nazared, 27 da gavout ur werc'hez a dlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc'hez-se a oa anvet Mari. 28 An ael o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez. 29 O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ. 30 An ael a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, Mari, rak kavet ec'h eus trugarez dirak Doue. 31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab hag e c'halvi e anv Jezuz. 32 Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n'en devo ken a ziwezh. 34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet? 35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue. 36 Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c'hozhni, hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h, 37 rak n'eus netra dibosupl da Doue. 38 Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.

Gweladenn Vari da Elesbed

39 En deizioù-se, Mari a savas hag a yeas buan da vro ar menezioù en ur gêr eus bro Juda. 40 Mont a reas e ti Zakaria hag e saludas Elesbed. 41 Hag e c'hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel. 42 O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof. 43 A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon? 44 Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c'hof. 45 Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.

Kantik Mari

46 Ha Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou, 47 ha va spered en em laouena e Doue va Salver, 48 abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù, 49 rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoù bras din. E anv a zo santel, 50 hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ. 51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc'hus en o c'halon. 52 Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan. 53 Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo. 54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez, 55 evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken. 56 Mari a chomas ganti war-dro tri miz, hag e tistroas d'he zi.

Ganedigezh Yann-Vadezour

57 Amzer Elesbed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab. 58 He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti. 59 O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad. 60 E vamm a gemeras ar gomz hag a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet. 61 Lavarout a rejont dezhi: N'eus den e-touez da gerent hag a zo galvet eus an anv-se. 62 Goulenn a rejont dre sinoù digant e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet. 63 O vezañ goulennet taolennoùigoù, e skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet. 64 Kerkent e c'henoù a zigoras hag e deod en em zistagellas, hag e komze hag e vennige Doue. 65 An holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrudas dre vro Menezioù Judea a-bezh. 66 An holl re o c'hlevas o miras en o c'halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.

Kantik Zakaria

67 Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout: 68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m'en deus gweladennet ha dasprenet e bobl, 69 dre m'en deus savet deomp ur c'horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer, 70 evel m'en doa lavaret dre c'henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer, 71 Silvidigezh eus hon enebourien hag eus dorn ar re holl a gasa ac'hanomp, 72 evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel, 73 eus al le en doa graet da Abraham hon tad, 74 penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon 75 er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez. 76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù, 77 evit reiñ d'e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec'hedoù, 78 dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec'h drezi, 79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c'hammedoù en hent ar peoc'h. 80 Ar bugel a greske hag en em greñvae er spered. Hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.

Lukaz 2

Ganedigezh Jezuz

1 En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl. 2 Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarnour Siria. 3 An holl eta a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr e-unan. 4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David, 5 evit lakaat e anv gant Mari e wreg, a oa dougerez. 6 E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas, 7 hag e c'hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c'hraou, rak ne oa ket lec'h evito en ostaleri. 8 Bez' e oa en hevelep korn-bro mesaerien a gouske er parkeier hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz. 9 Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras. 10 An ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc'h ur c'heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl. 11 Rak ganet eo bet hiziv deoc'h e kêr David ur Salver, ar Krist hag an Aotrou eo. 12 Kement-mañ a vo ar sin deoc'h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou. 13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout: 14 Gloar da Doue el lec'hioù uhel meurbet! Peoc'h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud! 15 Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vesaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp. 16 Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou. 17 O vezañ e welet, e kontjont d'an holl ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se. 18 Ar re holl o c'hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien. 19 Mari a vire an holl draoù-se, o prederiañ anezho en he c'halon. 20 Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Doue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.

Jezuz kinniget en templ

21 Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael a-raok ma oa koñsevet er c'hof. 22 Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezhi da vezañ glanaet, e tegasjont anezhañ da Jeruzalem evit e ginnig d'an Aotrou, 23 hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Doue, 24 hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig. 25 Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ. 26 Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou. 27 Dont a reas en templ kaset gant ar Spered. Evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz evit ober en e geñver hervez giz al lezenn, 28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h hag e veulas Doue, o lavarout: 29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h hervez da c'her, 30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh 31 ac'h eus prientet dirak an holl bobloù, 32 ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel. 33 Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ. 34 Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh. 35 Ya, hag evidout-te ur c'hleze a dreuzo da ene. Soñjezonoù meur a galon a vo dizoloet. 36 Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc'hded. 37 Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù. 38 O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c'hortoze an daspren e Jeruzalem. 39 Goude m'o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d'o c'hêr Nazared. 40 Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezañ leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Jezuz en templ, pa voe deuet d'e zaouzek vloaz

41 E dud a yae bep bloaz da Jeruzalem da c'houel ar Pask. 42 P'en doe daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem hervez giz ar gouel. 43 Pa voe an deizioù tremenet hag evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem. Jozef hag e vamm n'anaveze ket-se. 44 O soñjal e oa asambles gant o c'henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh. 45 Hag o vezañ n'en kavjont ket, e tistrojont da Jeruzalem da glask anezhañ. 46 A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo. 47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet eus e glevidigezh hag e respontoù. 48 Pa weljont anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac'hanout gant glac'har. 49 Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? Ha n'ouiec'h ket eo ret din en em reiñ d'ar pezh a sell ouzh va Zad? 50 Ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon. 52 Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.

Lukaz 3

Prezegennoù Yann-Vadezour

1 Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen, 2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro. 3 Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù, 4 hervez ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù, 5 pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoù torgennek a vo kompezet, 6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue. 7 Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham. 9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 10 Ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta? 11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d'an hini n'en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d'ober an hevelep tra. 12 Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? 13 Eñ a lavaras dezho: Na c'houlennit netra en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h. 14 Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. 15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar Krist, 16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 18 Eñ a lavare c'hoazh meur a gelennadurezh all d'ar bobl o prezeg dezho an Aviel. 19 Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet, 20 a reas goude an holl re all an hini da lakaat Yann er prizon.

Badeziant Jezuz

21 Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras 22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Lignez Jezuz

23 Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa evel ma kreded, mab da Jozef, da Heli, 24 da Vatat, da Levi, da Velki, da Jannai, da Jozef, 25 da Vatatiaz, da Amoz, da Nahum, da Esli, da Naggai, 26 da Vaaz, da Vatatiaz, da Semein, da Jozef, da Juda, 27 da Joanan, da Resa, da Zorobabel, da Salatiel, da Neri, 28 da Velki, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Er, 29 da Joze, da Eliezer, da Jorim, da Vatat, da Levi, 30 da Simeon, da Juda, da Jozef, da Jonan, da Eliakim, 31 da Velea, da Vainan, da Vatata, da Natan, da Zavid, 32 da Jese, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, 33 da Aminadab, da Aram, da Ezrom, da Farez, da Juda, 34 da Jakob, da Izaak, da Abraham, da Dara, da Nakor, 35 da Seruk, da Ragav, da Faleg, da Eber, da Sala, 36 da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek, 37 da Vatuzala, da Enok, da Jared, da Valeleel, da Gainan, 38 da Enoz, da Sed, da Adam, da Doue.

Lukaz 4

Temptadur Jezuz

1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; 2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon. 3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue. 5 An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7 Mar daoulinez eta dirazon, dit e vo en e bezh. 8 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Doue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. 9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoñ, rak skrivet eo: 10 Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall, 11 hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Doue. 13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.

Jezuz dianzavet e Nazared

14 Jezuz a zistroas da Galilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. 15 Kelenn a rae en o sinagogennoù hag e oa enoret gant an holl. 16 Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn. 17 Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18 Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket, 19 da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc'h eus klevet 22 An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henoù, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemañ mab Jozef? 23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum. 24 Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro. 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro. 26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon. 27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28 Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29 O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. 30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.

Jezuz a gas ur spered hudur kuit

31 Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioù sabad. 32 Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud. 33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel: 34 A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ. 36 Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur hag ez eont kuit! 37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Simon

38 O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti. 39 O vezañ en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.

Jezuz a yac'ha klañvourien e-leizh

40 Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas. 41 An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar Krist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar Krist. 42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket. 43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset. 44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

Lukaz 5

An diskibien gentañ hag ar pesketaerezh burzhudus

1 Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnañ evit klevout ger Doue. 2 Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc'hiñ o rouedoù. 3 Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag. 4 P'en doe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa. 5 Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c'her e taolin ar roued. 6 O vezañ henn graet, e tapjont un niver ken bras a besked ma torre o roued. 7 Hag e rejont sin d'o c'henseurted a oa er vag all da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs. 8 Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on. 9 Rak ar spont a oa kroget ennañ hag er re holl a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o doa graet, 10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev. 11 O vezañ degaset ar bagoù d'an douar, e kuitajont holl hag e heuilhjont anezhañ.

Jezuz a yac'ha un den lovr

12 Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henoù d'an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 13 Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ. 14 Hag e tifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho. 15 Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù. 16 Met eñ en em zalc'he a-du el lec'h distro evit pediñ.

Jezuz a yac'ha un den seizet

17 Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat. 18 Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazañ. 19 Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz. 20 O welout o feiz, e lavaras dezhañ: Den, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 21 Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken? 22 Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù? 23 Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh? 24 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti. 25 Raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di o reiñ gloar da Doue. 26 Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Doue. Leuniet e voent a zoujañs hag e lavarjont: Traoù burzhudus hon eus gwelet hiziv.

Jezuz a c'halv Levi

27 Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. 28 Eñ, o kuitaat pep tra, a savas hag en heulias. 29 Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto. 30 O skribed hag o farizianed a c'hrozmolas hag a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 31 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. 32 N'on ket deuet evit gerervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.

Ar yun

33 Lavarout a rejont dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re a zebr hag a ev? 34 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto? 35 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint. 36 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh. 37 Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet. 38 Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. 39 Ha n'eus den hag a ev gwin kozh hag a c'houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc'h eo an hini kozh.

Lukaz 6

Jezuz, mestr ar sabad

1 C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene dre barkeier ed. E ziskibien a ziframme tañvouezennoù hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho. 2 Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober d'an deizioù sabad? 3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d'ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d'ar veleien hepken? 5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez' e oa eno un den ma oa disec'het e zorn dehou. 7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac'hafe d'an deiz sabad, evit kaout un abeg d'e damall. 8 Met ec'h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ a savas hag en em zalc'has en e sav. 9 Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: Hag aotreet eo, d'an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll? 10 Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac'h evel egile. 11 Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.

Dibab an Daouzek

12 En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue. 13 Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ivez ebestel: 14 Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome; 15 Mazhev, ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus; 16 Jud kar da Jakez; Judaz Iskariod a oa an hini en droukroas.

Jezuz a yac'ha klañvourien

17 O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù. 18 Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet. 19 An holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl.

Ar prezeg war ar menez; ar Gwenvidigezhioù

20 O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc'h, c'hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h! 21 Eürus oc'h, c'hwi hag hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez! 22 Eürus e viot pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall abalamour de Vab an den, 23 en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñv; rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded. 24 Met gwalleur deoc'h, tud pinvidik! Rak c'hwi hoc'h eus bet ho frealz. 25 Gwalleur deoc'h, tud leuniet! rak c'hwi ho po naon. Gwalleur deoc'h, ar re a c'hoarzh bremañ! Rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo. 26 Gwalleur deoc'h, pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!

Karantez ouzh an enebourien

27 Met me a lavar deoc'h c'hwi am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, 28 bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h. 29 D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg. 30 Ro d'an neb a c'houlenn diganit, ha n'adc'houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra. 31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez kement-se dezho. 32 Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a gar ivez ar re o c'har. 33 Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a ra an hevelep tra. 34 Ma ne brestit nemet d'ar re e c'hortozit resev diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a brest ivez d'ar bec'herien evit kaout kement all. 35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall. 36 Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.

Na varnit ket

37 Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet. 38 Roit hag e vo roet deoc'h, roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all. 39 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull? 40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, met pep diskibl mat a vo evel e vestr. 41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan? 42 Pe penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

Ar wezenn hag he frouezh

43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat. 44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez. 45 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù. 46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?

An daou ziazez

47 Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va gerioù hag a sent outo. 48 Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc'h. 49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.

Lukaz 7

Jezuz a yac'ha mevel ur c'hantener

1 Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum. 2 Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv hag a yae da vervel. 3 O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. 4 Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ, 5 rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn. 6 Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet. 8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 9 Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv.

Jezuz a adsav a varv mab intañvez Nain

11 An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ. 12 Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti. 13 An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket! 14 O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav! 15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm. 16 Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Doue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.

Diwar-benn Yann-Vadezour

17 Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro. 18 Diskibien Yann a gontas an holl draoù-se dezhañ. 19 Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? 20 O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? 21 En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall. 22 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien. 23 Eürus eo an neb na gav ket tamall ennon. 24 Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 25 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned. 26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit. 28 Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. 29 Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. 30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver. 31 Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel? 32 Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet. 33 Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ. 34 Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien. 35 Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.

Jezuz olevet gant ur wreg a vuhez fall

36 Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol. 37 Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat, 38 Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat. 39 Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall. 40 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar. 41 Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant. 42 Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ? 43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus. 44 Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev. 45 Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid. 46 Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat. 47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut. 48 Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit. 49 Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù? 50 Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.

Lukaz 8

Parabolenn an hader

1 Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ, 2 kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti, 3 Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù. 4 Evel ma en em zastume kalz a bobl ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn: 5 Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het ha laboused an neñv he debras holl. 6 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has rak n'he doa ket a c'hlebor. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 9 E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se. 10 Respont a reas: Roet eo deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket. 11 Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue. 12 Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet. 13 Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n'o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont. 14 Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ. 15 Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.

Al lamp war ar c'hantolor

16 Den, goude bezañ enaouet ul lamp, ne c'holo anezhañ gant ul lestr pe ne laka anezhañ dindan ur gwele, met e lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti. 17 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ anavezet ha lakaet war-wel. 18 Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.

Mamm ha breudeur Jezuz

19 E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat outañ abalamour d'ar bobl. 20 Hag e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c'hoanta da welout. 21 Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.

Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz

22 Un devezh ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont. 23 E-pad ma oant er vag, e kouskas. Un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras. 24 Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras. 25 Hag e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d'egile: Piv eo eta hemañ, a c'hourc'hemenn zoken d'an avel ha d'an dour, hag e sentont outañ?

Jezuz a yac'ha ur Gadareniad dalc'het gant diaouled

26 Dont a rejont neuze da vro ar Gadareniz, a zo dirak Galilea. 27 Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù. 28 Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon. 29 Rak e kourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc'het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hern, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro. 30 Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ. 31 Int a bedas anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder. 32 Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se. Eñ o lezas da vont. 33 An diaouled eta, o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er lenn, hag a voe beuzet. 34 Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. 35 Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont. 36 Ar re o doa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaouled. 37 Holl dud bro ar Gadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ. 38 An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout: 39 Distro da'z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc'h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.

Jezuz a adsav a varv merc'h Jairuz hag a yac'ha ar wreg gant an diwadañ

40 Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c'hortoze anezhañ. 41 Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di, 42 rak en doa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae di, e voe gwasket gant ar bobl. 43 Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet, 44 a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadañ a baouezas. 45 Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? 46 Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon. 47 Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac'haet kerkent. 48 Lavarout a reas dezhi: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h. 49 Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr. 50 Met Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Na'z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac'haet. 51 Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac'hig. 52 An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra. 53 Int a reas goap anezhañ, oc'h anavezout e oa marv. 54 Met o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav! 55 He spered a zistroas hag e savas kerkent. Hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ. 56 He c'herent a voe gwall souezhet, met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.

Lukaz 9

An Daouzek kaset e mision

1 O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac'haat ar c'hleñvedoù. 2 Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac'haat ar re glañv. 3 Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant. 4 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit. 5 P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, pa'z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. 6 O vezañ aet kuit, ez ejont eus an eil bourc'h d'egile, o prezeg an Aviel hag o yac'haat e pep lec'h.

Herodez a c'hoanta gwelout Jezuz

7 Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv, 8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh. 9 Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc'hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kreskadur ar bara)

10 An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida. 11 Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac'haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac'haet. 12 Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro. 13 Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ. 14 Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant. 15 Evel-se e rejont, o lakajont holl da azezañ. 16 Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. 17 Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoù a oa manet.

Disklêriadenn Bêr

18 Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c'houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on? 19 Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv. 20 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue. 21 Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen, 22 hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.

Heuliañ Jezuz

23 Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac'hanon. 24 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo. 25 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan? 26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel. 27 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.

An Treuzneuziadur

28 War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ. 29 E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus. 30 Setu, daou zen a gomze gantañ, Moizez hag Elia e oant. 31 En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c'hoarvezout e Jeruzalem. 32 Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c'hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ. 33 Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare. 34 E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, hag e voent spontet oc'h o gwelout o vont er goabrenn. 35 Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ! 36 Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.

Jezuz a yac'ha ur bugel dalc'het gant un drouk-spered

37 An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas d'e gavout. 38 Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetañ eo. 39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl. 40 Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet. 41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab. 42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel hag en roas d'e dad.

Jezuz a ziougan e c'houzañvder

43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien: 44 Evidoc'h-c'hwi, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud. 45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c'hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.

Dont da vezañ evel ur bugel bihan

46 Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ. 47 Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen 48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac'hanon. Ha piv bennak a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.

Diwar-benn an implij eus anv Jezuz

49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.

Enebiezh ar Samaritaned

51 C'hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem. 52 Kas a reas kannaded a-raok dezhañ. Mont a rejont hag ec'h antrejont en ur vourc'h eus ar Samaritaned evit kempenn ul lojeiz dezhañ. 53 Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem. 54 E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia? 55 Hogen Jezuz a zistroas hag a c'hourdrouzas anezho, o lavarout: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet, 56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc'h all.

Heuliañ Jezuz

57 Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i. 58 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn. 59 Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac'hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 60 Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue. 61 Unan all a lavaras ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi. 62 Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.

Lukaz 10

An dek ha tri-ugent kaset e mision

1 Goude-se, an Aotrou a zilennas c'hoazh dek ha tri-ugent all hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan. 2 Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost. 3 It, setu, e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi. 4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent. 5 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ! 6 Mar d-eus eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ, mar n'eus ket e tistroio deoc'h. 7 Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c'hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d'egile. 8 E peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h, 9 yac'hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h. 10 Met e peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit: 11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h. 12 Me a lavar deoc'h penaos en deiz-se, e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.

Diwar-benn kêrioù n'o deus ket bet keuz

13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 14 Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h. 15 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv. 16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.

Distro an dek ha tri-ugent

17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv. 18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn. 19 Setu, em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h. 20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma pleg deoc'h ar speredoù, met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù. 21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat. 22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ. 23 O tistreiñ ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit! 24 Rak me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.

Parabolenn ar Samaritan mat

25 Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 26 Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni? 27 Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Doue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan. 28 Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus, gra kement-se hag e vevi. 29 Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ? 30 Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv. 31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou. 32 Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec'h, o welout anezhañ, a yeas e-biou. 33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ. 34 O tostaat, e lienas e c'houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc'h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ. 35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), o roas d'an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin. 36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron? 37 Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.

E ti Marta ha Mari

38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi. 39 Houmañ he doa ur c'hoar anvet Mari, en em zalc'has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù. 40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da'm sikour. 41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù. 42 Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.

Lukaz 11

Ar bedenn

1 Un deiz ma oa o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien. 2 Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, 3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziek, 4 pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.

Pedit hep termal

5 Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, 6 rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ, 7 ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit, 8 me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm. 9 Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h. 10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 11 Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk? 12 Pe mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug? 13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!

Jezuz a yac'ha un den mut hag a zesk

14 Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet. 15 Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit. 16 Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlennas digantañ ur mirakl eus an neñv. 17 Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret. 18 Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled? 19 Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. 20 Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h. 21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez. 22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk. 23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.

Distro ar spered hudur

24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet. 25 Pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. 27 Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet! 28 Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!

Mirakl Jona

29 Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. 30 Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ. 31 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon. 32 Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.

Lamp ar c'horf

33 Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti. 34 Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn. 35 Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout. 36 Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklêrijenn.

Gwalleur deoc'h, farizianed ...

37 Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol. 38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein. 39 Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez. 40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh? 41 Roit kentoc'h aluzenoù eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h. 42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù. 44 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno. 45 Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez. 46 Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. 47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv. 48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioù. 49 Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint, 50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed, 51 adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ. 52 Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 53 Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù, 54 o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù, evit e damall.

Lukaz 12

An diskibien kemennet ha kalonekaet

1 War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. 2 Met n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet. 3 Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù a vo prezeget war lein an tiez. 4 Hag e lavaran deoc'h-c'hwi va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn. 5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d'ar gehenn, goude m'en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc'h, hennezh eo an hini a dleit doujañ. 6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho. 7 Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue, 9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.

Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel

10 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d'an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.

Bezañ diskibl

11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout, 12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.

Parabolenn an den pinvidik diskiant

13 Unan eus a-bgreiz ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh. 14 Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù? 15 Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù. 16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh, 17 hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost. 18 Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù. 19 Hag e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen. 20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo? 21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n'eo ket pinvidik e Doue.

Na vezit ket nec'het

22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. 23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad. 24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused? 25 Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)? 26 Ma ne c'hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc'h-unan, perak oc'h nec'het gant ar peurrest? 27 Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz? 29 N'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het. 30 Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh. 33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laer ne dosta ket hag e-pelec'h ar preñv ne zistruj ket. 34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.

Rak Mab an den a zeuio ...

35 Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou. 36 Bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal. 37 Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho. 38 Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se! 39 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket. 41 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d'an holl e lavarez ar barabolenn-se? 42 An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed? 43 Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo! 44 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus. 45 Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d'en em vezviñ, 46 mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz. 47 Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest ha n'en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù. 48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ. 49 Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c'hoantaat mar d-eo enaouet dija? 50 Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc'hraet! 51 Ha krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh. 52 Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri, 53 an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer. 54 Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu. 55 Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu. 56 Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ? 57 Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh? 58 Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon. 59 Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.

Lukaz 13

Ho pet keuz

1 En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù. 2 Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? 3 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto. 4 Pe krediñ a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem? 5 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.

Parabolenn ar wezenn-fiez

6 Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket. 7 Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar? 8 Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. 9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc'hi anezhi goude.

Jezuz a yac'ha ur wreg daoubleget

10 Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoù d'an deiz sabad. 11 Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ. 12 Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved. 13 Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Doue. 14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha nann d'an deiz sabad. 15 Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d'an dour? 16 Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz? 17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.

Ar c'hreunenn sezo

18 Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi? 19 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.

Ar goell

20 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? 21 Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.

An nor strizh

22 Mont a rae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem. 23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho: 24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h. 26 Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder. 28 Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. 29 Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue. 30 Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.

Jezuz oc'h hirvoudiñ diwar-benn Jeruzalem

31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. 32 Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33 Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem. 34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! 35 Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, met e gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

Lukaz 14

Jezuz a yac'ha un den dourgoeñvet

1 Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ. 2 Ha setu, un den dourgoeñvet a oa dirazañ. 3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad? 4 Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit. 5 Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d'an deiz sabad? 6 Ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.

Parabolenn an den pedet lorc'hus

7 Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho: 8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout, 9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ. 10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit. 11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. 12 Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra. 13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall, 14 hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.

Parabolenn ar goan vras

15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue! 16 Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud. 17 Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ. 18 Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da'm digareziñ. 19 Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da'm digareziñ. 20 Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c'hellan ket dont. 21 Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall. 22 Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh. 23 Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi. 24 Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c'hoan.

Penaos bezañ un diskibl

25 Evel ma yae ul lod bras a dud gantañ, e tistroas hag e lavaras dezho: 26 Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl. 27 Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl. 28 Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ, 29 gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhañ, 30 o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiñ? 31 Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ d'en em c'houlenn hag eñ e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil? 32 Anez, pa'z emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h. 33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ va diskibl. 34 Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? 35 N'eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

Lukaz 15

Parabolenn an dañvad kollet

1 An holl bublikaned hag ar bec'herien a dostae outañ evit e glevout. 2 Ar farizianed hag ar skribed a c'hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec'herien hag a zebr ganto. 3 Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ: 4 Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet? 5 O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez 6 ha, deuet en-dro d'ar gêr, e c'halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet. 7 Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.

Parabolenn ar pezh arc'hant kollet

8 Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm (1 drakm = pezh arc'hant gresian war-dro 4 g) ha mar deu da goll unan anezho, n'enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet? 9 O vezañ e gavet, e c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet. 10 Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.

Parabolenn ar mab dispigner

11 Hag e lavaras: Un den en doa daou vab. 12 An hini yaouankañ a lavaras d'an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù. 13 Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll. 14 Goude m'en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez. 15 Mont a reas d'en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc'h. 16 Karet en dije leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h, met den ne roe dezhañ. 17 O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon! 18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, 19 ha n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien. 20 Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ. 21 Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. 22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid. 23 Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ, debromp hag en em laouenaomp, 24 rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat. 25 Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù. 26 Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se. 27 Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m'en deus e adkavet yac'h. 28 Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh. 29 Met eñ a respontas d'an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned. 30 Ha pa'z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec'h eus lazhet al leue lart evitañ! 31 Hag e lavaras dezhañ: Mab, te a zo bepred ganin ha kement am eus a zo dit. 32 Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.

Lukaz 16

Parabolenn ar merour disleal

1 Eñ a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. 2 Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezañ va merour. 3 Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen. 4 Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin. 5 Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentañ: Pegement a dleez da'm mestr? 6 Eñ a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant. 7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8 Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan. 9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus. 10 An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras. 11 Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? 12 Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h? 13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ. 15 Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue. 16 Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. 17 Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.

An torr-dimeziñ

18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh.

An den pinvidik ha Lazar

19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. 20 Bez' e oa ur paour anvet Lazar, gourvezet ouzh e zor ha goloet a c'houlioù; 21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. 22 En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet. 23 O vezañ e lec'h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre. 24 O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ. 25 Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù. 26 Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. 27 Lavarout a reas: Da bediñ a ran eta, tad, da gas anezhañ da di va zad, 28 rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. 29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho. 30 Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. 31 Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.

Lukaz 17

Ar pec'hed, ar feiz, an dlead

1 Eñ a lavaras d'e ziskibien: Dibosupl eo na c'hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d'an hini ma teuont drezañ! 2 Gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ. 3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ. 4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ. 5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz. 6 An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc'h. 7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur servijer oc'h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol? 8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec'h evi? 9 Ha trugarez en devo d'ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhañ? Ne gredan ket. 10 C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.

Jezuz a yac'ha dek den lovr

11 Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea. 12 Evel ma'c'h antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ. 13 O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp! 14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet. 15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Doue a vouezh uhel. 16 En em daolas ouzh e dreid, e c'henoù d'an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan. 17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h emañ an nav all? 18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Doue? 19 Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.

An deiz m'en em ziskouezo Mab an den

20 Ar farizianed a c'houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus. 21 Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez. 22 Lavarout a reas d'an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket. 23 Lavaret e vo deoc'h: Emañ amañ, pe: Emañ aze. N'it ket ha na heuilhit ket anezho. 24 Rak, evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz. 25 Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ. 26 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez e deizioù Mab an den. 27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl. 28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez, 29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl. 30 Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den. 31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c'has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv. 32 Ho pet soñj eus gwreg Lot. 33 Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo he miro. 34 Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet, 35 eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet, 36 eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet. 37 Respont a rejont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, eno en em zastumo an erered.

Lukaz 18

Parabolenn an intañvez kendalc'hus

1 Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ. 2 Lavarout a reas: Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n'en doa resped ebet evit den. 3 Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d'e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour. 4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na'm eus resped ebet evit den, 5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac'hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. 6 An Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal. 7 Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ? 8 Me a lavar deoc'h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?

Parabolenn ar publikan hag ar farizian

9 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all: 10 Daou zen a bignas d'an templ da bediñ. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan. 11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se. 12 Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus. 13 Ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d'an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec'her! 14 Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas reishaet d'e di kentoc'h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.

Ar vugale vihan

15 Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole dezho. 16 Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. 17 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.

An den pinvidik

18 Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 19 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken. 20 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm. 21 Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 22 Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon. 23 P'en doe klevet kement-se, e teuas gwall drist, rak pinvidik bras e oa. 24 Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26 Ar re en kleve a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 27 Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Doue. 28 Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet. 29 Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue, 30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

Jezuz a ziougan e varv adarre

31 Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc'hraet. 32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33 ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 34 Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.

Jezuz a yac'ha un den dall

35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c'houlenne an aluzen. 36 O klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se. 37 Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared. 38 Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! 39 Ar re a yae a-raok a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! 40 Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas ma vefe degaset dezhañ ha, pa voe tostaet, e c'houlennas digantañ: 41 Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled. 42 Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet. 43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz o reiñ gloar da Doue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

Lukaz 19

Zake en em zistro ouzh Doue

1 O vezañ aet e Jeriko, e tremenas dre gêr. 2 Ha setu, un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned hag a oa pinvidik, 3 a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c'hellas ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa. 4 Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno. 5 Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di. 6 Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez. 7 O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ. 8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all. 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham. 10 Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.

Parabolenn an dek minenn

11 Selaou a rejont ar c'homzoù-se. Eñ a gendalc'has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest. 12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude. 13 O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn (1 minenn = 100 drakm, d.l.e. war-dro 500 g a arc'hant) hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin. 14 Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c'hannadur war e lerc'h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp. 15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas gervel d'e gavout ar servijerien en doa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ. 16 An hini kentañ a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn. 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn. 19 Eñ a lavaras ivez dezhañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr. 20 Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn, 21 rak aon am eus bet dirazout, dre ma'z out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet. 22 Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet. 23 Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c'hampi? 24 Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se ha roit hi d'an hini en deus dek minenn. 25 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dek minenn en deus. 26 Me a lavar deoc'h, roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 27 E-keñver va enebourien, ar re n'eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

28 Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl. 29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien, 30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit. 31 Mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? Lavarit dezhañ: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 32 Ar re gaset a yeas hag a gavas pep tra evel m'en doa lavaret dezho. 33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig? 34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 35 Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno. 36 Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent. 37 Ha pa oa dija o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet. 38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv ha gloar el lec'hioù uhel meurbet! 39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40 Eñ a respontas dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.

Jezuz o ouelañ war Jeruzalem

41 Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras: 42 Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ kuzhet int da'z taoulagad. 43 Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu, 44 hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

45 O vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene e-barzh, 46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv, 48 met ne ouient ket penaos ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.

Lukaz 20

Galloud Jezuz

1 Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet, 2 a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se? 3 Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Lavarit din, 4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? 5 Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed. 7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue. 8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Parabolenn ar winierien

9 Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all. 10 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 11 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 12 Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit. 13 Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p'en gwelint, e toujint anezhañ. 14 Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp. 15 Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho? 16 Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se! 17 Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn? 18 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr. 19 Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec'h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.

Ar gwir da Gezar

20 Oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d'e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour. 21 Ar re-mañ a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket? 23 Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? 24 Diskouezit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. 25 Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Doue ar pezh a zo da Doue. 26 Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.

Diwar-benn an adsavidigezh a varv

27 Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 28 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d'e vreur. 29 Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 30 An eil a zimezas gant e wreg hag a varvas hep bugale. 31 An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez. 33 Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 34 Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez hag a ro da zimeziñ. 35 Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. 36 Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv. 37 Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c'halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. 38 Rak Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ. 39 Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus. 40 Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.

Mab piv eo ar Krist?

41 Lavarout a reas dezho: Penaos e lavarer ez eo ar Krist Mab David? 42 David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, 43 betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 44 David eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? 45 Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien: 46 Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù, 47 a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Lukaz 21

Profadenn an Intañvez

1 O vezañ savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik a lakae o frofoù en teñzor. 2 Gwelout a reas ivez un intañvez paour a lakaas e-barzh daou bezhig. 3 Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h egeto holl, 4 rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ.

Neuze e vo gwelet Mab an den o tont ...

5 Evel ma komze hiniennoù diwar-benn an templ, gant e vein kaer hag e profoù pinvidik, e lavaras: 6 Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. 7 Goulenn a rejont digantañ: Mestr, pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout? 8 Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h. 9 Pa glevot komz eus brezelioù hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok. Met ne vo ket kerkent ar fin. 10 Neuze e lavaras dezho: Ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all. 11 Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv. 12 Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da'm anv. 13 Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da reiñ testeni. 14 Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn, 15 rak me a roio deoc'h ur genoù hag ur furnez na c'hello hoc'h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo. 16 Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv. 17 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv. 18 Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn. 19 Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul. 20 Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac'har. 21 Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro. 22 Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma'c'h erruo an holl draoù a zo skrivet. 23 Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac'har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ. 24 Kouezhañ a raint dindan troc'h ar c'hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac'het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù. 25 Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras. 26 An dud a fallao gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet. 27 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras. 28 P'en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta. 29 Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez, 30 pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, emañ tost an hañv. 31 Evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit emañ tost rouantelezh Doue. 32 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 33 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. 35 Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar. 36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù-se a dle c'hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den. 37 E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived. 38 Da c'houloù-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.

Lukaz 22

Irienn a-enep Jezuz

1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae. 2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d'ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.

Trubarderezh Judaz

3 Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek. 4 Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d'e zroukreiñ dezho. 5 Laouen e voent hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ. 6 Eñ a roas e c'her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.

Ar Pask diwezhañ

7 Deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask, 8 hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ. 9 Lavarout a rejont dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp anezhañ? 10 Lavarout a reas dezho: Setu, pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour. Heuilhit anezhañ en ti ma'z aio ennañ, 11 hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien? 12 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha fichet mat. Kempennit anezhañ eno. 13 Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask. 14 Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ. 15 Eñ a lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h a-raok ma c'houzañvin, 16 rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue. 17 Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h, 18 rak, me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.

Diazezadenn ar Goan-Santel

19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c'horf hag a zo roet evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon. 20 En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc'h. 21 Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin. 22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma'z eo merket, met gwalleur d'an den-se ma'z eo droukroet drezañ! 23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se. Piv eo an hini brasañ? 24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ. 25 Eñ a lavaras dezho: Rouaned ar vroadoù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien. 26 Met ne vo ket evel-se etrezoc'h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij. 27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij. 28 C'hwi eo ar re o deus kendalc’het ganin em amprouadurioù, 29 ha me a c'hrata deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad grataet din, 30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez' e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.

Jezuz a gemenn da Bêr e zinac'hadenn

31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh. 32 Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur. 33 Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d'ar prizon ha d'ar marv. 34 Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv na'z po nac'het teir gwech anavezout ac'hanon. 35 Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a lavaras: Netra. 36 Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan. 37 Rak me a lavar deoc'h, ret eo c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c'hoarvezout ar pezh a sell ouzhin. 38 Lavarout a rejont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.

War Venez an Olived

39 Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c'hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhañ. 40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur. 41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinañ, e pedas, 42 o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini. 43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat. 44 Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc'h, hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar. 45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c'havas kousket gant an dristidigezh, 46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

Jezuz a zo trubardet ha paket

47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ. 48 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, droukreiñ a rez Mab an den dre ur pok? 49 Ar re a oa en-dro dezhañ, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze? 50 Unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou. 51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac'haas anezhañ. 52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer. 53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur ha galloud an deñvalijenn.

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur hag ar sanedrin; dinac'hadurioù Pêr

54 Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell. 55 P'o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez. 56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ. 57 Met eñ a zinac'has hag a lavaras: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ. 58 Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket. 59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo. 60 Met Pêr a lavaras: Den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas. 61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. 62 Pêr a yeas er-maez hag a ouelas gant c'hwervder. 63 An dud a zalc'he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ. 64 O vezañ e vouchet, e rojont taolioù-dorn d'e zremm o lavarout dezhañ: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit? 65 Hag e lavarjont kalz a draoù a-enep dezhañ o troukkomz en e enep. 66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin. 67 Lavarout a rejont: Mar d-out ar Krist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha ma ran goulenn deoc'h ivez, ne respontot ket din ha ne'm lezot ket da vont. 69 Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue. 70 Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C'hwi henn lavar, rak bez' ez on. 71 Hag e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c'henoù?

Lukaz 23

Jezuz degaset dirak Pilat hag Herodez

1 An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat. 2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue. 3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar. 4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ. 5 Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ. 6 Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se. 7 O vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se. 8 Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak. 9 Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ. 10 Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent. 11 Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat. 12 En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien. 13 Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho: 14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ. 15 Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv. 16 Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ. 17 Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel. 18 Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz. 19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr hag evit ur muntr. 20 Pilat, c'hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske. 24 Pilat a varnas ober evel ma felle dezho. 25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.

Ar c'hroazstagadur

26 Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz. 27 Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn. 28 Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale, 29 rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget! 30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoù: Goloit ac'hanomp! 31 Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h? 32 Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ. 33 Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz. 34 Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord. 35 Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar Krist, an hini dibabet gant Doue! 36 Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ 37 hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan! 38 Bez' e oa ar skrid-mañ a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN. 39 Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar Krist, en em savete da-unan ha ni ivez! 40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan? 41 Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet. 42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh. 43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz. 44 Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. 45 An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz. 46 Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas. 47 Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Doue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh. 48 Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon. 49 Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.

Beziadur Jezuz

50 Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh, 51 n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue. 52 O vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantañ korf Jezuz. 53 O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den. 54 Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae. 55 Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh. 56 O vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù-frondus ha c'hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.

Lukaz 24

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie. 2 Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus. 5 Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6 N'emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d'an trede deiz. 8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek ha d'an holl re all. 10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel. 11 Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc'henn ha n’o c’hredjont ket. 12 Hogen Pêr a savas hag a redas d'ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.

Jezuz en em ziskouez da zaou ziskibl war hent Emmaüz

13 Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn (~ 11 km) diouzh Jeruzalem. 14 Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet. 15 Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto. 16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezent ket anezhañ. 17 Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist? 18 Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ? 19 Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c'hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl, 20 ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d'ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz. 21 Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se. 22 Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d'ar bez mintin mat, 23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev. 24 Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet. 25 Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! 26 Ha ne oa ket ret d'ar Krist gouzañv an traoù-se ha mont en e c'hloar? 27 Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded. 28 Evel ma tostajont ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, eñ a reas van da vont pelloc'h. 29 Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. 30 Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. 31 O daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ, hag e tec'has a-zirak o daoulagad. 32 Hag e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù? 33 O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles, 34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. 35 Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.

Jezuz en em ziskouez da ziskibien all

36 Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37 Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered. 38 Hag e lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41 Met en o levenez, ne gredent ket c'hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez' hoc'h eus amañ un dra bennak da zebriñ? 42 Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. 43 O vezañ o c'hemeret, e tebras dirazo.

Ret eo ma vo prezeget ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù...

44 Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h: ret eo ma vefe peurc'hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù. 45 Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù, 46 hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar Krist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d'an trede deiz. 47 Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48 C'hwi eo an testoù eus an traoù-se. 49 Ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc'h-c'hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.

Ar Bignidigezh

50 Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. 51 Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv. 52 Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras, 53 hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.

Yann 1

Ar Ger a zo deuet da vezañ kig

1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2 Er penn-kentañ e oa gant Doue. 3 An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ. 4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5 Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. 6 Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv. 7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. 8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, 9 ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed. 10 Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet. 11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret. 12 Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Doue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv, 13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue. 14 Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad. 15 Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras. 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. 18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.

Testeni Yann-Vadezour

19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c'houlenn digantañ: Piv out-te? 20 Anzav a reas ha ne nac'has ket, ya anzav a reas: N'on ket ar Krist. 21 Hag e c'houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann. 22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? 23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia. 24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed. 25 Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar Krist, nag Elia, nag ar profed? 26 Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n'anavezit ket anezhañ. 27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. 28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann. 29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed. 30 Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 31 Me n'anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel. 32 Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ. 33 Me n'anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

An diskibien gentañ

35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien, 36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue. 37 An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz. 38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h e chomez? 39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa. 40 Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ. 41 Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar Krist (= an Olevet). 42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr. 43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. 44 Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr. 45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared. 46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel. 47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennañ. 48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus. 49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc'h eget ar re-mañ a weli. 51 Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.

Yann 2

Eured Kana

1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea ha mamm Jezuz a oa eno. 2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien. 3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. 4 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N'eo ket c'hoazh deuet va eur. 5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h. 6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metret (~ 70 da 100 l). 7 Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr. 8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont. 9 P'en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried 10 hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ! 11 Setu e Kana Galilea ar c'hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar. E ziskibien a gredas ennañ. 12 Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.

Ar varc'hadourien kaset kuit eus an templ

13 Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno. 15 O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù, 16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had. 17 E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet. 18 Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se? 19 Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh. 20 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh? 21 Met eñ a gomze eus templ e gorf. 22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret. 23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae. 24 Met Jezuz ne fizie ket enno dre m'o anaveze holl, 25 ha dre ma n'en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.

Yann 3

Jezuz ha Nikodem: "Ret eo bezañ ganet eus an nec’h"

1 Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien. 2 Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ. 3 Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue. 4 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet? 5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue. 6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered. 7 Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec'h. 8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. 9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell c'hoarvezout kement-se? 10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se? 11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni. 12 Ma ne gredit ket pa gomzan deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel? 13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv. 14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, 15 evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 16 Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue. 19 Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. 20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. 21 Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet.

Yann-Vadezour a zoug testeni adarre

22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze. 23 Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet, 24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon. 25 Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh. 26 Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d'e gavout. 27 Yann a respontas: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv. 28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar Krist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h. Met mignon an ozhac'h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl, 32 hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, ha den ne zegemer e desteni. 33 An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion, 34 rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.

Yann 4

Jezuz hag ar Samaritanez

1 Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann, 2 koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien, 3 e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas e Galilea. 4 Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria. 5 Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d'e vab Jozef. 6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa. 7 Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ. 8 E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued. 9 Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned. 10 Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez. 11 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour a vuhez-se? 12 Ha brasoc'h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened? 13 Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed adarre, 14 met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken mui sec'hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. 15 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ. 17 Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet, 18 rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se. 19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed. 20 Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem. 21 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon, an eur a zeu ma n'azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. 22 C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien. 23 Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se. 24 Doue a zo Spered, hag ret eo d'ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez. 25 Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. 26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit. 27 War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe: perak e komzez ganti? 28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d'an dud: 29 Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar Krist? 30 Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d'e gavout. 31 Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr. 32 Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket. 33 An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ? 34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset ha peurober e oberenn. 35 Ha ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost. 36 An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. 37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder. 38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c'hwi a zo aet en o labour. 39 Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet. 40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno. 41 Hag un niver kalz brasoc'h a gredas abalamour d'e gomz. 42 Lavarout a rejont d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar Krist.

Jezuz a yac'ha mab un Aotrou a di ar roue

43 Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac'hano evit mont e Galilea, 44 rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro e-unan. 45 Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel. 46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec'h m'en doa troet an dour e gwin. Bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. 47 O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel. 48 Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket. 49 An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit. 51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev. 52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. 53 An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di. 54 Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.

Yann 5

Jezuz a yac'ha un den seizet e Betesda

1 Goude-se, e voe ur gouel eus ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 2 Bez' ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched. 3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour, 4 rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ. 5 Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont. 6 Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac'haet? 7 Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. 8 Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele ha kerzh. 9 Kerkent an den a voe yac'haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad. 10 Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele. 11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh. 12 Neuze e c'houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh? 13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno. 14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h. 15 An den-se a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac'haet. 16 Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se d'an deiz sabad.

Ar Vuhez dre ar Mab

17 Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek vremañ ha me a labour ivez. 18 Dre-se ar Yuzevien a glaskas c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad e-unan, oc'h en em ober e-unan kevatal da Doue. 19 Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ. 20 Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. 21 Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ. 22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo. 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den. 28 Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma'z aint er-maez, 29 ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn. 30 Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c'haset.

Un testeni brasoc'h eget hini Yann

31 Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir. 32 Bez' ez eus unan all hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac'hanon. 33 Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag en deus roet testeni d'ar wirionez. 34 Met an testeni a resevan n'eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet. 35 Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur. 36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset. 37 Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm, 38 hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset. 39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. 40 C'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout evit kaout ar vuhez. 41 Ne resevan ket gloar eus an dud. 42 Met hoc'h anavezan, n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan. 43 Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ. 44 Penaos e c'hellit krediñ, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? 45 Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn. 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va gerioù?

Yann 6

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kreskadur ar bara)

1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz. 2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv. 3 Jezuz a bignas war ar menez hag ec'h azezas eno gant e ziskibien. 4 Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost. 5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ? 6 Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober. 7 Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini. 8 Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ: 9 Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud? 10 Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil. 11 Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho. 12 Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra. 13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m'o doa debret. 14 An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed. 15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.

Jezuz a gerzh war an dour

16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor. 17 O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout. 18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save. 19 P'o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon. 20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon! 21 Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.

Jezuz, ar bara a vuhez

22 An deiz war-lerc'h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d'ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan. 23 Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara goude m'en doe an Aotrou trugarekaet. 24 Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz. 25 O vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ? 26 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit n'eo ket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h. 27 Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell. 28 Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue? 29 Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset. 30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez? 31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv. 32 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv. 33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed. 34 Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se. 35 Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed. 36 Met henn lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon ha ne gredit ket. 37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout, 38 rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset. 39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv d'an deiz diwezhañ. 40 Setu amañ bolontez an hini en deus va c'haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ. 41 Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas diwar e benn dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv. 42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv? 43 Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h. 44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset, ha en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ. 45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da'm c'havout. 46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad. 47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus. 48 Me eo ar bara a vuhez. 49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro hag ez int marvet. 50 Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ. 51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed. 52 Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ? 53 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'hoc'h eus ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan. 54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec'h adsavin anezhañ a varv d'an deiz diwezhañ. 55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj. 56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ. 57 Evel m'en deus an Tad hag a zo bev kaset ac'hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon. 58 Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken. 59 Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.

Ur ger re galet

60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c'hell e selaou? 61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se? 62 Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent? 63 Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez. 64 Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje. 65 Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad. 66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n'ejont ken gantañ. 67 Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez? 68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioù ar vuhez peurbadus, 69 ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar Krist, Mab an Doue bev. 70 Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul. 71 Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.

Yann 7

Jezuz a ya da ouel an Tabernakloù

1 Goude-se, Jezuz a valeas dre C'halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ. 2 Gouel ar Yuzevien, gouel an Tabernakloù, a dostae. 3 Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac'han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez, 4 rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed. 5 Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ. 6 Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n'eo ket deuet c'hoazh, met hoc'h amzer a zo atav dereat. 7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù. 8 Evidoc'h-c'hwi, it d'ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh peurc'hraet. 9 O vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea. 10 Ha pa voe aet e vreudeur d'ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d'an holl, met evel e-kuzh. 11 Ar Yuzevien a glaske anezhañ e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec'h emañ? 12 Bez' e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl. 13 Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien. 14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d'an templ hag a gelennas. 15 Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n'en deus ket o desket? 16 Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset. 17 Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec'h anavezo hag eo va c'helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac'hanon va-unan. 18 An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c'hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n'eus ket a zireizhder ennañ. 19 Ha n'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d'ar marv? 20 Ar bobl a respontas: Un diaoul ac'h eus. Piv a glask lakaat ac'hanout d'ar marv? 21 Jezuz a respontas dezho: Un oberenn am eus graet hag oc'h holl souezhet a gement-se. 22 Moizez en deus roet deoc'h an amdroc'h, n'eo ket e teufe eus Moizez met eus an Tadoù, ha c'hwi a amdroc'h un den d'an deiz sabad. 23 Mar bez amdroc'het un den d'an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn d'an deiz sabad? 24 Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder. 25 Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n'eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel? 26 Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar Krist? 27 Koulskoude ni a oar a-belec'h eo hemañ, hogen pa zeuio ar Krist, den n'anavezo a-belec'h eo. 28 Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C'hwi a anavez ac'hanon hag a oar a-belec'h ez on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion ha n'anavezit ket anezhañ. 29 Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c'haset. 30 Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c'hoazh deuet e eur. 31 Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar Krist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ? 32 Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ. 33 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc'h c'hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c'haset. 34 Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on. 35 Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec'h ez aio na c'hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed ha kelenn a raio ar C'hresianed? 36 Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?

Stêrioù dour a vuhez

37 An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout ha ra evo. 38 An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur. 39 Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c'hoazh savet Jezuz en e c'hloar. 40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed. 41 Reoù all a lavaras: Ar Krist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar Krist, ha dont a ra eus Galilea? 42 Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar Krist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David? 43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn. 44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.

Ar pennoù-bras hag ar farizianed ne gredont ket

45 Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset? 46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se. 47 Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc'h c'hwi ivez touellet? 48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49 Met ar bobl-mañ n'anavez ket al lezenn, milliget int. 50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho: 51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? 52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea. 53 Ha pep hini en em dennas en e di.

Yann 8

Ar wreg avoultrerez

1 Jezuz a yeas da Venez an Olived. 2 Da c'houloù-deiz e tistroas adarre d'an templ hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho. 3 Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz, 4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec'hiñ dre avoultriezh. 5 Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez? 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket. 7 Met evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed ra daolo ar maen kentañ outi. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz. 10 Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den kondaonet ac'hanout? 11 Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken.

Jezuz, sklêrijenn ar bed

12 Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac'hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez. 13 Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion. 14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec'h on deuet ha pelec'h ez an. Met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na pelec'h ez an. 15 C'hwi a varn hervez ar c'hig, me ne varnan den. 16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset. 17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion. 18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon. 19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad. 20 Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh. 21 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an. 22 Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an. 23 Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ, me n'on ket eus ar bed-mañ. 24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec'hedoù. 25 Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ. 26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantañ. 27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad. 28 Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din. 29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ. 30 Pa lavaras an traoù-se, kalz a gredas ennañ.

Bugale Abraham pe bugale an diaoul

31 Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc'hit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien. 32 Anavezout a reot ar wirionez hag ar wirionez ho tieubo. 33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot? 34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklavour d'ar pec'hed. 35 Met ar sklavour ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennañ atav. 36 Mar dieub eta ar Mab ac'hanoc'h, e voit dieubet evit gwir. 37 Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d'ar marv abalamour n'en deus ket va ger a zegemer ennoc'h. 38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad. 39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham. 40 Met bremañ e glaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se. 41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo. 42 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset. 43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c'hellit ket selaou va ger. 44 Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d'ar gaou. 45 Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon. 46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon? 47 An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.

Jezuz hag Abraham

48 Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout? 49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac'hanon. 50 Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask ha barn a ra. 51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 52 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen? 54 Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue. 55 N'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her. 56 Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet. 57 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz hag ec'h eus gwelet Abraham? 58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon. 59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit.

Yann 9

Jezuz a yac'ha un den ganet dall

1 Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh. 2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma'z eo bet ganet dall? 3 Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo. 4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni. 5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed. 6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se, 7 hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc'h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer. 8 An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen? 9 Darn a lavaras: Eñ eo. Darn all a lavaras: Heñvel eo outañ. Eñ e-unan a lavaras: Me va-unan eo. 10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Respont a reas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12 Neuze e lavarjont dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. 13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall. 14 Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar fank hag en doa digoret e zaoulagad dezhañ. 15 Ar farizianed a c'houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo. 17 Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo. 18 Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud. 19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ? 20 E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall, 21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ. 22 E dud a lavaras kement-se o vezañ m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar Krist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn. 23 Abalamour da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantañ. 24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Doue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her. 25 Neuze e respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan. 26 Lavarout a rejont c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? 27 Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc'h ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h henn klevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? 28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp, ni a zo diskibien Moizez. 29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo. 30 An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret va daoulagad din. 31 Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ. 32 N'eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d'un den ganet dall. 33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellfe ober netra. 34 Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. 35 Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue? 36 Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37 Jezuz a lavaras dezhañ: E welet ec'h eus, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38 Hag e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ. 39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall. 40 Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez? 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

Yann 10

Jezuz, ar mesaer mat

1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant. 2 Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved. 3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez. 4 Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma'c'h anavezont e vouezh. 5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi. 6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 7 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved. 8 Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet. 9 Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan. 10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi gant fonnuster. 11 Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved. 12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer hag an deñved n'int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho. 13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved. 14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini. 15 Evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ec'h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved. 16 Deñved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken. 17 Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac'hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec'h adkemer. 18 Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he lezel hag ar galloud d'hec'h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad. 19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se. 20 Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ? 21 Re all a lavaras: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?

Jezuz hag an Tad a zo Unan

22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa. 23 Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon, 24 ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar Krist, lavar deomp splann. 25 Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac'hanon. 26 Met ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc'h. 27 Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc'h. 28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n'o lamo eus va dorn. 29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan. 31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata. 32 Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon? 33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue. 34 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed? 35 Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret, 36 perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue? 37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon. 38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ. 39 Neuze e klaskjont c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn. 40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno. 41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir. 42 Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.

Yann 11

Jezuz a adsav Lazar a varv

1 Bez' e oa ur c'hlañvour, Lazar a Vetania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar. 2 Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c'hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv. 3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv. 4 Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c'hleñved-se ne gas ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se. 5 Ha Jezuz a gare Marta hag he c'hoar ha Lazar. 6 Koulskoude, pa glevas e oa klañv hemañ, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa, 7 ha neuze e lavaras d'an diskibien: Distroomp e Judea. 8 An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n'eus ket pell da veinata, hag e tistroez di! 9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10 Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ. 11 Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d'e zihuniñ. 12 E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet. 13 Jezuz en doa komzet eus e marv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked. 14 Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv. 15 Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc'h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d'e gavout. 16 Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ. 17 Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh. 18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn (~ 2.8 km) eus Jeruzalem, 19 ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur. 20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr. 21 Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 22 Met anavezout a ran penaos bremañ c'hoazh, kement holl a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit. 23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv. 24 Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ. 25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo. 26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se? 27 Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar Krist, Mab Doue a dlee dont er bed. 28 P'he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari he c'hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c'halv ac'hanout. 29 Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d'e gavout. 30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, met e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ. 31 Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez. 32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet. 34 Hag e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. 35 Jezuz a ouelas. 36 Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. 37 Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c'helle ket ober ivez na varvje ket hemañ? 38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez. Ur c'hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ. 39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo. 40 Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne'm eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue? 41 Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec'h eus va selaouet. 42 Gouzout a ran e selaouez ac'hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec'h eus va degaset. 43 Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! 44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont. 45 Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ. 46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.

Irienn a-enep Jezuz

47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. 48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec'h hag hor broad. 49 Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra, 50 ha ne soñjit ket penaos eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl? 51 Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad, 52 ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez. 53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv. 54 Neuze Jezuz n'en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien. 55 Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c'hlanaat. 56 Klask a rejont Jezuz hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarjont an eil d'egile: Petra a soñjit? Ha ne zeuio ket d'ar gouel? 57 Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec'h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.

Yann 12

Jezuz olevet gant Mari a Vetania

1 C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv. 2 Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ. 3 Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se. 4 Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras: 5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiñ d'ar beorien? 6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc'hel ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni. 7 Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur. 8 Rak ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon. 9 Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv. 10 Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv, 11 rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz.

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem, 13 a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou! 14 Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma'z eo skrivet: 15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez. 16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ. 17 Ar vandenn a oa gantañ p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. 18 Abalamour ivez m'en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ. 19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc'h. 20 Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel. 21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c'houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. 22 Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.

Jezuz a ziougan e varv

23 Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh a gouezh d'an douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh. 25 An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. 26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ. 27 Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ. 28 Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh. 29 Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ. 30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N'eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc'h. 31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez. 32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da'm c'havout. 33 Hogen e lavaras kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 34 Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar Krist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? 35 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a. 36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto.

Difeiz ar Yuzevien

37 Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38 evit ma vije peurc'hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou? 39 Evel-se ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho. 41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar ha pa gomzas diwar e benn. 42 Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n'anzavjont ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn, 43 rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue. 44 Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset, 45 hag an hini a wel ac'hanon a wel an hini an deus va c'haset. 46 Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. 47 Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed. 48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d'an deiz diwezhañ. 49 Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg. 50 Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.

Yann 13

Jezuz a walc'h o zreid d'e ziskibien

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh. 2 Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d'e zroukreiñ, 3 Jezuz, oc'h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Doue, 4 a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti. 5 Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc'hiñ treid an diskibien ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ. 6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din! 7 Jezuz a respontas dezhañ: N'ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h. 8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'c'h eus ket lod ganin. 9 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. 10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl. 12 Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. 13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez' ez on. 14 Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile. 15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc'h. 16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset. 17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, gant ma sentot outo.

Jezuz a gemenn trubarderezh Judaz

18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep. 19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa c'hoarvezo, ma kredot emaon. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. 21 P'en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am droukroio. 22 An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze. 23 Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz. 24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze. 25 Eñ, o vezañ pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou, piv eo? 26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon. 27 War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez. 28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ. 29 Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d'ar beorien. 30 O vezañ eta resevet an tamm, eñ a yeas kuit raktal. Noz e oa.

Ar gourc'hemenn nevez

31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Doue ennañ. 32 Mar d-eo bet roet gloar da Doue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest. 33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: Ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an, deoc'h ivez en lavaran bremañ. 34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. 35 Dre gement-mañ ec'h anavezo an holl ez oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.

Jezuz a gemenn da Bêr e zinac'hadenn

36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec'h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc'h. 37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout. 38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog na'z po va dinac'het teir gwech.

Yann 14

Jezuz, an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez

1 Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon. 2 Bez' ez eus meur a chomlec'h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h. 3 Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec'h m'emaon e viot c'hwi ivez. 4 Gouzout a rit pelec'h ez an hag ec'h ouzoc'h an hent. 5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez, ha penaos e c'hellfemp gouzout an hent? 6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d'an Tad nemet drezon. 7 Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ hag hoc'h eus e welet. 8 Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad hag eo a-walc'h deomp. 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha ne'c'h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad? 10 Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù. 11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se o-unan.

Dont a raio ar Spered-Santel

12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 13 Kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab. 14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ. 15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù. 16 Me a bedo an Tad hag e roio deoc'h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc'h da viken, 17 ar Spered a wirionez na c'hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n'anavez ket anezhañ. Met c'hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc'h hag e vo ennoc'h. 18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded, dont a rin d'ho kavout. 19 C'hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez. 20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h. 21 An hini en deus va gourc'hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac'hanon. Hag an hini a gar ac'hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ. 22 Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec'h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d'e gavout hag e raimp hor chomlec'h gantañ. 24 An hini na gar ket ac'hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset. 25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h. 26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h. 27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h, reiñ a ran deoc'h va feoc'h. Ne roan ket deoc'h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet. 28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc'h. Mar karfec'h ac'hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc'h egedon. 29 Henn lavaret em eus deoc'h bremañ a-raok ma c'hoarvezo an dra, evit pa vo c'hoarvezet, e kredot. 30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n'en deus netra ennon. 31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit, deomp ac'hann.

Yann 15

Ar winienn hag ar brankoù

1 Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier. 2 Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh. 3 Dija ez oc'h glan abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h. 4 Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon. 5 Me eo ar winienn, c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra. 6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont. 7 Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h ha kement-se a vo roet deoc'h. 8 E kement-mañ eo e vo roet gloar da'm Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien. 9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c'harantez. 10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad hag e choman en e garantez. 11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc'h ha ma vo ho levenez peurleuniet.

En em garit an eil egile

12 Setu va gourc'hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. 14 C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h. 15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad. 16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantañ. 17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.

Mar kasa ar bed ac'hanoc'h . . .

18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h. 19 Ma vijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h. 20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini. 21 Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset. 22 Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed. 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad. 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez. 25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg. 26 Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon. 27 Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentañ.

Yann 16

1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit na vint ket deoc'h un abeg da gouezhañ. 2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv reiñ ul lid da Doue. 3 Ober a raint kement-se deoc'h rak n'o deus anavezet na va Zad na me. 4 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po soñj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.

Oberenn ar Spered-Santel

5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez? 6 Hag abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7 Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc'h. 8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh, 9 ar pec'hed, dre na gredont ket ennon, 10 ar reizhder, dre ma'z an da gavout va Zad ha na'm gwelot mui, 11 ar varnedigezh, dre ma'z eo bet barnet priñs ar bed-mañ. 12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. 13 Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. 14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc'h. 15 Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc'h.

Met ho tristidigezh a vo troet e levenez

16 C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma'z an da gavout an Tad. 17 Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma'z an da gavout an Tad? 18 Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. 19 Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C'hwi a c'houlenn etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma'z eo deuet hec'h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n'he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed. 22 Evel-se c'hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. 23 En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad. 26 En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, 27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue. 28 Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad. 29 An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet. 30 Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue. 31 Jezuz a respontas dezho: Ha krediñ a rit bremañ? 32 Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin. 33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc'h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

Yann 17

Ar bedenn-veleg

1 Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit, 2 ha, hervez ar galloud ac'h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. 3 Hag ar vuhez peurbadus eo ma'c'h anavezint ac'hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. 4 Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac'h eus roet din d'ober. 5 Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed. 6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her. 7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout, 8 rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac'hanout, ha kredet o deus ec'h eus va c'haset. 9 Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit. 10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din. 11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni. 12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur. 13 Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno. 14 Roet em eus dezho da c'her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug. 16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 17 Santela anezho en da wirionez, da c'her eo ar wirionez. 18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed, 19 hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez. 20 Ne bedan ket evito hepken, met c'hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger, 21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon, Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec'h eus va c'haset. 22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan evel ma'z omp ni unan, 23 me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset hag ec'h eus o c'haret evel ma ec'h eus va c'haret. 24 Tad, me a c'hoanta e vo ganin ar re ac'h eus roet din, e-lec'h ma'z on, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed. 25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec'h eus va c'haset. 26 Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon ha ma vin enno.

Yann 18

Jezuz trubardet ha paket

1 Goude m'en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien. 2 Judaz, an hini en droukroe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien. 3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù. 4 Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit? 5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto. 6 Kerkent ha m'en doe lavaret dezho: Emaon, ez ejont a-dreñv hag e kouezhjont d'an douar. 7 Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared. 8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit. 9 Kement-mañ evit ma vije peurc'hraet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din. 10 Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz. 11 Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?

Jezuz kaset dirak Annaz ha Kaifaz; dinac'hadurioù Pêr

12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ 13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se. 14 Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl. 15 Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur, 16 met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh. 17 Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket. 18 Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno; o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, e tomment. Pêr a oa ganto hag a domme. 19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh. 20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh. 21 Perak e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. An dud-se a oar ar pezh am eus lavaret. 22 P'en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c'harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon? 24 Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur. 25 Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket. 26 Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en doa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ? 27 Pêr en nac'has adarre, ha kerkent ar c'hilhog a ganas.

Jezuz degaset dirak Pilat

28 Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask. 29 Pilat eta, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se? 30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn. 31 Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc'h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'eo ket aotreet deomp lazhañ un den. 32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? 34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit? 35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet? 36 Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han. 37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh. 38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ. 39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.

Yann 19

Jezuz barnet da vezañ kroazstaget

1 Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet. 2 Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra 3 hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ. 4 Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ. 5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den. 6 Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ. 7 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue. 8 Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon. 9 Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ. 10 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont? 11 Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h. 12 Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar. 13 Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata. 14 Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue. 15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar. 16 Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.

Ar c'hroazstagadur

17 O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota. 18 Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz. 19 Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN. 20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin. 21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien. 22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet. 23 Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ. 24 Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded. 25 Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz. 26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab. 27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di. 28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus. 29 Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù. 30 P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered. 31 Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane. 32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ. 33 Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar. 34 Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour. 35 An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot. 36 Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret. 37 Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.

Beziadur Jezuz

38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz. 39 Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez. 40 Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ. 41 Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den. 42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.

Yann 20

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2 Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. 3 Neuze Pêr hag an diskibl all a yeas er-maez hag a yeas d'ar bez. 4 Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez. 5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh. 6 Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar 7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8 Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas. 9 Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee adsevel a varv.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala

10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez. 11 Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez 12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. 13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet. 14 O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue. 18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.

Jezuz en em ziskouez div wech d'an diskibien

19 An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 20 Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras. 21 Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h. 22 Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel. 23 D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho. 24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa zeuas Jezuz. 25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. 26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 27 Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred. 28 Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue! 29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet! 30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ, 31 met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar Krist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.

Yann 21

Ar pesketaerezh burzhudus

1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ. 2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles. 3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se. 4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz. 5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann. 6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked. 7 Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor. 8 An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m). 9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara. 10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. 11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued. 12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou. 13 Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked. 14 An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.

Jezuz ha Pêr

15 Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved. 17 Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont. 19 Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Doue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.

Jezuz, Pêr ha Yann

20 Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout? 21 O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ? 22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon. 23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? 24 An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni. 25 Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.

Oberoù 1

Digoradur

1 Em levr kentañ, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentañ 2 betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d'an ebestel en doa dibabet.

Resev a reot un nerzh, …

3 Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc'h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue. 4 O vezañ o dastumet, e c'hourc'hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c'hortozjent promesa an Tad, an hini hoc'h eus klevet diganin, emezañ, 5 rak Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù. 6 O vezañ eta en em zastumet, e c'houlennjont digantañ: Aotrou, hag en amzer-se eo ec'h adsavi rouantelezh Israel? 7 Eñ a lavaras dezho: N'eo ket roet deoc'h anavezout an amzerioù pe ar c'houlzioù en deus merket an Tad en e c'halloud e-unan. 8 Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc'h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.

Ar Bignidigezh

9 Goude m'en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad. 10 Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma'z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c'hichen 11 hag a lavaras: Tud a C'halilea, perak en em zalc'hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc'h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc'h eus e welet o pignat en neñv. 12 Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c'halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad (~ 1100 m). 13 Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec'h ma chome Pêr, Jakez,Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez. 14 Ar re-se holl a gendalc'he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.

Matiaz dibabet da vezañ lakaet e-lec'h Judaz

15 En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras: 16 Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc'hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c'henoù David diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz. 17 Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ. 18 Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d'an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet. 19 Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma'z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad. 20 Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec'h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg. 21 Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m'en deus an Aotrou Jezuz bevet en hon touez, 22 adalek badeziant Yann betek an deiz ma'z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv. 23 Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz. 24 O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac'h eus dibabet 25 da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec'h. 26 Tennañ a rejont d'ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.

Oberoù 2

Deiz ar Pantekost

1 Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec'h. 2 A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet. 3 Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho. 4 Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz. 5 Bez' e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv. 6 Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan. 7 Bez' e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d'egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n'int ket holl eus Galilea? 8 Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma'z eo bet ganet pep hini ac'hanomp? 9 Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia, 10 e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited, 11 Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoù diwar-benn burzhudoù Doue? 12 An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d'egile: Petra eo kement-se? 13 Met re all a rae goap hag a lavare: Leun int gant gwin dous.

Prezeg Pêr

14 Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c'hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù. 15 Rak ar re-mañ n'int ket mezv, evel ma kredit, pa n'eo nemet an trede eur eus an deiz. 16 Met kement-mañ eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel: 17 Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù. 18 A dra-sur, en deizioù-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint. 19 Burzhudoù a ziskouezin d'an nec'h en neñv, ha mirakloù d'an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged. 20 An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou. 21 Hag ec'h erruo penaos piv bennak a c'halvo anv an Aotrou, a vo salvet. 22 Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c'halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac'hanoc'h, evel ma ouzoc'h hoc'h-unan, 23 an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc'h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc'h eus d'ar marv. 24 Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc'het gantañ. 25 Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emañ evit na vin ket brañsellet, 26 dre-se va c'halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c'hig ivez a ziskuizho en esperañs, 27 rak ne lezi ket va ene e lec'h ar marv ha n'aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh. 28 Roet ec'h eus din da anavezout hentoù ar vuhez, va leuniañ a ri a levenez dirak da zremm. 29 Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc'h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c'hoazh hiziv en hon touez. 30 Met, o vezañ profed hag o c'houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c'henel eus e lignez hervez ar c'hig evit e lakaat da azezañ war e dron, 31 o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec'h ar marv hag e c'hig ne welje ket ar vreinadurezh. 32 Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoù a gement-se. 33 Savet eta a-zehou da Doue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ. 34 Rak David n'eo ket pignet en neñv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, 35 betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 36 Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc'h eus staget ouzh ar groaz. 37 O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c'halon, hag e lavarjont da Bêr ha d'an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp? 38 Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac'hanoc'h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec'hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel. 39 Rak ar bromesa a zo evidoc'h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c'halvo an Aotrou hon Doue anezho. 40 E kalz a c'herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ. 41 Ar re eta a zegemeras e c'her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d'an diskibien.

An unvaniezh en Iliz kentañ

42 Kenderc'hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù. 43 Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoù hag a virakloù en em c'hrae dre an ebestel. 44 Ar re holl a grede a oa en hevelep lec'h ha pep tra a oa kumun etrezo. 45 Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d'an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini. 46 Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d'egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon, 47 o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d'an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.

Oberoù 3

Un den kamm yac'haet

1 Pêr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur. 2 Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ. 3 O welout Pêr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen. 4 Pêr, o virout e zaoulagad paret warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp! 5 Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto. 6 Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh! 7 O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas. 8 O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliñ Doue. 9 An holl bobl a welas anezhañ o kerzhout hag o veuliñ Doue. 10 Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ. 11 Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.

Prezeg Pêr

12 Pêr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout? 13 Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit. 14 Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer. 15 Lakaet hoc'h eus d'ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se. 16 Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d'an den-mañ ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl. 17 Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù. 18 Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoù e holl brofeded, penaos e tlee ar Krist gouzañv poan. 19 Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou, 20 ha ma kaso an hini a zo bet disklêriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist, 21 a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer. 22 Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoù: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhañ e kement a lavaro deoc'h, 23 ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl. 24 An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioù-mañ. 25 C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez. 26 Evidoc'h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.

Oberoù 4

Pêr ha Yann a zo toullbac'het

1 Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d'o c'havout, 2 o vezañ gwall nec'het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz. 3 Hag e krogjont enno hag o lakajont er prizon betek an deiz war-lerc'h, abalamour ma oa dija diwezhat. 4 Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil. 5 Hag e c'hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed, 6 gant Annaz ar beleg-meur, Kaifaz, Yann, Aleksandr hag ar re holl a oa eus gouenn ar veleien vras. 7 O vezañ o degaset en o c'hreiz, e c'houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc'h eus graet kement-mañ? 8 Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel, 9 pa'z eo goulennet diganeomp hiziv abeg ur madober roet da un den kamm, evit gouzout penaos eo bet yac'haet, 10 gouezit, c'hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc'h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac'h dirazoc'h. 11 Eñ eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc'h-c'hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezañ maen kentañ ar c'horn. 12 N'eus silvidigezh en hini all ebet, rak n'eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ. 13 O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c'houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz. 14 O welout an den a oa bet yac'haet eno ganto, n'o doa netra da lavarout a-enep, 15 met e c'hourc'hemennjont dezho mont er-maez eus ar sanedrin hag en em guzuilhjont etrezo, 16 o lavarout: Petra raimp d'an dud-se? Rak ur mirakl o deus graet hag a zo anavezet gant holl dud Jeruzalem, anat eo ha ne c'hellomp ket e nac'hañ. 17 Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mañ muioc'h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoù komz mui da biv bennak en anv-se. 18 O vezañ o galvet, e tifennjont start outo komz ha kelenn en anv Jezuz. 19 Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc'h kentoc'h eget ouzh Doue, 20 rak ne c'hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoù hon eus gwelet ha klevet. 21 Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d'o c'hastizañ, abalamour d'ar bobl, rak an holl a roe gloar da Doue evit ar pezh a oa c'hoarvezet. 22 Rak an den a oa bet yac'haet dre ar mirakl-se a oa ouzhpenn daou-ugent vloaz.

Pedenn an Iliz e galloud ar Spered-Santel

23 Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho. 24 O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac'h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno, 25 te eo en deus lavaret dre c'henoù da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoù hag ar soñjoù ven-se e-touez ar pobloù? 26 Rouaned an douar a zo en em savet hag ar briñsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet. 27 Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da'z servijer santel Jezuz, an hini ac'h eus olevet 28 evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet. 29 Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da'z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c'her gant ur wir hardizhegezh, 30 oc'h astenn da zorn da yac'haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz. 31 P'o doe pedet, al lec'h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.

Ar grederien a lodenn o holl vadoù kenetrezo

32 Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo. 33 An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c'hras vras a oa warno holl. 34 Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroù pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet 35 hag en lakae ouzh treid an ebestel. e Lodennet e oa da bep hini hervez ma en doa ezhomm. 36 Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez, 37 a werzhas ur park en doa, a zegasas arc'hant ar werzh hag en lakaas ouzh treid an ebestel.

Oberoù 5

Ananiaz ha Safira

1 Met un den anvet Ananiaz, gant Safira e wreg, a werzhas ur berc'henniezh 2 hag a zalc'has ul lodenn eus ar priz, a-unan gant e wreg. Degas a reas al lodenn all hag he lakaas ouzh treid an ebestel. 3 Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec'h eus lavaret gaou d'ar Spered-Santel ha dalc'het ul lodenn eus priz an douar? 4 Ma'z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c'halloud? Penaos eta ec'h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N'eo ket d'an dud ec'h eus lavaret gaou, met da Doue eo. 5 Ananiaz, pa glevas ar c'homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se. 6 An dud yaouank en em savas, e bakas, e zougas er-maez hag e sebelias. 7 War-dro teir eurvezh goude, e wreg a zeuas, hep gouzout ar pezh a oa c'hoarvezet 8 Pêr a c'houlennas diganti: Lavar din, ha kement-se eo hoc'h eus gwerzhet an douar? Hi a lavaras: Ya, kement-se. 9 Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc'h eus en em glevet etrezoc'h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac'hanout er-maez. 10 Raktal e kouezhas d'e dreid hag e varvas. An dud yaouank a zeuas e-barzh, he c'havas marv, he dougjont er-maez hag he sebeilhjont e-kichen he fried. 11 Ur spont bras a zeuas war an Iliz a-bezh ha war ar re holl a glevas komz a gement-se.

Kalz a virakloù e Jeruzalem

12 Kalz a virakloù hag a vurzhudoù en em rae e-touez ar bobl dre zaouarn an ebestel. Bez' e oant holl a-unvan dindan porched Salomon. 13 Den eus ar re all ne grede en em unaniñ dezho, met ar bobl a enore kalz anezho. 14 Muioc'h-muiañ a grederien a oa lakaet a-gresk d'an Aotrou, un niver bras a wazed hag a wragez, 15 en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c'holeiñ hiniennoù anezho. 16 Tud ar c'hêrioù nesañ a zerede ivez a vandenn da Jeruzalem, o tegas klañvourien ha tud heskinet gant speredoù hudur, hag e oant holl yac'haet.

An ebestel a zo toullbac'het, ha dieubet gant un ael

17 Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi. 18 O kregiñ en ebestel, e lakajont anezho er prizon publik. 19 Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoù ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras: 20 It, en em zalc'hit e-barzh an templ ha disklêriit d'ar bobl holl c'herioù ar vuhez-mañ. 21 O vezañ klevet kement-se, ez ejont mintin mat en templ hag e kelennjont ennañ. Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ a zeuas, a zastumas ar sanedrin hag holl guzul henaourien mibien Israel hag a gasas da glask an ebestel d'ar prizon. 22 Met pa zeuas ar serjanted, n'o c'havjont ket er prizon. Distreiñ a rejont hag e kemennjont kement-se, 23 o lavarout: Kavet hon eus ar prizon serret mat hag ar warded er-maez en o sav e-tal an dorojoù, met, o vezañ o zigoret, n'hon eus kavet den ennañ. 24 Ar beleg-meur, kabiten an templ hag ar veleien vras, o klevout ar gerioù-se, ne ouient petra da soñjal diwar o fenn na petra a dlee c'hoarvezout war gement-se. 25 Unan bennak a zeuas hag a lavaras dezho: Setu, an dud hoc'h eus lakaet er prizon a zo en templ hag a gelenn ar bobl.

An ebestel degaset dirak ar sanedrin

26 Neuze ar c'habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl. 27 O vezañ o degaset, e lakajont anezho dirak ar sanedrin. Ar beleg-meur a reas ur goulenn diganto, 28 o lavarout: Ha n'hon eus ket difennet start ouzhoc'h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc'h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc'h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp! 29 Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc'h eget ouzh an dud. 30 Doue hon tadoù en deus adsavet a varv Jezuz, hoc'h eus lazhet en ur stagañ anezhañ ouzh ar c'hoad. 31 Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec'hedoù. 32 Ha ni a zo testoù dezhañ eus an traoù-mañ, kenkoulz hag ar Spered-Santel en deus Doue roet d'ar re a sent outañ. 33 O klevout kement-se, e voe droug en o c'halonoù hag en em guzuilhjont evit o lakaat da vervel. 34 Met ur farizian anvet Gamaliel, doktor eus al lezenn enoret gant an holl bobl, a savas er sanedrin hag a c'hourc'hemennas lakaat an ebestel er-maez evit ur pennadig. 35 Hag e lavaras dezho: Tud Israel, lakait evezh ouzh ar pezh emaoc'h o vont d'ober e-keñver an dud-se. 36 Rak bez' ez eus ur pennad amzer ma savas Teudaz, o lavarout e oa un den a bouez. Un niver a war-dro pevar c'hant den en em unanas dezhañ, met lazhet e voe, hag ar re holl a oa gantañ a voe stlabezet ha deuet da netra. 37 Goude hennezh, en amzer an niveradeg, e savas Judaz ar Galilean, a dennas ur bobl vras war e lerc'h, met mervel a reas ivez, hag ar re holl a grede ennañ a voe stlabezet. 38 Me a lavar deoc'h eta bremañ, na redit ket war-lerc'h an dud-se ha lezit anezho da vont. Mar d-eo an embregerezh pe al labour-se eus an dud, e vo distrujet, 39 met mar deu eus Doue, ne c'hellot ket e zistrujañ. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Doue. 40 Bez' e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit. 41 Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c'houzañv dismegañs evit e anv. 42 Ha ne baouezent bemdez da gelenn ha da brezeg Aviel Jezuz-Krist en templ hag eus an eil ti d'egile.

Oberoù 6

Dibab an diagoned

1 En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C'hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek. 2 An daouzek a c'halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N'eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioù. 3 Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se. 4 Met evidomp-ni, e kendalc'himp d'en em reiñ d'ar bedenn ha da servij ar Ger. 5 An ali-se a blijas d'an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch. 6 Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno. 7 Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.

Stefan paket

8 Stefan, leun a feiz hag a c'halloud, a rae burzhudoù ha mirakloù bras e-touez ar bobl. 9 Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan. 10 Ne c'helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz. 11 Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue. 12 Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc'h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d'ar sanedrin. 13 Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec'h santel-mañ hag a-enep al lezenn, 14 rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec'h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp. 15 Evel m'o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc'het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.

Oberoù 7

Prezeg Stefan

1 Ar beleg-meur a lavaras: Hag evel-se eo emañ an traoù? 2 Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan, 3 hag e lavaras dezhañ: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit. 4 Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d'ar vro-mañ e-lec'h ma chomit bremañ. 5 Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet. 6 Doue a lavaras dezhañ penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset. 7 Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mañ. 8 Emglev an amdroc'h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhañ d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad. 9 An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ. 10 Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c'hlac'haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di. 11 Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoù a voued. 12 Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoù ur wech kentañ. 13 Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef. 14 Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent. 15 Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù. 16 Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem. 17 Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt, 18 betek ma teuas ur roue all n'en doa ket anavezet Jozef. 19 Hemañ, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoù betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez. 20 En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad 21 hag, o vezañ bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhañ hag a vagas anezhañ evel he mab hec'h-unan. 22 Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioù hag en e oberoù. 23 Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel. 24 O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veñjas an hini a oa graet droug dezhañ en ur skeiñ gant an Ejipsian. 25 Krediñ a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket. 26 An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezañ e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile? 27 Met an hini a wallgase e nesañ a vountas anezhañ o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? 28 Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet dec'h an Ejipsian? 29 Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab. 30 Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet. 31 Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ: 32 Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout. 33 An Aotrou a lavaras dezhañ: Lam da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnañ a zo un douar santel. 34 Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoù hag on diskennet d'o dieubiñ. Deus bremañ, hag e kasin ac'hanout en Ejipt. 35 Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn. 36 Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz. 37 Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ. 38 Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai ha gant hon tadoù; hag e resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp. 39 Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt, 40 o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantañ. 41 Ober a rejont ul leue en deizioù-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn. 42 Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro? 43 Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc'h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon. 44 Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoù el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet. 45 Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David. 46 Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Doue Jakob, 47 met Salomon eo a savas un ti dezhañ. 48 Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed: 49 An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.? 50 Ha n'eo ket va dorn en deus graet an holl draoù-se? 51 Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù. 52 Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremañ hag hoc'h eus drouklazhet. 53 Resevet hoc'h eus al lezenn dre servij an aeled ha n'hoc'h eus ket he miret! 54 O klevout ar c'homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoù hag e c'hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ. 55 Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Doue, 56 hag e lavaras: Setu, e welan an neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Doue.

Stefan drouklazhed

57 O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ. 58 O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol. 59 Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered! 60 O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec'hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.

Oberoù 8

An Iliz a zo stlabezet

1 Saol a roas e asant d'ar marv-se. Bez' e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria. 2 Tud a zoujañs Doue a sebelias Stefan hag a reas ur c'hañv bras dezhañ. 3 Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez, hag o teurel anezho er prizon. 4 Evel-se, ar re a oa bet stlabezet a yae a lec'h da lec'h en ur embann an Aviel, ar Ger.

Filip, Pêr ha Yann a embann an Aviel e Samaria

5 Filip a ziskennas en ur gêr eus Samaria hag a brezegas Krist enni. 6 Ar bobl, holl a-unan, a selaouas gant evezh ar pezh a lavare Filip, oc'h anavezout hag o welout ar mirakloù a rae. 7 Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc'het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac'haet. 8 Bez' e voe ul levenez vras er gêr-se. 9 Bez' e oa diagent er gêr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc'h en em ober tremen evit un den bras. 10 An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhañ, o lavarout: Hemañ eo galloud bras Doue. 11 Douget e oant dezhañ dre m'en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh. 12 Met p'o doe kredet e Filip a gemenne an Aviel, ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue hag anv Jezuz-Krist, e voent badezet, gwazed kenkoulz ha gwragez. 13 Simon e-unan a gredas ivez. O vezañ bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloù hag ar burzhudoù bras a veze graet, e oa sabatuet. 14 An ebestel a oa e Jeruzalem, o vezañ klevet penaos en doa Samaria resevet ger Doue, a gasas dezho Pêr ha Yann. 15 Ar re-mañ a ziskennas hag a bedas evito, evit ma resevjent ar Spered-Santel, 16 rak ne oa ket c'hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz. 17 Neuze e lakajont o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered-Santel. 18 Pa welas Simon penaos e oa roet ar Spered-Santel dre lakadur-daouarn an ebestel, a ginnigas dezho arc'hant 19 o lavarout: Roit din ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered-Santel ar re holl e lakain va daouarn warno. 20 Met Pêr a lavaras dezhañ: Ra yelo da arc'hant da get ganit, peogwir ec'h eus kredet e c'heller prenañ donezon Doue gant arc'hant. 21 N'eus evidout na perzh na lod e kement-mañ, rak da galon n'eo ket eeun dirak Doue. 22 Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl, 23 rak gwelout a ran ez out en ur vestl a c'hwervder hag en ereoù an direizhder. 24 Simon a respontas: Pedit c'hwi an Aotrou evidon, evit na c'hoarvezo netra din eus ar pezh hoc'h eus lavaret. 25 O vezañ eta roet testeni da c'her an Aotrou hag o vezañ e gemennet, e tistrojont da Jeruzalem hag e prezegjont an Aviel e kalz a gêriadennoù eus bro ar Samaritaned.

Filip hag an eunuk Etiopiat

26 Un ael eus an Aotrou a gomzas da Filip hag a lavaras dezhañ: Sav ha kae etrezek ar c'hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C'haza. An hini a zo distro. 27 O vezañ savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec'h holl deñzorioù, deuet da Jeruzalem evit azeuliñ, 28 a zistroe, azezet war e garr, hag a lenne ar profed Izaia. 29 Ar Spered a lavaras da Filip: Tosta ha kae betek ar c'harr-se. 30 Filip a zeredas hag a glevas e lenne ar profed Izaia. Lavarout a reas dezhañ: Ha kompren a rez ar pezh a lennez? 31 Eñ a respontas: Penaos e c'hellfen ma n'eus hini ebet da gelenn ac'hanon? Hag e pedas Filip da bignat ha d'azezañ en e gichen. 32 An arroud eus ar Skritur a lenne a oa hemañ: Kaset eo bet d'al lazherezh evel un dañvad hag, evel un oan mut dirak an hini en touz, n'en deus ket digoret e c'henoù. 33 E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c'hello kontañ e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar. 34 O kemer ar gomz, an eunuk a lavaras da Filip: Da bediñ a ran, diwar-benn piv e lavar ar profed kement-se? Diwar-benn e-unan pe diwar-benn unan all? 35 Filip, o kemer ar gomz hag o kregiñ gant an arroud-se, a brezegas dezhañ Aviel Jezuz. 36 Evel ma'z aent dre an hent, ec'h errujont e-lec'h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet? 37 Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c'hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue. 38 Hag e c'hourc'hemennas herzel ar c'harr, e tiskennjont o-daou en dour, Filip hag an eunuk, ha e vadezas anezhañ. 39 Pa voent deuet er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a lamas Filip, hag an eunuk n'en gwelas ken. Kenderc'hel a reas e hent leun a levenez. 40 Filip en em gavas en Azod. Prezeg a reas an Aviel dre holl gêrioù ma tremene betek ma teuas da Gezarea.

Oberoù 9

Distro Saol ouzh Doue

1 Koulskoude Saol, o tianalañ c'hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur 2 hag a c'houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem. 3 Evel ma oa en hent ha ma tostae ouzh Damask, a-daol-trumm ur sklêrijenn o tont eus an neñv a lugernas en-dro dezhañ. 4 O vezañ kouezhet d'an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? 5 Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù. 6 En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus d'ober. 7 An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den. 8 Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezañ digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask. 9 Tri devezh e chomas hep gwelout, hag hep debriñ nag evañ. 10 Bez' e oa e Damask un diskibl anvet Ananiaz. An Aotrou a lavaras dezhañ en ur weledigezh: Ananiaz! Respont a reas: Setu me, Aotrou! 11 An Aotrou a lavaras dezhañ: Sav, kae d'ar straed a anver Eeun ha goulenn e ti Judaz un den anvet Saol a Dars. Rak setu, emañ o pediñ 12 ha gwelet en deus en ur weledigezh un den anvet Ananiaz, o tont e-barzh hag en deus lakaet e zaouarn warnañ evit ma adkavo ar gweled. 13 Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da'z sent e Jeruzalem, 14 hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c'halv da anv. 15 Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel, 16 hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv. 17 Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel. 18 Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec'h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet. 19 O vezañ debret, e teuas nerzh dezhañ.

Saol e Damask

Saol a chomas un devezhioù bennak gant an diskibien e Damask. 20 Ha kerkent e prezegas er sinagogennoù ez eo Krist Mab Doue. 21 Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c'halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c'has ereet d'ar veleien vras? 22 Koulskoude Saol en em greñvae muioc'h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar Krist.

Saol e Jeruzalem

23 Un nebeud amzer goude, ar Yuzevien en em guzulias a-unvan evit e lakaat da vervel. 24 Met o irienn a zeuas da vezañ anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoù noz-deiz evit e lakaat da vervel. 25 Hag an diskibien, o kemer anezhañ en noz, a ziskennas anezhañ en ur baner a-hed ar voger. 26 Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniñ gant an diskibien, met an holl o doa aon araozañ, dre na gredent ket e oa un diskibl. 27 Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d'an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhañ war an hent hag en doa komzet outañ, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz. 28 Bez' e oa ganto, o tont hag o vont e Jeruzalem hag o prezeg gant hardizhegezh en anv an Aotrou Jezuz. 29 Komz ha tabutal a rae gant ar C'hresianegerien, met ar re-mañ a glaske e lakaat da vervel. 30 Ar vreudeur o vezañ anavezet kement-se, a zegasas anezhañ da Gezarea hag en kasas etrezek Tars. 31 Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc'h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.

Pêr a yac'ha Ene

32 C'hoarvezout a reas, evel ma'z ae Pêr da weladenniñ holl, ma tiskennas ivez etrezek ar sent a chome e Lidda. 33 Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet. 34 Pêr a lavaras dezhañ: Ene, Jezuz ar Krist a yac'ha ac'hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas. 35 Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhañ hag en em zistrojont ouzh an Aotrou.

Pêr a adsav Dorkaz a varv

36 Bez' e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz (= Heizezig). Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù. 37 Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc'het, e voe lakaet en ur gambr uhel. 38 Evel ma'z emañ Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezañ gouezet e voe Pêr eno, a gasas daou zen d'e gavout ha d'e bediñ da zont hep dale d'o zi. 39 Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d'ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto. 40 Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c'horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec'h azezas. 41 Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho. 42 Kement-se a voe anavezet dre holl gêr Jope ha kalz a gredas en Aotrou. 43 Pêr a chomas meur a zevezh e Jope e ti ur c'hourrezer anvet Simon.

Oberoù 10

Korneli a laka da gerc'hat Pêr

1 Bez' e oa e Kezarea un den anvet Korneli, kantener er rejimant galvet Italiat. 2 Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d'ar bobl hag e pede Doue dalc'hmat. 3 Gwelout a reas sklaer en ur weledigezh, war-dro an navet eur eus an deiz, un ael eus Doue o tont en e di hag o lavarout dezhañ: Korneli! 4 O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra' zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue. 5 Kas bremañ tud da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr. 6 Lojet eo e ti ur Simon, ur c'hourrezer a zo o chom tost d'ar mor. Eñ eo a lavaro dit ar pezh a vo ret dit ober. 7 Pa voe aet kuit an ael a gomze ouzh Korneli, e c'halvas daou eus e vevelien hag ur soudard a zouje Doue e-touez ar re en em zalc'he en e gichen. 8 O vezañ disklêriet holl dezho, e kasas anezho da Jope.

Gweledigezh Pêr

9 An deiz war-lerc'h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c'hwec'hvet eur, da bediñ. 10 O kaout naon, e c'hoantaas debriñ. Evel ma fiched boued dezhañ, e kouezhas en ur goursav. 11 Gwelout a reas an neñv digor hag un dra o tont war-zu ennañ, heñvel ouzh un doubier vras, dalc'het dre he fevar c'horn hag a ziskenne war-zu an douar, 12 enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neñv. 13 Hag ur vouezh a lavaras dezhañ: Pêr, sav, lazh ha debr! 14 Met Pêr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne'm eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic'hlan. 15 Ar vouezh a lavaras dezhañ c'hoazh evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet. 16 Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se an dra a voe dilamet en neñv. 17 Evel ma oa Pêr nec'het gant ar weledigezh ha ma soñje ennañ e-unan petra a c'hellfe hounnezh bezañ, an dud kaset a-berzh Korneli, o vezañ goulennet pelec'h e oa ti Simon, en em gavas e-tal an nor, 18 a c'halvas hag a c'houlennas daoust hag e oa lojet eno Simon lesanvet Pêr. 19 Evel ma oa Pêr o prederiañ war ar weledigezh, ar Spered a lavaras dezhañ: Setu, tri den a c'houlenn ac'hanout. 20 Sav, diskenn ha kae ganto hep arvar ebet, rak me eo am eus o degaset. 21 Pêr a ziskennas da gavout an dud degaset dezhañ a-berzh Korneli hag a lavaras: Setu, me eo an hini a glaskit, evit petra hoc'h eus deuet? 22 Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da'z kerc'hat d'e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ. 23 Neuze Pêr a lakaas anezho da zont en ti hag a lojas anezho. An deiz war-lerc'h ez eas ganto. Hiniennoù eus breudeur Jope a yeas ivez gantañ.

Pêr e ti Korneli

24 An deiz war-lerc'h ec'h errujont e Kezarea. Korneli a c'hortoze anezho gant e gerent hag e vignoned vrasañ en doa dastumet. 25 Pa zeuas Pêr en ti, Kormeli a yeas a-raok dezhañ hag, ouzh en em deurel d'e dreid, ec'h azeulas anezhañ. 26 Met Pêr en savas o lavarout: Sav, me va-unan a zo ivez un den. 27 Hag o komz gantañ, ez eas e-barzh an ti hag e kavas kalz a dud dastumet. 28 Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d'ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic'hlan. 29 Dre-se, o vezañ bet galvet, on deuet hep arvar. Goulenn a ran eta ouzhoc'h evit petra hoc'h eus va lakaet da zont. 30 Korneli a lavaras: Pevar devezh 'zo, em eus yunet betek an eur-mañ, ha d'an navet eur, e peden em zi. Ha setu, un den gwisket gant dilhad lugernus en em ziskouezas dirazon 31 hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù. 32 Kas eta da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr. Lojed eo e ti Simon, ur c'hourrezer, tost d'ar mor. Pa vo deuet, eñ a gomzo ouzhit. 33 Dre-se em eus kerkent kaset da'z kavout, ha mat ec'h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc'hemennet dit. 34 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den, 35 met penaos e pep broad an hini a zouj anezhañ hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantañ. 36 Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc'h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl. 37 Gouzout a rit ar pezh a zo c'hoarvezet en holl Judea, kroget da gentañ e Galilea, goude ar vadeziant prezeget gant Yann, 38 penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec'h da lec'h oc'h ober vat hag o yac'haat ar re holl a oa mac'het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ. 39 Ni a zo testoù eus an holl draoù en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem. E lakaet o deus da vervel o stagañ anezhañ ouzh ar c'hoad. 40 Doue en deus e adsavet a varv d'an trede deiz hag en deus roet dezhañ d'en em ziskouez, 41 nann d'an holl bobl, met d'an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma'z eo bet adsavet a-douez ar re varv. 42 Gourc'hemennet en deus deomp prezeg d'ar bobl ha testeniañ penaos eñ eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d'ar re vev ha d'ar re varv. 43 An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennañ a resev ar pardon eus e bec'hedoù.

Ar Spered-Santel a ziskenn war ar baganed

44 Evel ma lavare c'hoazh Pêr ar c'homzoù-se, ar Spered-Santel a ziskennas war ar re holl a selaoue ar ger. 45 An holl grederien amdroc'het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed. 46 Rak o c'hlevout a raent o komz e yezhoù hag o reiñ gloar da Doue. Neuze Pêr a lavaras: 47 Hag e c'hellfe unan bennak nac'hañ dour ar vadeziant ouzh ar re o deus resevet ar Spered-Santel eveldomp? 48 Hag e c'hourc'hemennas o badeziñ en anv an Aotrou. Neuze e pedjont anezhañ da chom un devezh bennak ganto.

Oberoù 11

Pêr a zispleg e emzalc'h e-keñver ar baganed

1 An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue. 2 Ha pa voe distroet Pêr da Jeruzalem, an amdroc'hidi a damallas anezhañ 3 hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc'h ha debret ec'h eus ganto. 4 Pêr en em lakaas da gontañ an traoù dezho diouzh renk hag a lavaras: 5 Edon o pediñ e kêr Jope hag, o kouezhañ en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heñvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neñv hag a zeuas betek ennon. 6 O vezañ sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neñv. 7 Hag e klevis ur vouezh a lavare din: Pêr, sav, lazh ha debr! 8 Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoù. 9 Ar vouezh a lavaras din eus an neñv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet. 10 Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se pep tra a voe dilamet en neñv. 11 Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan. 12 Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mañ a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se. 13 Eñ a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhañ: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr, 14 hag a lavaro dit traoù a vi salvet ganto, te ha da holl diegezh. 15 Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ. 16 Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel. 17 Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue? 18 O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Doue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez.

Iliz Antioch; an diskibien a zo anvet kristenien

19 Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken. 20 Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz. 21 Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou. 22 Ar c'heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch. 23 Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start. 24 Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou. 25 Neuze Barnabaz a yeas da Dars da gerc'hat Saol 26 hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Kristenien d'an diskibien. 27 En amzer-se e tiskennas profeded eus Jeruzalem da Antioch. 28 Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar. 29 An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea. 30 Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d'an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.

Oberoù 12

Pêr toullbac'het, ha dieubet gant un ael

1 En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz. 2 Lazhañ a reas dre ar c'hleze Jakez breur Yann. 3 O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell. 4 O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask. 5 Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Doue evitañ. 6 En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon. 7 Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn. 8 An ael a lavaras dezhañ: En em c'houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon. 9 Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh. 10 P'o doe tremenet ar c'hentañ hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ. 11 O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev. 12 Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ. 13 P'en doe Pêr skoet war dor ar porzh, ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou. 14 O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh. 15 Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo. 16 Met Pêr a gendalc'has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras. 17 Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all. 18 Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ. 19 Herodez, o vezañ lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.

Marv Herodez

20 Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue. 21 D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho. 22 Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n'eo ket hini un den! 23 Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n'en doa ket roet gloar da Doue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved. 24 Ha ger Doue a greske hag en em skuilhe. 25 Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c'harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.

Oberoù 13

Barnabaz ha Saol lakaet a-du gant ar Spered-Santel; kentañ beaj mision Saol

1 Bez' e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol. 2 E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn. 3 Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c'hasjont kuit.

Barnabaz ha Saol e Kiprenez

4 Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac'hane ez ejont dre vor da Giprenez. 5 O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez' e oa ivez Yann ganto evit o sikour. 6 Goude m'o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz, 7 a oa gant ar prokoñsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemañ a c'halvas Barnabaz ha Saol, hag a c'hoantaas klevout ger Doue. 8 Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiñ ar prokoñsul diouzh ar feiz. 9 Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outañ 10 hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou? 11 Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn. 12 Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou. 13 Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.

Prezegenn Paol en Antioch Pisidia

14 Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, ec'h azezjont. 15 Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc'h eus un ali bennak da reiñ d'ar bobl, komzit. 16 Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c'hwi a zouj Doue, selaouit! 17 Doue ar bobl-mañ a Israel en deus dibabet hon tadoù hag a adsavas ar bobl-mañ e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac'hane gant e vrec'h galloudus. 18 E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec'h distro 19 hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh. 20 Goude-se, e-pad war-dro pevar c'hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel. 21 Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh. 22 O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c'halon, hag e peurc'hraio va holl volontez. 23 Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel. 24 A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel. 25 Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N'on ket, met setu, e teu war va lerc'h an hini n'on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid. 26 Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c'hwi a zouj Doue, deoc'h-c'hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ. 27 Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc'hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad. 28 Hep kavout ennañ abeg ebet d'e lakaat d'ar marv, e c'houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel. 29 Pa voe peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c'hoad ha lakaet en ur bez. 30 Met Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv. 31 Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl. 32 Ha ni a ro da anavezout deoc'h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d'hon tadoù. 33 Doue en deus peurc'hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma'z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet. 34 E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d'ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc'h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid. 35 Dre-se e lavar ivez en ul lec'h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh. 36 Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh. 37 Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n'en deus ket gwelet ar vreinadurezh. 38 Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc'h pardon ar pec'hedoù, 39 ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c'hellec'h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez. 40 Diwallit eta na c'hoarvezfe ket ganeoc'h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded: 41 Setu, c'hwi a zispriz ac'hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d'ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec'h ket ma vefe kontet deoc'h. 42 Evel ma'z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc'h. 43 Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc'h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc'hel e gras Doue. 44 Ar sabad war-lerc'h, holl gêr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue. 45 Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ. 46 Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc'h-c'hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc'h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed. 47 Rak evel-se en deus an Aotrou gourc'hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar. 48 Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c'her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d'ar vuhez peurbadus a gredas. 49 Ger an Aotrou en em skuilhas er vro holl. 50 Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c'hasjont kuit eus o bro. 51 Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom. 52 An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel.

Oberoù 14

Paol ha Barnabaz en Ikoniom

1 C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed. 2 Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur. 3 Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn. 4 Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.

Paol ha Barnabaz e Likaonia; un den mac'hagn a zo yac'haet

5 Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho, 6 ar re-mañ, o vezañ gouezet kement-se, a dec'has e kêrioù Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro, 7 hag e prezegjont eno an Aviel. 8 E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa biskoazh kerzhet. 9 Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac'haet 10 hag a lavaras gant ur vouezh kreñv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas. 11 Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heñvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp. 12 Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz. 13 Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl. 14 Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial: 15 O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioù eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno. 16 En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan, 17 petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c'halonoù a vadoù hag a levenez. 18 A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho. 19 Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv. 20 Met an diskibien o vezañ en em zastumet en-dro dezhañ, e savas hag e teuas e kêr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb.

Distro da Antioch

21 Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch, 22 o kreñvaat eneoù an diskibien, oc'h aliañ anezho da genderc'hel er feiz, hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue. 23 Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz, ha goude bezañ pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ. 24 O vezañ treuzet Pisidia, e teujont e Pamfilia, 25 e prezegjont ar ger e Perj hag e tiskennjont en Atalia. 26 Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet. 27 Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoù dor ar feiz. 28 Eno e chomjont pell amzer gant an diskibien.

Oberoù 15

Sened-Iliz e Jeruzalem

1 Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n'oc'h ket amdroc'het hervez giz Moizez, ne c'hellit ket bezañ salvet. 2 Un tabut bras hag ur breud o vezañ eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mañ, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoù eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se. 3 O vezañ eta kaset gant an Iliz, e treuzjont Fenikia ha Samaria, e kontjont distro ar baganed ouzh Doue hag e rojont ul levenez vras d'an holl vreudeur. 4 O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto. 5 Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc'hañ anezho ha gourc'hemenn dezho mirout lezenn Moizez. 6 An ebestel hag an henaourien en em zastumas evit sellout pizh ouzh ar gudenn-se. 7 Evel ma oa ur breud bras, Pêr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer' zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoù ger an Aviel ha ma kredjent. 8 Doue, hag a anavez ar c'halonoù, en deus roet testeni dezho en ur reiñ dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni, 9 n'en deus graet diforc'h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c'halonoù dre ar feiz. 10 Bremañ eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n'hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoù na ni hon-unan? 11 Met krediñ a reomp ez omp salvet dre c'hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int. 12 An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed. 13 Goude m'o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac'hanon. 14 Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d'e anv. 15 Ha gant kement-se emañ o klotañ gerioù ar brofeded, hervez ma'z eo skrivet: 16 Goude-se e tistroin hag ec'h adsavin teltenn David a oa kouezhet, sevel a rin a-nevez he dismantroù hag e lakain anezhi en he sav, 17 evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma'z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ. 18 E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer. 19 Dre-se e soñj din ne dleer ket tregasiñ ar re eus ar baganed a zistro ouzh Doue, 20 met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c'hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad. 21 Rak e pep kêr, abaoe kalz a rummadoù, ez eus tud a brezeg Moizez, pa'z eo lennet pep sabad er sinagogennoù.

Lizher ar Sened da Antioch

22 Neuze e voe kavet mat gant an ebestel hag an henaourien, gant an holl Iliz, dibab tud eus o zouez evit o c'has da Antioch gant Paol ha Barnabaz: Judaz lesanvet Barsabbaz ha Silaz, tud eus ar re gentañ e-touez ar vreudeur. 23 Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d'ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud! 24 Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac'hanoc'h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc'h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc'het ha mirout al lezenn, ar pezh n'hon eus ket gourc'hemennet dezho, 25 ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c'has deoc'h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol, 26 tud o deus risklet o buhez evit anv hon Aotrou Jezuz-Krist. 27 Kaset hon eus eta Judaz ha Silaz, da zisklêriañ deoc'h a c'henoù an hevelep traoù. 28 Rak kavet eo bet mat gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, na vije ket lakaet warnoc'h bec'hioù all nemet ar re a zo ret, 29 da lavarout eo, m'en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec'hed deoc'h! 30 O vezañ eta bet kaset, e teujont da Antioch ha, p'o doe dastumet ar bobl, e rojont al lizher. 31 O vezañ e lennet, en em laouenajont eus an ali mat-se. 32 Judaz ha Silaz, o vezañ profeded o-unan, a galonekaas hag a greñvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn. 33 Goude bezañ chomet eno ur pennad amzer, e voent kaset kuit e peoc'h gant ar vreudeur etrezek an ebestel. 34 Koulskoude Silaz a gavas mat chom. 35 Paol ha Barnabaz a chomas en Antioch, o kelenn hag o prezeg an Aviel, ger an Aotrou, gant meur a hini all.

Paol ha Barnabaz en em zisparti an eil diouzh egile; eil beaj mision Paol

36 Un devezhioù bennak goude, Paol a lavaras da Varnabaz: Distroomp da weladenniñ hor breudeur en holl gêrioù hon eus prezeget enno ger an Aotrou, da welout penaos emaint. 37 Barnabaz a fellas dezhañ kemer ivez ganto Yann lesanvet Mark. 38 Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c'huitaet pa oant e Pamfilia ha n'en doa ket o heuliet en o oberennoù. 39 Bez' e oa eta etrezo un diemglev ken kreñv ma'z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantañ hag a yeas dre vor da Giprenez. 40 Paol a zibabas Silaz hag a yeas kuit, goude bezañ bet lakaet dindan gras Doue gant ar vreudeur, 41 hag e treuzas Siria ha Kilisia, o kreñvaat an Ilizoù.

Oberoù 16

Paol a gemer Dimote gantañ

1 Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Dimote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian. 2 Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhañ un testeni mat. 3 Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad. 4 Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem. 5 Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.

Gweledigezh Paol e Troaz

6 P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia. 7 O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont. 8 Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz. 9 Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour. 10 Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.

Paol e Filipi

11 O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz. 12 Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù. 13 D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno. 14 Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol. 15 Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se.

Paol ha Silaz a zo toullbac'het, ha dieubet; distro ar bac'her ouzh Doue

16 Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp. 17 O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh. 18 Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal. 19 Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr. 20 O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int, 21 hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned. 22 An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier. 23 Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh. 24 O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù. 25 War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Doue, hag ar brizonidi o c'hleve. 26 A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret. 27 Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit. 28 Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ. 29 O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz. 30 Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet? 31 Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh. 32 Kemenn a rejont dezhañ ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di. 33 Eñ a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud. 34 O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh. 35 Pa voe deuet an deiz, ar pennoù a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se. 36 Ar bac'her a lavaras da Paol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h. 37 Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez. 38 Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman. 39 Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr. 40 Int, goude bezañ aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezañ gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.

Oberoù 17

Paol ha Silaz e Desalonike

1 Goude bezañ tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec'h ma oa sinagogenn ar Yuzevien. 2 Paol, hervez e c'hiz, a yeas d'o c'havout hag, e-pad tri sabad, e komzas outo diwar-benn ar Skriturioù, 3 o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d'ar Krist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar Krist-se eo Jezuz a brezegan deoc'h. 4 Darn anezho a gredas hag en em unanas da Paol ha da Silaz, gant ul lod bras a C'hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel. 5 Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c'has dirak ar bobl. 6 Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoù eus ar vreudeur dirak ar pennoù-kêr, o krial: An dud-mañ o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amañ, 7 ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c'hourc'hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz. 8 Fromañ a rejont ar bobl hag ar pennoù-kêr pa glevjont an traoù-se. 9 Goude bezañ resevet ur c'hred digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezho da vont kuit.

Paol ha Silaz e Beroia

10 Raktal ar vreudeur a lakaas en noz Paol ha Silaz da vont kuit da v-Beroia. O vezañ erruet eno, ez ejont e sinagogenn ar Yuzevien. 11 Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc'h eget re eus Desalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc'h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho. 12 Kalz anezho eta a gredas, kenkoulz hag un niver bras a-walc'h a wragez C'hresian a renk uhel hag a wazed. 13 Met pa ouezas Yuzevien Desalonike penaos ger Doue a oa prezeget e Beroia gant Paol, e teujont hag e savjont ar bobl. 14 Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Dimote a chomas eno. 15 Ar re a yae gant Paol a gasas anezhañ betek Aten. Goude bezañ bet an urzh da lavarout da Silaz ha Dimote dont buan d'e gavout, ez ejont kuit.

Paol en Aten

16 E-pad ma oa Paol ouzh o gortoz en Aten, e oa kounnaret e spered ennañ e-unan o welout ar gêr-se leuniet holl gant idoloù. 17 Komz a reas eta er sinagogenn gant ar Yuzevien ha gant ar re a zouje Doue, ha bemdez war al leurgêr gant ar re en em gave eno. 18 Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d'an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv. 19 O vezañ e gemeret, e kasjont anezhañ d'an Areopaj, o lavarout: Hag e c'hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez? 20 Rak da glevout a reomp o lavarout traoù iskis. Ni a fell deomp eta gouzout petra eo kement-se. 21 An holl Ateniz hag an estrañjourien a chome en eno ne dremenent o amzer nemet o lavarout pe o selaou un nevezinti bennak. 22 Paol, oc'h en em zerc'hel e-kreiz an Areopaj, a lavaras: Tud Atenat, gwelout a ran penaos en holl draoù oc'h relijius dreist pep tra. 23 Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma'z eo skrivet warni: D'un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc'h. 24 An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud. 25 N'eo ket servijet gant daouarn an dud evel m'en defe ezhomm eus un dra bennak, eñ an hini a ro d'an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoù. 26 Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c'horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec'hioù, 27 evit ma klaskint an Aotrou, da welout hag int a c'hellfe e gavout en ur e glask a-dastorn, petra bennak ma n'emañ ket pell diouzh hini ac'hanomp. 28 Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m'o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez. 29 O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc'hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den. 30 Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c'hourc'hemenn bremañ d'an holl dud en holl lec'hioù kaout keuz, 31 abalamour m'en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d'an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv. 32 Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se. 33 Evel-se Paol a yeas kuit eus o zouez. 34 Koulskoude hiniennoù en em unanas dezhañ hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoù all ganto.

Oberoù 18

Paol e Korint

1 Goude-se, Paol a yeas kuit eus Aten hag a zeuas da Gorint. 2 Eno e kavas ur Yuzev anvet Akilaz, genidik eus ar Pont, nevez deuet eus Italia gant Prisilha e wreg, abalamour m'en doa Glaoda gourc'hemennet d'an holl Yuzevien mont kuit eus Rom. Mont a reas d'o c'havout 3 hag, evel ma oa eus an hevelep micher, e chomas en o zi hag e labouras ganto: o micher a oa ober teltennoù. 4 Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediñ. 5 Pa voe deuet Silaz ha Dimote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d'ar Yuzevien ez eo Jezuz ar Krist. 6 Met evel ma'c'h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec'h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed. 7 O vezañ aet ac'hane, ez eas e ti un den anvet Justuz, un den a zouje Doue hag a oa e di stag ouzh ar sinagogenn. 8 Krispuz, penn ar sinagogenn, a gredas en Aotrou gant e holl diegezh. Ha kalz a Gorintiz, o vezañ selaouet, a gredas hag a voe badezet. 9 An Aotrou a lavaras da Paol en ur weledigezh e-pad an noz: Na'z pez ket aon, met komz ha na dav ket, 10 rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d'ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ. 11 Chom a reas eno ur bloaz ha c'hwec'h miz, o kelenn ger Doue en o zouez.

Paol dirak Gallion

12 E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn, 13 o lavarout: Hemañ a ali an dud da servijañ Doue en un doare a zo a-enep al lezenn. 14 Evel ma'z ae Paol da zigeriñ e c'henoù, Gallion a lavaras d'ar Yuzevien: Ma vije meneg eus un dislealded pe eus ur gwallober bennak, o Yuzevien, me a selaoufe ac'hanoc'h evel ma'z eo dereat, 15 met mar d-eo un enebiezh diwar-benn gerioù, anvioù hag ho lezenn, e welot kement-se hoc'h-unan, rak ne fell ket din bezañ barner eus an traoù-se. 16 Hag e kasas anezho kuit eus al lezvarn. 17 Neuze an holl C'hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.

Distro Paol da Antioch

18 Paol, goude bezañ c'hoazh chomet e Korint pell a-walc'h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc'het rak graet en doa ur gouestl. 19 Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezañ aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien. 20 Int a bedas anezhañ da chom ganto pelloc'h, met n'asantas ket 21 hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d'ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez. 22 O vezañ douaret e Kezarea, e pignas da saludiñ an Iliz hag e tiskennas da Antioch.

Trede beaj mision Paol

23 O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.

Apolloz en Efez hag e Korint

24 Neuze ur Yuzev anvet Apolloz, un den helavar genidik eus Aleksandria, a erruas en Efez. Barrek e oa war ar Skriturioù. 25 Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'anaveze nemet badeziant Yann. 26 En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc'h a evezh hent Doue. 27 Evel ma felle dezhañ mont da Akaia, ar vreudeur a alias anezhañ da vont hag a skrivas d'an diskibien e zegemer mat. Pa voe en em gavet, e sikouras kalz ar re o doa kredet dre c'hras, 28 rak kendrec'hiñ a rae gant nerzh ar Yuzevien dirak an holl, o prouiñ dre ar Skriturioù ez eo Jezuz ar Krist.

Oberoù 19

Paol en Efez

1 E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien, 2 hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc'h eus ar Spered-Santel pa hoc'h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N'hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel. 3 Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc'h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann. 4 Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d'ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc'h, da lavarout eo er Krist Jezuz. 5 O vezañ klevet kement-se, e voent badezet en anv an Aotrou Jezuz. 6 P'en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont. 7 Bez' e oa anezho en holl war-dro daouzek den. 8 Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue. 9 Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz. 10 Kement-se a badas daou vloavezh, en hevelep doare ma klevas ger an Aotrou Jezuz ar re holl a chome en Azia, kenkoulz ar Yuzevien evel ar C'hresianed. 11 Doue a rae mirakloù bras meurbet dre zaouarn Paol, 12 en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac'haet eus o c'hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez. 13 Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c'hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc'het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol. 14 Ar re a rae kement-se a oa seizh mab Skeva, ur Yuzev hag unan eus ar veleien vras. 15 An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c'hwi, piv oc'h? 16 An den dalc'het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec'hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet. 17 Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C'hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet. 18 Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklêriañ ar pezh o doa graet. 19 Un niver bras eus ar re o doa embreget hud a zegasas o levrioù hag o devas dirak an holl. Pa voe kontet ar priz a gement-se, e voe kavet e save da hanter-kant mil pezh arc'hant. 20 Evel-se ger an Aotrou a greskas hag a greñvaas muioc'h-muiañ. 21 Goude ma voe c'hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom. 22 O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Dimote hag Erast, e chomas c'hoazh un nebeud amzer en Azia.

Dispac'h an orfebourien

23 C'hoarvezout a reas en amzer-se un drubuilh vras diwar-benn hent an Aotrou. 24 Rak un den anvet Demetriuz, un orfebour, a rae temploù bihan eus Artemiz en arc'hant hag a roe kalz da c'hounit d'an artizaned. 25 Bodañ a reas anezho gant ar re all a rae ar seurt labourioù-se hag e lavaras: O tud, anavezout a rit penaos e teu hon holl c'hounid eus al labour-se, 26 hag e welit hag e klevit penaos, n'eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n'int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud. 27 N'eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegañs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl. 28 O vezañ klevet kement-se, e voent leuniet a fulor hag e krijont: Bras eo Artemiz an Efeziz! 29 Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d'an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol. 30 Paol a fellas dezhañ en em ziskouez d'ar bobl, met an diskibien n'en lezjont ket d'ober. 31 Hiniennoù zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d'e bediñ na yaje ket d'an teatr. 32 Lod eta a grie en un doare, lod all en un doare all, rak ar vodadeg a oa gwall gemmesket hag an darn vuiañ anezho ne ouient ket evit petra e oant en em zastumet. 33 Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc'h ober sin gant e zorn, a fellas dezhañ en em zifenn dirak ar bobl. 34 Met adalek ma'c'h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz! 35 Sekretour kêr, o vezañ peoc'haet ar bobl, a lavaras: Tud a Efez, piv eo an den ha ne oar ket penaos kêr an Efeziz eo mirerez eus an doueez vras Artemiz hag eus ar pezh a zo kouezhet eus an neñv? 36 Kement-se o vezañ anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh. 37 Rak an dud-se hoc'h eus degaset, n'int na tud disakr na touerien a-enep ho toueez. 38 Mar en deus Demetriuz hag an artizaned a zo gantañ ur c'hlemm bennak d'ober a-enep unan bennak, ez eus deizioù a vreujoù ha prokoñsuled. Ra c'halvo an eil egile d'al lez-varn. 39 Met mar hoc'h eus un dra bennak all da c'houlenn, e c'hello bezañ graet en un emvod hervez al lezenn. 40 Rak en dañjer emaomp da vezañ tamallet a zispac'h evit ar pezh a zo c'hoarvezet hiziv, dre n'hon eus abeg ebet evit reiñ digarez d'an dastumadeg-mañ. 41 O vezañ lavaret kement-se, e kasas kuit ar vodadeg.

Oberoù 20

Paol e Makedonia hag e Gres

1 Goude ma oa an drubuilh sioulaet, Paol a gasas da gerc'hat an diskibien hag, o vezañ kimiadet diouto, ez eas kuit evit mont da Vakedonia. 2 Treuziñ a reas ar c'horn-bro-se o kalonekaat anezho dre galz a brezegennoù, hag e teuas da C'hres 3 e-lec'h ma chomas tri mizvezh. O vezañ m'o doa ar Yuzevien stegnet pechoù dezhañ pa dlee lestrañ war-zu Siria, e reas e soñj da zistreiñ dre Vakedonia. 4 Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Desalonike, Gaiuz eus Derb, Dimote, ha Tichik ha Trofim eus Azia. 5 Ar re-mañ o vezañ aet a-raok, a c'hortozas ac'hanomp e Troaz. 6 Goude deizioù ar bara hep goell, e lestrjomp e Filipi hag, a-benn pemp devezh, o c'havjont e Troaz, e-lec'h ma chomjomp seizh devezh.

Paol e Troaz: Eutikuz adsavet a-varv

7 Ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, an diskibien a oa en em zastumet evit terriñ ar bara. Paol a gomze ganto, o tleout mont kuit an deiz war-lerc'h, hag e kendalc'has gant e brezegenn betek hanternoz. 8 Bez' e oa kalz a lampoù er gambr uhel e-lec'h ma oant en em zastumet. 9 Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec'hiet gant ar c'housked e-pad prezegenn hir Paol. Eñ a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d'an traoñ, hag e voe savet marv. 10 Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhañ hag, o kemer anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras: Na vezit ket nec'het, rak e ene a zo ennañ. 11 Goude bezañ pignet en-dro ha bezañ torret ar bara ha debret, e komzas c'hoazh pell betek gouloù-deiz. Ha goude-se ez eas kuit. 12 Degas a rejont an den yaouank bev hag e voent gwall frealzet.

Beaj eus Troaz da Vilet

13 O vezañ aet a-raok war al lestr, ez ejomp dre vor etrezek Asoz, e-lec'h ma tleemp adkemer Paol. Evel-se en doa gourc'hemennet dre ma felle dezhañ ober an hent war droad. 14 Pa en em gavas ganeomp en Asoz, e kemerjomp anezhañ war al lestr hag ez ejomp da v-Mitilen. 15 Ac'hane, o vont dre vor, e teujomp an deiz war-lerc'h dirak Kioz. Antronoz e tizhjomp Samoz ha, goude bezañ chomet e Trojil, e teujomp an deiz goude da Vilet. 16 Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.

Paol a gimiad diouzh henaourien Iliz Efez

17 Eus Milet e kasa da Efez da c'hervel henaourien an Iliz. 18 Pa voent deuet d'e gavout, e lavaras dezho: Gouzout a rit penaos em eus atav en em renet ganeoc'h abaoe an deiz kentañ ma teuis en Azia, 19 o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien. 20 Gouzout a rit penaos ne'm eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc'h, ha ne'm eus ket manket d'o disklêriañ deoc'h ha d'ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d'egile, 21 o prezeg d'ar Yuzevien ha d'ar C'hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou. 22 Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c'hoarvezo ganin, 23 nemet e kemenn ar Spered-Santel ac'hanon e pep kêr eus an ereoù hag ar glac'haroù a c'hortoz ac'hanon. 24 Met n'en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n'eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue. 25 Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c'hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue. 26 Setu perak ho kemeran hiziv da destoù ez on naet eus gwad pep hini ac'hanoc'h, 27 rak disklêriet em eus deoc'h holl guzul Doue, hep kuzhat netra. 28 Lakait eta evezh ouzhoc'h hoc'h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan. 29 Gouzout a ran penaos, goude ma vin aet kuit, ez aio en ho touez bleizi kriz ha n'espernint ket an tropell, 30 ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc'h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc'h. 31 Beilhit eta, o kaout soñj penaos e-pad tri bloaz ne'm eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac'hanoc'h, gant daeroù. 32 Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c'hras, eñ hag a c'hell sevel ha reiñ deoc'h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet. 33 Ne'm eus c'hoantaet nag arc'hant, nag aour, na dilhad eus den. 34 C'hwi a anavez hoc'h-unan penaos an daouarn-mañ o deus pourvezet da'm ezhommoù ha da re an dud a oa ganin. 35 Diskouezet em eus deoc'h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc'h a eürusted a zo o reiñ eget o resev. 36 P'en doe lavaret kement-se, e taoulinas hag e pedas ganto holl. 37 An holl a ouelas druz hag, oc'h en em deurel ouzh gouzoug Paol, e pokjont dezhañ, 38 glac'haret dreist-holl eus ma en doa lavaret na weljent ken e zremm. Hag ec'h ambrougjont anezhañ betek al lestr.

Oberoù 21

Paol e Tir

1 Goude bezañ dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc'h da Rod, hag ac'hane da b-Patara. 2 O vezañ kavet ur vatimant a yae da Fenikia, e pignjont warni hag ez ejomp kuit. 3 O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c'harg eno. 4 O vezañ kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Paol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem. 5 Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec'h ambrougjont ac'hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet. 6 Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d'o ziez.

Paol e Ptolemaiz hag e Kezarea

7 Oc'h echuiñ hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezañ saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto. 8 An deiz war-lerc'h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno. 9 Hemañ en doa peder merc'h gwerc'hezed a brofede. 10 Evel ma chomjomp eno meur a zevezh, ur profed anvet Agabuz a zeuas eus Judea. 11 Dont a reas d'hor c'havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc'h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c'houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed. 12 P'hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec'h-se a bedas anezhañ na bignje ket da Jeruzalem. 13 Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c'hlac'hariñ va c'halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz. 14 O vezañ ne c'hellemp ket e gendrec'hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou! 15 Goude an deizioù-se, o vezañ graet hor pakadoù, e pignjomp da Jeruzalem. 16 Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojañ en e di.

Paol e Jeruzalem; gweladenn da Jakez

17 Pa voemp erru e Jeruzalem, ar vreudeur hon degemeras gant levenez. 18 An deiz war-lerc'h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno. 19 Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh. 20 Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d'an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn. 21 Klevet o deus penaos e kelennez d'an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc'hañ o bugale na derc'hel ar gizioù. 22 Petra eta a zo d'ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet. 23 Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amañ hon eus pevar den o deus graet ur gouestl. 24 Kemer anezho ganit, en em c'hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n'eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac'hanout, met e kendalc'hez da virout al lezenn. 25 Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. 26 Neuze Paol, o vezañ kemeret an dud-se an deiz war-lerc'h, en em c'hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiñ da anavezout an deizioù ma vije peurc'hraet ar c'hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho.

Paol harzet e-barzh an templ

27 Evel ma'z ae ar seizh devezh da vezañ leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhañ en templ, a lakaas ar bobl d'en em sevel hag a grogas ennañ, 28 o krial: Tud a Israel, sikourit ac'hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec'h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec'h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec'h santel-mañ. 29 Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kêr gantañ, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ. 30 Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù. 31 Evel ma klaskent e lazhañ, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gêr Jeruzalem dispac'het. 32 Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantañ, hag e redas d'o c'havout. O welout ar c'habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol. 33 Neuze ar c'habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c'hourc'hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet. 34 Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c'hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c'hourc'hemennas e gas d'ar c'hreñvlec'h. 35 Pa voe erru war ar skalieroù, e voe ret d'ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl, 36 rak ur mor a dud a heulie anezhañ, o krial: Lazh anezhañ! 37 Pa voe Paol o vont da antren er c'hreñvlec'h, e lavaras d'ar c'habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eñ a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg? 38 N'out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d'an dispac'h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d'al lec'h distro pevar mil laer? 39 Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da'm lezel da gomz d'ar bobl. 40 P'en doe e aotreet d'ober, Paol en em zalc'has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d'ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c'hraet, e lavaras e yezh hebraek:

Oberoù 22

Prezegenn Paol e Jeruzalem

1 Tud breudeur ha tadoù, selaouit bremañ ar pezh am eus da lavarout deoc'h evit va difenn. 2 Pa glevjont e komze outo e yezh hebraek, e chomjont c'hoazh siouloc'h. Lavarout a reas: 3 Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m'emaoc'h-c'hwi holl hiziv. 4 Heskinet em eus betek ar marv an hent-se, oc'h eren hag o lakaat er prizonioù ar wazed kenkoulz hag ar merc'hed, 5 evel ma'z eo test din ar beleg-meur hag holl guzul an henaourien. O vezañ bet zoken lizheroù diganto evit ar vreudeur, aet on da Zamask, da zegas ereet da Jeruzalem ar re a oa eno evit ma vijent kastizet. 6 Evel ma oan en hent ha ma tostaen ouzh Damask, war-dro kreisteiz, e c'hoarvezas a-daol-drumm ur sklêrijenn vras eus an neñv, hag e lugernas en-dro din. 7 O vezañ kouezhet d'an douar, e klevis ur vouezh a lavare din: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? 8 Me a respontas: Piv out-te, Aotrou? Hag e lavaras din: Me eo Jezuz a Nazared, a heskinez. 9 Ar re a oa ganin a welas mat ar sklêrijenn hag a voent spouronet, met ne glevjont ket mouezh an hini a gomze ouzhin. 10 Lavaret em eus: Aotrou, petra a rin? An Aotrou a respontas din: Sav, kae da Zamask, hag eno e vo lavaret dit kement holl a dlei d'ober. 11 Evel ma ne welen ket abalamour d'al lugern eus ar sklêrijenn-se, ar re a oa ganin am blenias dre an dorn hag ez on deuet da Zamask. 12 Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno, 13 a zeuas da'm c'havout hag, o vezañ tostaet, e lavaras din: Saol, breur, kav ar gweled en-dro. Ha kerkent e welis anezhañ. 14 Lavarout a reas: Doue hon tadoù en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoù eus e c'henoù, 15 rak te a vo test dezhañ dirak an holl dud eus an traoù ac'h eus gwelet ha klevet. 16 Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc'het eus da bec'hedoù en ur c'hervel anv an Aotrou. 17 Hag e c'hoarvezas penaos, o vezañ deuet en-dro da Jeruzalem hag o pediñ en templ, e voen estlammet en ur goursav 18 hag e welis anezhañ o lavarout din: Hast buan ha kae buan er-maez eus Jeruzalem, rak ne zegemerint ket da desteni diwar va fenn. 19 Lavarout a ris: Aotrou, anavezout a reont o-unan penaos em eus lakaet er prizon ha skourjezet er sinagogennoù ar re a grede ennout, 20 ha penaos, pa voe skuilhet gwad Stefan da dest, e oan va-unan eno, oc'h asantiñ d'e varv hag o tiwall dilhad ar re a lazhe anezhañ. 21 Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.

Paol keodedour roman

22 Selaou a rejont anezhañ betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevañ. 23 Evel ma krient, ma hejent o dilhad ha ma taolent poultr en aer, 24 ar c'habiten a c'hourc'hemennas e lakaat er c'hreñvlec'h ha reiñ dezhañ ar goulenn dre ar skourjez, evit gouzout abalamour da betra e krient evel-se en e enep. 25 P'o doe e ereet gant korreoù, Paol a lavaras d'ar c'hantener a oa eno: Hag aotreet eo deoc'h skourjezañ ur c'heodedour Roman, hep ma vefe bet kondaonet? 26 Ar c'hantener, o vezañ klevet kement-se, a yeas da gemenn ar c'habiten, o lavarout: Laka evezh d'ar pezh a ri rak an den-se a zo Roman. 27 Ar c'habiten a zeuas da lavarout dezhañ: Lavar din, ha te a zo Roman? Respont a reas: Ya. 28 Ar c'habiten a respontas: Me am eus prenet gant kalz arc'hant ar geodedouriezh-se. Ha Paol a lavaras: Me am eus anezhi dre va ganedigezh. 29 Neuze, ar re a dlee reiñ dezhañ ar goulenn a bellaas kerkent dioutañ, hag ar c'habiten ivez en doe aon o welout e oa Roman hag en doa e lakaet da vezañ ereet.

Paol dirak ar Sanedrin

30 An deiz war-lerc'h, o c'hoantaat anavezout e gwirionez petra a oa tamallet dezhañ gant ar Yuzevien, e lakaas dieren anezhañ hag e c'hourc'hemennas d'ar veleien vras ha d'ar sanedrin a-bezh en em zastum. Hag, o tegas Paol d'an traoñ, e lakaas anezhañ en o c'hreiz.

Oberoù 23

1 Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat. 2 Ar beleg-meur Ananiaz a c'hourc'hemennas d'ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c'henoù. 3 Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac'hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c'hourc'hemenn va skeiñ. 4 Ar re a oa tost dezhañ a lavaras: Dismegañsiñ a rez beleg-meur Doue? 5 Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl. 6 Met, o c'houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d'an esperañs ha d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac'hanon. 7 P'en doe lavaret kement-se, e savas un dizunaniezh etre ar farizianed hag ar sadukeidi, hag ar vodadenn en em rannas. 8 Rak ar sadukeidi a lavar n'eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile. 9 Bez' e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outañ, na reomp ket a vrezel a-enep Doue. 10 Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c'habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c'hourc'hemennas d'ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c'hreiz hag e gas d'ar c'hreñvlec'h. 11 En noz war-lerc'h, an Aotrou a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec'h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.

Irienn a-enep Paol

12 Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. 13 Ar re o doa touet kement-se a oa anezho ouzhpenn daou-ugent. 14 Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoù penaos na lonkimp netra ken n'hor bo lazhet Paol. 15 C'hwi eta bremañ gant ar sanedrin, lavarit d'ar c'habiten e lakaat da ziskenn warc'hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec'h anavezout gant brasoc'h evezh e dra. Ha ni a zo prest d'e lazhañ a-raok ma tostaio. 16 Mab c'hoar Paol, o vezañ klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c'hreñvlec'h da reiñ da c'houzout da Paol. 17 Paol a c'halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c'habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhañ. 18 O vezañ e gemeret, e gasas d'ar c'habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezañ va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mañ, en deus un dra bennak da lavarout dit. 19 Ar c'habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c'houlennas digantañ: Petra ac'h eus da zisklêriañ din? 20 Respont a reas: Ar Yuzevien o deus en em glevet da c'houlenn diganit da zegas Paol warc'hoazh dirak ar sanedrin, evel ma fellfe dezho anavezout gant brasoc'h evezh e dra. 21 Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c'hortoz da asant. 22 Neuze ar c'habiten a c'hasas kuit an den yaouank, o c'hourc'hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.

Paol kaset da Gezarea

23 Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc'hit prest daou c'hant soudard, dek marc'heger ha tri-ugent ha daou c'hant gwareger, evit mont betek Kezarea d'an deirvet eur eus an noz. 24 Prientit ivez loened evit lakaat Paol warno hag e gas e surentez d'ar gouarnour Feliks. 25 Skrivañ a reas ul lizher er c'homzoù-mañ: 26 Glaoda Lisiaz, d'ar gouarnour mat meurbet Feliks: Salud! 27 Ar Yuzevien o deve kroget en den-mañ hag a yae d'e lazhañ, pa'z on deuet gant soudarded hag em eus e dennet diganto, o vezañ gouezet e oa Roman. 28 O c'hoantaat anavezout an abeg eus an tamall a raent dezhañ, em eus e lakaet da ziskenn en o sanedrin. 29 Kavet em eus e oa tamallet war gudennoù eus o lezenn, met ne oa karget eus tra ebet a zellezfe ar marv pe ar prizon. 30 Evel ma'z eo bet disklêriet din ar pechoù o deus ar Yuzevien stignet dezhañ, em eus kerkent e gaset dit. Lavaret em eus d'e damallerien dont da lavarout dirazout ar pezh o deus a-enep dezhañ. Kenavo. 31 Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz. 32 An deiz war-lerc'h, o vezañ lezet ar varc'hegerien da vont gantañ, e tistrojont d'ar c'hreñvlec'h. 33 O vezañ erruet e Kezarea, e rojont al lizher d'ar gouarnour hag e lakajont ivez Paol dirazañ. 34 Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c'houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia, 35 e lavaras dezhañ: Me a glevo ac'hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c'hourc'hemennas ma vije dalc'het e pretordi Herodez.

Oberoù 24

Paol tamallet dirak Feliks

1 Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour. 2 Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout: 3 Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec'hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d'ar vroad-mañ dre da breder. 4 Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ. 5 Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi, 6 hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn, 7 met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh, 8 o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ. 9 Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se. 10 Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs. 11 Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ. 12 N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl, 13 ha ne c'hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ. 14 Met ec'h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded, 15 hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh. 16 Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud. 17 Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoù ha profoù. 18 Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet. 19 Int oc'h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din. 20 Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin, 21 nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.

Paol a chom prizoniad daou vloavezh e Kezarea

22 Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer. 23 Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijañ pe da zont d'e welout. 24 Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist. 25 Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro. 26 Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantañ. 27 Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.

Oberoù 25

Paol dirak Festuz

1 Festuz eta o vezañ erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem. 2 Ar beleg-meur hag ar re gentañ a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazañ a-enep Paol hag, o pediñ anezhañ, 3 e c'houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent. 4 Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale. 5 Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasañ ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enañ. 6 Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol. 7 Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c'hellent ket prouiñ. 8 Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar. 9 Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Paol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se? 10 Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat. 11 Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar. 12 Neuze Festuz, goude bezañ komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.

Festuz a zispleg kudenn Paol da Agrippa

13 Un nebeud devezhioù goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiñ Festuz. 14 Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks 15 ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh. 16 Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet. 17 Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se. 18 An damallerien o vezañ deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloù a soñjen, 19 met bet o deus gantañ un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev. 20 Evel ma oan en douetañs war gement-se, e c'houlennis digantañ ha fellout a rae dezhañ mont da Jeruzalem ha bezañ barnet eno war an traoù-se. 21 Met Paol o vezañ galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhañ da Gezar. 22 Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezañ, e klevi anezhañ. 23 An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz. 24 Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amañ ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amañ evel e Jeruzalem, a-enep dezhañ da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv. 25 Met ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv, hag eñ e-unan o vezañ galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhañ. 26 Ne'm eus netra sklaer da skrivañ diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhañ da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivañ pa vo bet graet goulennoù outañ. 27 Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhañ.

Oberoù 26

Paol dirak Agrippa

1 Agrippa a lavaras da Paol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn: 2 Roue Agrippa, en em gavout a ran eürus da c'hallout en em zifenn hiziv dirazout eus an holl draoù o deus tamallet din ar Yuzevien, 3 dreist-holl abalamour ma'c'h anavezez ervat o holl c'hizioù ha tabutoù. Da bediñ a ran eta da'm selaou gant pasianted. 4 E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem. 5 Gouzout a reont adalek ar penn-kentañ, mar fell dezho reiñ testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishañ eus hor relijion. 6 Bremañ on lakaet e barnedigezh evit an esperañs am eus er bromesa en deus Doue graet d'hon tadoù, 7 hag a c'hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc'h azeuliñ dalc'hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien. 8 Perak e kav deoc'h digredus ec'h adsavfe Doue ar re varv? 9 Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared. 10 Kement-se eo ivez ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Lakaet em eus er prizon kalz eus ar sent, o vezañ bet ar galloud-mañ digant ar veleien vras, ha pa lakaed anezho d'ar marv, e roen va mouezh da gement-se. 11 Ouzh o c'hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c'hêrioù estren. 12 Aet on evit-se da Zamask gant ur galloud hag ur c'hemenn eus ar veleien vras, 13 ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklêrijenn eus an neñv, lugernusoc'h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d'ar re a rae hent asambles ganin. 14 O vezañ kouezhet holl d'an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù. 15 Hag e lavaris: Piv out, Aotrou? Hag e lavaras: Me eo Jezuz, a heskinez. 16 Met sav hag en em zalc'h war da dreid, rak en em ziskouezet on dit evit da lakaat da servijer ha da dest ken eus an traoù ac'h eus gwelet evel eus ar re en em ziskouezin evito dit. 17 Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac'hanout bremañ etrezek enno, 18 da zigeriñ o daoulagad ha d'o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Doue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon. 19 Dre-se, roue Agrippa, ne'm eus ket enebet ouzh ar weledigezh neñvel, 20 met d'ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d'ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc'h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh. 21 Setu perak ar Yuzevien o deus va c'hemeret en templ hag o deus klasket va lazhañ. 22 Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c'hoarvezout, 23 penaos ar Krist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d'ar bobl ha d'ar broadoù. 24 Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec'h eus da skiant, Paol! Da c'houiziegezh vras a laka ac'hanout da ziskiantañ! 25 Met e lavaras: Ne'm eus ket kollet ar skiant, Festuz mat meurbet, met lavarout a ran traoù gwir hag a skiant vat. 26 Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhañ gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n'eus hini eus an traoù-mañ kuzhet dioutañ, peogwir n'int ket bet graet e kuzh. 27 Roue Agrippa, ha ne gredez ket er brofeded? Me a oar e kredez. 28 Agrippa a lavaras da Paol: Emaon kazi gounezet ganit da vezañ kristen. 29 Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c'hoazh ar re holl a selaou ac'hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ. 30 Goude m'en doe lavaret kement-se, ar roue, ar gouarnour, Bereniz hag ar re a oa azezet ganto a savas 31 hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n'en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon. 32 Agrippa a lavaras da Festuz: An den-se a c'helle bezañ laosket kuit ma n'en dije ket galvet da Gezar.

Oberoù 27

Paol kaset da Rom

1 Pa voe divizet ez ajemp dre vor etrezek Italia, e voe fiziet Paol ha prizonidi all bennak en ur c'hantener anvet Juliuz, eus ar gohortenn Aogusta. 2 O vezañ pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblañ douaroù Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Desalonike a oa ganeomp. 3 An deiz war-lerc'h e touarjomp e Sidon. Juliuz, hag a oa hegarat e-keñver Paol, a aotreas dezhañ mont da welout e vignoned ha bezañ divec'hiet ganto. 4 Bezañ aet ac'hane, e verdejomp izeloc'h eget Kiprenez rak an avelioù a oa a-enep deomp. 5 Goude bezañ treuzet ar mor a-hed Kilisia ha Pamfilia, e teujomp da v-Mira e Lisia. 6 Ar c'hantener o vezañ kavet eno ur vatimant eus Aleksandria a yae war-zu Italia, a lakaas ac'hanomp da bignat enni. 7 E-pad meur a zevezh e verdejomp goustad, ha ne voemp erruet nemet dre galz a boan dirak Knide, rak an avelioù n'hol lezent ket da vont a-raok. Neuze e verdejomp izeloc'h eget Kreta war-zu Salmone. 8 En ur hedañ anezhi gant poan, e teujomp en ul lec'h anvet Porzhioù-Kaer, e-kichen kêr Lasea. 9 Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa'z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho 10 hag a lavaras: Tud, gwelout a ran emañ o tont ar verdeadenn da vezañ risklus ha gant kolloù bras, nann hepken evit ar vatimant hag he c'hargad, met ivez evit pep hini ac'hanomp. 11 Met ar c'hantener a gredas kentoc'h ar sturier ha mestr al lestr eget ar pezh a lavare Paol. 12 Hag evel ma ne oa ket mat ar porzh da dremen ar goañv, an darn vuiañ a alias distreiñ war ar mor evit mont da Feniks, porzh eus Kreta a sell etrezek ar mervent hag ar gwalarn, da c'hoañviñ eno.

Ar barrad-amzer

13 Avel ar c'hreisteiz o vezañ deuet da c'hwezhañ goustadik, e kredjont e oant mistri eus o menoz hag, o tizeoriañ, e hedjont Kreta tost d'ar ribl. 14 Met un nebeudig goude, un avel vras a c'halver Euroklidon, a zirollas war an aod. 15 Ar vatimant a oa stlejet hag, evel na c'helle ket herzel ouzh an avel, en lezjomp da vont. 16 Pa voemp tremenet izeloc'h eget un enezenn vihan anvet Klaoda, hor boe poan o vestroniañ ar vagig. 17 O vezañ he zennet, e kavjont tu da eren ar vatimant gant kerdin hag, o kaout aon na vefent taolet war ar Sirtenn, e tiskennjont ar wernienn hag e voent douget evel-se. 18 Evel ma oamp gwall bilet gant ar barrad-amzer, an deiz war-lerc'h e taoljont ar gargad, 19 ha d'an trede deiz e taoljont eus o daouarn o-unan paramantoù ar vatimant. 20 N'en em ziskouezas nag an heol nag ar stered e-pad meur a zevezh, hag e skoe ur barrad-amzer ken bras warnomp ma hor boa kollet pep esperañs da vezañ saveteet. 21 Pell amzer e oamp bet hep debriñ. Neuze Paol a savas en o c'hreiz hag a lavaras: Tud, gwelloc'h e vije bet deoc'h va selaou e-lec'h mont kuit eus Kreta, ha n'hor bije ket bet ar boan hag ar c'holl-mañ. 22 Bremañ ec'h alian ac'hanoc'h da gaout kalon, rak den ebet ac'hanoc'h ne vo kollet, ar vatimant hepken a vo kollet. 23 Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ 24 hag en deus lavaret din: Paol, na'z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit. 25 Dre-se, tud, ho pet kalon, rak fiziañs am eus e Doue hag e c'hoarvezo evel ma'z eo bet lavaret din. 26 Met ret eo deomp bezañ taolet war un enezenn bennak.

Ar peñse

27 Ar pevarzekvet nozvezh, evel ma oamp kaset amañ hag ahont war vor Adriatik, ar vartoloded war-dro hanternoz a soñjas dezho e tostaent ouzh un douar bennak. 28 O vezañ taolet ar sont, e kavjont ugent gourhedad (~ 35 m), un nebeud pelloc'h e daoljont a-nevez hag e kavjont pemzek gourhedad (~ 27 m). 29 O kaout aon da gouezhañ war ur garreg bennak, e taoljont pevar eor diouzh an aros hag e c'hortozjont an deiz. 30 Evel ma klaske ar vartoloded tec'hout diouzh ar vatimant ha ma tiskennent ar vagig er mor war zigarez teurel an eorioù diouzh ar staon, 31 Paol a lavaras d'ar c'hantener ha d'ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c'hellot ket bezañ saveteet. 32 Neuze ar soudarded a droc'has kerdin ar vagig hag he lezas da gouezhañ. 33 O c'hortoz m'en em ziskouezfe an deiz, Paol a alias anezho holl da gemer boued, o lavarout: Hiziv eo ar pevarzekvet devezh abaoe ma'z oc'h o c'hortoz war yun, hep kemer netra. 34 Pediñ a ran ac'hanoc'h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac'hanoc'h. 35 Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ. 36 Hag an holl, oc'h adkavout kalon, a zebras ivez. 37 Bez' e oamp en holl er vatimant daou c'hant c'hwezek ene ha tri ugent. 38 P'o doe debret a-walc'h, e skañvajont al lestr o teurel an ed er mor. 39 Pa voe deuet an deiz, n'anavezjont ket an douar, met o vezañ gwelet ur pleg-mor gant un aod, e lakajont en o fennoù, mar gelljent, lakaat ar vatimant da stekiñ eno. 40 O vezañ eta distaget an eorioù, e lezjont anezho er mor hag e laoskjont war un dro ereoù ar sturioù, ha, goude bezañ savet gouel ar wern-volosk d'an avel, e tennjont war-zu an aod. 41 O vezañ kavet ul lec'h ma oa ar mor a bep tu, ar vatimant a stokas eno. Ar staon a sankas start hag a chomas hep fiñval, met an aros en em freuzas gant an nerzh eus ar mor. 42 Ar soudarded a voe a ali da lazhañ ar brizonidi, gant aon na dec'hfe unan bennak anezho war neuñv. 43 Met ar c'hantener, o c'hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d'ar re holl a ouie neuñvial d'en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar, 44 ha d'ar re all d'en em lakaat war blenk pe war dammoù bennak eus ar vatimant. Evel-se eo en em savetejont holl d'an douar.

Oberoù 28

Paol e Malta

1 Goude bezañ en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn. 2 An annezerien a ziskouezas en hor c'heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn. 3 Paol a zastumas un toullad briñsoù hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn. 4 Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe. 5 Met o vezañ hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se. 6 Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue. 7 Bez' e oa el lec'h-se douaroù an den kentañ eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemañ hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh. 8 Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac'haas anezhañ. 9 Kement-se o vezañ c'hoarvezet, an holl re a oa klañv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet. 10 Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.

Paol e Rom

11 Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goañv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell). 12 O vezañ douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh. 13 Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol. 14 Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom. 15 Ac'hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet. 16 Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Paol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ. 17 Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned. 18 Goude bezañ graet goulennoù start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv. 19 Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout soñj da damall va broad. 20 Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ. 21 Respont a rejont dezhañ: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout, 22 met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h. 23 O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded. 24 Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket. 25 Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoù dre ar profed Izaia, 26 pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket. 27 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho. 28 Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Doue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo. 29 Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo. 30 Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout, 31 o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.

Romaned 1

1 Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue 2 prometet dija gantañ dre e brofeded er Skriturioù santel, 3 hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c'hig, 4 disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou, 5 hon eus resevet drezañ ar c'hras hag an abostolerezh evit degas d'ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed, 6 a-douez a re-se ez oc'h ivez, c'hwi a zo bet galvet gant Jezuz-Krist, 7 d'an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Paol en deus c'hoant bras da welout kristenien Rom

8 Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc'h holl, abalamour ma'z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl. 9 Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac'hanoc'h hep ehan, 10 o c'houlenn dalc'hmat em fedennoù gallout, mar d-eo e volontez, dont a-benn da gaout un tu mat da vont d'ho kavout. 11 Rak c'hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc'h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet, 12 da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc'h kenkoulz ha din-me. 13 Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec'h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d'ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ. 14 En em dleout a ran d'ar C'hresianed kenkoulz ha d'ar Varbared, d'ar re ouiziek kenkoulz ha d'ar re ziouiziek. 15 Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc'h-c'hwi ivez, ar re a zo e Rom.

Abeg al lizher

16 Rak ne'm eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian. 17 Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma'z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.

Fulor Doue a-enep an holl dud

18 Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc'h ar wirionez en direizhder, 19 rak ar pezh a c'heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho. 20 E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c'halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n'o deus digarez ebet, 21 rak, goude bezañ anavezet Doue, n'o deus ket roet gloar dezhañ evel da Doue ha n'o deus ket e drugarekaet, met deuet int d'en em goll en o arguzennoù hag o c'halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn. 22 Oc'h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot 23 ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej. 24 Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc'hoantoù o c'halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c'horfoù o-unan, 25 int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c'hrouadur e-lec'h ar C'hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen. 26 Setu perak Doue en deus o laosket da c'hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c'hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur. 27 En hevelep doare ivez, ar wazed, o tilezel an darempred naturel gant ar wreg, a zo bet entanet en o c'hoantidigezh an eil evit egile, oc'h ober gwaz gant gwaz loustonioù mezhus hag o resev enno o-unan ar gopr a oa dleet d'o gwallgundu. 28 Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek. 29 Bez' ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh, 30 flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud, 31 diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez, 32 ha, daoust ma'c'h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n'int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec'h asantont d'ar re o gra.

Romaned 2

Barnedigezh Doue a zo reizh

1 Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù. 2 Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez. 3 Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c'helli tec'hout diouzh barnedigezh Doue? 4 Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c'halv madelezh Doue ac'hanout d'ar geuzidigezh? 5 Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue, 6 pa roio en-dro da bep hini hervez e oberoù, 7 ar vuhez peurbadus d'ar re a gendalc'h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh, 8 met droukc'hras ha fulor d'an dabuterien, d'ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder, 9 glac'har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian, 10 met gloar, enor ha peoc'h da bep den a ra ar mad, d'ar Yuzev da gentañ, ha goude d'ar Gresian. 11 Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud. 12 Ar re holl o devo pec'het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec'het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn. 13 Rak n'eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet. 14 Pa zeu ar baganed, int ha n'o deus ket al lezenn, da ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezañ n'o deus ket al lezenn, 15 diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c'halonoù, o c'houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo, 16 en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.

Ar Yuzevien hag al lezenn

17 Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue, 18 a anavez e volontez, a gav mat ar pezh a zo dispar, o vezañ desket dre al lezenn, 19 a gred bezañ rener ar re dall, sklêrijenn ar re a zo en deñvalijenn, 20 doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c'houiziegezh hag ar wirionez. 21 Te eta, a gelenn ar re all, ha n'en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na dleer ket laerezh, hag e laerez? 22 Te a lavar na dleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh? Te a gasa an idoloù, hag e laerez temploù? 23 Te a denn gloar eus al lezenn, hag e tizenor Doue o terriñ al lezenn? 24 Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc'h, evel ma'z eo kement-se skrivet. 25 Gwir eo ez eo an amdroc'h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc'h a zeu da vezañ diamdroc'h. 26 Mar mir eta an hini n'eo ket amdroc'het gourc'hemennoù al lezenn, e ziamdroc'h ha ne vo ket kontet evel amdroc'h? 27 Ha mar mir al lezenn an hini n'eo ket amdroc'het dre natur, ha ne varno ket ac'hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc'h? 28 Rak n'eo ket Yuzev an neb n'eo nemet en diavaez, ha n'eo ket an amdroc'h an hini a zo graet en diavaez er c'hig, 29 met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc'h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.

Romaned 3

Dreistelezh ar Yuzevien

1 Petra eta eo dreistelezh ar Yuzevien? Pe, petra eo talvoudegezh an amdroc'h? 2 Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma'z eo bet fiziet enno diouganoù Doue. 3 Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n'o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue? 4 N'eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma'z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c'hounezi da abeg pa vi barnet. 5 Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud. 6 N'eo ket! Anez, penaos e varnfe Doue ar bed? 7 Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniñ muioc'h evit e c'hloar dre va gaou, perak ez on c'hoazh barnet evel ur pec'her? 8 Perak ne reomp ket an droug evit m'en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma'z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac'hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.

An holl a zo dindan ar pec'hed

9 Petra eta? Ha gwelloc'h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec'hed, 10 hervez ma'z eo skrivet: N'eus den reizh ebet, nann, hini ebet, 11 n'eus den hag en deus skiant, n'eus den hag a glask Doue, 12 an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n'eus hini anezho hag a ra ar mad, n'eus hini ebet. 13 O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù, 14 o genoù a zo leun a vallozh ha c'hwervoni, 15 skañv eo o zreid da skuilhañ ar gwad, 16 ar glac'har hag ar gwalleur a zo war o hentoù, 17 n'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, 18 n'emañ ket doujañs Doue dirak o daoulagad. 19 Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d'ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue. 20 Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec'hed.

Reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist

21 Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ, 22 reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n'eus diforc'h ebet, 23 peogwir o deus holl pec'het, ha ma tioueront gloar Doue, 24 ha ma'z int reishaet evit netra dre e c'hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist, 25 eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec'hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue, 26 evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz. 27 Pelec'h eta emañ an abeg d'en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz. 28 Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn. 29 Doue, ha bez' eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n'eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez' eo ivez hini ar baganed, 30 rak bez' ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc'hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc'h dre ar feiz. 31 Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N'eo ket! Er c'hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.

Romaned 4

Abraham reishaet dre ar feiz

1 Petra a lavarimp eta diwar-benn ar pezh en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c'hig? 2 Mar d-eo bet Abraham reishaet dre an oberoù, en deus lec'h da dennañ gloar, met nann dirak Doue. 3 Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. 4 Hogen, gopr an hini a labour n'eo ket kontet dezhañ evel ur c'hras met evel un dra dleet, 5 ha d'an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder. 6 Evel-se ivez e tisklêri David eürusted an den a zo kontet dezhañ gant Doue ar reizhder hep an oberoù: 7 Eürus ar re a zo pardonet dezho o direizhderioù hag a zo goloet o fec'hedoù! 8 Eürus an den na gonto ket dezhañ an Aotrou e bec'hed! 9 An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc'hidi hepken pe evit ar re ziamdroc'h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder. 10 Pegoulz eta eo bet kontet dezhañ? Pa oa amdroc'het pe diamdroc'h? Ne oa ket goude an amdroc'h, met e-pad ma oa c'hoazh diamdroc'h. 11 Hag e resevas sin an amdroc'h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc'h, evit bezañ tad d'ar re holl a gred petra bennak ma'z int diamdroc'h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho, 12 hag evit bezañ tad an amdroc'hidi, ar re n'int ket amdroc'het hepken met c'hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc'h. 13 Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n'eo ket bet graet da Abraham pe d'e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz. 14 Rak mar d-eo ar re eus ar lezenn an heritourien, ar feiz a zo aet da netra hag ar bromesa a zo torret. 15 Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec'h n'eus lezenn ebet n'eus ket a dorridigezh-lezenn. 16 Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c'hras, evit ma vo ar bromesa asuret d'an holl lignez, nann hepken d'an hini a zo eus al lezenn, met ivez d'an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl, 17 hervez ma'z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d'ar re varv hag a c'halv an traoù n'emaint ket evel ma vijent. 18 Oc'h esperout a-enep da bep esperañs, en deus kredet e teuje da vezañ tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez. 19 Evel na oa ket dinerzh er feiz, ne chomas ket da soñjal e oa e gorf dija gwanaet, pa'z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz, hag e oa mammoù Sara e stad a varv. 20 N'en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Doue, 21 o krediñ start penaos ar pezh en deus prometet, a c'hell ivez ober. 22 Setu perak kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. 23 Hogen n'eo ket hepken evitañ eo skrivet e oa kontet-se dezhañ, 24 met deomp-ni eo ivez e vo kontet kement-se, ni hag a gred en hini en deus adsavet a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou, 25 an hini a zo bet droukroet evit hor pec'hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.

Romaned 5

Ar peoc'h hag al levenez

1 O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, 2 eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d'ar c'hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue. 3 N'eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac'haroù, o c'houzout penaos ar glac'har a zegas an dalc'husted, 4 an dalc'husted ar vertuz amprouet, hag ar vertuz amprouet an esperañs. 5 Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp. 6 Rak pa oamp c'hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue. 7 A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat. 8 Met Doue a ziskouez e garantez en hor c'heñver, o vezañ ma oamp c'hoazh pec'herien pa'z eo marvet Krist evidomp. 9 O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc'h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar. 10 Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc'h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez. 11 N'eo ket kement-se hepken, met c'hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.

Ar marv dre Adam hag ar vuhez dre Krist

12 Dre-se, evel ma'z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec'hed er bed ha dre ar pec'hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d'en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec'het. 13 Rak ar pec'hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec'hed n'eo ket kontet pa n'eus lezenn ebet. 14 Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n'o doa ket pec'het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont. 15 Met n'emañ ket eus donezon ar c'hras evel eus ar pec'hed. Rak mar d-eo marvet tud e-leizh dre bec'hed unan hepken, kalz muioc'h gras Doue ha donezon ar c'hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet war galz a dud. 16 Ha n'emañ ket eus an donezon evel eus ar pezh a zo c'hoarvezet dre unan hepken en deus pec'het. Rak ar varnedigezh a zo deuet da vezañ kondaonidigezh goude ur pec'hed hepken, met donezon ar c'hras a zo deuet da vezañ reizhadur goude meur a bec'hed. 17 Rak mar dre bec'hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc'h ar re a resev ar fonnder eus ar c'hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist. 18 Evel-se eta, mar en deus ur pec'hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d'an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez. 19 Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec'herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh. 20 Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec'hed da fonnañ; met e-lec'h m'en deus ar pec'hed fonnet, ar c'hras he deus dreistfonnet, 21 hag, evel m'en deus ar pec'hed renet er marv, e reno ar c'hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.

Romaned 6

Ar vadeziant e Jezuz-Krist

1 Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec'hed evit ma fonno ar c'hras? 2 N'eo ket! Marv omp d'ar pec'hed, penaos e c'hellfemp bevañ c'hoazh ennañ? 3 Ha n'ouzoc'h ket penaos ni holl hag a zo bet badezet e Jezuz-Krist, a zo bet badezet en e varv? 4 Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma'z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c'hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez. 5 Rak mar d-omp bet unanet asambles en ur marv heñvel ouzh e hini, e vimp ivez en e adsavidigezh a varv, 6 o c'houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec'hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec'hed. 7 Rak an hini a zo marv, a zo dieubet eus ar pec'hed. 8 Hogen, mar d-omp marv gant Krist, e kredomp e vevimp ivez gantañ, 9 o c'houzout penaos Krist adsavet a-douez ar re varv ne varvo ken. Ar marv n'en deus ken galloud warnañ. 10 Rak o vervel, eo marvet ur wech hepken evit ar pec'hed, met o vevañ, e vev evit Doue. 11 C'hwi ivez eta, en em sellit evel marv d'ar pec'hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou. 12 Ra ne reno eta ket ar pec'hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc'hoantoù. 13 Na roit ket hoc'h izili d'ar pec'hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc'h-unan da Doue evel tud deuet eus ar marv d'ar vuhez, ha roit hoc'h izili evel binvioù a reizhder evit Doue. 14 Rak ar pec'hed n'en devo ken galloud warnoc'h, dre ma n'emaoc'h ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras.

Sklavourien d'ar reizhder evit ar santeladur

15 Petra eta? Ha pec'hiñ a raimp dre ma n'emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras? N'eo ket! 16 Ha n'ouzoc'h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc'h sklavourien d'an hini ma sentit outañ, pe d'ar pec'hed evit ar marv, pe d'ar sentidigezh evit ar reizhder? 17 Met grasoù ra vo roet da Doue, goude bezañ bet sklavourien d'ar pec'hed, hoc'h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc'h bet roet dezhi. 18 O vezañ bet dieubet eus ar pec'hed, oc'h deuet sklavourien d'ar reizhder. 19 Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc'h eus roet hoc'h izili da sklavourien d'an hudurniezh ha d'ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc'h izili bremañ da sklavourien d'ar reizhder evit ar santeladur. 20 Rak pa oac'h sklavourien d'ar pec'hed, e oac'h frank e-keñver ar reizhder. 21 Peseurt frouezh a dennec'h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc'h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv. 22 Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec'hed ha deuet sklavourien da Doue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus. 23 Rak gopr ar pec'hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.

Romaned 7

Ar kristenien dizereet diouzh al lezenn

1 Breudeur, ha n'ouzoc'h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev? 2 Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec'h ozhac'h e-keit ha ma'z eo bev, met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac'h. 3 Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec'h ozhac'h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n'eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all. 4 Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo deuet marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d'an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Doue. 5 Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioù ar pec'hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv. 6 Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh. 7 Petra a lavarimp eta? Hag eo pec'hed al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc'hoantai ket. 8 Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc'hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv. 9 Bez' e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc'hemenn o vezañ deuet, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel. 10 Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv. 11 Rak ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus tromplet ac'hanon, ha drezañ en deus va lazhet. 12 Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc'hemenn a zo santel, reizh ha mat. 13 Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed eo, evit m'en em ziskouez evel pec'hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec'her dre ar gourc'hemenn.

Al lezenn a zo speredel, met me a zo kigel, …

14 Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed. 15 Rak n'ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan. 16 Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec'h anavezan ez eo mat al lezenn. 17 Met bremañ n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon. 18 Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig; c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober. 19 Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d'ober. 20 Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon. 21 Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin. 22 Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh, 23 met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili. 24 Paour-kaezh paotr ma'z on! Piv a zieubo ac'hanon eus korf ar marv-mañ? 25 Trugarekaat a ran Doue dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec'hed dre ar c'hig.

Romaned 8

Ar c'hristen a zo dieubet gant ar Spered a Vuhez

1 N'eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c'hig met hervez ar spered. 2 Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec'hed hag ar marv. 3 Rak ar pezh a oa dibosupl d'al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c'hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c'hig heñvel ouzh hini ar pec'hed, hag en abeg d'ar pec'hed, a gondaonas ar pec'hed er c'hig, 4 evit ma vefe peurc'hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c'hig met hervez ar spered. 5 Rak ar re a vev hervez ar c'hig a laka o c'harantez e traoù ar c'hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c'harantez e traoù ar spered. 6 Karantez ar c'hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc'h, 7 rak karantez ar c'hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c'hell ket henn ober. 8 Ar re a zo er c'hig ne c'hellont ket plijout da Doue. 9 Met n'emaoc'h ket er c'hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc'h. Ma ez eus unan bennak ha n'en deus ket Spered Krist, hennezh n'eo ket dezhañ. 10 Met mar d-emañ Krist ennoc'h, ar c'horf evit gwir a zo marv abalamour d'ar pec'hed, met ar spered a zo buhez abalamour d'ar reizhder. 11 Mar chom ennoc'h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d'ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc'h. 12 Evel-se eta, breudeur, n'omp ket dleourien d'ar c'hig evit bevañ hervez ar c'hig. 13 Rak mar bevit hervez ar c'hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c'horf da vervel, e vevot. 14 Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue. 15 Ha n'hoc'h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c'hoazh en aon, met resevet hoc'h eus ur Spered advugelañ a laka ac'hanomp da grial: Abba! Tad! 16 Ar Spered e-unan a ro testeni d'hor spered ez omp bugale da Doue. 17 Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Doue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.

Gloar bugale Doue

18 Me a gav din n'eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp. 19 Rak ar grouadelezh a zo o c'hortoz gant ur c'hoant start ma vo diskuliet mibien Doue, 20 rak n'eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d'an hini en deus he lakaet eo, 21 gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue. 22 Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c'houzañv gwentloù ar gwilioud, 23 ha n'eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c'hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c'horf. 24 Rak salvet omp en esperañs, met an esperañs a weler n'eo ken esperañs. Penaos e c'heller esperout ar pezh a weler? 25 Met ma'c'h esperomp ar pezh na welomp ket, ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted. 26 Evel-se ivez ar Spered a sikour ac'hanomp en hon dinerzhded. Rak n'ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma'z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c'hellont ket bezañ displeget. 27 An hini a furch ar c'halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec'h erbed evit ar sent hervez Doue. 28 Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz. 29 Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c'hentañ-ganet e-touez meur a vreur. 30 Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho. 31 Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp? 32 Eñ ha n'en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ? 33 Piv a savo evit tamall ar re zibabet gant Doue? Doue eo an hini a reisha. 34 Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Doue, hag ouzhpenn ec'h erbed evidomp. 35 Piv a zispartio ac'hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez' e vo an anken, ar glac'har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c'hleze? 36 Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d'ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh. 37 Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec'herien dre an hini en deus hor c'haret. 38 Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont, 39 nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c'hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.

Romaned 9

Israel

1 Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c'houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel, 2 un dristidigezh vras am eus hag ur glac'har dalc'hus a zo em c'halon. 3 Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c'herent hervez ar c'hig, 4 a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù, 5 a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c'hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen. 6 N'eo ket koulskoude m'en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n'int ket Israel, 7 hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n'int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv, 8 da lavarout eo, n'eo ket bugale ar c'hig a zo bugale da Doue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez. 9 Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d'ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab. 10 N'eo ket-se hepken, met e c'hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad, 11 rak ar vugale ne oant ket ganet c'hoazh ha n'o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d'an oberoù met abalamour d'an hini a c'halv, 12 e voe lavaret dezhi: An henañ a vo dindan ar yaouankañ, 13 hervez ma'z eo skrivet: Karet em eus Jakob ha kasaet em eus Ezaü.

Emañ trugarez Doue evit an hini en deus dibabet

14 Petra a lavarimp eta? Ha bez' ez eus direizhder e Doue? N'eo ket! 15 Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ. 16 Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue. 17 Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl. 18 Evel-se eta, e ra trugarez d'an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ. 19 Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c'hoazh? Rak piv a c'hell enebiñ ouzh e volontez? 20 Met kentoc'h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d'an hini en deus graet anezhañ: Perak ec'h eus va graet evel-se? 21 Ha n'en deus ket ar poder ar galloud d'ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister? 22 Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c'halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh, 23 evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c'hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar, 24 en hor c'heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed? 25 Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat. 26 Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: C'hwi n'oc'h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev. 27 Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet. 28 Rak e peurc'hraio an afer hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn berr war an douar. 29 Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n'en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora. 30 Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz, 31 met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n'eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder. 32 Perak? Dre ma n'o deus ket he c'hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh, 33 hervez ma'z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.

Romaned 10

Ar Salud a zo evit ar Yuzevien hag evit ar C'hresianed

1 Breudeur, c'hoant va c'halon ha va fedenn da Doue evit Israel, eo ma vint salvet. 2 Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n'eo ket hervez an anaoudegezh. 3 Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n'o deus ket pleget da reizhder Doue. 4 Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred. 5 Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo. 6 Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket en da galon: Piv a bigno en neñv? Lakaat Krist da ziskenn eo; 7 pe: Piv a ziskenno en donder? Lakaat Krist da adpignat a-douez ar re varv eo. 8 Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, en da c'henoù hag en da galon. Setu aze ar ger a feiz a brezegomp: 9 Mar anzavez gant da c'henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet. 10 Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh. 11 Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet. 12 N'eus diforc'h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c'halv anezhañ. 13 Rak piv bennak a c'halvo anv an Aotrou a vo salvet. 14 Penaos eta e c'halvint an hini n'o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n'o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg? 15 Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc'h, ar re a gemenn keleier mat! 16 Met n'o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d'ar pezh hon eus prezeget? 17 Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue. 18 Met e lavaran: Ha n'o deus ket klevet? Er c'hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c'homzoù betek pennoù pellañ ar bed. 19 Met e lavaran: Ha n'en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc'h dre ur vroad diskiant. 20 Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c'houlennent ket diwar va fenn. 21 Met e-keñver Israel, e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha chifus.

Romaned 11

1 Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin. 2 Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Doue a-enep Israel? 3 Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ. 4 Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal. 5 Bez' ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c'hras. 6 Hogen mar d-eo dre c'hras, n'eo mui dre an oberoù, anez ar c'hras ne vije mui ur c'hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n'eo mui ur c'hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù. 7 Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, 8 hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket. 9 Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant, 10 ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget da viken.

Distaol Israel evit adunvanidigezh ar bed

11 Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno. 12 Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl. 13 Me a lavar deoc'h-c'hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da'm ministrerezh, 14 o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig ha salviñ hiniennoù anezho. 15 Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv? 16 Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez. 17 Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o zouez, ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn, 18 na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout. 19 Te a lavari eta: Ar brankoù a zo bet troc'het evit ma vijen-me imboudet. 20 Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiñ, met az pez aon, 21 rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut. 22 Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez. 23 Hag evito, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudañ a-nevez. 24 Rak mar d-out bet troc'het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan? 25 Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh; 26 hag evel-se holl Israel a vo salvet, hervez ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs; 27 ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec'hedoù. 28 Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc'h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d'o zadoù, 29 rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus. 30 Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh, 31 en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h. 32 Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl. 33 O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù! 34 Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier? 35 Pe piv en deus roet dezhañ ar c'hentañ hag a vo paeet en distro? 36 Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.

Romaned 12

Kinnigit ho korfoù en aberzh …

1 Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Doue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh. 2 N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat. 3 Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h n'en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc'h eget ma'z eo ret, met m'en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini. 4 Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober, 5 evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c'horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile, 6 o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz; 7 pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn; 8 pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez. 9 Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad. 10 E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriñ an eil egile. 11 E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou. 12 En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac'har. Kendalc'hit er bedenn. 13 Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti. 14 Bennigit ar re a heskin ac'hanoc'h, bennigit ha na villigit ket. 15 En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel. 16 Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc'h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan. 17 Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud. 18 Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud. 19 N'en em veñjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou. 20 Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec'hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn. 21 Na vez ket trec'het gant an droug, met trec'h an droug gant ar mad.

Romaned 13

Sentidigezh ouzh ar galloudoù

1 Ra blego pep den d'ar galloudoù uhel, rak n'eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue. 2 Dre-se an hini a stourm a-enep ar galloud a stourm a-enep an urzh en deus Doue lakaet, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh. 3 Rak ar pennoù n'emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ. 4 Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c'hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug. 5 Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d'ar c'hastiz, met ivez abalamour d'ar goustiañs. 6 Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma'z int servijerien Doue, oc'h en em reiñ dalc'hmat d'ar garg-se. 7 Rentit eta d'an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d'an neb eo dleet an tailh, ar gwir d'an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d'an neb eo dleet an doujañs, an enor d'an neb eo dleet an enor.

En em garit an eil egile

8 Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn. 9 Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc'hoantai ket, ha pep gourc'hemenn all, kement-se holl a zo dalc'het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 10 Ar garantez ne ra ket droug d'an nesañ, ar garantez eo eta leunder al lezenn. 11 Ha kement-se a dleit d'ober en abeg d'an amzer ma'z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c'housk, pa'z emañ ar silvidigezh tostoc'h deomp eget pa hon eus kredet. 12 An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn. 13 Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c'hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù. 14 Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c'hig en e zroukc'hoantoù.

Romaned 14

Lezenn ar frankiz ha lezenn ar garantez

1 Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù. 2 Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj. 3 An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret. 4 Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc'h en e sav pe mar kouezh, d'e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav. 5 Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec'het en e soñjoù e-unan. 6 An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d'an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d'an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d'an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d'an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue. 7 Rak hini ac'hanomp ne vev evitañ e-unan hag hini ne varv evitañ e-unan. 8 Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d'an Aotrou. 9 Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv. 10 Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa'z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist. 11 Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Doue. 12 Evel-se pep hini ac'hanomp a rento kont da Doue evitañ e-unan. 13 N'en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc'h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d'ho preur. 14 Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n'eus netra dic'hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic'hlan, an dra-se a zo dic'hlan evitañ. 15 Met mar d-eo da vreur glac'haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ. 16 Ra ne vo ket droukkomzet eus ho treistelezh, 17 rak rouantelezh Doue n'emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc'h ha levenez er Spered-Santel. 18 An hini a servij Krist en doare-se a blij da Doue hag a vez kavet mat gant an dud. 19 Klaskomp eta an traoù a gas d'ar peoc'h hag a c'hell kenteliañ an eil egile. 20 Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d'an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh. 21 Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c'hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ. 22 Ha te ac'h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n'en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat. 23 Met an hini en deus douetañs a zo koñdaonet mar debr, rak n'en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec'hed.

Romaned 15

1 Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan. 2 Ra zeuio pep hini ac'hanomp da blijout d'e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur. 3 Rak Krist ivez n'eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma'z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac'hanout a zo kouezhet warnon. 4 Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c'helennadurezh, evit m'hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù. 5 Ra roio deoc'h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc'h hervez skouer Jezuz-Krist, 6 evit ma c'hellot, gant un hevelep ene hag un hevelep genoù, reiñ gloar da Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist. 7 En em zegemerit eta an eil egile, evel m'en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue. 8 Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc'hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d'hon tadoù 9 hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Doue abalamour d'e drugarez, hervez ma'z eo skrivet: En abeg da-se ec'h anzavin ac'hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv. 10 Lavaret eo c'hoazh: Broadoù, en em laouenait gant e bobl. 11 Ha c'hoazh: Broadoù, meulit holl an Aotrou, hag holl bobloù, meulit anezhañ. 12 Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni. 13 Ra zeuio Doue an esperañs d'ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc'h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c'halloud ar Spered-Santel.

Ministrerezh Paol

14 Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc'h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d'en em aliañ an eil egile. 15 Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc'h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c'hras a zo bet roet din gant Doue 16 da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel. 17 Ul lec'h a c'hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keñver ar pezh a sell ouzh traoù Doue. 18 Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d'ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù, 19 dre c'halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c'halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria. 20 Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec'h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet, 21 hervez ma'z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n'o doa ket klevet komz anezhañ a gompreno. 22 Kement-se eo en deus miret ouzhin alies na'z ajen d'ho kavout. 23 Met bremañ, evel n'eus netra ken o terc'hel ac'hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c'hoant bras d'ho kwelout abaoe meur a vloavezh, 24 ez in d'ho kavout pa'z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac'hanoc'h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc'h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc'h. 25 Met bremañ ez an da Jeruzalem da sikour ar sent. 26 Rak falvezet eo bet d'ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem. 27 Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel. 28 Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc'h. 29 Gouzout a ran penaos pa'z in d'ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist. 30 Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Doue evidon, 31 evit ma vin dieubet diouzh diskrederien Judea ha ma vo va servij e Jeruzalem degemeret mat gant ar sent, 32 en hevelep doare ma'z in d'ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez. 33 Ra vo an Doue a beoc'h ganeoc'h holl! Amen.

Romaned 16

Saludoù da glozañ hag alioù diwezhañ

1 Erbediñ a ran deoc'h Foebe hor c'hoar, diagonez eus Iliz Kenkre, 2 evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac'hanoc'h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan. 3 Saludit Prisilha hag Akilaz, va c'henlabourerien e Jezuz-Krist, 4 lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n'eo ket me hepken a drugareka anezho, met c'hoazh holl Ilizoù ar baganed. 5 Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c'haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist. 6 Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp. 7 Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c'herent ha va c'henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon. 8 Saludit Ampliaz, va c'haret-mat en Aotrou. 9 Saludit Urban, hor c'henlabourer e Krist, ha Stakiz va c'haret-mat. 10 Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul. 11 Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou. 12 Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou. 13 Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini. 14 Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto. 15 Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c'hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto. 16 Saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoù Krist a salud ac'hanoc'h. 17 Alian a ran ac'hanoc'h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc'h eus desket, ha da bellaat diouto. 18 Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c'hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk. 19 Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc'h. Met e c'hoantaan e vefec'h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug. 20 Hep dale an Doue a beoc'h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen. 21 Dimote, va c'henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c'herent, a salud ac'hanoc'h. 22 Me a salud ac'hanoc'h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ. 23 Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac'hanoc'h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac'hanoc'h. 24 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen. 25 D'an hini a c'hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved, 26 met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d'an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz, 27 da Doue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.

1 Korintiz 1

1 Paol, galvet da vezañ abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten, 2 da Iliz Doue a zo e Korint, d'ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c'halv e pelec'h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini: 3 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn

4 Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat evidoc'h, abalamour d'ar c'hras en deus Doue roet deoc'h e Jezuz-Krist, 5 dre ma'z oc'h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh, 6 hervez ma'z eo bet testeni Krist startaet ennoc'h, 7 en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc'h-c'hwi hag a c'hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist. 8 Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist. 9 Doue a zo feal, drezañ oc'h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.

Dizunvaniezh en Iliz

10 Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc'hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc'h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh. 11 Rak diwar ho penn, va breudeur, roet eo bet din da anavezout gant ar re eus ti Kloe ez eus tabutoù en ho touez. 12 Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Paol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Krist! 13 Krist, ha lodennet eo? Paol, ha kroazstaget eo bet evidoc'h? Pe badezet oc'h bet en anv Paol? 14 Trugarekaat a ran Doue abalamour ma ne'm eus badezet hini ac'hanoc'h, nemet Krispuz ha Gaiuz, 15 evit na lavaro den em eus badezet em anv. 16 Badezet em eus c'hoazh tiegezh Stefanaz. Met a-hend-all, n'ouzon ket hag em befe badezet c'hoazh unan all bennak.

Ar Furnez

17 Rak n'eo ket evit badeziñ en deus Krist va c'haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist. 18 Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue. 19 Evel-se eo skrivet: Distrujañ a rin furnez ar re fur, ha kas a rin da netra skiant ar re skiantek. 20 Pelec'h emañ an den fur? Pelec'h emañ ar skrib? Pelec'h emañ tabuter ar c'hantved-mañ? Doue, ha n'en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ? 21 Rak evel ma n'en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg. 22 E-pad ma c'houlenn ar Yuzevien mirakloù ha ma klask ar C'hresianed ar furnez, 23 ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C'hresianed, 24 met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C'hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue. 25 Rak follentez Doue a zo furoc'h eget an dud, ha dinerzhded Doue a zo kreñvoc'h eget an dud. 26 Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c'hwi hag a zo bet galvet, n'eus ket kalz a dud fur hervez ar c'hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl. 27 Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus, 28 ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n'emaint ket, evit kas da netra ar re a zo, 29 evit na denno gloar kig ebet dirak Doue. 30 Ha drezañ eo ez oc'h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur, 31 evit, evel ma'z eo skrivet: Ma tenno gloar en Aotrou an hini a denn gloar.

1 Korintiz 2

1 Pa'z on deuet d'ho kavout, breudeur, n'on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc'h testeni Doue. 2 Rak ne'm eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz. 3 Me a zo bet en ho touez en dinerzhded, en doujañs hag en ur grenadenn vras. 4 Va c'homz ha va frezegenn n'int ket bet dalc'het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c'halloud, 5 evit na vo ket savet ho feiz war furnez an dud, met war galloud Doue. 6 Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n'eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud, 7 prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c'hantvedoù evit hor gloar, 8 ha n'eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n'o defe ket kroazstaget an Aotrou a c'hloar. 9 Met hervez ma'z eo skrivet: Bez' int traoù n'en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n'int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ. 10 Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue. 11 Rak piv e-touez an dud a anavez traoù an den, nemet spered an den a zo ennañ? Evel-se ivez den n'anavez traoù Doue, nemet Spered Doue. 12 Hogen ni, n'hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c'hras. 13 Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d'ar re a zo speredel. 14 Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c'hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho. 15 Met an den speredel a varn an holl draoù ha n'eo e-unan barnet gant den. 16 Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou evit gallout e gelenn? Hogen ni hon eus soñj Krist.

1 Korintiz 3

Jezuz a zo an diazez nemetañ

1 Breudeur, ne'm eus ket gallet komz deoc'h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist. 2 Roet em eus deoc'h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac'h ket c'hoazh gouest d'e zegemer. Ha bremañ zoken ne c'hellit ket, dre ma'z oc'h c'hoazh kigel. 3 Rak pa'z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n'oc'h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud? 4 Pa lavar unan: Me a zo da Paol! Hag egile: Me da Apolloz! Ha n'oc'h ket kigel? 5 Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc'h eus kredet drezo hervez m'en deus an Aotrou roet da bep hini? 6 Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ, 7 evel-se an hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ. 8 An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c'hopr e-unan hervez e labour e-unan. 9 Rak ni a zo oberourien gant Doue. C'hwi eo park Doue, an ti a sav Doue. 10 Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ. 11 Rak den ne c'hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist. 12 Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc'hant, mein prizius, koad, foenn, soul, 13 labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini. 14 Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr. 15 Mar dev labour unan bennak, e c'houzañvo ar c'holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan. 16 Ha n'ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc'h? 17 Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c'hwi eo kement-se. 18 N'en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ fur er c'hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur. 19 Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre. 20 Ha c'hoazh: An Aotrou a anavez penaos soñjoù ar re fur a zo aner. 21 Ra ne lakaio den eta e c'hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc'h, 22 pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont, 23 an holl draoù a zo deoc'h, ha c'hwi a zo da Krist, ha Krist a zo da Doue.

1 Korintiz 4

Ar ministrerezh a Abostol

1 Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue. 2 A-hend-all, ar pezh a c'houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal. 3 Evidon-me, e ra nebeut a dra din bezañ barnet ganeoc'h pe gant ul lez-varn den. Ha n'en em varnan ket kennebeut va-unan, 4 rak n'en em gavan kablus a netra. Koulskoude n'on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac'hanon eo an Aotrou. 5 Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c'halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi. 6 Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc'h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d'ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac'hanoc'h d'en em c'hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile. 7 Rak piv a laka ac'hanout evel disheñvel? Petra ac'h eus ha ne'c'h eus ket resevet? Ha ma ec'h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne'z pije ket e resevet? 8 Dija hoc'h eus resevet ho kwalc'h, dija ez oc'h pinvidik, emaoc'h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc'h. 9 Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d'ar marv, ouzh hol lakaat da wel d'ar bed, d'an aeled ha d'an dud. 10 Ni a zo foll abalamour da Krist, met c'hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c'hwi a zo kreñv. C'hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet. 11 Betek vremañ hon eus naon ha sec'hed, omp en noazh, skeiñ a reer war hon dremm, emaomp o redek amañ hag ahont. 12 En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c'houzañvomp; 13 falstamallet, ec'h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl. 14 Ne skrivan ket an traoù-mañ evit ober mezh deoc'h, met ho kelenn a ran evel va bugale karet-mat. 15 Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n'ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac'hanoc'h e Jezuz-Krist dre an Aviel. 16 Ho pediñ start a ran eta, bezit va heñvelerien. 17 Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc'h Dimote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc'h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.

Hiniennoù a zo en em c'hwezhet gant an ourgouilh, ...

18 Hogen hiniennoù a zo en em c'hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez. 19 Met mont a rin prest en ho touez, mar fell d'an Aotrou, hag ec'h anavezin nann ar c'homzoù met ar galloud eus ar re a zo en em c'hwezhet. 20 Rak rouantelezh Doue n'emañ ket er c'homzoù met er galloud. 21 Petra a fell deoc'h? Mont a rin d'ho kavout gant ur wialenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?

1 Korintiz 5

Chomit hep hudurniezh en ho touez

1 Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c'hadaliezh ken bras ma n'eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac'hanoc'h en deus kemeret gwreg e dad. 2 Hag oc'h en em c'hwezhet gant an ourgouilh! Ha n'oc'h ket, er c'hontrol, bet er glac'har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se? 3 Evidon-me, ezvezant a gorf met bezant a spered, em eus barnet dija evel ma vefen bezant an hini en deus graet un hevelep tra. 4 En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c'hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist, 5 ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c'hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz. 6 N'eo ket mat tennañ gloar ac'hanoc'h. Ha n'ouzoc'h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c'hoiñ? 7 Naetait eta ar goell kozh, evit ma viot un toaz nevez, peogwir ez oc'h hep goell. Rak Krist hor Pask a zo bet aberzhet evidomp. 8 Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez. 9 Skrivet em eus deoc'h em lizher chom hep darempredoù gant an dud hudur, 10 ne oa ket a-grenn gant tud hudur ar bed-mañ, an dud wallc'hoantek, al laeron, an idolourien, rak neuze e vije ret deoc'h mont er-maez eus ar bed. 11 Met ar pezh am eus skrivet deoc'h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c'halv breur hag a zo hudur, pe gwallc'hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den. 12 Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n'hoc'h eus ket da varn re an diabarzh? 13 Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.

1 Korintiz 6

Ret eo barn ar c'hrozioù etre ar kristenien e-barzh an Iliz

1 P'en deus unan bennak ac'hanoc'h ur c'hroz bennak a-enep unan all, ha krediñ a ra e c'hervel e barnedigezh dirak ar re zifeiz kentoc'h eget dirak ar sent? 2 Ha n'ouzoc'h ket penaos ar sent a varno ar bed? Ha mar d-eo barnet ar bed ganeoc'h, ha dizellezek oc'h da varn traoù disteroc'h? 3 Ha n'ouzoc'h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc'h traoù ar vuhez-mañ? 4 Pa hoc'h eus prosezioù evit traoù ar vuhez-mañ, e kemerit evit barnerien ar re n'eo ket graet van anezho en Iliz? 5 Evit ho mezh en lavaran deoc'h. Ha n'eus ket eta un den fur en ho touez, hini ebet hag a c'hellfe barn etre e vreudeur? 6 Met ur breur en deus ur prosez gant ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz! 7 Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h un dislealded bennak? Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h ur c'holl? 8 Met c'hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha c'hoazh d'ho preudeur!

Chomit hep hudurniezh

9 Ha n'ouzoc'h ket penaos an dud direizh n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc'h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred, 10 nag al laeron, nag ar re wallc'hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n'o devo rouantelezh Doue da hêrezh. 11 Hag evel-se e oa hiniennoù ac'hanoc'h. Met gwalc'het oc'h bet, met santelaet oc'h bet, met reishaet oc'h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.

Tec'hit diouzh an hudurniezh

12 An holl draoù a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus. An holl draoù a zo aotreet din, met n'en em lakain sklavour dindan hini. 13 Ar boued a zo evit ar c'hof hag ar c'hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c'horf n'eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c'horf. 14 Ha Doue en deus adsavet an Aotrou a varv hag hon adsavo ivez a varv dre e c'halloud. 15 Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c'hast? N'eo ket! 16 Ha n'ouzoc'h ket penaos an hini en em unan gant ur c'hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c'hig hepken. 17 Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantañ. 18 Tec'hit diouzh an hudurniezh. Kement pec'hed a ra un den a zo er-maez eus ar c'horf, met an hini a ra hudurniezh a bec'h a-enep e gorf e-unan. 19 Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc'h, hag a zo bet roet deoc'h gant Doue? N'oc'h ket deoc'h hoc'h-unan, 20 rak dasprenet oc'h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Doue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Doue.

1 Korintiz 7

An dimeziñ

1 Diwar-benn an traoù hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet. 2 Met abalamour d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec'h ozhac'h. 3 Ra roio an ozhac'h d'e wreg ar pezh a dle dezhi ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'hec'h ozhac'h. 4 Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met an ozhac'h eo. En hevelep doare ivez an ozhac'h n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo. 5 N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiñ d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptañ dre ho tiouer a vestroni. 6 Lavarout a ran kement-se evel un ali ha n'eo ket ur gourc'hemenn. 7 Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all. 8 Met e lavaran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intañvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on. 9 Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziñ eget deviñ. 10 D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, ra ne vo ket dispartiet ar wreg diouzh hec'h ozhac'h, 11 ha mar d-eo dispartiet, ra chomo hep addimeziñ pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag an ozhac'h ra ne zilezo ket e wreg. 12 D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantañ, ra ne guitaio ket anezhi, 13 ha mar he deus ur wreg bennak un ozhac'h difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, ra ne guitaio ket anezhañ. 14 Rak an ozhac'h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac'h, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, e-lec'h bremañ ez int santel. 15 Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h. 16 Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac'h? Pe ha gouzout a rez, ozhac'h, hag e salvi da wreg? 17 A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoù. 18 Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Ra ne zeuio ket da vezañ amdroc'het. 19 An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met miridigezh gourc'hemennoù Doue eo an holl draoù. 20 Ra chomo pep hini er stad ma oa pa'z eo bet galvet. 21 Ha galvet out bet pa oas sklav? N'en em nec'h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc'h da vad. 22 Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist. 23 Ur priz a zo bet paeet evit ho tasprenadur, na zeuit ket da vezañ sklavourien an dud. 24 Breudeur, ra chomo pep hini dirak Doue er stad ma oa pa'z eo bet galvet. 25 Diwar-benn ar gwerc'hezed, n'em eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ. 26 Krediñ a ran eta, abalamour d'ar glac'haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emañ. 27 Hag ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. Ha n'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet. 28 Mar dimezez ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne be'ch ket. Met an dud-se o devo glac'haroù er c'hig ha fellout a rafe din o espern deoc'h. 29 Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket, 30 ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n'o defe netra, 31 ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen. 32 Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d'an Aotrou, 33 met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'e wreg. 34 Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez, an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'hec'h ozhac'h. 35 Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n'eo ket evit stegnañ ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat ha ma c'hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet. 36 Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed. 37 Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat. 38 Evel-se, an hini a zimez anezhi a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h. 39 Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emañ hec'h ozhac'h o vevañ. Met ma varv hec'h ozhac'h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou. 40 Eürusoc'h eo koulskoude, hervez ar pezh a gav din, mar chom evel ma'z emañ. Ha krediñ a ran emañ ivez Spered Doue ennon.

1 Korintiz 8

Ar boued aberzhet d'an idoloù

1 E-keñver an traoù aberzhet d'an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav. 2 Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c'hoazh netra evel ma tleer gouzout. 3 Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ. 4 Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d'an idoloù, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken. 5 Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou, 6 koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ. 7 Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c'hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d'an idoloù, hag o c'houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se. 8 N'eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Doue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hor bo koll ebet a gement-se. 9 Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc'h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh. 10 Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d'an idoloù? 11 Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ. 12 Evel-se, o pec'hiñ a-enep ar vreudeur hag o c'hloazañ o c'houstiañs dinerzh, e pec'hit a-enep Krist. 13 Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.

1 Korintiz 9

Droedoù an abostol

1 Ha n'on ket abostol? Ha n'on ket frank? Ha ne'm eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n'oc'h ket va labour en Aotrou? 2 Ma n'on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc'h, rak c'hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou. 3 Eno emañ va difenn a-enep ar re a varn ac'hanon. 4 Ha n'hon eus ket ar gwir da zebriñ ha da evañ? 5 Ha n'hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c'hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz? 6 Pe daoust ha n'eus nemedon ha Barnabaz ha n'o defe ket ar gwir da chom hep labourat? 7 Piv a ya morse d'ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d'an tropell ha na ev ket eus e laezh? 8 Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-mañ? Ha n'en lavar ket ivez al lezenn? 9 Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c'henoù d'an ejen a vac'h ar greun. Hag eus ejened eo e kemer Doue preder, 10 pe n'eo ket e gwirionez evidomp-ni en deus lavaret kement-se? Evidomp-ni eo bet skrivet penaos an hini a ar a dle arat gant esperañs, hag an hini a vac'h ar greun a dle mac'hañ gant esperañs da gaout lod er pezh a c'hortoz. 11 Mar hon eus hadet evidoc'h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc'h ar madoù kigel? 12 Mar d-eus re all hag a ra implij eus ar galloud-se warnoc'h, perak ne reomp ket kentoc'h? Met n'hon eus ket graet implij eus ar galloud-se, er c'hontrol e c'houzañvomp pep tra evit chom hep lakaat harz ebet da Aviel Krist. 13 Ha n'ouzoc'h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter? 14 Evel-se ivez an Aotrou en deus gourc'hemennet d'ar re a brezeg an Aviel bevañ diouzh an Aviel. 15 Met ne'm eus graet implij ebet eus ar galloud-se ha ne skrivan ket kement-mañ evit ma vo graet e-giz-se em c'heñver, rak gwelloc'h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar gloar-se diganin. 16 Mar prezegan an Aviel, ne'm eus ket lec'h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc'het on d'henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel! 17 Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d'henn ober. 18 Peseurt gopr am eus eta? O prezeg an Aviel eo, e savin Aviel Krist hep ma kousto netra da zen hag hep ma rin implij eus va galloud en Aviel. 19 Rak petra bennak ma'z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d'an holl evit gounit muioc'h a dud. 20 Gant ar Yuzevien, on bet evel Yuzev evit gounit ar Yuzevien; gant ar re a zo dindan al lezenn, on bet evel dindan al lezenn evit gounit ar re a zo dindan al lezenn; 21 gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n'on ket hep lezenn Doue pa'z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn. 22 Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c'hraet on e pep tra d'an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho. 23 Kement-se a ran abalamour d'an Aviel, evit kaout lod ennañ. 24 Ha n'ouzoc'h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d'e c'hounit. 25 Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus. 26 Redek a ran eta, n'eo ket en avantur, skeiñ a ran, n'eo ket war an aer. 27 Met bloñsañ a ran va c'horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d'ar re all.

1 Korintiz 10

Skouerioù tennet eus istor Israel

1 Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor, 2 int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor, 3 o deus debret holl eus an hevelep boued speredel, 4 hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc'h speredel a heulie anezho, hag ar roc'h-se a oa Krist. 5 Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec'h distro. 6 Hag an traoù-se a zo c'hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c'hoantaimp ket traoù fall evel ma c'hoantajont-int. 7 Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d'en em laouenaat. 8 Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh. 9 Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered. 10 Na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer. 11 An holl draoù-se a c'hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioù diwezhañ. 12 Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ 13 Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d'ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c'hellot e c'houzañv.

Taol an Aotrou ha taol an diaouled

14 Dre-se, va re garet-mat, tec'hit diouzh an idolerezh. 15 Komz a ran deoc'h evel da dud a skiant. Barnit hoc'h-unan ar pezh a lavaran. 16 An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist? 17 Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara. 18 Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter? 19 Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d'an idol un dra bennak. 20 Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d'an diaouled ha nann da Doue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled. 21 Ne c'hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled. 22 Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc'h ez omp egetañ?

Frankiz ar kristenien

23 Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n'eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket. 24 Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all. 25 Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiañs, 26 rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ. 27 Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h, ha mar fell deoc'h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep goulenn netra en abeg d'ar goustiañs. 28 Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d'an idoloù, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiañs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ. 29 Met ar goustiañs a lavaran n'eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all? 30 Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ? 31 Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue. 32 Na roit ket da gavout tamall, na d'ar Yuzevien, na d'ar C'hresianed, na da Iliz Doue, 33 eveldon me ivez a fell din plijout d'an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.

1 Korintiz 11

An emzalc'h e-pad ar bodadegoù

1 Bezit heñvelerien ouzhin evel ma'z on heñveler ouzh Krist. 2 Breudeur, meuliñ a ran ac'hanoc'h abalamour ma hoc'h eus soñj ac'hanon e pep tra ha ma virit va c'helennadurezh evel ma em eus he roet deoc'h. 3 Met fellout a ra din e oufec'h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist. 4 Pep den hag a bed pe a brofed goloet e benn, a zizenor e vestr. 5 Pep wreg hag a bed pe a brofed diouel he fenn, a zizenor he mestr, bez' eo evel ma vefe touzet. 6 Rak ma ne c'holo ket ur wreg he fenn, ra droc'ho ivez he blev. Ha ma n'eo ket dereat d'ur wreg kaout he blev troc'het pe bezañ touzet, ra vo goloet he fenn. 7 An den ne dle ket goleiñ e benn pa'z eo skeudenn ha gloar Doue, met ar wreg a zo gloar an den. 8 Rak an den n'eo ket bet tennet eus ar wreg, met ar wreg a zo bet tennet eus an den, 9 hag an den n'eo ket bet krouet evit ar wreg, met ar wreg a zo bet krouet evit an den. 10 Dre-se ar wreg, abalamour d'an aeled, a dle kaout war he fenn ur merk eus ar galloud a zo a-us dezhi. 11 Koulskoude, en Aotrou, ar wreg n'emañ ket hep an den, nag an den hep ar wreg. 12 Rak, evel ma'z eo bet tennet ar wreg eus an den, an den ivez a vez ganet dre ar wreg, ha pep tra a zeu eus Doue. 13 Barnit eta hoc'h-unan. Ha dereat eo e pedfe ur wreg Doue diouel he fenn? 14 Ha ne zesk ket deoc'h an natur hec'h-unan ez eo mezhus d'an den kaout blev hir, 15 met eo un enor d'ar wreg kaout blev hir, rak ar blev a zo bet roet dezhi evit gouel? 16 Mar fell da unan bennak daelañ, n'hon eus ket ar c'hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut.

Ar Goan-Santel

17 Hogen er pezh ez an da lavarout deoc'h, n'ho meulan ket. En em zastum a rit, n'eo ket evit gwellaat, met evit fallaat. 18 Da gentañ e klevan penaos pa en em zastumit en Iliz ez eus dizunaniezhoù etrezoc'h, hag ul lodenn a gement-se a gredan, 19 rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac'hanoc'h a zo aprouet. 20 P'en em zastumit eta en un hevelep lec'h, n'eo ket evit debriñ koan an Aotrou, 21 rak, ouzh taol, pep hini hast da gemer e goan e-unan, hag unan en deus naon, hag unan all a zo mezv. 22 Ha n'hoc'h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d'ar re n'o deus netra? Petra a lavarin deoc'h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac'hanoc'h evit kement-se. 23 Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc'h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara 24 hag, o vezañ trugarekaet, a dorras anezhañ hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf hag a zo torret evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon. 25 Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon bep gwech ma'c'h evot dioutañ. 26 Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma'c'h evit eus an hanaf-mañ, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio. 27 Evel-se piv bennak a zebro eus ar bara-mañ pe a evo eus hanaf an Aotrou en un doare dizereat a vo kablus e-keñver korf ha gwad an Aotrou. 28 Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ. 29 Rak an hini a zebr pe a ev en un doare dizereat a zebr hag a ev e varnedigezh e-unan, rak ne zigemm ket korf an Aotrou. 30 Abalamour da-se eo ez eus en ho touez kalz a dud mac'hagn ha klañv, hag ez eus marvet meur a hini. 31 Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet. 32 Met pa'z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed. 33 Dre-se, va breudeur, pa en em zastumit da zebriñ, en em c'hortozit an eil egile. 34 Mar en deus unan bennak naon, ra zebro en e di, evit ma n'en em zastumot ket evit ho parnedigezh. Diwar-benn an traoù all, e reizhin anezho pa vin erruet.

1 Korintiz 12

Donezonoù ar Spered-Santel

1 E-keñver an donezonoù speredel, ne fell ket din, breudeur, e vefec'h diouiziek. 2 Gouzout a rit penaos pa oac'h paganed, e oac'h douget d'an idoloù mut, hervez ma oac'h renet. 3 Dre-se e tisklêrian deoc'h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c'hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel. 4 Bez' ez eus donezonoù disheñvel, met nemet ur Spered, 5 bez' ez eus ministrerezhioù disheñvel, met nemet un Aotrou, 6 bez' ez eus oberoù disheñvel, met nemet un Doue a ra an holl draoù en holl. 7 Roet eo an emziskouez eus ar Spered da bep hini evit hon talvoudegezh. 8 Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered, 9 da unan all ar feiz dre an hevelep Spered, da unan all an donezonoù da yac'haat dre an hevelep Spered, 10 da unan all oberiañs ar mirakloù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all liested ar yezhoù, da unan all jubennadur ar yezhoù. 11 Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ.

An Iliz heñvelaet ouzh ur c'horf

12 Rak evel ma'z eo unan ar c'horf ha ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist. 13 Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken. 14 Hag ar c'horf n'eo ket graet eus un ezel hepken, met eus kalz. 15 Ma lavarfe an troad: Dre ma n'on ket un dorn n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf? 16 Ha ma lavarfe ar skouarn: Dre ma n'on ket al lagad n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf? 17 Ma vefe an holl gorf lagad, pelec'h e vefe ar c'hleved? Ma vefe an holl gorf kleved, pelec'h e vefe ar c'hwesha? 18 Met bremañ Doue en deus lakaet pep ezel er c'horf evel ma'z eo bet plijet gantañ. 19 Ma vefent holl un ezel hepken, pelec'h e vefe ar c'horf? 20 Evel-se eta ez eus meur a ezel met ur c'horf hepken. 21 Al lagad ne c'hell ket lavarout d'an dorn: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanout, na kennebeut ar penn lavarout d'an treid: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanoc'h. 22 Met er c'hontrol, an izili hag en em ziskouez an dinerzhañ a zo ret, 23 hag ar re a gavomp an nebeutañ enorus er c'horf, a wiskomp gant ar brasañ enor. Evel-se eo ar re zivalavañ eo ar re muiañ enoret, 24 e-lec'h ar re a zo a-zoare n'o deus ket ezhomm a gement-se. Doue en deus graet ar c'horf en un doare ma en deus roet muioc'h a enor d'an hini en doa ezhomm, 25 evit na vo ket dizunaniezh er c'horf, met m'o devo an izili ur preder heñvel an eil ouzh egile. 26 P'en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ. 27 C'hwi a zo korf Krist ha c'hwi a zo e izili, pep hini evit e lod. 28 Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d'an eil ar brofeded, d'an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac'haat, da sikour, da c'houarn, da gomz meur a yezh. 29 Hag ebestel eo an holl? Ha profeded eo an holl? Ha doktored eo an holl? Ha mirakloù a ra an holl? 30 Hag o deus an holl an donezonoù da yac'haat? Hag e komz an holl e yezhoù? Hag e jubenn an holl ar yezhoù? 31 Met c'hoantait gant gred an donezonoù gwellañ. Hag emaon o vont da ziskouez deoc'h un hent eus ar c'hentañ.

1 Korintiz 13

Ar garantez

1 Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne'm eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern. 2 Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c'houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec'hiañ ar menezioù, ma ne'm eus ket ar garantez, n'on netra. 3 Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c'horf evit bezañ devet, ma ne'm eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra. 4 Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n'eo ket avius, ar garantez n'eo ket fougasus, n'en em c'hwez ket a ourgouilh, 5 n'eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec'h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug, 6 n'en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouena eus ar wirionez, 7 digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra. 8 Ar garantez ne baouezo biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù a ehano, ar c'houiziegezh a echuo. 9 Rak ec'h anavezomp en un doare diglok, hag e profedomp en un doare diglok, 10 met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a echuo. 11 Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa'z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel. 12 Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec'h anavezan en un doare diglok, met neuze ec'h anavezin-tre, evel ma'z on bet anavezet-tre. 13 Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.

1 Korintiz 14

Donezonoù ar Spered-Santel

1 Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh. 2 Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered. 3 An hini a brofed a gomz ouzh an dud evit o c'henteliañ, o atizañ, o frealziñ. 4 An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz. 5 Me a garfe eta e komzfec'h holl e yezhoù, met dreist-holl e profedfec'h. An hini a brofed a zo brasoc'h eget an hini a gomz e yezhoù, nemet e jubennfe evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se. 6 Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoù, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh? 7 Ma ne zeu ket an traoù divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, da reiñ sonioù disheñvel, penaos ec'h anavezot ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn? 8 Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d'ar brezel? 9 Evel-se c'hwi ivez, mar distagit gant ho teod gerioù ha ne c'hell den o c'hompren, penaos e c'hello an dud gouzout ar pezh hoc'h eus da lavarout? Rak komz a reot en aer. 10 Pegement a c'herioù a zo er bed evit gwir, ha n' eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster. 11 Ma n'ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon. 12 Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho. 13 Dre-se an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniñ. 14 Rak mar pedan e yezh, va spered a bed met va skiant a zo difrouezh. 15 Petra eta a zo d'ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant. 16 Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez? 17 Gwir eo ez eo mat-kenañ da bedennoù a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet. 18 Trugarekaat a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc'h e yezhoù egedoc'h holl, 19 met gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh. 20 Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c'hraet. 21 Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d'ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou. 22 Dre-se ar yezhoù a zo ur sin, nann evit ar gredourien, met evit ar re ziskredik. Ar brofediezh avat a zo ur sin, nann evit ar re ziskredik, met evit ar gredourien. 23 Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant? 24 Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl, 25 hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez. 26 Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ. 27 Mar komz lod e yezh, ra ne vo nemet daou pe dri d'ar muiañ ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniñ. 28 Ma n'eus den evit reiñ ar jubennadur, ra en em davo ar re-mañ en Iliz ha ra gomzo outo o-unan hag ouzh Doue. 29 Ra ne vo nemet daou pe dri brofed o komz, ha ra varno ar re all. 30 Ha mar en deus unan all eus ar re a zo eno un diskuliadur, ra davo an hini kentañ. 31 Rak holl e c'hellit profediñ an eil goude egile, da zeskiñ an holl ha da atizañ an holl. 32 Speredoù ar brofeded a zo sujet d'ar brofeded, 33 rak Doue n'emañ ket un Doue a vesk met a beoc'h, evel en holl Ilizoù ar sent. 34 Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n'eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn. 35 Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o ezhec'h er gêr, rak mezhus eo d'ar gwragez komz en Iliz. 36 Ha bez' eo ac'hanoc'h-c'hwi eo deuet ger Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan? 37 Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc'h. 38 Met mar tremen unan bennak hep e anavezout, ra dremeno. 39 Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù. 40 Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.

1 Korintiz 15

An adsavidigezh a-douez ar re varv

1 Reiñ a ran deoc'h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc'h, hoc'h eus resevet, hoc'h eus kendalc'het ennañ, 2 hag oc'h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc'h. Anez o pefe kredet en aner. 3 Kelennet em eus deoc'h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec'hedoù hervez ar Skriturioù, 4 penaos eo bet sebeliet, eo adsavet a varv d'an trede deiz hervez ar Skriturioù, 5 ha penaos eo en em ziskouezet da Gefaz ha goude-se d'an daouzek. 6 Goude-se eo en em ziskouezet da ouzhpenn pemp kant breur war un dro, an darn vuiañ anezho a zo c'hoazh bev hag hiniennoù a zo marv. 7 Goude-se eo en em ziskouezet da Jakez, ha goude d'an holl ebestel, 8 ha goude ar re all ez eo ivez en em ziskouezet din, evel da ur c'hrouadur ganet a-raok an termen, 9 rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n'on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue. 10 Met dre c'hras Doue ez on ar pezh ma'z on, hag e c'hras em c'heñver n'eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc'h egeto holl, n'eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin. 11 Evel-se eta, pe eo me pe int a brezeg, setu aze ar pezh a brezegomp ha setu aze ar pezh hoc'h eus kredet. 12 Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n'eus ket a adsavidigezh a varv? 13 Ma n'eus ket a adsavidigezh a varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv. 14 Ma n'eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez. 15 Zoken en em gav ma'z omp fals-testoù Doue, rak roet hon eus an testeni-mañ e-keñver Doue penaos en deus adsavet Krist a varv, an hini n'eo ket bet adsavet gantañ a varv mar d-eo gwir ne advev ket ar re varv. 16 Rak ma ne advev ket ar re varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv. 17 Ma n'eo ket adsavet Krist a varv, ho feiz a zo aner, emaoc'h c'hoazh en ho pec'hedoù, 18 hag ar re a zo marv e Krist a zo ivez kollet. 19 Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ. 20 Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv. 21 Rak pa'z eo deuet ar marv dre un den, an adsavidigezh a varv a zo ivez deuet dre un den. 22 Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist, 23 met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Krist d'e zonedigezh. 24 Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Doue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud, 25 rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid. 26 An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv. 27 Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n'emañ ket e-unan dindanañ. 28 Ha pa vo bet lakaet an holl draoù dindanañ, neuze ivez ar Mab e-unan a vo lakaet dindan an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ, evit ma vo Doue holl en holl. 29 Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv? 30 Ha perak omp-ni hon-unan da bep eur en arvar? 31 Bemdez e varvan, henn asuriñ a ran, gant al lec'h am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h e Jezuz-Krist hon Aotrou. 32 Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp. 33 N'en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat. 34 Dihunit hervez ar reizhder ha na bec'hit ket, rak bez' ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh. 35 Met unan bennak a lavaro: Penaos ec'h advev ar re varv, ha gant peseurt korf e teuont en-dro? 36 Diskiant! Ar pezh a hadez ne zeu ket da vezañ bev ma ne varv ket. 37 E-keñver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c'horf a dle genel, met ur c'hreunenn noazh, evel un ed pe un haderezh all bennak, 38 neuze Doue a ro dezhi ur c'horf evel ma fell dezhañ, ha da bep hadenn e ro he c'horf hec'h-unan. 39 Pep kig n'eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused. 40 Bez' ez eus ivez korfoù neñvel ha korfoù douarel, met unan eo sked reoù an neñv, unan all eo hini reoù an douar, 41 unan all eo sked an heol, unan all sked al loar, unan all sked ar stered, rak ur steredenn a zo disheñvel diouzh ur steredenn all dre he sked. 42 Evel-se eo ivez gant an adsavidigezh a-douez ar re varv. Ar c'horf a zo hadet breinus, adsevel a raio divreinus, 43 hadet eo en dizenor, adsevel a raio leun a c'hloar, hadet eo en dinerzhded, adsevel a raio leun a nerzh, 44 hadet eo korf naturel, adsevel a raio korf speredel. Bez' ez eus ur c'horf naturel ha bez' ez eus ur c'horf speredel, 45 hervez ma'z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez. 46 Met n'eo ket ar pezh a zo speredel a zo ar c'hentañ, met ar pezh a zo naturel, ar pezh a zo speredel a zeu goude. 47 An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv. 48 Evel ma'z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma'z eo an hini neñvel, evel-se eo ivez ar re neñvel. 49 Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel. 50 Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c'hig hag ar gwad ne c'hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n'he deus ket an divreinusted da hêrezh. 51 Setu, e lavaran deoc'h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheñchet 52 en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d'an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet. 53 Rak ret eo d'ar c'horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d'ar c'horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh. 54 Pa'z en devo ar c'horf breinus-mañ gwisket an divreinusted ha pa'z en devo ar c'horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh, neuze e vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet: Ar marv a zo bet lonket en trec'h. 55 O marv, pelec'h emañ da flemm? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da drec'h? 56 Flemm ar marv eo ar pec'hed, ha galloud ar pec'hed eo al lezenn. 57 Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec'h dre hon Aotrou Jezuz-Krist! 58 Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc'h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc'h anavezout penaos n'eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.

1 Korintiz 16

Ar gest evit ar sent

1 E keñver ar gest evit ar sent, grit evel ma em eus gourc'hemennet da Ilizoù Galatia. 2 Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac'hanoc'h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c'hello hervez e c'hounid, evit na c'hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c'hestoù. 3 Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroù ar re ho po dibabet evit mont gant ho aluzenoù da Jeruzalem. 4 Mar d-eo dereat ez afen-me ivez va-unan, e teuint asambles ganin.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

5 Mont a rin d'ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia. 6 Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc'h pe zoken e tremenin ar goañv, evit bezañ ambrouget ganeoc'h el lec'h bennak ma'z in. 7 Rak ne fell ket din ho kwelout ar wech-mañ en ur dremen, met ec'h esperan e chomin ganeoc'h un nebeud amzer, mar plij gant Doue. 8 Koulskoude e chomin en Efez betek ar Pantekost, 9 rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c'hounid, met kalz a enebourien a zo eno. 10 Mar deu Dimote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan. 11 Ra ne zisprizo den eta anezhañ, met ambrougit anezhañ e peoc'h evit ma teuio da'm c'havout, rak gortoz a ran anezhañ gant ar vreudeur. 12 E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d'ho kavout gant ar vreudeur, met n'eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu. 13 Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait. 14 Ra vo graet kement a rit gant karantez. 15 Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c'hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent, 16 bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan. 17 En em laouenaat a ran ma'z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak lec'hiet o deus en hoc'h ezvezañs, 18 kreñvaet o deus va spered hag hoc'h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se. 19 Ilizoù Azia a salud ac'hanoc'h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac'hanoc'h en Aotrou. 20 An holl vreudeur a salud ac'hanoc'h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel. 21 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. 22 Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! (= dont a ra an Aotrou!) 23 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! 24 Va c'harantez a zo ganeoc'h holl e Jezuz-Krist! Amen.

2 Korintiz 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Dimote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d'an holl sent a zo en Akaia a-bezh: 2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Doue a frealz ac'hanomp

3 Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz, 4 hor frealziñ a ra en hon holl c'hlac'haroù, evit ma c'hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac'har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue. 5 Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Krist. 6 Pa'z omp glac'haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c'houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c'houzañvomp ni ivez. Pa'z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh. 7 Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc'h anavezout penaos pa hoc'h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz. 8 Rak, breudeur, ne fell ket deomp n'oufec'h ket diwar-benn ar glac'har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec'hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m'hon doa zoken kollet an esper da zerc'hel hor buhez. 9 Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d'ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv. 10 Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac'hanomp c'hoazh. 11 Sikouret omp ivez ganeoc'h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c'hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.

Paol a gemm e raktres

12 Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c'houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue. 13 Rak ne skrivomp deoc'h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh, 14 evel ma hoc'h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz. 15 Er fiziañs-se eo e c'hoantaen da gentañ mont d'ho kavout evit m'ho pije un eil gras, 16 neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d'ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc'h e Judea. 17 Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez' eo hervez ar c'hig en hevelep doare ma vez ennon ar "ya, ya" hag an "nann, nann"? 18 Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc'h eus resevet diganeomp n'eo ket bet "ya" ha "nann". 19 Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc'h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Dimote, n'eo ket bet "ya" ha "nann", met bet eo "ya" ennañ. 20 Holl bromesaoù Doue a zo "ya" ennañ hag "Amen" ennañ, evit gloar Doue drezomp. 21 An hini en deus hon nerzhet ganeoc'h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue, 22 en deus hor siellet hag en deus roet deomp en hor c'halonoù arrez ar Spered. 23 Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc'h espern eo n'on ket aet c'hoazh da Gorint, 24 n'eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d'ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.

2 Korintiz 2

1 Divizet em boa eta ennon va-unan na zistrojen ket d'ho kavout en dristidigezh. 2 Rak mar glac'haran ac'hanoc'h, piv a laouenaio ac'hanon, nemet an hini a vo bet glac'haret ganin? 3 Kement-se am eus skrivet deoc'h evit na'm bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini. 4 Rak skrivet em eus deoc'h en ur glac'har bras, va c'halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac'hariñ met evit reiñ da anavezout deoc'h ar garantez vras am eus evidoc'h.

Ar pec'her a zo pardonet

5 Mar en deus graet unan bennak lec'h d'an dristidigezh, n'eo ket me hepken en deus glac'haret met c'hwi holl, da vihanañ evit lod, evit na lavarfen ket re. 6 A-walc'h eo d'un hevelep den bezañ bet kastizet gant an niver brasañ, 7 en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec'hiet gant un dristidigezh re vras. 8 Dre-se ho pedan da ziskouez dezhañ ho karantez. 9 Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc'h, evit anavezout, en ur amprouiñ ac'hanoc'h, hag oc'h sentus en holl draoù. 10 D'an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc'h dirak Krist, 11 evit ma n'en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n'omp ket hep anavezout e soñjoù.

Ministrerezh ha gloar an Emglev Nevez

12 Pa'z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m'en doa an Aotrou digoret un nor din, 13 ne'm eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne'm boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia. 14 Grasoù ra vo roet da Doue, dre ma laka ac'hanomp atav da drec'hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c'hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec'h. 15 Rak ni a zo c'hwezh-vat Krist dirak Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a zo kollet, 16 d'ar re-mañ ur c'hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d'ar re-se all ur c'hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se? 17 Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.

2 Korintiz 3

1 Hag en em lakaat a reomp a-nevez d'en em veuliñ hon-unan pe ezhomm hon eus, evel hiniennoù, eus lizhiri-erbediñ evidoc'h pe eus ho perzh? 2 C'hwi eo hol lizher, skrivet en hor c'halonoù, anavezet ha lennet gant an holl dud. 3 Anat mat eo penaos ez oc'h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoù maen met war daolennoù kig, war re ar galon. 4 Dre Krist eo hon eus un hevelep fiziañs dirak Doue. 5 N'eo ket e vefemp barrek ac'hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac'hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue. 6 Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez. 7 Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c'helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c'hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen, 8 pegement ministrerezh ar Spered ne vo ket gloriusoc'h? 9 Mar d-eo bet ministrerezh ar gondaonidigezh glorius, ministrerezh ar reizhder a fonn kalz muioc'h e gloar. 10 Ha mar d-eo bet glorius ar pezh kentañ, ne oa ket evit gwir abalamour da c'hloar dispar an eilvet. 11 Rak mar d-eo bet glorius ar pezh a dlee echuiñ, ar pezh a dle chom a zo kalz gloriusoc'h. 12 O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras, 13 ha ne reomp ket evel Moizez, a lakae ur ouel war e zremm evit na sellje ket start mibien Israel ouzh an diwezh eus ar pezh a dlee mont da netra. 14 Met o c'hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c'hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n'eo lamet nemet e Krist. 15 Hiziv c'hoazh, pa lenner Moizez, ur ouel a zo taolet war o c'halon, 16 met pa en em zistroont ouzh an Aotrou, ar ouel a zo lamet. 17 Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec'h ma'z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez. 18 Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d'eben gant an Aotrou Spered.

2 Korintiz 4

Un teñzor e listri douar

1 Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon. 2 Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez. 3 Mar d-eo hon Aviel kuzhet, ez eo kuzhet evit ar re a ya da goll, 4 evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c'hlevidigezh gant doue ar c'hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue. 5 Ne brezegomp ket ac'hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz. 6 Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c'halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist. 7 Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Doue ha nann deomp-ni. 8 Gwasket omp eus pep kostez met n'omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n'omp ket hep esperañs, 9 heskinet omp met n'omp ket dilezet, diskaret omp met n'omp ket distrujet, 10 dougen a reomp atav en hor c'horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'horf. 11 Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d'ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'hig marvel, 12 en hevelep doare ma labour ar marv ennomp hag ar vuhez ennoc'h. 13 Met hon eus an hevelep spered a feiz, hervez ma'z eo skrivet: Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Ni ivez a gred ha setu perak e komzomp, 14 oc'h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac'hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac'hanomp d'en em ziskouez ganeoc'h. 15 Rak an holl draoù-se a zo evidoc'h, evit ma teuio ar c'hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue. 16 Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz. 17 Rak hor glac'har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c'hloar peurbadus ha meurbet gwelloc'h, 18 pa'z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n'int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.

2 Korintiz 5

Hor chomlec'h neñvel

1 Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec'h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n'eo ket graet gant dorn an den. 2 Huanadiñ a reomp eno, o c'hoantaat gant bervder gwiskañ hor chomlec'h neñvel, 3 mar d-omp da vihanañ kavet gwisket ha nann en noazh. 4 E-pad ma'z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec'h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez. 5 Hag an hini en deus hor c'hrouet evit kement-se eo Doue, hag en deus roet deomp ivez arrez ar Spered. 6 Bez' omp eta bepred leun a fiziañs hag gouzout a reomp penaos e-keit ha ma chomomp er c'horf-mañ emaomp pell diouzh an Aotrou, 7 rak kerzhout a reomp dre ar feiz ha nann dre ar gweled. 8 Bez' omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc'h kuitaat ar c'horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou. 9 Dre-se ivez e klaskomp bezañ kavet plijus gantañ, pe e chomfemp ennañ pe ez afemp er-maez anezhañ. 10 Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.

Ministrerezh an adunvanidigezh

11 Oc'h anavezout eta an doujañs a dleer d'an Aotrou, e kendrec'homp an dud. Doue a anavez ac'hanomp hag ec'h esperan ec'h anavezit ivez ac'hanomp en ho koustiañsoù. 12 N'en em erbedomp ket a-nevez dirazoc'h, met reiñ a reomp deoc'h lec'h da gavout gloar abalamour deomp, evit ma c'hellot respont d'ar re en em ro gloar en diavaez ha nann er galon. 13 Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc'h. 14 Karantez Krist a wask ac'hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv. 15 Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito. 16 Dre-se n'anavezomp ken den hervez ar c'hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c'hig, bremañ n'anavezomp ken anezhañ en doare-se. 17 Ha ma'z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez. 18 An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh, 19 rak Doue a oa e Krist, oc'h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh. 20 Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc'h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue! 21 Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec'hed abalamour deomp an hini n'en deus ket anavezet ar pec'hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.

2 Korintiz 6

Dalc'husted Paol en e vinistrerezh

1 Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner, 2 rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh. 3 Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh, 4 met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroù, er poanioù, en ankenioù, 5 er goulioù, er prizonioù, en dispac'hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù, 6 er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion, 7 er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou, 8 e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude, 9 evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv, 10 evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennañ an holl draoù koulskoude. 11 Hor genoù hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet. 12 N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan. 13 Bremañ en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.

N'en em lakait ket dindan ur yev gant ar re zifeiz

14 N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn? 15 Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz? 16 Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl. 17 Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h. 18 Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.

2 Korintiz 7

Tristidigezh hervez Doue

1 O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c'hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c'hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue. 2 Degemerit ac'hanomp, n'hon eus graet droug da zen, n'hon eus noazet da zen, n'hon eus graet hor mad eus den. 3 Ne lavaran ket kement-mañ evit ho kondaoniñ, rak dija em eus lavaret ez oc'h en hor c'halonoù evit mervel asambles hag evit bevañ asambles. 4 Komz a ran ouzhoc'h gant kalz a hardizhegezh, ul lec'h mat am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c'hlac'haroù. 5 Rak abaoe ma'z on deuet e Makedonia, hor c'hig n'en deus bet diskuizh ebet, met glac'haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh. 6 Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit, 7 ha n'eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc'h, en ur reiñ da anavezout deomp ho c'hoant bras, ho taeroù, ho kred evidon, en hevelep doare ma'z eo bet kresket va levenez. 8 Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne'm eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer. 9 Bremañ en em laouenaan, nann abalamour ma em eus tristaet ac'hanoc'h, met abalamour ma he deus ho tristidigezh ho kaset da gaout keuz, rak tristaet oc'h bet hervez Doue, en hevelep doare ma n'hoc'h eus bet koll ebet eus hor perzh. 10 Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c'heuz a gas d'ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv. 11 Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n'he deus ket degaset ennoc'h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c'hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc'h eus e pep keñver ez oc'h glan en afer-se. 12 Evel-se pa em eus skrivet deoc'h, ne oa ket abalamour d'an hini en doa graet an droug nag abalamour d'an hini a oa bet graet dezhañ, met evit reiñ da anavezout deoc'h ar preder hon eus evidoc'h dirak Doue. 13 Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc'h c'hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec'het ganeoc'h holl. 14 Mar em eus tennet gloar ac'hanoc'h dirazañ en un dra bennak, n'em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir. 15 E garantez evidoc'h a zeu da vezañ c'hoazh brasoc'h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac'hanoc'h ha penaos hoc'h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn. 16 En em laouenaat a ran abalamour ma em eus fiziañs ennoc'h en holl draoù.

2 Korintiz 8

Dastum-arc'hant evit Iliz Jeruzalem

1 Ni a ro da anavezout deoc'h, breudeur, ar c'hras en deus roet Doue da Ilizoù Makedonia, 2 penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c'hlac'haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez. 3 Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d'o galloud, 4 o pediñ ac'hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent. 5 N'o deus ket zoken graet evel ma esperemp, met en em roet int da gentañ d'an Aotrou, ha neuze deomp-ni dre volontez Doue, 6 en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c'hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti. 7 Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c'hras. 8 Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc'hemenn, met evit amprouiñ dre c'hred ar re all gwirionded ho karantez. 9 Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c'hraet paour evidoc'h, evit ma vefec'h rentet pinvidik dre e baourentez. 10 E kement-se e roan deoc'h un ali, hag e tere ouzhoc'h, c'hwi hag hoc'h eus nann hepken kroget gant an oberenn-se, met ivez hoc'h eus bet ar youl d'hec'h ober adalek ar bloaz tremenet. 11 Peurechuit eta bremañ an oberenn-se, hag evel ma hoc'h eus diskouezet gred a vennad, kasit anezhi da benn ivez hervez ho kalloud. 12 Rak mar d-emañ ar gred ganeoc'h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n'eus ket. 13 Evit gwir arabat eo deoc'h bezañ re vec'hiet evit ma vo sikouret ar re all, 14 met ra vo ingalded etrezoc'h: ra zeuio ho fonnder da sikour en amzer a-vremañ o faourentez evit ma teuio o fonnder ivez da sikour ho paourentez, en hevelep doare ma vo ingalded 15 hervez ma'z eo skrivet: An hini a zastumas kalz n'en deus ket bet muioc'h, hag an hini a zastumas nebeut n'en deus ket bet nebeutoc'h. 16 Grasoù ra vo rentet da Doue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc'h e kalon Tit, 17 degemeret mat eo bet hon ali gantañ, hag ez eo aet en hent d'ho kwelout gant muioc'h a hast hag a galon-vat. 18 Kaset hon eus gantañ ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoù er pezh a sell ouzh an Aviel, 19 hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoù evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoù a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred. 20 Kemeret hon eus ar preder-se evit na c'hello den rebech ac'hanomp e-keñver mererezh an aluzenoù fonnus-se, 21 o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud. 22 Kaset hon eus ganto hor breur hon eus alies amprouet e c'hred e meur a wech, hag a ziskouezo anezhañ muioc'h c'hoazh ar wech-mañ abalamour d'ar fiziañs vras en deus ennoc'h. 23 Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c'henseurt ha va c'henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist. 24 Roit eta dezho, dirak an Ilizoù, prouennoù eus ho karantez hag eus al lec'h hon eus da dennañ gloar ac'hanoc'h.

2 Korintiz 9

1 N'eo ket ret din skrivañ deoc'h diwar-benn ar servij e-keñver ar sent, 2 rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac'hanoc'h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma'z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ. 3 Kaset em eus ar vreudeur evit na vo ket hor gloar ac'hanoc'h en aner e-keñver-se hag evit ma viot prest evel ma em eus lavaret, 4 gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec'h ket kavet prest ha na drofe kement-se d'hor mezh, evit tremen hep lavarout d'hoc'h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi. 5 Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d'ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez. 6 A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez. 7 Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez. 8 Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat, 9 hervez ma'z eo skrivet: Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a chom da virviken. 10 Hogen an hini a ro an had d'an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc'h hag a gresko deoc'h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder 11 evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c'hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac'hanomp da rentañ trugarekadennoù da Doue. 12 Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c'hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Doue gant meur a hini. 13 Reiñ a raint eta gloar da Doue evit ar sentidigezh a ziskouezoc'h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c'heñver hag e-keñver an holl. 14 Pediñ a reont evidoc'h, o karout ac'hanoc'h kalz abalamour d'ar c'hras c'hwek en deus graet Doue deoc'h. 15 Ra vo rentet trugarekadennoù da Doue evit e zonezon dilavarus!

2 Korintiz 10

Paol a zifenn e vinistrerezh

1 Me Paol, a bed ac'hanoc'h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc'h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa'z on pell diouzhoc'h, 2 pediñ a ran ac'hanoc'h na vo ket ret din, pa vin ganeoc'h, implijout gant fiziañs an hardizhegezh-se am eus soñj d'ober ganti a-enep hiniennoù a sell ouzhimp evel pa gerzhfemp hervez ar c'hig. 3 Rak petra bennak ma kerzhomp er c'hig, ne stourmomp ket hervez ar c'hig. 4 Rak hon armoù a vrezel n'int ket kigel, met galloudek int dre Doue evit diskar ar c'hreñvlec'hioù, 5 evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc'het da sentidigezh ouzh Krist, 6 ha prest omp da gastizañ pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh. 7 Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Krist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma'z eo-eñ da Krist, ni ivez a zo da Krist. 8 Pa dennfen gloar muioc'h c'hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne'm bo mezh ebet a gement-se, 9 evit na vo ket kredet e fellfe din ober aon deoc'h dre va lizheroù. 10 Rak, eme an dud, e lizheroù a zo garv ha nerzhus, met pa vez amañ, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz. 11 Ra anavezo an hini a gomz evel-se penaos evel ma'z omp en hor gerioù en hol lizheroù o vezañ pell diouzhoc'h, evel-se ivez ez omp en hon oberoù o vezañ dirazoc'h. 12 Ne gredomp ket en em heñvelaat pe en em geñveriañ ouzh hiniennoù e-touez ar re en em veul o-unan. Met oc'h en em vuzuliañ o-unan drezo o-unan hag oc'h en em geñveriañ o-unan outo o-unan, e tiskouezont n'o deus skiant ebet. 13 Met ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet. Er c'hontrol e chomomp e-barzh ar muzul eus al lodenn en deus Doue roet deomp evit dont betek ennoc'h. 14 N'en em astennomp ket pelloc'h eget n'eo dleet, ar pezh a vefe ma ne vijemp ket deuet betek ennoc'h. Met gwir eo ez omp deuet betek ennoc'h gant Aviel Krist. 15 Ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet, evel e labourioù ar re all, met esperout a reomp, pa vo kresket ho feiz, en em astennimp kalz pelloc'h en ur chom el lodenn a zo merket deomp, 16 hag e prezegimp an Aviel en tu all d'ho pro, hep tennañ gloar eus ar pezh a zo dija bet graet e lodenn ar re all. 17 Met an hini en em ro gloar dezhañ e-unan, ra en em roio gloar en Aotrou. 18 Rak n'eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.

2 Korintiz 11

Paol hag ar fals-ebestel

1 Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac'hanon. 2 Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Krist evel ur werc'hez c'hlan. 3 Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d'en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist. 4 Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzañvfec'h mat. 5 Met krediñ a ran n'on bet e netra izeloc'h eget ar wellañ ebestel. 6 Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n'on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù. 7 Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue? 8 Diwisket em eus Ilizoù all, o resev diganto ur gopr evit ho servijañ. 9 Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec'h deoc'h hag en em virin. 10 Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioù eus Akaia. 11 Perak? Dre ma n'ho karan ket? Doue a oar. 12 Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto. 13 Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist. 14 Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklêrijenn. 15 N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoù. 16 Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez. 17 Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ. 18 Pa en em ro gloar meur a hini hervez ar c'hig, me en em roio gloar ivez. 19 Rak e c'houzañvit a volontez vat ar re foll, c'hwi o vezañ fur. 20 Mar deu unan bennak d'ho mestroniañ, d'ho lonkañ, da gregiñ ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzañvit anezhañ. 21 Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober. 22 Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez. 23 Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioù, kalz muioc'h er goulioù, muioc'h er prizonioù, alies e riskl ar marv, 24 pemp gwech em eus bet digant ar Yuzevien daou-ugent taol skourjez nemet unan, 25 teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peñse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder. 26 Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hêrioù, e riskl el lec'hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur, 27 er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder. 28 Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù. 29 Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket? 30 Mar d-eo ret en em reiñ gloar, e tennin gloar eus va gwander. 31 An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier. 32 E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kêr an Damaskenianed evit kregiñ ennon, 33 met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech'et diouzh o daouarn.

2 Korintiz 12

Gweledigezhioù Paol

1 A dra-sur ne zere ket ouzhin en em reiñ gloar, rak e teuin da gomz eus gweledigezhioù ha diskuliadurioù a-berzh an Aotrou. 2 Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz 'zo; pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar. 3 Gouzout a ran penaos an den-se, pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar, 4 a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c'hell ket an den o distagañ. 5 Tennañ a rin gloar eus an den-se, met ne dennin ket gloar ac'hanon va-unan, nemet eus va dinerzhded. 6 Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac'hanon en tu all d'ar pezh a wel ennon pe d'ar pezh a glev diganin. 7 Ha gant aon n'en em c'hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c'hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c'hrabanata, evit n'en em uhelafen ket. 8 Teir gwech em eus pedet an Aotrou d'e bellaat diouzhin, 9 ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc'h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc'h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon. 10 Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa'z on dinerzh, neuze ez on kreñv.

Nec'hamant Paol

11 Foll on bet oc'h en em reiñ gloar, c'hwi eo hoc'h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc'h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n'on ket bet izeloc'h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n'on netra. 12 Ar prouennoù eus va abostolerezh o deus lugernet en ho touez dre ur basianted leun, dre virakloù, burzhudoù hag oberoù a c'halloud. 13 Rak e petra oc'h bet disteroc'h eget an Ilizoù all, nemet en dra ma ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h? Pardonit din ar gwall-se. 14 Setu, evit an trede gwech on prest da vont d'ho kavout ha ne viot ket bec'hiet ganin, rak n'eo ket ho madoù a glaskan, c'hwi hoc'h-unan eo. Evit gwir, n'eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale. 15 Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c'hoazh va-unan evit hoc'h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc'h, o karout ac'hanoc'h gant kement a garantez. 16 Mat! Ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h, met o vezañ un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin. 17 Ha tennet em eus un dra bennak diganeoc'h dre unan bennak eus ar re am eus kaset deoc'h? 18 Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantañ. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc'h? Ha n'hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoù? 19 Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc'h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ. 20 Rak aon am eus, pa'z in d'ho kavout, na gavin ket ac'hanoc'h evel ma fell din, ha na gavot ket ac'hanon evel ma fell deoc'h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù, 21 hag o tistreiñ d'ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na'm befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec'het diagent ha n'o deus ket bet keuz eus an dic'hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c'hadaliezh o deus graet.

2 Korintiz 13

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

1 Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet. 2 Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel ma chomfen en ho touez evit an eil gwech petra bennak ma'z on bremañ pell diouzhoc'h, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho, 3 peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n'eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc'h. 4 Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c'halloud Doue en ho keñver. 5 En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet. 6 Met esperout a ran ec'h anavezot penaos n'omp ket ni diveulet. 7 Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan. 8 Rak n'hon eus galloud ebet a-enep ar wirionez, met evit ar wirionez. 9 Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat. 10 Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezañ garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ. 11 A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h. 12 En em saludit an eil egile dre ur pok santel. 13 An holl sent a salud ac'hanoc'h. 14 Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc'h holl! Amen.

Galated 1

1 Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv, 2 hag an holl vreudeur a zo ganin, da Ilizoù Galatia: 3 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist, 4 a zo en em roet e-unan evit hor pec'hedoù evit hon tennañ eus ar c'hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad, 5 dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.

N'eus Aviel all ebet

6 Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c'hras Krist evit heuliañ un aviel all, 7 n'eo ket ma'z eus unan all, met bez' ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist. 8 Ha pa brezegfemp deoc'h ni hon-unan pe un ael eus an neñv un aviel disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc'h, ra vo milliget! 9 Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremañ: mar prezeg deoc'h unan bennak un aviel disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, ra vo milliget! 10 Rak daoust ha klask a ran kendrec'hiñ an dud pe Doue ? Ha klask a ran plijout d'an dud? Mar deufen da blijout d'an dud, ne vefen ket servijer Krist.

Paol galvet gant Doue

11 Disklêriañ a ran deoc'h, breudeur, an Aviel am eus prezeget n'eo ket eus an dud, 12 rak ne'm eus ket e resevet nag e zesket digant un den, met dre un diskuliadur a-berzh Jezuz-Krist. 13 Klevet hoc'h eus penaos e oa gwechall va c'hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi, 14 ha penaos ez aen pelloc'h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù. 15 Met pa'z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c'hras, 16 diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c'hig nag ar gwad 17 ha ne bignis ket da Jeruzalem da gavout ar re a oa bet ebestel a-raok din, met mont a ris da Arabia, ha goude e tistrois adarre da Zamask. 18 Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh, 19 met ne welis hini eus an ebestel all, nemet Jakez breur an Aotrou. 20 Er pezh a skrivan deoc'h, setu, dirak Doue n'eus gaou ebet. 21 Goude-se ez is da vroioù Siria ha Kilisia, 22 met ne oan ket anavezet dre va dremm gant Ilizoù Judea a zo e Krist. 23 An dra-mañ hepken o doa klevet: An hini en doa gwechall hon heskinet, a brezeg bremañ ar feiz a ziskare diagent. 24 Ha e roent gloar da Doue abalamour din.

Galated 2

Pevarzek vloaz goude ...

1 Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin. 2 Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d'ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner. 3 Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc'het, petra bennak ma oa Gresian. 4 Ha kement-se a c'hoarvezas abalamour d'ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh. 5 Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc'het ar wirionez eus an Aviel en ho touez. 6 E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc'h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n'o deus lavaret netra din. 7 Er c'hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc'h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc'hidi, 8 rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc'hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed, 9 ha pa anavezjont ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma'z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc'hidi. 10 Dleout a raemp hepken kaout soñj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked.

Paol a eneb ouzh Pêr

11 Met pa zeuas Pêr da Antioch, me a enebas outañ a-dal, dre ma telleze bezañ tamallet. 12 Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc'has pell diganto o kaout aon rak an amdroc'hidi. 13 Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh. 14 Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien? 15 Ni, Yuzevien a c'hanedigezh ha nann pec'herien a-douez ar baganed, 16 oc'h anavezout n'eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn. 17 Met e-pad ma'z omp o klask bezañ reishaet dre Krist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezañ kavet pec'herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec'hed? N'eo ket! 18 Rak mar adsavan an traoù am eus distrujet, en em zisklêrian va-unan un torrer eus al lezenn, 19 rak dre al lezenn eo ez on marv d'al lezenn, evit bevañ da Doue. 20 Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n'eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c'hoazh er c'hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c'haret hag a zo en em roet e-unan evidon. 21 Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.

Galated 3

Al lezenn hag ar feiz

1 O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec'h ken ouzh ar wirionez, c'hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc'h? 2 Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc'h: Ha resevet hoc'h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz? 3 Ha ken diskiant oc'h deuet? Goude bezañ kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc'h peurechuiñ bremañ gant ar c'hig? 4 Ha gouzañvet hoc'h eus kement en aner, mar d-eo koulskoude en aner? 5 An hini eta a ro deoc'h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz? 6 Evel ma kredas Abraham e Doue ha ma voe kement-se kontet dezhañ da reizhder, 7 gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham. 8 Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout! 9 Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz. 10 Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc'h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho. 11 Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz. 12 Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo. 13 Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c'hoad, 14 evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.

Al lezenn hag ar bromesa

15 Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d'e derriñ pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnañ. 16 Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d'e lignez. N'eo ket lavaret: D'e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da'z lignez, da lavarout eo Krist. 17 Setu ar pezh a lavaran: Diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c'hant tregont vloaz goude, n'he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa. 18 Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa. 19 Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d'an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour. 20 Hogen an hanterour n'eo ket etre unan hepken, met Doue a zo unan hepken. 21 Ha bez' emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N'eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c'hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn. 22 Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d'ar re a gred. 23 A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc'h al lezenn, e sell d'ar feiz a dlee bezañ diskuliet. 24 Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Krist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz. 25 Met ar feiz o vezañ deuet, n'emaomp ken dindan ar rener-se.

N'out ket sklavour ken, met mab

26 Rak holl oc'h mibien da Doue dre ar feiz e Jezuz-Krist, 27 c'hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc'h eus gwisket Krist warnoc'h. 28 N'eus ken na Yuzev na Gresian, n'eus ken na sklavour na den frank, n'eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc'h unan e Jezuz-Krist. 29 Ha mar d-oc'h da Krist, ez oc'h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.

Galated 4

1 Hogen e lavaran penaos keit ha ma'z eo an heritour bugel, n'eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma'z eo mestr a bep tra, 2 met emañ dindan renerien ha kulatored betek an amzer merket gant an tad. 3 Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed. 4 Met pa'z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn, 5 evit dasprenañ ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac'hanomp e advibien. 6 Ha dre ma'z oc'h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad! 7 Dre-se n'out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Doue dre Krist.

Paol chalet gant ar Galated

8 Gwechall, evit gwir, dre ma n'anavezec'h ket Doue, e servijec'h doueed ha n'int ket doueed dre o natur, 9 met bremañ pa hoc'h eus anavezet Doue, pe kentoc'h pa'z oc'h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c'hoazh d'ar c'hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc'h en em lakaat dindano a-nevez? 10 Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù. 11 Aon am eus evidoc'h ne'm befe labouret en aner en ho keñver. 12 Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc'h. N'hoc'h eus graet gaou ebet ouzhin. 13 Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc'h diaraok an Aviel e poanioù ar c'hig, 14 ha n'hoc'h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d'ar poanioù-se em c'hig, met va degemeret hoc'h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist. 15 Petra eta a rae neuze hoc'h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc'h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din. 16 Ha deuet on eta da vezañ hoc'h enebour o lavarout deoc'h ar wirionez? 17 Gredus int evidoc'h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito. 18 Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa'z on ganeoc'h en ho touez. 19 Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc'h, 20 hag e karfen bezañ bremañ asambles ganeoc'h ha cheñch va c'homzoù, rak e poan vras on abalamour deoc'h.

An daou emglev: Agar ha Sara

21 Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h bezañ dindan al lezenn, ha n'intentit ket al lezenn? 22 Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank. 23 Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c'hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa. 24 An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c'han evit ar sklavelezh, Agar eo, 25 rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale. 26 Met ar Jeruzalem d'an nec'h a zo frank, hi eo a zo mamm deomp holl, 27 rak skrivet eo: En em laouena, sec'henn, te na c'hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c'houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried. 28 Evidomp, breudeur, ni a zo bugale ar bromesa evel Izaak, 29 hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c'hig, evel-se emañ ivez bremañ. 30 Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n'en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank. 31 Breudeur, n'omp ket bugale ar sklavourez, met bugale ar wreg frank.

Galated 5

Ar frankiz e Krist

1 Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n'en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh. 2 Setu, me Paol, a lavar deoc'h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc'het, Krist ne servijo da netra deoc'h. 3 Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc'het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh. 4 Er-maez eus Krist emaoc'h, c'hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c'hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c'hras. 5 Rak evidomp, dre ar Spered, e c'hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder. 6 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h ne servij da netra, nag an diamdroc'h, met ar feiz o labourat dre ar garantez. 7 Redek mat a raec'h, piv en deus ho harzet ma ne sentit ken ouzh ar wirionez? 8 Al ali-se ne zeu ket eus an hini en deus ho kalvet. 9 Un tamm goell a laka an toaz holl da c'hoiñ. 10 Ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac'hanoc'h a zougo ar poan a gement-se, n'eus forzh piv bennak eo. 11 Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc'h, perak ez on c'hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra. 12 Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac'hanoc'h!

Ar vuhez er Spered

13 Breudeur, galvet oc'h bet d'ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c'hig, met bezit dre garantez servijer an eil d'egile. 14 Rak al lezenn a-bezh a zo peurc'hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 15 Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec'h distrujet an eil gant egile. 16 Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c'hoantoù ar c'hig. 17 Rak ar c'hig en deus c'hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c'hig, an daou a zo kontrol an eil d'egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc'h. 18 Mar d-oc'h renet gant ar Spered, n'oc'h ket didan al lezenn. 19 Hogen oberoù ar c'hig a zo anat: bez' int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh, 20 idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù, 21 avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc'h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh. 22 Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz, 23 douster, mestroni an-unan. Al lezenn n'eo ket a-enep an traoù-se. 24 Ar re a zo da Krist o deus kroazstaget ar c'hig gant e youloù drouk hag e c'hoantegezhioù. 25 Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered. 26 Na glaskomp ket ur gloar aner, oc'h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.

Galated 6

1 Breudeur, mar degouezh d'un den bezañ kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet. 2 Dougit bec'hioù an eil egile hag e peurc'hrot evel-se lezenn Krist. 3 Mar soñj d'un den bezañ un dra bennak, pa n'eo netra, en em drompl e-unan. 4 Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all, 5 rak pep hini a zougo e vec'h e-unan. 6 An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d'an hini a gelenn anezhañ. 7 N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez. 8 An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus. 9 N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket. 10 Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz. 11 Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc'h gant va dorn va-unan. 12 Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezañ amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist. 13 Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig. 14 Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed. 15 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez. 16 Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue! 17 A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoù an Aotrou Jezuz.

Saludoù da glozañ

18 Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.

Efeziz 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz: 2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.

Bennozhioù e Jezuz-Krist

3 Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel e Krist. 4 Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez, 5 o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez, 6 da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C'haret-mat. 7 Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras 8 en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant, 9 o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan, 10 penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar. 11 Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez, 12 evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist. 13 Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet, 14 hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.

Trugarekadennoù ha pedennoù

15 Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent, 16 ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù, 17 evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiñ deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh, 18 ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperañs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent, 19 ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh, 20 displeget gantañ e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel, 21 dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezañ anvet, nann zoken er c'hantved-mañ met ivez en hini da zont. 22 Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz, 23 hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.

Efeziz 2

Ar vuhez roet evit netra

1 C'hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec'hedoù, 2 hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh. 3 En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoù hor c'hig, oc'h oberiañ hervez youloù ar c'hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all. 4 Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti, 5 pa oamp marv en hor pec'hedoù, en deus hon degaset asambles d'ar vuhez e Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet, 6 en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec'hioù neñvel e Jezuz-Krist, 7 evit diskouez er c'hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heñver e Jezuz-Krist. 8 Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo. 9 N'eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet. 10 Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.

Unanet e Krist

11 Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'h gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den, 12 c'hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed. 13 Met bremañ, e Jezuz-Krist, c'hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist. 14 Rak eñ eo hor peoc'h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti, 15 o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoù dalc'het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc'h, 16 hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni. 17 Deuet eo da brezeg ar peoc'h deoc'h-c'hwi a oa pell ha d'ar re a oa tost, 18 rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered. 19 Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc'hizien d'ar sent hag eus ti Doue, 20 o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn; 21 ennañ an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou, 22 ennañ ivez ez oc'h savet asambles evit bezañ ur chomlec'h da Doue er Spered.

Efeziz 3

Ar baganed a zo kenheritourien

1 Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc'h-c'hwi ar baganed, 2 mar hoc'h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc'h, 3 penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivañ e nebeut a c'herioù, 4 ha dre eno e c'hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist, 5 ha n'eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma'z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d'e ebestel santel ha d'e brofeded, 6 da c'houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel, 7 graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c'halloud. 8 Ar c'hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist 9 hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist, 10 evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc'h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d'ar priñselezhioù ha d'an nerzhioù el lec'hioù neñvel, 11 hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou, 12 ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ. 13 Dre-se eo e c'houlennan diganeoc'h na gollot ket kalon abalamour d'ar poanioù a c'houzañvan evidoc'h, ar pezh a ra ho kloar.

Karantez an Aotrou

14 Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, 15 a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec'h anv dioutañ, 16 evit ma roio deoc'h, hervez pinvidigezhioù e c'hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh, 17 evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez, 18 e c'hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder, 19 hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue. 20 D'an hini a c'hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc'h eget na c'houlennomp ha na soñjomp, 21 dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.

Efeziz 4

Unander e korf Jezuz-Krist

1 Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ, 2 e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez, 3 oc'h en em stagañ da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h. 4 Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh, 5 un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken, 6 un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl. 7 Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist. 8 Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud. 9 Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioù izelañ eus an douar? 10 An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù. 11 Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored, 12 evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist, 13 betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist, 14 evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh, 15 met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist. 16 Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.

An den kozh hag an den nevez

17 Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù. 18 Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon, 19 o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded. 20 Met n'eo ket evel-se hoc'h eus desket Krist, 21 da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ 22 da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù tromplus, 23 d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh, 24 ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez. 25 Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile. 26 Mar en em lakait e fulor, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor 27 ha na roit ket digor d'an diaoul. 28 An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an hini a zo en ezhomm. 29 Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo. 30 Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantañ evit deiz an dasprenadur. 31 Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez. 32 Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d'egile, evel m'en deus Doue pardonet deoc'h ivez e Krist.

Efeziz 5

1 Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat, 2 kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Doue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh vat. 3 Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent, 4 na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù. 5 Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue. 6 Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak abalamour d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent. 7 N'ho pez ket eta a lod ganto. 8 Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn, 9 rak frouezh ar Spered en em zalc'h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez. 10 Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou, 11 n'ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho. 12 Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh, 13 met kement a zo lakaet d'ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn. 14 Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout. 15 Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur, 16 adprenit an amzer rak an deizioù a zo fall. 17 Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou. 18 N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered, 19 komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d'an Aotrou. 20 Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist. 21 Plegit an eil d'egile e doujañs Doue.

Ezhec'h ha gwragez

22 Gwragez, plegit d'hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel d'an Aotrou, 23 abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ. 24 Hag evel ma pleg an Iliz da Krist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoù. 25 Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti, 26 evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger, 27 evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam. 28 Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan, 29 rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz, 30 dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern. 31 Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig. 32 Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz. 33 Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec'h ozhac'h.

Efeziz 6

Bugale ha kerent

1 Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo. 2 Enor da dad ha da vamm, ar c'hentañ gourc'hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ: 3 Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar. 4 Ha c'hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.

Mevelien ha mistri

5 Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c'hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist, 6 o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met oc'h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist, 7 o servijañ gant karantez an Aotrou ha nann an dud, 8 o c'houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet. 9 Ha c'hwi mistri, grit en hevelep doare en o c'heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c'houzout hoc'h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.

Harnez Doue

10 A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c'halloudek. 11 Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot derc'hel start a-enep troidelloù an diaoul. 12 Rak n'eo ket a-enep ar c'hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec'hioù uhel. 13 Dre-se kemerit ganeoc'h harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec'het pep tra, e talc'hot start. 14 Dalc'hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder, 15 en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc'h, 16 krogit dreist-holl skoed ar feiz da c'hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk, 17 kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue, 18 o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc'husted hag o pediñ evit an holl sent, 19 hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel 20 ma'z on ar c'hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.

Saludoù da glozañ

21 Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc'h pep tra. 22 Kaset em eus anezhañ deoc'h evit-se, evit ma ouiot petra a c'hoarvez war-dro deomp ha ma tic'hlac'haro ho kalonoù. 23 Ra vo ar peoc'h roet d'ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! 24 Ra vo ar c'hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.

Filipiz 1

1 Paol ha Dimote, servijerien Jezuz-Krist, d'an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d'an eskibien ha d'an diagoned: 2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadennoù ha pedennoù

3 Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma soñjan ennoc'h, 4 o pediñ bepred evidoc'h holl gant levenez em holl c'houlennoù, 5 abalamour ma hoc'h eus bet lod en Aviel adalek an deiz kentañ betek vremañ. 6 Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc'h he feurc'hraio betek deiz Jezuz-Krist. 7 Reizh eo em befe ar menozioù-se ac'hanoc'h holl, rak me am eus ac'hanoc'h holl em c'halon, c'hwi kenlodeien ganin er c'hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ. 8 Rak Doue a zo test din pegement e karan ac'hanoc'h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist. 9 Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc'h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant, 10 evit ma c'hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist, 11 leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.

Paol ereet evit Krist

12 Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec'h penaos ar pezh a zo c'hoarvezet ganin a zo troet kentoc'h evit kreskadurezh an Aviel, 13 en hevelep doare ma'z eo deuet va ereoù enorus e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec'hioù all, 14 hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc'h a hardizhegezh hag hep aon. 15 Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat. 16 Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediñ kreskiñ va glac'har em ereoù, 17 met ar re all a ra dre garantez, oc'h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel. 18 N'eus forzh? E pep doare bennak ma vefe, pe dre ur gred diskouezus pe gant wirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se en em laouenaan hag en em laouenain c'hoazh. 19 Rak gouzout a ran e troio kement-se da'm silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist, 20 hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne'm bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Krist em c'horf c'hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv. 21 Rak evidon Krist eo ar vuhez, hag ar marv a zo din ur gounid. 22 Met mar d-eo mat evit va labour bevañ er c'hig, n'ouzon ket ar pezh a dlean c'hoantaat. 23 Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c'hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc'h din, 24 met talvoudusoc'h e vefe deoc'h e chomfen er c'hig. 25 Anavezout mat a ran, me a chomo hag a gendalc'ho ganeoc'h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz, 26 evit m'ho po ennon, dre va distro en ho touez, ul lec'h d'en em veuliñ gant leunder e Jezuz-Krist.

An hevelep stourm

27 Lakait evezh hepken d'en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d'ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac'hanoc'h e talc'hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel, 28 hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc'h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue, 29 rak roet en deus deoc'h ar c'hras, abalamour da Krist, nann hepken da grediñ ennañ met c'hoazh da c'houzañv evitañ, 30 o ren ur stourm heñvel ouzh an hini ma hoc'h eus va gwelet ennañ ha ma'c'h anavezit emaon c'hoazh ennañ.

Filipiz 2

Izelegezh Jezuz-Krist

1 Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic'hlac'har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak, 2 leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc'h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù. 3 Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan. 4 Na sello ket pep hini ac'hanoc'h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all. 5 Ra vo ennoc'h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist, 6 o vezañ e stumm Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Doue, 7 met en em ziwisket eo e-unan o vezañ kemeret stumm ur servijer, o tont heñvel ouzh an dud, 8 hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc'h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz. 9 Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv, 10 evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar, 11 ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.

Labourit d'ho silvidigezh

12 Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn, 13 rak Doue eo a laka ennoc'h ar c'hoant hag an ober, hervez e blijadur mat. 14 Grit pep tra hep grozmolat na tabutal, 15 evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed, 16 o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c'hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner. 17 Ha zoken ma'z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl. 18 C'hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.

Dimote hag Epafrodit kaset da Filipi

19 Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Dimote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn. 20 Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac'hanoc'h, 21 rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist. 22 Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa'z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad. 23 Esperout a ran eta e gas deoc'h kerkent ha ma em bo gwelet ar stad eus va aferioù, 24 hag ar fiziañs-mañ am eus en Aotrou penaos e teuin ivez prest me va-unan. 25 Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, an hini hoc'h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù, 26 rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klañv. 27 Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na'm bije ket tristidigezh war dristidigezh. 28 Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m'ho po levenez o welout anezhañ ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh. 29 Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se. 30 Rak bet eo tost d'ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac'hanon er servij na c'hellec'h ket reiñ din hoc'h-unan.

Filipiz 3

Bezit heñvel ouzh Paol

1 A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc'h an hevelep traoù, hag evidoc'h kement-se eo ho surentez. 2 Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc'hidi. 3 Rak ni a zo an amdroc'hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c'hig, 4 petra bennak ma c'hellfen ivez en em fiziout er c'hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c'hig, me a c'hellfe c'hoazh muioc'h, 5 me, amdroc'het d'an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn, 6 heskiner an Iliz e-keñver ar gred, divlam e-keñver reizhder a zo el lezenn. 7 Met an traoù-se hag a oa din ur gounid, em eus o sellet evel ur c'holl abalamour da Krist. 8 Ya, sellout a ran pep tra evel ur c'holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c'hounezin Krist 9 ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz. 10 Evel-se ec'h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv, 11 evit tizhout, mar gellan, an adsavidigezh a-douez ar re varv. 12 N'eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma'z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist. 13 Breudeur, er pezh a sell ac'hanon ne gredan ket em befe tapet ar priz, met e ran un dra: oc'h ankounac'haat ar pezh a zo war va lerc'h hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon, 14 e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist. 15 Neuze mar d-omp-ni holl peurvat, ret eo deomp soñjal evel-se; ha mar soñjit en un doare all diwar-benn un dra bennak, Doue en diskulio deoc'h ivez. 16 Koulskoude, el lec'h ma'z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc'homp an hevelep soñjoù. 17 Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc'h eus ennomp. 18 Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc'h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ. 19 O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c'hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar. 20 Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec'h e c'hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist. 21 Eñ a gemmo hor c'horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c'hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.

Filipiz 4

Alioù a bep seurt

1 Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat. 2 Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou. 3 Da bediñ a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c'henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez. 4 En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait. 5 Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost. 6 Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez, 7 ha peoc'h Doue, o trec'hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist. 8 A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoù-se en ho soñjoù. 9 Ar pezh hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc'h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h.

Trugarekadenn evit an donezonoù

10 Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus bremañ lakaet da advleuniañ ho santadoù evidon. Evit gwir e soñjec'h, met an tu a vanke deoc'h. 11 Ne lavaran ket kement-se abalamour da'm paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m'en em gavan enni. 12 Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez. 13 Gallout a ran pep tra dre Krist a nerzheka ac'hanon. 14 Koulskoude mat hoc'h eus graet o kemer lod em glac'har. 15 Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h, 16 rak pa oan e Desalonike hoc'h eus kaset din ur wech ha div zoken peadra da bourvezañ da'm ezhommoù. 17 N'eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh. 18 Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h evel ur prof a c'hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue. 19 Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist. 20 Da Doue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.

Saludoù da glozañ

21 Saludit an holl sent e Jezuz-Krist. Ar vreudeur a zo ganin a salud ac'hanoc'h. 22 An holl sent a salud ac'hanoc'h, dreist-holl ar re eus ti Kezar. 23 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.

Koloseiz 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, ha Dimote hor breur, 2 d'ar sent ha d'ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadennoù ha pedennoù

3 Trugarekaat a reomp Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, hag e pedomp dalc'hmat evidoc'h, 4 o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent, 5 abalamour d'an esperañs a zo miret evidoc'h en neñvoù, hoc'h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel, 6 a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec'h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc'h eus klevet hag hoc'h eus anavezet gras Doue er wirionez. 7 Kelennet oc'h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c'henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc'h ur ministr feal eus Krist 8 hag en deus roet deomp da anavezout ho karantez er Spered. 9 Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n'hon eus ket paouezet da bediñ evidoc'h ha da c'houlenn ma vefec'h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel, 10 en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue, 11 kreñvaet e pep doare hervez e c'halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc'husted el levenez, 12 o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn. 13 Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet, 14 hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù.

Dreistelezh Jezuz-Krist

15 Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c'hentañ-ganet eus an holl grouadelezh. 16 Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ. 17 Emañ a-raok pep tra, ha pep tra en em gendalc'h drezañ. 18 Eñ eo penn ar c'horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc'ho ar renk kentañ e pep tra. 19 Rak plijet eo bet lakaat pep leunder da chom ennañ. 20 Hag, o vezañ graet ar peoc'h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù. 21 C'hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc'h oberoù fall, 22 a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d'en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall, 23 gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc'h eus klevet, a zo bet prezeget d'an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.

Labour Paol evit an Iliz

24 En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc'h, hag e peurechuan em c'hig da c'houzañv an dilerc'h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz, 25 anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn, 26 ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoù hag an holl oadoù, met a zo bremañ disklêriet d'e sent. 27 Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c'houzout eo: Krist ennoc'h, an esperañs eus ar gloar. 28 Eñ eo an hini a brezegomp, oc'h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz. 29 Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.

Koloseiz 2

1 Rak me a fell din e c'houezfec'h pegen bras eo ar stourm a c'houzañvan evidoc'h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n'o deus ket gwelet va dremm er c'hig, 2 evit ma vo o c'halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist, 3 dalc'het ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar c'houiziegezh. 4 Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac'hanoc'h gant prezegennoù touellus. 5 Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc'h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.

Frankiz ar vuhez e Krist

6 Evel-se eta, pa hoc'h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennañ, 7 gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc'h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù. 8 Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac'hanoc'h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist. 9 Rak ennañ e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf, 10 hag hoc'h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh. 11 Ennañ ivez oc'h bet amdroc'het gant un amdroc'h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c'horf eus pec'hedoù ar c'hig, ar pezh eo amdroc'h Krist, 12 o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc'h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv. 13 Pa oac'h marv en ho pec'hedoù hag e diamdroc'h ho kig, en deus ho tegaset d'ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc'h hoc'h holl zisentidigezhioù, 14 diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac'hanomp, en deus o c'haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz, 15 o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec'het e-unan war ar groaz. 16 Ra ne varno eta den ac'hanoc'h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad, 17 kement-se a oa skeudenn an traoù a dlee dont, met ar c'horf a zo e Krist. 18 Ra ne dapo den ar priz diganeoc'h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n'en deus ket gwelet, o vezañ c'hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel, 19 hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c'horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue. 20 Mar d-oc'h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec'hier ac'hanoc'h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec'h c'hoazh er bed: 21 Na zebr ket, na dañva ket, na stok ket, 22 urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc'hemennoù ha kredennoù an dud? 23 An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c'horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c'hell plijout d'ar c'hig.

Koloseiz 3

Ar vuhez nevez e Krist

1 Mar d-oc'h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoù an nec'h, e-lec'h ma emañ Krist azezet a-zehou da Doue. 2 Kavit mat traoù an nec'h ha nann reoù an douar, 3 rak marv ez oc'h hag ho puhez a zo kuzhet gant Krist e Doue. 4 Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar. 5 Lakait eta da vervel en hoc'h izili ar pezh a zalc'h d'an douar, ar c'hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc'hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh, 6 rak abalamour d'an traoù-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh. 7 C'hwi ivez hoc'h eus gwechall kerzhet en traoù-se, pa vevec'h enno. 8 Met bremañ, c'hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c'homzoù dizonest a c'hellfe dont er-maez eus ho kenoù. 9 Na lavarit ket a c'hevier an eil d'egile, o vezañ diwisket diwarnoc'h an den kozh hag e oberoù, 10 hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer. 11 Amañ n'eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc'het na diamdroc'h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl. 12 Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted, 13 o c'houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d'egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc'h, c'hwi ivez grit evel-se. 14 Met dreist an holl draoù-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo. 15 Ha ra reno peoc'h Doue en ho kalonoù, galvet oc'h bet dezhañ evit bezañ ur c'horf hepken, ha bezit anaoudek. 16 Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc'h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d'an Aotrou gant anaoudegezh vat. 17 Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.

Ezhec'h ha gwragez; bugale ha kerent

18 Gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel ma tere en Aotrou. 19 Ezhec'h, karit ho kwragez ha n'en em drenkit ket a-enep dezho. 20 Bugale, sentit ouzh ho tud en holl draoù rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou. 21 Tadoù, na hegit ket ho pugale gant aon na gollfent kalon.

Mevelien ha mistri

22 Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c'hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue. 23 Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud, 24 o c'houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou. 25 Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.

Koloseiz 4

1 Mistri, roit d'ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c'houzout penaos hoc'h eus ivez ur Mestr en neñvoù.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

2 Kendalc'hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù. 3 Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù, 4 hag evit ma roin d'e anavezout evel ma tlean komz diwar e benn. 5 En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer. 6 Ra vo atav ho komz leun a c'hras ha temzet gant holen, en un doare da c'houzout respont da bep hini evel ma'z eo dleet. 7 Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c'henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc'h an traoù a sell ouzhin. 8 E gas a ran deoc'h a-ratozh evit ma'c'h anavezo an traoù a sell ouzhoc'h ha ma frealzo ho kalonoù, 9 gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklêriañ a raint deoc'h kement a dremen amañ. 10 Aristark, va c'henbrizoniad, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc'h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d'ho kavout, degemerit anezhañ. 11 Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac'hanoc'h. Bez' int eus an amdroc'h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon. 12 Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac'hanoc'h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc'h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet en holl volontez Doue. 13 Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc'h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz. 14 Lukaz, ar medisin karet-mat, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Demaz. 15 Saludit ar vreudeur a zo e Laodikea, ha Nimfaz hag an Iliz a zo en e di. 16 Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c'hwi ivez an hini eus Laodikea. 17 Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac'h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat. 18 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Ho pet soñj eus va ereoù. Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.

1 Desalonikiz 1

1 Paol, Silvan ha Dimote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn evit feiz an Desalonikiz

2 Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiñ ac'hanoc'h en hor pedennoù, 3 o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist. 4 Gouzout a reomp, breudeur karet-mat gant Doue, penaos oc'h bet dibabet, 5 rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac'hanoc'h. 6 Bet oc'h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroù, gant levenez ar Spered-Santel, 7 en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia. 8 Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz. 9 Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Doue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion, 10 hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac'hanomp eus ar gounnar da zont.

1 Desalonikiz 2

Labour Paol e Desalonike

1 C'hwi hoc'h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n'eo ket bet difrouezh. 2 Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc'h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc'h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras. 3 Rak n'eus bet en hor prezegerezh nag errol, na tra lous ebet, na tromplerezh. 4 Met evel m'en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d'an dud, met da Doue a amprou hor c'halonoù. 5 Rak n'hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc'h, na labouret dre zroukc'hoant, Doue a zo test a gement-se. 6 N'hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c'hellemp pouezañ warnoc'h gant galloud evel ebestel Krist, 7 met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale, 8 evel-se, leun a evezh evidoc'h, hor bije karet reiñ deoc'h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc'h ur garantez vras. 9 Soñj hoc'h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h deoc'h eo hon eus prezeget deoc'h Aviel Doue. 10 Testoù oc'h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c'hwi ar re a gred. 11 Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac'hanoc'h, evel un tad e-keñver e vugale, 12 evit m'en em renit en un doare dellezek eus Doue a c'halv ac'hanoc'h d'e rouantelezh ha d'e c'hloar.

Feiz an Desalonikiz ha mision Dimote

13 Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc'h rak, pa hoc'h eus resevet ger Doue disklêriet deoc'h ganeomp, hoc'h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma'z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc'h-c'hwi ar re a gred. 14 Rak c'hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc'h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc'h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien, 15 int hag o deus lakaet d'ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Doue, hag a zo enebourien d'an holl dud, 16 o virout ouzhimp da gomz d'ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc'h muzul o fec'hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin. 17 Evidomp, breudeur, o vezañ bet pellaet diouzhoc'h abaoe ur pennad amzer a gorf ha nann a galon, hon eus bet kement muioc'h a c'hoant hag a hast d'ho kwelout a-nevez. 18 Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d'ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d'henn ober. 19 Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c'hurunenn a c'hloar? Ha n'eo ket c'hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh? 20 Ya, c'hwi eo hor gloar hag hol levenez.

1 Desalonikiz 3

1 Dre-se, o vezañ ma ne c'hellemp ket gortoz pelloc'h, karet hon eus muioc'h chom hon-unan en Aten, 2 hag hon eus kaset Dimote hor breur, ministr Doue, hor c'henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc'h aliañ diwar-benn ho feiz, 3 evit na vo den brañsellet er glac'haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc'h-unan ez omp tonket evit kement-se. 4 Pa oamp ganeoc'h, hon eus lavaret deoc'h en a-raok hor bije da c'houzañv poanioù, evel ma'z eo c'hoarvezet hag evel ma ouzoc'h. 5 O vezañ ne c'hellen ket gortoz pelloc'h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n'en dije an tempter touellet ac'hanoc'h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.

An Aviel kemennet gant Dimote

6 Met bremañ Dimote, o vezañ distroet eus ho kichen d'hor c'havout, en deus degaset deomp keloù mat diwar-benn ho feiz hag ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac'hanomp, o c'hoantaat hor gwelout evel ma c'hoantaomp hon-unan ho kwelout. 7 Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c'hlac'haroù hag ankenioù. 8 Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou. 9 Pebezh trugarez na c'hellomp ket reiñ da Doue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc'h! 10 Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c'hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d'ho feiz. 11 Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c'hammedoù war-zu ennoc'h, 12 ha ra lakaio ac'hanoc'h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver, 13 ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.

1 Desalonikiz 4

Ar santelezh hag ar garantez

1 A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Doue, ni ho ped hag hoc'h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc'h-muiañ. 2 Rak gouzout a rit peseurt gourc'hemennoù hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz. 3 Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh, 4 ra ouezo pep hini ac'hanoc'h derc'hel e gorf er santelezh hag en onestiz 5 hep en em reiñ d'un droukc'hoant fall evel ma ra ar baganed n'anavezont ket Doue, 6 ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc'hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc'h. 7 Rak Doue n'en deus ket hor galvet d'an dic'hlanded met d'ar santelezh. 8 An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel. 9 E keñver ar garantez etre breudeur, n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, rak hoc'h-unan hoc'h eus desket digant Doue karout an eil egile, 10 ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec'h aliomp ac'hanoc'h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc'h-muiañ, 11 da vezañ aketus da vevañ e peoc'h, d'en em reiñ d'hoc'h aferioù hoc'h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc'h-unan evel ma hon eus gourc'hemennet deoc'h, 12 evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n'ho po ezhomm eus tra ebet.

Dilamerezh an Iliz

13 Ha ne fell ket din, breudeur, e viot hep gouzout ar pezh a sell ouzh ar re a zo kousket, evit na viot ket glac'haret evel an dud all ha n'o deus ket esperañs. 14 Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantañ ar re a vo kousket e Jezuz. 15 Ni a zisklêri deoc'h kement-mañ hervez ger an Aotrou: Ni ar re vev, ar re a vo chomet evit donedigezh an Aotrou, ne ziaraogimp ket ar re a zo kousket. 16 Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d'un arouez roet, da vouezh an arc'hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ; 17 neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d'en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou. 18 En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.

1 Desalonikiz 5

Beilhomp

1 Diwar-benn an amzerioù hag ar pennadoù, n'eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, breudeur, 2 gouzout mat a rit hoc'h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. 3 Rak pa lavarint: Peoc'h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c'hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec'hint ket. 4 Met c'hwi, breudeur, n'emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc'h evel ul laer, 5 c'hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N'omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn. 6 Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek. 7 Rak ar re a gousk a gousk en noz, hag ar re en em vezv en em vezv en noz. 8 Met ni pa'z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh. 9 Rak Doue n'en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist, 10 eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ. 11 Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

12 Ho pediñ a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc'h hervez an Aotrou hag ho kelenn, 13 ha da gaout evito ur garantez vrasoc'h abalamour d'o labour. Bezit e peoc'h etrezoc'h. 14 Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl. 15 Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc'h hag e-keñver an holl. 16 Bezit laouen bepred. 17 Pedit hep paouez. 18 Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver. 19 Na vougit ket ar Spered. 20 Na zisprizit ket ar profediezhoù. 21 Amprouit pep tra, dalc'hit ar pezh a zo mat. 22 En em virit diouzh pep doare a zroug. 23 Ra santelaio an Doue a beoc'h e-unan kement a zo ennoc'h, ha ra vo miret divlam hoc'h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist. 24 An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se. 25 Breudeur, pedit evidomp. 26 Saludit an holl vreudeur dre ur pok santel. 27 Hoc'h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d'an holl vreudeur santel. 28 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.

2 Desalonikiz 1

1 Paol, Silvan ha Dimote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: 2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn ha pedenn

3 Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc'hmat evidoc'h, evel ma'z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc'h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc'h eus an eil e-keñver egile, 4 en hevelep doare ma tennomp gloar ac'hanoc'h en Ilizoù Doue, abalamour d'ho pasianted ha d'ho feiz en hoc'h holl heskinoù hag er c'hlac'haroù a c'houzañvit, 5 ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c'houzañvit poan eviti. 6 Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac'har d'ar re ho klac'har, 7 ha ma rofe deoc'h-c'hwi a zo glac'haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c'halloud, e-kreiz flammoù-tan, 8 evit tennañ veñjañs eus ar re n'anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist. 9 Gouzañv a raint o c'hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c'halloud, 10 pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc'h eus d'an testeni hon eus douget deoc'h. 11 Dre-se ivez e pedomp dalc'hmat evidoc'h, evit ma kavo hon Doue ac'hanoc'h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc'hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz, 12 ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc'h, ha deoc'h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.

2 Desalonikiz 2

Donedigezh an Aotrou hag emziskouez mab ar gollidigezh

1 Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantañ, e pedomp ac'hanoc'h, breudeur, 2 n'en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec'het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist. 3 Ra ne dromplo den ac'hanoc'h e doare ebet. Rak ret eo e c'hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec'hed, mab ar gollidigezh, 4 an enebour a sav dreist kement a c'halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc'h en em reiñ e-unan evel Doue. 5 Ha n'hoc'h eus ket soñj em eus lavaret an traoù-se deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h? 6 Bremañ gouzout a rit petra a harz outañ, evit ma n'en em ziskouezo nemet en e amzer. 7 Rak mister an direizhder a labour dija, o c'hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ. 8 Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c'hwezh e c'henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh. 9 Emziskouez an hini fallakr-se a c'hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos, 10 ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n'o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet. 11 Dre-se Doue a gaso dezho un nerzh a errol, evit ma kredint er gaou, 12 evit ma vo kondaonet ar re holl n'o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.

Dalc'hit start

13 Met e tleomp trugarekaat Doue dalc'hmat abalamour deoc'h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez. 14 Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc'h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist. 15 Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc'hit ar gelennadurezh hoc'h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher. 16 Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c'haret ha roet deomp dre e c'hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat, 17 ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac'hanoc'h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.

2 Desalonikiz 3

1 A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma'z eo en ho touez, 2 hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n'emañ ket gant pep hini. 3 An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug. 4 Ar fiziañs-se hon eus en ho keñver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoù a c'hourc'hemennomp deoc'h. 5 Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoù da garantez Doue ha da basianted Krist.

Kemenn diwar-benn an dizurzh

6 Breudeur, gourc'hemenn a reomp deoc'h, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc'h eus bet diganeomp. 7 Rak anavezout a rit hoc'h-unan penaos eo reizh evidoc'h heñvelout ouzhimp, ha n'hon eus ket bevet en ho touez en dizurzh. 8 N'hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h da hini ac'hanoc'h. 9 N'eo ket n'hor boa ket ar galloud d'henn ober, met e oa evit reiñ deoc'h ennomp ur skouer da heuliañ. 10 Evel-se pa edomp ganeoc'h, lavaret hon eus deoc'h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhañ labourat na dle ket debriñ kennebeut. 11 Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud. 12 Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc'h evit debriñ o bara o-unan. 13 Met c'hwi, breudeur, na skuizhit ket oc'h ober ar mad. 14 Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m'en devo mezh. 15 Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur.

Saludoù da glozañ

16 Ra roio an Aotrou a beoc'h e-unan ar peoc'h deoc'h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc'h holl! 17 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan. 18 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.

1 Dimote 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre c'hourc'hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs, 2 da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!

Kemenn diwar-benn ar fals doktored

3 Pedet em eus ac'hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc'hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren 4 ha n'en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c'han tabutoù kentoc'h eget oberenn Doue er feiz. 5 Pal ar gourc'hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c'hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion. 6 Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez; 7 fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n'intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir. 8 Gouzout a reomp penaos al lezenn a zo mat evit an neb a ra un implij dereat anezhi, 9 evit an hini a oar n'eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec'herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien, 10 ar c'hadaled, ar skilbaotred, ar varc'hadourien-sklaved, ar c'haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d'ar gelennadurezh yac'h, 11 hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.

Madelezh Doue e-keñver Paol

12 Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c'havet feal o lakaat ac'hanon er servij, 13 me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni, 14 ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist. 15 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec'herien, ez on-me ar c'hentañ anezho. 16 Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d'ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus. 17 Da Roue ar c'hantvedoù, divarvel, diwelus, da Doue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 18 Ar gourc'hemenn-mañ a roan dit, va mab Dimote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat, 19 o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz. 20 En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.

1 Dimote 2

Gourc'hemennoù d'an Iliz

1 Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud, 2 evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c'hellimp ren ur vuhez peoc'hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz. 3 Kement-se a zo mat ha plijus dirak daoulagad Doue hor Salver, 4 a fell dezhañ e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez. 5 Rak n'eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist, 6 a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan, 7 ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez. 8 Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec'h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut. 9 En hevelep doare, ra en em wisko ar gwragez gant dilhad dereat gant furnez ha poell, nann gant frizeür ar blev, na gant aour, na gant perlez, na gant dilhad gwall goustus, 10 met gant oberoù mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijañ Doue. 11 Ra selaouo ar wreg ar gelennadurezh er sioulded hag e pep sentidigezh. 12 N'aotrean ket d'ar wreg kelenn, na kemer galloud war ur gwaz, met ret eo dezhi chom sioul. 13 Rak Adam a zo bet krouet da gentañ, hag Eva da c'houde. 14 N'eo ket Adam an hini a zo bet touellet, met ar wreg, goude bezañ bet touellet, a zo kouezhet en disentidigezh. 15 Koulskoude e vo salvet o tont da vezañ mamm, mar kendalc'h gant poell er feiz, er garantez hag er santelezh.

1 Dimote 3

Eskob ha diagon

1 Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c'hoanta ur garg vat meurbet. 2 Ret eo eta d'an eskob bezañ didamall, pried d'ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn, 3 nann techet d'ar gwin, na taer, na douget d'ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni, 4 o c'houarn mat e di e-unan, o terc'hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz, 5 rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue? 6 Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c'hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul. 7 Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul. 8 Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c'her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest, 9 o virout mister ar feiz en ur goustiañs c'hlan. 10 Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d'o servij mar d-int divlam. 11 En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù. 12 Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c'houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan, 13 rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c'hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist. 14 Skrivañ a ran kement-mañ dit, oc'h esperout mont prest da'z kavout 15 hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez. 16 Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c'hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.

1 Dimote 4

Kemennoù da Dimote

1 Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled, 2 dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c'houstiañs gant houarn tomm, 3 o tifenn dimeziñ hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez. 4 Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez, 5 rak kement-se a zo santelaet dre c'her Doue ha dre ar bedenn. 6 Mar displegez an traoù-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet. 7 Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue, 8 rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont. 9 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs. 10 Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien. 11 Kemenn ha desk an traoù-se. 12 Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded. 13 Betek ma teuin, en em ro d'al lennadur, d'an ali ha d'ar c'helennadur. 14 Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien. 15 Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl. 16 Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc'h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac'hanout.

1 Dimote 5

Izili an Iliz

1 Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur, 2 ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c'hoarezed, e pep purentez. 3 Enor an intañvezed a zo gwir intañvezed. 4 Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d'o c'herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Doue. 5 An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec'h-unan, a esper e Doue hag a gendalc'h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù. 6 Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma'z eo bev. 7 Kemenn dezho an traoù-se evit ma vint divlam. 8 Ma n'en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac'het en deus ar feiz hag eo gwashoc'h eget un den difeiz. 9 Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d'un ozhac'h hepken, 10 he defe an testeni eus hec'h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc'het o zreid d'ar sent, sikouret ar re c'hlac'haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat. 11 Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d'en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ, 12 ar pezh a reont evit o barnedigezh dre ma o deus torret o gouestl kentañ. 13 Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d'egile, ha n'int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n'int ket dereat. 14 Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m'o defe bugale, ma c'houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d'an enebour lec'h ebet da zroukkomz, 15 dija hiniennoù anezho a zo distroet evit heuliañ Satan. 16 Mar en deus ur c'hredour bennak, gwaz pe wreg, intañvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec'hiet an Iliz ganto, evit m'he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intañvezed. 17 Ra vo an henaourien hag a c'houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d'ar prezegerezh ha d'ar gelennadurezh. 18 Rak ar Skritur a lavar: Na vinwali ket an ejen a zorn an ed, hag: Ar micherour a zo din eus e c'hopr. 19 Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest. 20 Kroz dirak an holl ar re a bec'h, evit m'o devo ar re all aon ivez. 21 Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d'ober netra en un doare untuek. 22 Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec'hedoù ar re all. En em vir glan da-unan. 23 Na gendalc'h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da'z stomok ha da'z tiaezamantoù stank. 24 Pec'hedoù darn eus an dud a zo dizolo zoken a-raok ma'z int barnet, met bez' ez eus reoù all ha n'en em ziskouezont nemet goude. 25 En hevelep doare an oberoù mat a zo dizolo, ha ma n'emaint ket da gentañ ne c'hellont ket chom kuzhet.

1 Dimote 6

1 Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet. 2 Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.

Karantez ouzh an arc'hant

3 Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue, 4 c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù, 5 an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se. 6 Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc'h, 7 rak n'hon eus degaset netra er bed hag eo sklaer na c'hellimp kas netra anezhañ. 8 Gant ma c'hellimp kaout ar boued hag an dilhad, e vo a-walc'h deomp. 9 Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh. 10 Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.

Kemennadurioù diwezhañ da Dimote

11 Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster. 12 Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù. 13 Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat, 14 da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, 15 a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez, 16 an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen. 17 Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto, 18 ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ, 19 ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus. 20 O Dimote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se, 21 hiniennoù o vezañ hec'h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c'hras ra vo ganit! Amen.

2 Dimote 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist, 2 da Dimote, va mab karet-mat: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!

Dimote broudet da enaouiñ a-nevez donezon Doue

3 Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c'hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac'hanout em fedennoù, 4 o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c'hoantaat gwelout ac'hanout evit bezañ leuniet a levenez, 5 o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat. 6 Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn. 7 Rak Doue n'en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni. 8 Na'z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac'hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c'halloud Doue, 9 en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c'halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c'hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus, 10 hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel, 11 ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed. 12 Dre-se ivez eo e c'houzañvan an traoù-mañ, met ne'm eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se. 13 Dalc'h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac'h ac'h eus klevet diganin. 14 Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp. 15 Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac'hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez. 16 Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n'en deus ket bet mezh eus va chadennoù, 17 er c'hontrol, pa'z eo deuet da Rom, en deus va c'hlasket gant gred hag en deus va c'havet. 18 Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc'h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.

2 Dimote 2

Ur gwir soudard da Jezuz-Krist

1 Te eta va mab, en em greñva er c'hras a zo e Jezuz-Krist. 2 An traoù ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all. 3 Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist. 4 Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhañ, 5 ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù. 6 Ret eo d'al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh. 7 Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra. 8 Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel, 9 e c'houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet. 10 Dre-se e c'houzañvan an holl draoù abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus. 11 Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ; 12 mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac'homp anezhañ, e nac'ho ivez ac'hanomp; 13 mar d-omp difeal, e chom feal, ne c'hell ket en em nac'h e-unan.

Ul labourer divlam

14 Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou. 15 Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez. 16 Met pella diouzh ar c'homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujañs-Doue, 17 hag o gerioù a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emañ Himene ha Filet, 18 a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù. 19 Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder. 20 En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus. 21 Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat. 22 Tec'h diouzh gwallc'hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan. 23 Kas kuit ar c'haozioù foll ha difrouezh, o c'houzout penaos e tegasont tabutoù. 24 Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask, 25 o reizhañ gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez, 26 ha ma'z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc'h anezho ereet ha dindan e volontez.

2 Dimote 3

Dizoujañs Doue an devezhioù diwezhañ

1 Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ. 2 Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc'hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel, 3 hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d'an dud vat, 4 treitour, taer, c'hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc'h eget Doue, 5 o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac'het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se. 6 En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c'hounit paour-kaezh merc'hed karget a bec'hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall, 7 atav o teskiñ hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez. 8 Evel m'o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz. 9 Met ne d-aint ket pelloc'h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.

Alioù Paol da Dimote

10 Evidout, heuliet ec'h eus va deskadurezh, va c'hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c'harantez, va dalc'husted, 11 va heskinoù, va glac'haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl. 12 Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet. 13 Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet. 14 Evidout, chom start en traoù ac'h eus desket hag anavezet evel asur, o c'houzout gant piv ec'h eus o desket. 15 Abaoe da vugaleaj ec'h anavezez ar Skriturioù Santel a c'hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist. 16 An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec'hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder, 17 evit ma vo an den a Doue peurc'hraet ha prest da bep oberenn vat

2 Dimote 4

1 Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren, 2 prezeg ar ger, dalc'h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn. 3 Rak dont a raio un amzer ma ne c'houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac'h, met, o c'hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù, 4 hag e serrint o divskouarn ouzh ar wirionez, oc'h en em dreiñ etrezek mojennoù. 5 Met te, bez aketus en holl draoù, o c'houzañv ar glac'haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.

Paol a ziougan e varv

6 Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta. 7 Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz. 8 Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d'ar re holl o devo karet e zonedigezh.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

9 Dont dizale da'm c'havout, 10 rak Demaz en deus dilezet ac'hanon o vezañ karet ar c'hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia. 11 Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh. 12 Kaset em eus Tichik da Efez. 13 Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioù ivez, dreist-holl ar skridoù-parch. 14 Aleksandr, an hini a labour ar c'houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù. 15 En em ziwall ivez outañ rak gwall stourmet en deus ouzh hor gerioù. 16 Em c'hentañ difenn, den n'en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho. 17 Met an Aotrou a zo en em zalc'het tost din hag en deus va c'hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon. 18 An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac'hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 19 Salud Priska hag Akilaz, ha tiegezh Onezifor. 20 Erast a zo chomet e Korint hag em eus lezet Trofim klañv e Milet. 21 Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac'hanout. 22 Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.

Dit 1

1 Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue, 2 en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c'hell ket gaouiadiñ, 3 hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c'her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver, 4 da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!

Dit e Kreta

5 Da lezet em eus e Kreta evit ma'c'h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc'hemennet dit, 6 mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d'ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh. 7 Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d'ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest, 8 met er c'hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask, 9 stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec'hiñ ar re a stourm outi. 10 Bez' ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc'hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien. 11 Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket. 12 Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez. 13 An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz, 14 ha ma n'en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc'hemennoù tud a zro kein d'ar wirionez. 15 Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n'eus netra glan evit ar re zic'hlan hag evit ar re zifeiz, er c'hontrol, o skiant hag o c'houstiañs a zo huduraet. 16 Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac'h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.

Dit 2

Traoù da gelenn d'ar kristenien

1 Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat, 2 ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac'h er feiz, er garantez, er basianted, 3 ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d'ar gwin, ra gelennint ar mad, 4 evit ma teskint d'ar re yaouank karout o ezhec'h hag o bugale, 5 bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec'h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue. 6 Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezañ diazez, 7 ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz, 8 en ur ger yac'h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n'o devo droug ebet da lavarout ac'hanoc'h. 9 Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien, 10 da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver. 11 Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d'an holl dud, 12 hag e kelenn ac'hanomp da zinac'h dizoujañs-Doue ha droukc'hoantoù ar bed, da vevañ er c'hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue, 13 o c'hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist, 14 a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat. 15 Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c'halloud. Ra ne zisprizo den ac'hanout.

Dit 3

Alioù pleustrek

1 Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat, 2 ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc'h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud. 3 Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile. 4 Met pa'z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud, 5 en deus hor salvet, nann abalamour d'an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc'hadenn an eil c'hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel, 6 en deus skuilhet gant pinvidigezh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver, 7 evit, o vezañ reishaet dre e c'hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus. 8 Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d'en em reiñ d'an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d'an dud. 9 Met diwall diouzh ar c'hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud. 10 Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech, 11 o c'houzout penaos un hevelep den a zo direizhet ha penaos e pec'h oc'h en em gondaoniñ e-unan.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

12 Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da'm c'havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv. 13 Pourchas gant aked beaj Zenaz, doktor al lezenn, hag hini Apolloz, en hevelep doare na vanko netra dezho. 14 Ra zesko hor re ivez d'ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh. 15 Ar re holl a zo ganin a salud ac'hanout. Salud ar re a gar ac'hanomp er feiz. Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.

Filemon 1

1 Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Dimote hor breur, da Filemon, hor c'haret-mat hag hor c'henlabourer, 2 d'hor c'haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c'henvrezelour, ha d'an Iliz a zo en da di: 3 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Pedennoù Paol

4 Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat, o kaout soñj ac'hanout em pedennoù, 5 o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac'h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent, 6 evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c'houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist. 7 Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec'h eus laouenaet kalonoù ar sent.

Goulenn Paol diwar-benn Onezim

8 Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c'hourc'hemenn dit ar pezh a zo dereat, 9 koulskoude e pedan kentoc'h ac'hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist, 10 e pedan ac'hanout evit va bugel Onezim, am eus ganet o vezañ er chadennoù, 11 a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit. 12 Degemer anezhañ evel va c'halon va-unan. 13 C'hoant em boa d'e zerc'hel ganin, evit ma servije ac'hanon en da lec'h en ereoù ma'z on evit an Aviel. 14 Met n'eo ket bet fellet din ober netra hep da ali, evit na vefe ket da vadober evel un dra ret, met a volontez vat. 15 Rak marteze n'eo bet pellaet diouzhit nemet evit un nebeud amzer, evit ma kavi anezhañ a-nevez da viken, 16 n'eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc'h c'hoazh ganit-te, hervez ar c'hig hag hervez an Aotrou. 17 Mar sellez eta ac'hanon evel unanet dit, degemer anezhañ eveldon va-unan. 18 Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c'hont. 19 Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din. 20 Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c'halon en Aotrou. 21 Skrivañ a ran dit leun a fiziañs e senti ouzhin, oc'h anavezout penaos e ri zoken muioc'h eget na lavaran.

Distro Paol

22 War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc'h dre ho pedennoù. 23 Epafraz, va c'henbrizoniad e Jezuz-Krist, 24 Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c'henlabourerien, a salud ac'hanout. 25 Ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.

Hebreed 1

Krist, diskuliadur Doue

1 Doue, goude bezañ gwechall komzet d'hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded, 2 en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed. 3 Hemañ a zo splannder skedus e c'hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoù dre e c'her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioù uhel meurbet. 4 Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc'h eget o hini, 5 rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din? 6 Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ. 7 Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù-tan. 8 Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c'hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder, 9 karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Doue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted. 10 Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn, 11 da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant, 12 te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n'echuint ket. 13 Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid? 14 Ha n'int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?

Hebreed 2

Ur silvidigezh ken bras

1 Rak-se e tleomp en em stagañ startoc'h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell. 2 Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh, 3 penaos e c'hellimp tec'hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet, 4 Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?

Jezuz, izelaet evit ur pennadig, ha lakaet da vestr war an holl draoù

5 Rak n'en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn. 6 Met unan bennak en ul lech bennak en deus testeniet evel-se: Petra eo an den evit ma ec'h eus soñj anezhañ, pe mab an den evit ma parez da sell warnañ? 7 Graet ec'h eus anezhañ un nebeud izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec'h eus da vestr war oberoù da zaouarn, 8 ha lakaet ec'h eus an holl draoù dindan e dreid. Rak Doue, o vezañ lakaet an holl draoù dindanañ, n'en deus lezet netra na vefe ket dindanañ. Met ne welomp ket c'hoazh bremañ ez eo pep tra dindanañ. 9 Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc'h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c'hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl. 10 A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d'ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh. 11 Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n'en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur, 12 en ur lavarout: Kemenn a rin da anv da'm breudeur, meuliñ a rin ac'hanout e-kreiz ar vodadenn, 13 ha c'hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c'hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din. 14 Pa o deus eta ar vugale lod er c'hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul, 15 ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv. 16 Rak a-dra-sur n'en deus ket sikouret aeled, met sikouret en deus lignez Abraham. 17 Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec'hedoù ar bobl, 18 rak, o vezañ bet temptet e-unan er pezh en deus gouzañvet, e c'hell sikour ar re a zo temptet.

Hebreed 3

Jezuz dreist da Voizez

1 Rak-se, breudeur santel o deus lod er c'halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist, 2 a zo bet feal d'an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh. 3 Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma'z eo brasoc'h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan. 4 Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue. 5 Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d'ar pezh a dlee bezañ lavaret, 6 met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.

Diskuizh Doue

7 Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh, 8 na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec'h distro, 9 e-lec'h ho tadoù a demptas ac'hanon, a amprouas ac'hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz. 10 Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c'halon en em ziank bepred ha n'o deus ket anavezet va hentoù. 11 Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket em diskuizh. 12 Breudeur, diwallit n'en defe unan bennak ac'hanoc'h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d'an Doue bev. 13 Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n'en em galedfe unan bennak ac'hanoc'h dre dromplerezh ar pec'hed. 14 Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ, 15 e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh. 16 Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez? 17 Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec'has hag a gouezhas o c'horfoù el lec'h distro? 18 Ha da biv e touas n'antrejent ket en e ziskuizh, nemet d'ar re a oa disent? 19 Evel-se e welomp penaos ne c'helljont ket antreal abalamour d'o diskredoni.

Hebreed 4

1 Hor bezet aon eta, pa'z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d'antreal en e ziskuizh, n'en defe unan bennak ac'hanoc'h diskouezet bezañ he dilezet. 2 Rak ar c'heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n'eo ket bet talvoudus dezho rak n'eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet. 3 Evidomp-ni hon eus kredet, ec'h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c'hounnar, n'antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc'hraet abaoe krouidigezh ar bed. 4 Rak en deus komzet evel-se en ul lec'h bennak diwar-benn ar seizhvet devezh: Doue en em ziskuizhas ar seizhvet devezh eus e holl oberoù. 5 Hag amañ c'hoazh: N'antreint ket em diskuizh. 6 Pa'z eo gwir eta ec'h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n'eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d'o diskredoni, 7 Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma'z eo lavaret uheloc'h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù. 8 Rak m'en dije Jozue o c'haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all. 9 Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue. 10 Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re. 11 En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni. 12 Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc'h eget kleze a zaou droc'h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon. 13 N'eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.

Jezuz, hor beleg-meur

14 Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc'homp start hon anzavadenn a feiz. 15 Rak n'hon eus ket ur beleg-meur na c'hellfe ket kaout truez d'hon dinerzhded, er c'hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec'hiñ. 16 Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c'hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.

Hebreed 5

1 Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec'hedoù. 2 Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded. 3 Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec'hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl. 4 Den ne c'hell kemer an enor-se anezhañ e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron. 5 Evel-se ivez Krist n'en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv. 6 Evel ma lavar ivez en ul lec'h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 7 Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d'an hini a c'helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d'e zoujañs Doue, 8 en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab. 9 Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ, 10 Doue o vezañ e zisklêriet beleg-meur hervez urzh Melkizedek.

Al laezh hag ar boued kreñv

11 Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma'z oc'h deuet gorrek da gompren. 12 Rak e-lec'h ma tlejec'h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc'h eus c'hoazh da zeskiñ ar c'hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc'h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc'h eget a voued kreñv. 13 Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo. 14 Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc'hiñ ar mad diouzh an droug.

Hebreed 6

1 Setu perak, o lezel ar c'hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d'ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac'hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue, 2 eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus. 3 Kement-se eo ar pezh a raimp, mar plij gant Doue.

Arabat mont war-gil

4 Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel, 5 o deus tañvaet ger mat Doue ha galloudoù ar bed da zont, 6 hag a zo kouezhet, ne c'heller ken o adneveziñ hag o degas d'ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d'an dismegañs. 7 Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d'ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue, 8 met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet. 9 Koulskoude, re garet-mat, e c'hortozomp diganeoc'h traoù gwelloc'h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se. 10 Rak Doue n'eo ket direizh evit ankounac'haat hoc'h oberoù ha labour ho karantez hoc'h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c'hoazh ar sent. 11 Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac'hanoc'h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs, 12 evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.

Diarvar promesa Doue

13 Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c'helle ket touiñ dre unan brasoc'h, e touas drezañ e-unan 14 hag e lavaras: Me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac'hanout a-dra-sur. 15 Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc'husted. 16 An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc'h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù. 17 Dre-se Doue, o c'hoantaat diskouez gwelloc'h c'hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le, 18 evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c'hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc'hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp. 19 Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel, 20 e-lec'h ma'z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.

Hebreed 7

Melkizedek, skeudenn Krist

1 Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec'het ar rouaned, a vennigas anezhañ, 2 hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc'h, 3 a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken. 4 Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur. 5 Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham, 6 met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù. 7 Hogen, hep dislavar, an hini bihanañ eo a zo benniget gant an hini brasañ. 8 Amañ eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev. 9 Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhañ dre Abraham, koulz lavarout, 10 rak e oa c'hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhañ. 11 Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d'ar bobl, petra e oa ezhomm c'hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron? 12 Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn. 13 Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n'en deus servijet ouzh an aoter. 14 Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n'en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh. 15 Kement-se a zeu meurbet anatoc'h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek, 16 a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc'hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus, 17 rak testeniet eo: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 18 Evel-se ar gourc'hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d'e zic'halloudegezh ha d'e zidalvoudegezh, 19 rak al lezenn n'he deus degaset netra d'ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec'h un esperañs gwelloc'h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi. 20 Ha n'eo ket bet lakaet en e garg hep le, 21 rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n'en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 22 Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc'h. 23 Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav. 24 Met eñ, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket. 25 Dre-se e c'hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa'z eo bev bepred evit erbediñ evito. 26 Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec'herien, savet dreist an neñvoù, 27 n'en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec'hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc'h en em ginnig e-unan. 28 Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc'h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.

Hebreed 8

Jezuz, beleg-meur an emglev nevez

1 An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù, 2 hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den. 3 Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig. 4 Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn 5 hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d'ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez. 6 Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc'h ma'z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc'h hag a zo bet savet war gwelloc'h promesaoù. 7 Rak ma vije bet an emglev kentañ hep si, ne vije ket bet lec'h evit un eilvet. 8 Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda, 9 nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n'o deus ket kendalc'het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou. 10 Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c'halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl. 11 Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, 12 dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o fallentezioù. 13 O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklêrias e oa kozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo deuet da vezañ hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.

Hebreed 9

Aberzh nemetañ Krist evit an holl

1 An emglev kentañ en doa ivez eta gourc'hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel. 2 Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c'hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec'h santel. 3 En tu all d'an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent, 4 eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev. 5 Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiñ gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud. 6 Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid, 7 met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec'hedoù ar bobl. 8 Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ. 9 Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c'hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid, 10 hag a oa hepken gourc'hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra. 11 Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mañ, 12 aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus. 13 Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c'hig, 14 pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Doue, a c'hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev. 15 Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus. 16 Rak e-lec'h ma ez eus un testamant, eo ret e vefe prouet marv an testamanter. 17 Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezañ talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter. 18 Setu perak an emglev kentañ ivez ne voe ket lakaet hep skuilhañ gwad. 19 Goude m'en doe Moizez disklêriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl, 20 en ur lavarout: Hemañ eo gwad an emglev en deus Doue urzhiet evidoc'h. 21 Ober a reas ivez sparfadur gwad war an tabernakl ha war holl listri al lid. 22 An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n'eus ket a bardon. 23 Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc'h c'hoazh. 24 Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue, 25 nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini, 26 rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c'hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiñ e-unan. 27 Hag evel ma'z eo ret d'an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh, 28 en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec'hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec'hed d'ar re en gortoz evit ar silvidigezh.

Hebreed 10

1 Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n'emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta. 2 Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec'hedoù. 3 Met soñj ar pec'hedoù a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoù-se, 4 rak gwad an tirvi hag ar bouc'hed ne c'hell ket lemel ar pec'hedoù. 5 Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec'h eus din ur c'horf, 6 ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoù nag en aberzhoù evit ar pec'hed. 7 Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr. 8 Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn, 9 e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil. 10 Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken. 11 Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit, 12 met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Doue, 13 o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid. 14 Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet. 15 Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ: 16 Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh: 17 Ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o direizhderioù. 18 Hag e-lec'h ma'z eo pardonet ar pec'hedoù, n'eus mui a brof evit ar pec'hed.

Kendalc'hit er feiz

19 Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz, 20 dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig, 21 hag o vezañ ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue, 22 tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c'halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur. 23 Dalc'homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal. 24 Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d'ar garantez ha d'an oberoù mat. 25 Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoù ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat. 26 Rak mar pec'homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoù, 27 met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien. 28 An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest. 29 A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c'hras? 30 Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl. 31 Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev. 32 Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc'h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù, 33 pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzañvet kement-se. 34 Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoù, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neñvoù madoù gwelloc'h ha peurbadus. 35 Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti. 36 Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet. 37 Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket. 38 Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ. 39 Evidomp-ni, n'omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.

Hebreed 11

Dre ar feiz ...

1 Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket. 2 Drezi o deus an henaourien kavet un testeni mat. 3 Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus. 4 Dre ar feiz e kinnigas Abel da Doue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d'e brofoù, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv. 5 Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Doue. 6 Hogen ne c'heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ, hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ. 7 Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz. 8 Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae. 9 Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa. 10 Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi. 11 Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa. 12 Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezañ kontet. 13 Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar. 14 Ar re a gomz evel-se a ziskouez sklaer e klaskont ur vro. 15 Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi, 16 met bremañ e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho. 17 Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ, 18 a oa bet lavaret diwar e benn: En Izaak eo e vo galvet da lignez. 19 Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv. 20 Dre ar feiz Izaak a vennigas Jakob hag Ezaü, e-sell eus an traoù da zont. 21 Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh. 22 Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern. 23 Dre ar feiz Moizez, o vezañ bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue. 24 Dre ar feiz Moizez, deuet da vezañ bras, a nac'has bezañ galvet mab da verc'h Faraon, 25 o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed, 26 o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr. 27 Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus. 28 Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel. 29 Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet. 30 Dre ar feiz mogerioù Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh. 31 Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h. 32 Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded, 33 dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned, 34 o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleñvedoù, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoù estrañjour. 35 Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac'hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h, 36 reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon, 37 meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec'hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset, 38 int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec'hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar. 39 Ar re-se holl, o vezañ kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoù prometet, 40 Doue o vezañ pourvezet un dra bennak gwelloc'h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d'ar barfeted.

Hebreed 12

Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet ...

1 Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lañs a zo digoret deomp, 2 o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue. 3 Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoù da zinerzhañ. 4 N'hoc'h eus ket c'hoazh stourmet betek ar gwad oc'h enebiñ ouzh ar pec'hed, 5 hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout, 6 rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ. 7 Mar gouzañvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad? 8 Met mar d-oc'h hep bezañ kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennañ, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien. 9 A-hend-all hon tadoù hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez? 10 Rak hon tadoù hor c'hastize evit nebeud devezhioù, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh. 11 Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet. 12 Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet, 13 ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet. 14 Klaskit ar peoc'h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou, 15 o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se, 16 ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz. 17 Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù. 18 N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn, 19 nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo, 20 rak ne c'hellent ket gouzañv ar gourc'hemenn-mañ: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe doullet gant un dared. 21 Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan. 22 C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled, 23 ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d'ar barfeted, 24 ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc'h eget hini Abel. 25 Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neñvoù, 26 a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv. 27 Ar gerioù-mañ: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus. 28 Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs, 29 rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.

Hebreed 13

Alioù diwezhañ

1 Ra bado ar garantez a vreudeur. 2 N'ankounac'hait ket an herberc'h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout. 3 Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec'h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc'h hoc'h-unan en ur c'horf. 4 Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c'hadaled hag an avoultrerien. 5 Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc'h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac'hanout ha ne guitain ket ac'hanout. 6 Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne'm bo ket aon. Petra a c'hell an den ober din? 7 Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc'h ger Doue, eveshait ouzh disoc'h o buhez hag heuilhit o feiz. 8 Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec'h, hag hiziv, ha da viken. 9 N'en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c'hras ha nann gant bouedoù n'o deus servijet da netra d'ar re staget outo. 10 Un aoter hon eus, hag ar re a servij en tabernakl n'o deus ket ar galloud da zebriñ diouti. 11 Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec'hed, a zo devet er-maez eus ar c'hamp. 12 Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor. 13 Deomp eta d'e gavout er-maez eus ar c'hamp, o tougen e zismegañs. 14 Rak n'hon eus amañ kêr badus ebet, met klask a reomp an hini a zo da zont. 15 Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Doue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv. 16 Ha n'ankounac'hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh. 17 Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc'h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c'hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic'hounid deoc'h. 18 Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c'hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù. 19 Pediñ a ran ac'hanoc'h startoc'h d'henn ober, evit ma vin rentet kentoc'h deoc'h. 20 An Doue a beoc'h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz, 21 a rento ac'hanoc'h peurc'hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc'h ober e-unan ennoc'h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 22 Breudeur, ho pediñ a ran da c'houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc'h e nebeut a c'herioù. 23 Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Dimote. Mar deu prest, e welin ac'hanoc'h asambles gantañ. 24 Saludit hoc'h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac'hanoc'h. 25 Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.

Jakez 1

1 Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d'an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!

Amprouennoù ha temptadurioù

2 Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc'h, 3 o c'houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc'h. 4 Ha ra zeuio ar basianted da gas hec'h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet hep mankout e netra. 5 Ma vank furnez da unan bennak ac'hanoc'h, ra c'houlenno digant Doue a ro d'an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ. 6 Met ra c'houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont. 7 Un hevelep den ne dle ket gortoz resev un dra bennak digant an Aotrou, 8 lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoù. 9 Ra gavo gloar ar breur a stad izel pa vez uhelaet, 10 hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot. 11 Savet eo an heol gant e dommder, sec'het en deus ar c'heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù. 12 Eürus an den a c'houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d'ar re a gar anezhañ. 13 Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac'hanon. Rak Doue ne c'hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den. 14 Met pep hini a zo temptet pa'z eo sachet hag hualet gant e zroukc'hoant e-unan. 15 Hag an droukc'hoant, pa'z en deus koñsevet, a c'han ar pec'hed. Hag ar pec'hed, pa'z eo kaset da benn, a c'han ar marv. 16 Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet, 17 pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant. 18 Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentañ frouezh eus e grouadurien.

Bezit oberourien eus ar ger

19 Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ, 20 rak kounnar an den ne beurc'hra ket reizhder Doue. 21 Setu perak, oc'h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiñ hoc'h eneoù. 22 Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc'h en em dromplañ hoc'h-unan dre arguzennoù fals. 23 Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heñvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour 24 ha, goude bezañ sellet outañ, a ya kuit hag a ankounac'ha kerkent penaos e oa. 25 Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc'het hep bezañ ur selaouer ankounac'haus, met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet. 26 Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez. 27 Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac'har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.

Jakez 2

Arabat ober van eus diavaezioù an dud

1 Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud. 2 Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister, 3 hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid, 4 daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall? 5 Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhañ? 6 C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioù-barn? 7 Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc'h? 8 Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat, 9 met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec'hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien. 10 Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl. 11 Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn. 12 Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz, 13 rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.

Ar feiz hep an oberoù

14 Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c'hello e salviñ? 15 Ma'z emañ ur breur pe ur c'hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek, 16 ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se? 17 Evel-se emañ ivez gant ar feiz, ma n'eus ket an oberoù marv eo enni hec'h-unan. 18 Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù. 19 Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont. 20 Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù? 21 Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa ginnigas Izaak e vab war an aoter? 22 Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat. 23 Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue. 24 Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken. 25 En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all? 26 Evel ma'z eo marv ar c'horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.

Jakez 3

An teod

1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h. 2 Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh. 3 Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c'hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c'horf a-bezh. 4 Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier. 5 Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiñ ur goadeg bras. 6 An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c'horf a-bezh hag oc'h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn. 7 Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den, 8 met den ebet ne c'hell doñvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiñ, leun eo a vinim marvel. 9 Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue. 10 Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se. 11 Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c'hwerv? 12 Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiñ dour sall ha dour dous.

An div furnez

13 Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez. 14 Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez. 15 Hounnezh n'eo ket ar furnez a zeu eus an nec'h, met douarel eo, kigel, diaoulek. 16 Rak e-lec'h ma'z emañ ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt. 17 Ar furnez eus an nec'h a zo da gentañ glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh. 18 Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc'h evit ar re en em ro d'ar peoc'h.

Jakez 4

Sentit eta ouzh Doue

1 A-belec'h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc'h izili? 2 C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket. 3 Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantañ ho kwallyouloù. 4 Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d'ar bed en em ra enebour da Doue. 5 Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoù a zoug d'ar warizi? 6 Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel. 7 Sujit eta da Doue, harpit ouzh an diaoul hag e tec'ho diouzhoc'h. 8 Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù. 9 Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh. 10 En em izelait dirak an Aotrou hag ec'h uhelaio ac'hanoc'h. 11 Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner. 12 Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all? 13 Bremañ, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c'hounit. 14 N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude. 15 Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se. 16 Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall. 17 Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d'ober ha n'henn gra ket, a bec'h.

Jakez 5

Kemenn d'an dud pinvidik

1 Bremañ c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d'ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc'h. 2 Ho pinvidigezhioù a zo breinet hag ho tilhad a zo debret gant ar preñved. 3 Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teñzor en deizioù diwezhañ. 4 Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù. 5 Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg. 6 Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h.

Gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou

7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer. 8 C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost. 9 Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor. 10 Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou. 11 Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez. 12 Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh.

Pedenn ar feiz; an oleviadur

13 Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù. 14 Ha bez' ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc'h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou. 15 Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoù, e vint pardonet dezhañ. 16 Anzavit ho faotoù an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras. 17 Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz. 18 Neuze e pedas a-nevez hag an neñv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh. 19 Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni, 20 ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec'her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c'holoio un niver bras a bec'hedoù.

1 Pêr 1

1 Pêr, abostol Jezuz-Krist, d'ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia, 2 dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c'hras hag ar peoc'h kresket deoc'h!

An esperañs hag ar santelezh

3 Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c'hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv, 4 evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc'h, 5 c'hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ. 6 E kement-se en em laouenait, petra bennak ma'z oc'h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa'z eo ret e c'hoarvezfe kement-se, 7 evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc'h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc'h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist. 8 Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c'hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius, 9 o c'hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc'h eneoù. 10 Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc'het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c'hras dlee dont ennoc'h, 11 o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c'hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho. 12 Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc'h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc'h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs. 13 Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c'hras a vo degaset deoc'h da emziskuliadur Jezuz-Krist, 14 hag evel bugale sentus, n'en em renit ket diouzh droukc'hoantoù ho tiouiziegezh a wechall. 15 Met evel ma'z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc'h-unan santel en hoc'h holl gundu, 16 rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel. 17 Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc'h eus da dremen amañ, 18 o c'houzout penaos n'eo ket dre draoù breinus, evel arc'hant pe aour, oc'h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù, 19 met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch, 20 raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc'h, 21 drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc'h esperañs e Doue. 22 O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc'h eus glanaet hoc'h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc'h an eil egile gant ur galon c'hlan, 23 o vezañ bet eil-c'hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c'her Doue a vev hag a chom da viken. 24 Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c'hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec'h hag e vleuñv a gouezh, 25 met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc'h en Aviel.

1 Pêr 2

Jezuz, maen bev ha maen-korn

1 O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz, 2 c'hoantait evel bugale nevez-c'hanet laezh glan ar ger, evit ma c'hellot kreskiñ drezañ, 3 peogwir hoc'h eus tañvaet ez eo mat an Aotrou, 4 en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius. 5 C'hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist. 6 Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet. 7 Resev a reot eta an enor, c'hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn, 8 ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket. 9 Met c'hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d'e sklêrijenn vurzhudus, 10 c'hwi ha ne oac'h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c'hwi ha n'ho poa ket kavet trugarez met hoc'h eus kavet bremañ trugarez.

Doujañs e-keñver ar renerien hag ar vistri

11 Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d'en em virout diouzh an droukc'hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene, 12 oc'h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Doue e deiz ar weladenn, o welout hoc'h oberoù mat e-lec'h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec'h torfedourien. 13 Plegit eta, abalamour d'an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d'ar roue evel d'an hini a zo dreist ar re all, 14 pe d'ar c'houarnourien evel da dud kaset eus e berzh da gastizañ ar re a ra an droug ha da aprouiñ ar re a ra ar mad. 15 Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad, 16 evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c'holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue. 17 Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue. 18 Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes. 19 Rak ur c'hras eo pa zeu unan bennak da c'houzañv enkrezioù en abeg d'e goustiañs e-keñver Doue, o poaniañ en gaou. 20 Rak peseurt gloar a zeu deoc'h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc'h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c'hras eus Doue. 21 Da gement-se eo ez oc'h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc'h, o lezel deoc'h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc'h, 22 eñ ha n'en deus graet pec'hed ebet ha n'eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù, 23 eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder, 24 eñ hag en deus douget hor pec'hedoù e-unan en e gorf war ar c'hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d'ar pec'hed, da vevañ d'ar reizhder, eñ ez oc'h bet yac'haet dre e c'houlioù. 25 Rak bez' e oac'h evel deñved dianket, met bremañ ez oc'h distroet da vesaer ha diwaller hoc'h eneoù.

1 Pêr 3

Ezhec'h ha gwragez

1 En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez, 2 pa welint ho kundu glan ha doujañsus. 3 Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn, 4 met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius kenañ dirak Doue. 5 Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec'h, 6 evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhañ hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezañ merc'hed, oc'h ober ar mad hep lezel ac'hanoc'h da vezañ trubuilhet gant aon ebet. 7 En hevelep doare, ezhec'h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc'h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc'h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc'h harz ebet ouzh ho pedennoù.

En em ren evel kristenien

8 A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat, 9 hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se evit m'ho po ar vennozh da hêrezh. 10 Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù tromplus, 11 ra droio e gein d'an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhi, 12 rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d'o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug. 13 Ha piv a wallgaso ac'hanoc'h ma heuilhit ar mad? 14 Ha zoken pa c'houzañvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket a aon rak ar spont o deus c'hoant da ober deoc'h ha na vezit ket nec'het, 15 met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperañs a zo ennoc'h, 16 o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien. 17 Rak gwelloc'h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc'h ober ar mad eget oc'h ober an droug.

Gouzañv poanioù hervez skouer Krist; ar vadeziant

18 Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec'hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Doue. Lakaet eo bet d'ar marv er c'hig, met bevaet hervez ar Spered, 19 hag ennañ ivez eo aet da brezeg d'ar speredoù dalc'het er prizon, 20 ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour. 21 Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c'horf met ar c'hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d'hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv. 22 Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Doue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.

1 Pêr 4

1 Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiñ, 2 evit na vevo mui hervez droukc'hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c'hig. 3 Rak a-walc'h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc'hoantoù, er vezventi, er c'horfadoù hag en idolerezh argarzhus. 4 Hag e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h. 5 Rentañ a raint kont d'an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv. 6 Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d'ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c'hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue. 7 Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù. 8 Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec'hedoù. 9 En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat. 10 Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue. 11 Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Doue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 12 Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiñ, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak. 13 Met en em laouenait o vezañ ma hoc'h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar. 14 Mar bez lavaret dismegañsoù deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc'h. 15 Ra ne c'houzañvo hini ac'hanoc'h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all. 16 Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n'en devo ket mezh ha ra roio gloar da Doue e kement-se. 17 Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue? 18 Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec'her? 19 Evel-se eta, ra zeuio ar re a c'houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C'hrouer feal en ur ober ar mad.

1 Pêr 5

Kuzulioù d'an henaourien ha d'ar re yaouank

1 Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet: 2 Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c'hrad vat, 3 nann evel pa vijec'h mestr war ar re a zo fiziet ennoc'h met o vezañ skouer vat an tropell. 4 Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc'h ar gurunenn divreinus a c'hloar. 5 En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d'egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel. 6 En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac'hanoc'h pa vo an amzer, 7 oc'h en em divec'hiañ warnañ eus hoc'h holl nec'hamantoù, rak e teu d'ho prederiañ. 8 Bezit poellek, beilhit, rak hoc'h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c'hello lonkañ. 9 Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c'houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c'houzañv an hevelep poanioù. 10 Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d'e c'hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall. 11 Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.

Saludoù da glozañ

12 Berr a-walc'h em eus skrivet deoc'h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac'hanoc'h hag asurañ ac'hanoc'h penaos eo hounnezh gwir c'hras Doue, an hini e chomit start enni. 13 Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac'hanoc'h, ha Mark va mab ivez. 14 Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc'h ganeoc'h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.

2 Pêr 1

1 Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist: 2 Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!

E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez

3 E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz. 4 Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc'hoant. 5 E kement-se eta, degasit hoc'h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c'houiziegezh, 6 gant ar c'houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue, 7 gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez. 8 Rak ma en em gav an traoù-se ennoc'h ha mar fonnont, ne lezint ac'hanoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist. 9 Met an hini n'emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus glanidigezh e bec'hedoù tremenet. 10 Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc'h ober kement-se ne strebotot biken, 11 hag evel-se e vo roet deoc'h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.

Testoù diwar wel eus splannder Krist

12 Setu perak ne vankin ket da zegas deoc'h dalc'hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreñvaet er wirionez-se. 13 Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioù, 14 o c'houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout. 15 Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit. 16 Rak n'eo ket oc'h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan. 17 Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. 18 Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.

Profediezh ar Skritur

19 Bez' hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec'h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù. 20 Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan, 21 rak ar brofediezh n'eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.

2 Pêr 2

Fals-doktored

1 Bez' ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez' e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac'hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan. 2 Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho. 3 Dre zroukc'hoant e korvoint ac'hanoc'h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c'hondaonidigezh da dostaat hag o c'hollidigezh ne chom ket morgousket. 4 Rak ma n'en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec'het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc'het a-benn ar varn, 5 ma n'en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue, 6 mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c'hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d'ar re a vevfe e dizoujañs-Doue, 7 ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se, 8 rak an den reizh-se a oa o chom en o zouez, hag a c'hlac'hare bemdez e ene reizh abalamour d'ar pezh a wele hag a gleve diwar-benn o oberoù fallakr, 9 an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc'hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn, 10 dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c'hig e c'hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù, 11 e-lec'h an aeled, petra bennak ma'z int brasoc'h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou. 12 Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan, 13 o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez' ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc'h. 14 O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec'hiñ, o klask da eren an eneoù n'int ket diazezet mat, o c'halon a zo roet d'an droukc'hoant, bez' ez int bugale a vallozh. 15 O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder, 16 met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed. 17 Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic'houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken. 18 O terc'hel lavarioù c'hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc'hoantoù ar c'hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec'het diouzh ar re a vev en diroll, 19 o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma'z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec'h warnañ. 20 Goude bezañ tec'het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d'en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec'het, o stad diwezhañ a vo gwashoc'h eget an hini kentañ. 21 Rak gwelloc'h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc'hemenn santel a oa bet roet dezho. 22 Met c'hoarvezet eo ganto hervez ur c'hrennlavar gwir: Ar c'hi a zo distroet d'ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc'het.

2 Pêr 3

Donedigezh an Aotrou

1 Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc'h. En eil hag en egile e talc'han ho skiant yac'hus dihun dre alioù, 2 evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc'hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver. 3 Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc'hoantoù o-unan 4 hag a lavaro: Pelec'h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma'z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh. 5 Rak a-ratozh eo n'ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c'her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour, 6 ha penaos e voe kollet drezañ ar bed eus an amzer-se, goloet gant dour. 7 Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue. 8 Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh. 9 An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c'heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d'ar geuzidigezh. 10 Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl. 11 O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec'h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue, 12 o c'hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet? 13 Met hervez e bromesa, e c'hortozomp neñvoù nevez hag un douar nevez e-lec'h ma chomo ar reizhder. 14 Setu perak, re garet-mat, o c'hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc'h, didarch ha direbech dirazañ. 15 Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m'en deus skrivet deoc'h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ. 16 A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoù-mañ; lod 'zo diaes da gompren hag a vez distroet gant an dud diouiziek ha disur, kement hag ar Skriturioù all, evit o c'holl o-unan. 17 Re garet-mat, c'hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec'h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec'h da gouezhañ eus ho started. 18 Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.

1 Yann 1

Ar Ger a Vuhez

1 Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez, 2 rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc'h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp, 3 ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc'h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c'henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist. 4 Hag e skrivomp deoc'h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez.

En ur gerzhout er sklêrijenn: ar pec'hedoù pardonet; karantez Doue

5 Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc'h: Doue a zo sklêrijenn ha n'eus teñvalijenn ebet ennañ. 6 Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez. 7 Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma'z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec'hed. 8 Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n'emañ ket ennomp. 9 Mar anzavomp hor pec'hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder. 10 Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c'her n'emañ ket ennomp.

1 Yann 2

1 Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac'hanoc'h pec'het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh. 2 Eñ eo un aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl. 3 Dre gement-mañ ec'h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c'hourc'hemennoù. 4 An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ. 5 Met evit an hini a vir e c'her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec'h ouzomp emaomp ennañ. 6 An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eñ e-unan. 7 Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc'hemenn kozh-se, eo ar ger hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. 8 Met ivez e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc'h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija. 9 An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremañ en deñvalijenn. 10 An hini a gar e vreur a chom er sklêrijenn, ha n'eus ennañ abeg da gouezhañ ebet. 11 Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec'h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad. 12 Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoù deoc'h abalamour d'e anv. 13 Tadoù, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad. 14 Tadoù, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreñv, ma chom ger Doue ennoc'h ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. 15 Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emañ ket ennañ, 16 rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad ha lorc'h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed. 17 Ar bed a dremen, e c'hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.

An enepkristed

18 Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc'h eus klevet e teu an enepkrist, bez' ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec'h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ. 19 Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re. 20 Resevet hoc'h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec'h anavezit pep tra. 21 N'em eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma'c'h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez. 22 Piv a zo gaouiat, ma n'eo an hini a nac'h ez eo Jezuz ar Krist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac'h an Tad hag ar Mab. 23 Piv bennak a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad. 24 Ra chomo ennoc'h eta ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c'hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad. 25 Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus. 26 Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac'hanoc'h. 27 Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantañ a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc'h pep tra, ma'z eo gwirion ha ma n'eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantañ.

Bugale Doue

28 Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh. 29 Mar gouzoc'h ez eo reizh, e c'houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.

1 Yann 3

1 Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c'heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n'anavez ket ar bed ac'hanomp: o vezañ n'en deus ket anavezet anezhañ. 2 Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n'eo ket bet c'hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma'z emañ. 3 Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c'hlana e-unan, evel ma'z eo glan e-unan. 4 Piv bennak a bec'h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec'hed a zo un dorridigezh eus al lezenn. 5 Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec'hedoù ha penaos n'eus pec'hed ebet ennañ. 6 Piv bennak a chom ennañ ne bec'h ket, piv bennak a bec'h n'en deus ket e welet ha n'en deus ket e anavezet. 7 Bugale vihan, ra ne douello den ac'hanoc'h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma'z eo e-unan reizh. 8 An hini a ra ar pec'hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec'h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul. 9 Piv bennak a zo ganet a Doue ne ra ket ar pec'hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c'hell ket pec'hiñ abalamour ma'z eo ganet a Doue. 10 E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d'en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n'eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.

En em garit an eil egile

11 Kement-mañ eo an disklêriadur hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile, 12 ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur. 13 Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac'hanoc'h. 14 Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d'ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv. 15 Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n'en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ. 16 E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur. 17 Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ? 18 Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez. 19 E kement-se eo ec'h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c'halonoù dirazañ, 20 rak mar kondaon hor c'halon ac'hanomp, Doue a zo brasoc'h eget hor c'halon hag a anavez an holl draoù. 21 Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c'halon ac'hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue. 22 Petra bennak a c'houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c'hourc'hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ. 23 Ha kement-mañ eo e c'hourc'hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m'en deus gourc'hemennet deomp. 24 An den a vir e c'hourc'hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec'h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.

1 Yann 4

Ret eo amprouiñ ar speredoù

1 Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed. 2 Dre gement-mañ eo ec'h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue, 3 ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed. 4 Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue hag hoc'h eus trec'het anezho, abalamour an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed. 5 Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho. 6 Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. A gement-se ec'h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.

Ar garantez a zeu eus Doue

7 Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Doue hag a anavez Doue. 8 An hini na gar ket n'en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez. 9 E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ. 10 E kement-mañ emañ ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c'haret ha kaset e Vab en aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù. 11 Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile. 12 Den n'eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp. 13 E kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered. 14 Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed. 15 Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue. 16 Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ. 17 E kement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma'z omp er bed-se evel ma emañ e-unan. 18 Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc'h ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez. 19 Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c'haret da gentañ. 20 Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket? 21 Hag ar c'hourc'hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.

1 Yann 5

Ar feiz e Jezuz

1 Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar Krist a zo ganet a Doue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c'hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ. 2 Dre gement-mañ ec'h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c'hourc'hemennoù. 3 Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c'hourc'hemennoù. Hag e c'hourc'hemennoù n'int ket diaes, 4 abalamour kement a zo ganet a Doue a drec'h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec'h ar bed: hor feiz. 5 Piv eo an hini a drec'h ar bed, nemet an hini a gred ez eo Jezuz Mab Doue? 6 Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma'z eo ar Spered a wirionez. 7 Rak bez' ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan. 8 Ha bez' ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan. 9 Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc'h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab: 10 an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d'an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab. 11 Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab. 12 An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n'en deus ket Mab Doue n'en deus ket ar vuhez. 13 Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ, deoc'h-c'hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc'h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c'hellot krediñ en anv Mab Doue. 14 Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac'hanomp. 15 Ha mar gouzomp e selaou ac'hanomp petra bennak a c'houlennomp, ec'h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ. 16 Mar gwel unan bennak e vreur o pec'hiñ eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d'ar re na reont ket ur pec'hed a gas d'ar marv. Bez' ez eus ur pec'hed a gas d'ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec'hed-se. 17 Pep direizhder a zo ur pec'hed, met ez eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv. 18 Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Doue ne bec'h ket; met an hini a zo ganet a Doue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ. 19 Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug. 20 Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus. 21 Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloù! Amen.

2 Yann 1

1 An henaour, d'an Itron dibabet ha d'he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez, 2 abalamour d'ar wirionez a chom ennomp hag a vo ganeomp evit ar beurbadelezh: 3 Ra vo ganeoc'h ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez!

Ar wirionez hag ar garantez

4 En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc'hemenn hon eus resevet digant an Tad. 5 Ha bremañ, Itron, e pedan ac'hanout, nann evel ma skrivfen dit ur gourc'hemenn nevez met an hini hon eus bet adalek ar penn-kentañ, ma en em garimp an eil egile. 6 Ha amañ emañ ar garantez: ma kerzhimp hervez e c'hourc'hemennoù. Kement-se eo ar gourc'hemenn, evel ma hoc'h eus e glevet adalek ar penn-kentañ evit ma kerzhot ennañ.

An enepkrist

7 Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n'anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist. 8 Lakait evezh ouzhoc'h hoch'-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun. 9 Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n'en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab. 10 Mar deu unan bennak d'ho kavout ha ne zegas ket gantañ ar gelennadurezh-se, na zegemerit ket anezhañ en ho ti ha na saludit ket anezhañ, 11 rak an hini a salud anezhañ a gemer lod en e oberoù fall. 12 Petra bennak ma em eus kalz a draoù da skrivañ deoc'h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc'h hag e komzimp genoù ouzh genoù, evit ma vo peurvat hol levenez. 13 Bugale da c'hoar dibabet, a salud ac'hanout! Amen.

3 Yann 1

Kerzhout er wirionez

1 An henaour, da C'haiuz ar c'haret-mat, a garan er wirionez. 2 Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec'hed mat, evel ma'z emañ da ene o vleuniañ. 3 En em laouenaet bras on pa o deus breudeur en em gavet amañ hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez. 4 N'eus ket evidon ur brasoc'h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez. 5 Karet-mat, ober a rez gant fealded ar pezh a gasez da benn evit ar vreudeur hag evit an estrañjourien, 6 roet o deus testeni eus da garantez dirak an Iliz. Mat a ri pourvezañ d'o beaj en un doare dellezek a Doue. 7 Rak aet int evit e anv, hep degemer netra digant ar baganed. 8 Dleout a reomp eta degemer hevelep tud, evit dont da vezañ labourerien ganto evit ar wirionez. 9 Skrivet em eus d'an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac'hanomp. 10 Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc'hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc'h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d'ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz. 11 Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n'en deus ket gwelet Doue. 12 An holl, hag ar wirionez hec'h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion. 13 Kalz a draoù am befe da skrivañ dit, met ne fell ket din henn ober gant liv ha gant ar bluenn, 14 rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc'h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac'hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.

Jud 1

1 Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d'ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist: 2 Ra gresko ennoc'h an drugarez, ar peoc'h hag ar garantez!

Kelennadurezhioù faos

3 Re garet-mat, c'hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc'h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d'ar sent ur wech evit mat. 4 Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell 'zo o c'hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac'h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou. 5 Hogen e fell din degas da soñj deoc'h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n'o doa ket kredet, 6 penaos e talc'h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n'o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec'h o-unan, 7 ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c'herioù nesañ a oa en em roet d'an hevelep loustoni ha da bec'hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c'houzañv ar boan eus un tan peurbadus. 8 En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c'hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù. 9 Hogen Mikael an arc'hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c'hourdrouzo an Aotrou ac'hanout! 10 Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n'anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant. 11 Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore. 12 Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc'h oc'h en em vagañ o-unan hep dalc'hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc'h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet, 13 gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic'houloù an deñvalijenn. 14 Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel 15 evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec'hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec'herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ. 16 Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc'hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.

Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ

17 Met c'hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist. 18 Lavarout a raent deoc'h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc'hoantoù o-unan hep doujañs-Doue. 19 Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d'o c'horf ha n'emañ ket ar Spered ganto. 20 Met c'hwi, re garet-mat, en em savit hoc'h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel, 21 en em zalc'hit e karantez Doue, o c'hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus. 22 Kemerit truez ouzh darn met gant poell, 23 salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c'hig. 24 D'an hini a c'hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d'en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c'hloar, 25 da Doue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.

Diskuliadur 1

Diskuliadur

1 Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d'e servijer Yann, 2 en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet. 3 Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.

D'ar seizh Iliz a zo en Azia

4 Yann, d'ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron, 5 hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D'an hini en deus hor c'haret, en deus hor gwalc'het eus hor pec'hedoù dre e wad 6 hag en deus graet ac'hanomp rouaned hag aberzhourien da Doue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 7 Setu, emañ o tont war ar c'hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen. 8 Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C'halloudeg.

Gweledigezh Mab an den

9 Me, ho preur Yann, unanet deoc'h en anken, er rouantelezh hag er c'hendalc'husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c'her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist. 10 Bez' e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh, 11 a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d'ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea. 12 Me a zistroas evit gwelout a-belec'h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour, 13 hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour. 14 E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc'h, e zaoulagad a oa evel ur flamm-tan, 15 e dreid a oa heñvel ouzh kouevr fin-meurbet, evel ma oa tanet sklaer gant ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier. 16 En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c'henoù e teue ur c'hleze lemm a zaou droc'h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh. 17 Pa welis anezhañ, e kouezhis d'e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na'z pez ket aon! Me eo ar c'hentañ hag an diwezhañ, 18 an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen. Me am eus alc'houezioù lec'h ar marv hag ar marv. 19 Skriv an traoù ac'h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ, 20 mister ar seizh steredenn ac'h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac'h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.

Diskuliadur 2

Lizher da Iliz Efez

1 Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour: 2 Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat. 3 Gouzañvet ec'h eus, bet ec'h eus pasianted, labouret ec'h eus evit va anv ha ne'c'h eus ket kollet kalon. 4 Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec'h eus da garantez gentañ. 5 Az pez soñj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz. 6 Koulskoude ec'h eus kement-mañ: kasaat a rez oberoù an Nikolaidi, a gasaan ivez. 7 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.

Lizher da Iliz Smirna

8 Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d'ar vuhez: 9 Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan. 10 Na'z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c'houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac'hanoc'h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez. 11 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. An hini a drec'ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.

Lizher da Iliz Pergam

12 Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h: 13 Anavezout a ran da oberoù, e pelec'h e chomez, e-lec'h ma emañ tron Satan. Hag e talc'hez va anv ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioù ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan. 14 Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d'an idoloù ha ma kouezhjent er c'hadaliezh. 15 Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan. 16 Az pez eta keuz, anez e teuin prest da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù. 17 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.

Lizher da Iliz Tiatira

18 Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet: 19 Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d'ar re gentañ. 20 Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c'hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d'an idoloù. 21 Roet em eus amzer dezhi evit m'he defe keuz eus he gadaliezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz. 22 Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù. 23 Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoù. 24 Met e lavaran deoc'h-c'hwi, d'ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n'en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec'h all ebet warnoc'h, 25 met da vihanañ, dalc'hit start ar pezh hoc'h eus betek ma teuin. 26 D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù. 27 Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad, 28 hag e roin dezhañ steredenn ar mintin. 29 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.

Diskuliadur 3

Lizher da Iliz Sardiz

1 Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac'h eus da vezañ bev met marv out. 2 Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue. 3 Az pez soñj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout. 4 Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma'z int dellezek. 5 An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec'h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled. 6 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.

Lizher da Iliz Filadelfia

7 Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor: 8 Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriñ, dre ma ec'h eus bet nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va ger ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv. 9 Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet. 10 Abalamour ma ec'h eus miret ger va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar. 11 Setu, dont a ran prest. Dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn. 12 Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez. 13 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.

Lizher da Iliz Laodikea

14 Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue: 15 Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n'out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm! 16 Evel-se, dre ma'z out klouar na yen na tomm, e c'hwedin ac'hanout eus va genoù. 17 Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, ha n'anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh, 18 aliañ a ran ac'hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli. 19 Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz. 20 Setu, en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin. 21 An hini a drec'ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron. 22 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.

Diskuliadur 4

Tron Doue

1 Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c'hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c'hoarvezout goude ar re-mañ. 2 Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron. 3 An hini a oa azezet a oa heñvel a zoare ouzh ur maen-yalp hag un agatenn-ruz. An tron a oa kelc'hiet gant ur wareg-c'hlav a oa heñvel a zoare ouzh un emrodezenn. 4 En-dro d'an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù. 5 Eus an tron e teue luc'hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue. 6 Bez' e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d'an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok. 7 An c'hentañ bev a oa heñvel ouzh ul leon, an eil bev a oa heñvel ouzh ul leue, an trede bev en doa e zremm evel hini un den, ar pevare bev a oa heñvel ouzh un erer o nijal. 8 Ar pevar bev o doa pep hini c'hwec'h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu! 9 Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d'an hini a oa azezet war an tron, d'an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, 10 ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, hag a daole o c'hurunennoù dirak an tron en ur lavarout: 11 Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec'h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!

Diskuliadur 5

Jezuz a zo dellezek da zigeriñ al levr siellet

1 Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell. 2 Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù? 3 Ha den, nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, ne c'helle digeriñ al levr pe sellout outañ. 4 Hag e ouelis kalz, abalamour na voe kavet den ebet dellezek da zigeriñ al levr, na d'e lenn, na da sellout outañ. 5 Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec'het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ. 6 Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez' en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh. 7 Dont a reas hag e kemeras al levr eus dorn dehou an hini a oa azezet war an tron. 8 P'en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c'hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent. 9 Ur c'hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d'ar marv hag ec'h eus hon dasprenet da Doue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad, 10 graet ec'h eus ac'hanomp rouaned hag aberzhourien d'hon Doue, hag e renimp war an douar. 11 Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d'an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù. 12 Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d'ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi. 13 Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoù a zo enno, a lavare: D'an hini a zo azezet war an tron ha d'an Oan, ra vo ar veuleudi, an enor, ar gloar hag an nerzh, e kantvedoù ar c'hantvedoù! 14 Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.

Diskuliadur 6

Ar c'hwec'h siell kentañ

1 Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel. 2 Me a sellas ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec'her evit trec'hiñ. 3 Pa zigoras an eilvet siell, e klevis an eilvet bev a lavare: Deus ha gwel. 4 Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc'h kuit a-ziwar an douar ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhañ. 5 Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc'h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn. 6 Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin. 7 Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare bev a lavare: Deus ha gwel. 8 Me a sellas ha setu, ur marc'h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe d'e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar. 9 Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d'ar marv abalamour da c'her Doue hag abalamour d'an testeni o doa roet. 10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar? 11 Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc'hraet an niver eus o c'henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d'ar marv evelto. 12 Me a sellas pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas evel gwad, 13 stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa'z eo hejet gant an avel. 14 An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec'hioù. 15 Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c'halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù, 16 hag e lavarjont d'ar menezioù ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan, 17 rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c'hello chom en e sav?

Diskuliadur 7

Kant pevar mil ha daou-ugent merket gant ur siell

1 Goude-se, e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o terc'hel ar pevar avel evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet. 2 Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d'an douar ha d'ar mor 3 o lavarout: Na noazit ket d'an douar, na d'ar mor, na d'ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue. 4 Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: 5 A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell; 6 a veuriad Aser, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Neftali, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Manase, daouzek mil merket gant ar siell; 7 a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell; 8 a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell.

Ar vandenn vras gwisket gant saeoù gwenn

9 Goude -se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c'helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn. 10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan. 11 An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue 12 o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c'hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d'hon Doue e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. 13 Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet? 14 Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez' int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc'het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan. 15 Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez, 16 n'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet, 17 rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec'ho pep daeraouenn eus o daoulagad.

Diskuliadur 8

Ar seizhvet siell

1 Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur. 2 Hag e welis ar seizh ael en em zalc'h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh. 3 Un ael all a zeuas hag en em zalc'has tost d'an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c'hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron. 4 Moged ar c'hwezh-vat gant pedennoù ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue. 5 An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar.

Ar c'hwec'h trompilh kentañ

6 Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniñ. 7 An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c'heot glas a voe devet. 8 An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad, 9 an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet. 10 An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c'houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour. 11 Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c'hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c'hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c'hwerv. 12 Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz. 13 Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d'an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c'hoazh seniñ!

Diskuliadur 9

1 Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc'houez puñs an donder a voe roet dezhañ, 2 hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs. 3 Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar. 4 Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c'heot an douar, na da c'hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d'an dud n'o deus ket siell Doue war o zalioù. 5 Roet e voe dezho ar galloud, nann d'o lazhañ, met d'o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c'hrug pa flemm un den. 6 En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec'ho diouto. 7 Ar c'hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez' e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud. 8 Blev o doa evel blev gwragez hag o dent a oa evel dent leoned. 9 Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d'an emgann. 10 Lostoù o doa evel re ar c'hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d'an dud e-pad pemp miz. 11 Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion (= distrujer). 12 Ar c'hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c'hoazh daou walleur all goude kement-se. 13 Ar c'hwec'hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c'horn an aoter aour a zo dirak Doue, 14 o lavarout d'ar c'hwec'hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez. 15 Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud. 16 Niver marc'hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù (= daout c'hant milion), klevout a ris an niver anezho. 17 Evel-se e welis ar c'hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c'hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr. 18 An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù. 19 Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug. 20 Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n'o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc'hant, arem, maen ha koad, na c'hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout. 21 N'o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.

Diskuliadur 10

An ael galloudek hag al levr bihan

1 Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez' e oa ur wareg-c'hlav a-us d'e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan. 2 Derc'hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e hini kleiz war an douar, 3 hag e krias gant ur vouezh kreñv evel ul leon pa yud. Pa grias, ar seizh kurun a roas da glevout o mouezh. 4 P'o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho. 5 An ael am boa gwelet oc'h en em zerc'hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neñv 6 hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer, 7 met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc'hraet, evel m'en doa disklêriet d'e servijerien ar brofeded. 8 Ar vouezh am boa klevet eus an neñv a gomzas din a-nevez hag a lavaras: Kae, kemer al levr bihan a zo digor e dorn an ael en em zalc'h war ar mor ha war an douar. 9 Mont a ris etrezek an ael hag e lavaris dezhañ: Ro din al levr bihan. Hag e lavaras din: Kemer ha lonk anezhañ, leuniañ a raio da vouzelloù a c'hwervder, met e-barzh da c'henoù e vo dous evel mel. 10 Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael hag e lonkis anezhañ. Dous e voe em genoù evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloù a voe leuniet a c'hwervder. 11 Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c'hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.

Diskuliadur 11

An daou dest

1 Roet e voe din ur walenn (~ 3 m) heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno. 2 Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d'ar broadoù. Int a vac'ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent. 3 Me a roio galloud da'm daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c'hant ha tri-ugent devezh. 4 Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc'h dirak Doue an douar. 5 Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se. 6 Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c'hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho. 7 Ha p'o devo peurc'hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec'ho hag o lazho. 8 O c'horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec'h ma'z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz. 9 Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c'horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez. 10 Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d'al levenez, hag e kasint profoù an eil d'egile abalamour m'o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar. 11 Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec'h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho. 12 Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho. 13 D'an eur-se e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c'hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Doue an neñv. 14 An eil gwalleur a zo tremenet. Setu, an trede gwalleur a zeuio prest.

Ar seizhvet trompilh

15 Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Krist. Eñ a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù. 16 Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue, 17 o lavarout: Ni a drugareka ac'hanout, Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec'h eus kemeret da c'halloud bras en da zorn ha dre ma'z out aet en da ren. 18 Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c'hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar. 19 Templ Doue a zigoras en neñv hag arc'h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez' e voe luc'hed, mouezhioù, kurunoù, ur c'hren-douar hag ur grizilh bras.

Diskuliadur 12

Ar wreg, an aerouant hag ar bugel

1 Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn. 2 Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c'houzañv gwentloù ar gwilioud. 3 Ur sin all a voe gwelet c'hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen. 4 E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti. 5 Hi a c'hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron. 6 Ar wreg a dec'has el lec'h distro en ul lec'h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh. 7 Un emgann a c'hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled, 8 met ne voent ket ar c'hreñvañ hag ne voe mui kavet a lec'h evito en neñv. 9 An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ. 10 Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Krist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue. 11 Trec'het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n'o deus ket karet o buhez en tu all d'ar marv. 12 Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c'hwi a chom enno. Gwalleur d'an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h gant ur fulor vras hag o c'houzout n'en deus nemet nebeud amzer. 13 Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc'h ar wreg he doa ganet ar mab. 14 Divaskell an erer bras a voe roet d'ar wreg evit ma c'hellfe nijal d'al lec'h distro, en he lec'h hec'h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer. 15 An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc'h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr. 16 An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c'henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c'henoù. 17 An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d'ober brezel d'ar peurrest eus he lignez, d'ar re a vir gourc'hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.

Diskuliadur 13

Al loen o sevel eus ar mor

1 En em zalc'his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh. 2 Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c'henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras. 3 Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d'ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac'haet hag an holl douar a oa en estlamm oc'h heuliañ al loen. 4 Azeuliñ a rejont an aerouant en doa roet galloud d'al loen, hag ec'h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heñvel ouzh al loen ha piv a c'hello en em gannañ outañ? 5 Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d'oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent. 6 Digor a reas e c'henoù evit mallozhiñ a-enep Doue, evit mallozhiñ a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a chom en neñv. 7 Roet e voe dezhañ ar galloud d'ober brezel ouzh ar sent ha d'o zrec'hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad. 8 Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n'eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d'ar marv. 9 Mar en deus unan bennak divskouarn, ra selaouo. 10 Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c'hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c'hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.

Al loen o sevel eus an douar

11 Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant. 12 Diskouez a reas holl c'halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac'haet dezhañ e c'houli marvus. 13 Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud. 14 Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d'ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d'al loen, an hini a oa c'hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c'hleze. 15 Roet e voe dezhañ ar galloud da reiñ ur spered da skeudenn al loen, evit ma vije gouest skeudenn al loen da gomz ha da lakaat d'ar marv ar re holl n'azeuljent ket skeudenn al loen. 16 Lakaat a ra an holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, frank ha sklav, da gemer ur merk en o dorn dehou pe war o zal. 17 Ha den ne c'hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv. 18 Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent.

Diskuliadur 14

An Oan hag ar 144 000

1 Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc'he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù. 2 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c'hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù. 3 Int a gane evel ur c'hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c'helle deskiñ ar c'hantik nemet ar c'hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar. 4 Ar re mañ eo ar re n'int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc'h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec'h bennak ma'z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan. 5 N'eus ket bet kavet a c'haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.

Barnedigezh Doue kemennet gant tri ael

6 Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d'ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl. 7 Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier. 8 Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m'he deus roet da evañ d'an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh. 9 Un trede ael a heulie anezho o lavarout gant ur vouezh kreñv: Mar azeul unan bennak al loen hag e skeudenn, ha mar kemer ur merk war e dal pe en e zorn, 10 ec'h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec'h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan. 11 Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c'hantvedoù, n'o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv. 12 Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc'hemennoù Doue ha feiz Jezuz. 13 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.

Eost an douar

14 Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc'h lemm. 15 Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d'an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc'h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev. 16 An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc'h war an douar, hag an douar a voe medet. 17 Un ael all a yeas kuit eus an templ a zo en neñv, o kaout ivez ur falc'h lemm. 18 Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d'an hini en doa ar falc'h lemm, o lavarout: Taol da falc'h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev. 19 An ael a daolas e falc'h war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar hag o zaolas e beol vras kounnar Doue. 20 Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kêr, ha gwad a zeuas kuit eus ar veol betek bridoù ar c'hezeg, war un astennidigezh a vil c'hwec'h kant stadenn (~ 300 km).

Diskuliadur 15

Seizh ael hag ar seizh gouli diwezhañ

1 Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc'he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue. 2 Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec'het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc'he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto. 3 Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c'halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent! 4 Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da'z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d'an daoulin dirazout, dre ma'z eo bet da varnedigezhioù disklêriet. 5 Goude-se e sellis ha setu, templ tabernakl an Testeni a oa digoret en neñv. 6 Ar seizh ael a zalc'he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d'o dardreiz gant gourizoù aour. 7 Unan eus ar pevar bev a roas d'ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù. 8 An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c'halloud. Den ne c'helle mont en templ ken na vije peurc'hraet seizh gouli ar seizh ael.

Diskuliadur 16

Seizh hanaf kounnar Doue

1 Klevout a ris ur vouezh kreñv a zeue eus an templ hag a lavaras d'ar seizh ael: It ha skuilhit war an douar an hanafoù eus kounnar Doue. 2 Ar c'hentañ ael a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha poanius. 3 An eilvet ael a skuilhas e hanaf er mor. Dont a reas evel gwad un den marv. Kement en doa buhez er mor a varvas. 4 An trede ael a skuilhas e hanaf war ar stêrioù ha war mammennoù an doureier. Troet e voent e gwad. 5 Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, abalamour ma ec'h eus barnet kement-se. 6 Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec'h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont. 7 Klevout a ris unan all eus kostez an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c'halloudek, da varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh. 8 Ar pevare ael a skuilhas e hanaf war an heol. Roet e voe dezhañ ar galloud da zeviñ an dud dre an tan. 9 An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n'o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ. 10 Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan. 11 An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d'o glac'haroù ha d'o goulioù, ha n'o deus ket keuz eus o oberoù. 12 Ar c'hwec'hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec'has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol. 13 Gwelout a ris o vont kuit eus genoù an aerouant, eus genoù al loen hag eus genoù e fals-profed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered. 14 Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d'o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c'halloudek. 15 Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh. 16 Hag e tastumas anezho en ul lec'h a zo anvet en hebraeg Harmagedon. 17 Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se! 18 Bez' e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar bras, ur c'hren-douar ken bras ha na voe biskoazh un hevelep abaoe ma ez eus tud war an douar. 19 Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer. 20 An holl inizi a dec'has hag ar menezioù ne voent kavet ken. 21 Hag e kouezhas eus an neñv war an dud ur grizilh bras, ken pounner hag un talant (~ 30 kg) pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue abalamour da c'houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet.

Diskuliadur 17

Kouezhadenn Babilon vras

1 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier. 2 Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh. 3 Eñ a gasas ac'hanon er spered en ul lec'h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn. 4 Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh. 5 War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar. 6 Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi. 7 Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn. 8 Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n'emañ ken, petra bennak ma'z emañ c'hoazh. 9 Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar wreg warno. 10 Bez' int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell. 11 Al loen a oa ha n'emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll. 12 An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket resevet c'hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen. 13 An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen. 14 Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec'ho, abalamour ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c'halvet ar re zibabet hag ar re feal. 15 Lavarout a reas din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù. 16 An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig hag he c'haso da netra gant an tan. 17 Rak Doue en deus lakaet en o c'halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc'hraet. 18 Ar wreg ac'h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.

Diskuliadur 18

1 Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c'hloar. 2 Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec'h d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus. 3 Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c'hastaouet ganti ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll. 4 Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c'hreiz, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoù ha n'ho pefe ivez lod en he goulioù, 5 rak he fec'hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù. 6 Grit dezhi evel ma he deus graet deoc'h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m'he deus mesket, meskit dezhi an daougement. 7 Kement ha ma'z eo en em roet el lorc'h ha ma'z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c'houzañv a estrenvan hag a c'hlac'har. Pa lavar en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intañvez ha ne welin ket ar c'hañv, 8 dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c'hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi. 9 Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c'halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec'h entanadur. 10 En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c'halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur. 11 Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken eus o marc'hadourezhioù, 12 marc'hadourezhioù aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor, 13 kinamom, louzoù-frondus, c'hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud. 14 Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n'o c'havi ken. 15 Marc'hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, o ouelañ, o c'harmiñ 16 hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez! 17 Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell; 18 o welout mogedenn hec'h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras? 19 Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c'harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra. 20 Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc'h abeg. 21 Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken. 22 Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c'hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout. 23 Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac'h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc'hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù. 24 Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d'ar marv war an douar.

Diskuliadur 19

Allelouia! Eured an Oan

1 Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! (= meulit an AOTROU) Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d'an Aotrou hon Doue, 2 rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c'hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn. 3 Lavarout a rejont un eilvet gwech: Allelouia! Hag he mogedenn a savas e kantvedoù ar c'hantvedoù. 4 Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia! 5 Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c'hwi holl e servijerien, c'hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras. 6 Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek a ren. 7 En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet. 8 Roet eo bet dezhi d'en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent. 9 Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue. 10 Me a gouezhas d'e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.

Ar marc'heger gant ar marc'h gwenn; al loen hag ar fals-profed trec'het

11 Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm. 12 E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez' en deus un anv a zo bet skrivet ha den n'anavez anezhañ nemet e-unan. 13 Gwisket eo gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Ger Doue. 14 An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan. 15 Eus e c'henoù e teu ur c'hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c'halloudek. 16 War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ. 17 Gwelout a ris un ael all en em zalc'he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d'an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras, 18 evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c'halloudek, kig ar c'hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras. 19 Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d'an hini a oa pignet war ar marc'h ha d'e arme. 20 Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr. 21 Ar peurrest a voe lazhet gant ar c'hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc'h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c'hig.

Diskuliadur 20

Satan ereet; ar mil bloavezh; kentañ adsavidigezh

1 Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc'houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn. 2 Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec'h ereas anezhañ evit mil bloavezh. 3 Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer. 4 Gwelout a ris tronioù; d'ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n'o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n'o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh. 5 Ar peurrest eus ar re varv n'advevjont ket ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentañ adsavidigezh. 6 Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n'en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Doue ha da Krist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.

Satan diereet ha trec'het

7 Pa vo ar mil bloavezh tremenet, Satan a vo diereet eus e brizon. 8 Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c'horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor. 9 Pignat a rejont war c'horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d'ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho. 10 An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec'h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec'h estrenvanint evit kantvedoù ar c'hantvedoù.

Ar barn diwezhañ

11 Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec'has kuit a-zirak e zremm, ha lec'h ebet ne voe kavet ken evito. 12 Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc'h en em zerc'hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù. 13 Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec'h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù. 14 Ar marv ha lec'h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv. 15 Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.

Diskuliadur 21

Un neñv nevez hag un douar nevez.

Ar Jeruzalem nevez

1 Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken. 2 Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma'z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried. 3 Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez' e vo o Doue. 4 Doue a sec'ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c'hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet. 5 An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. 6 Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D'an hini en deus sec'hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez. 7 An hini a drec'ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Doue e vin hag eñ a vo va mab. 8 Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c'hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c'haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv. 9 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da'm c'havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan. 10 Eñ a gasas ac'hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue, 11 ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink. 12 Bez' e oa ur voger vras hag uhel. Bez' e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez' e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel. 13 Er sav-heol teir dor, en hanternoz teir dor, er c'hreisteiz teir dor, er c'huzh-heol teir dor. 14 Moger ar gêr he doa daouzek diazez, ha warno anvioù daouzek abostol an Oan. 15 An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn (~ 3 m) aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger. 16 Ar gêr a zo pevar c'hornek, hag he hirder a zo kevatal d'he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn (~ 2.2 km). He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal. 17 Eñ a vuzulias ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent (~ 70 m), muzul den, a zo hini an ael. 18 Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan. 19 Diazezoù moger ar gêr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c'hentañ diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedonia, ar pevare a emrodez, 20 ar pempvet a sardoniks, ar c'hwec'hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist. 21 An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus. 22 Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek hag an Oan eo an templ anezhi. 23 Ar gêr n'he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn. 24 Ar broadoù eus ar re a zo salvet a gerzho diouzh he sklêrijenn. Rouaned an douar a zegas enni o gloar hag o enor. 25 He dorojoù ne vint ket serret bemdez, rak ne vo ket a noz eno. 26 Degaset e vo enni gloar hag enor ar broadoù. 27 Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d'an euzhusted ha d'ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.

Diskuliadur 22

1 Eñ a ziskouezas din ur stêr c'hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan. 2 E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac'haat ar broadoù. 3 Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ. 4 Int a welo e zremm hag e anv a vo war o zalioù. 5 Ne vo ken a noz, n'o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.

Dont a ra Jezuz en-dro prest

6 Lavarout a reas din: Ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. An Aotrou Doue ar brofeded santel en deus kaset e ael evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest. 7 Setu, e teuan prest. Eürus an hini a vir gerioù diougan al levr-mañ. 8 Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c'hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ, 9 met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue. 10 Hag e lavaras din: Na siell ket gerioù diougan al levr-mañ, rak an amzer a zo tost. 11 An hini a zo direizh ra vo direizh c'hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c'hoazh, an hini a zo reizh ra vo reizh c'hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c'hoazh. 12 Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet. 13 Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh. 14 Eürus ar re a vir e c'hourc'hemennoù, evit m'o devo lod er wezenn a vuhez hag e c'hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù. 15 Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou. 16 Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc'h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure. 17 Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec'hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ. 18 Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ. 19 Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ. 20 An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus! 21 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.